Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Daniel » Pennad 6

Levr Daniel - Pennad 6

Levr : Levr Daniel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 6



Darius le Mède reçut le royaume. Il avait soixante-deux ans. Dn 6, 1 : Ha Darius, ar Mediad, a gemeras ar rouantelezh d’an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.

Darius jugea bon d’établir sur son royaume cent vingt satrapes, pour tout le royaume, Dn 6, 2 : Plijout a reas da Zarius lakaat war e rouantelezh satraped, c’hwec’h-ugent, da vezañ dre-holl en e rouantelezh ;

et au-dessus d’eux, trois ministres, auxquels ces satrapes rendraient des comptes, pour que le roi ne soit pas lésé. L’un d’entre eux était Daniel. Dn 6, 3 : hag a-us dezho, tri fenn-rener, Daniel unan anezho, ha dezho o devoa ar satraped-se da rentañ kont, evit diwall na vije graet gaou ebet ouzh ar roue.

Or, Daniel l’emporta sur les autres ministres et les satrapes, parce qu’il avait en lui un esprit supérieur. Le roi avait l’intention de le placer à la tête de tout le royaume. Dn 6, 4 : Neuze an Daniel-se dre ma oa trec’h d’ar renerien all ha d’ar satraped, gant ar spered uhel a oa ennañ, e oa e soñj ar roue e lakaat e penn ar rouantelezh a-bezh.

Pour cette raison, les ministres et les satrapes cherchaient à prendre Daniel en faute dans les affaires du royaume, mais ils ne pouvaient trouver ni faute ni erreur, parce qu’il était fidèle et qu’on ne pouvait lui imputer ni négligence ni erreur. Dn 6, 5 : Neuze ar renerien hag ar satraped a glaskas kavout abegoù enep Daniel e aferioù ar rouantelezh, met abeg ebet na fazi ne c’hellent kavout, peogwir e oa feal : na mank na fazi ne voe kavet enep dezhañ.

Ces hommes dirent : « Nous ne trouvons aucune faute en Daniel ; trouvons-en une à propos de la loi de son Dieu. » Dn 6, 6 : Neuze ar baotred-se a lavaras : "Ne gavimp enep an Daniel-se abeg ebet, nemet ha kavout a rafemp enep dezhañ e Lezenn e Zoue !"

Alors, ces ministres et ces satrapes se précipitèrent chez le roi et lui parlèrent ainsi : « Ô roi Darius, puisses-tu vivre à jamais ! Dn 6, 7 : Ha renerien ha satraped ha mont gant herr da gaout ar roue, ha komz outañ evel-hen : "O Roue Darius, buhez dit da viken !

Après concertation, tous les ministres du royaume, les préfets, les satrapes, les conseillers et les gouverneurs te proposent de promulguer un décret pour donner force de loi à l’interdiction suivante : Tout homme qui, dans les trente jours à venir, adressera une prière à un autre dieu ou à un autre homme que toi, ô roi, sera jeté dans la fosse aux lions. Dn 6, 8 : Ali eo holl renerien ar rouantelezh, ar brefeded hag ar satraped, ar guzulierien hag ar c’houarnourien evit ma vefe douget ur gourc’hemenn a-berzh ar roue, ha lakaet un difenn da dalvezout : arabat da unan bennak ober ur bedenn ouzh doue ebet na den ebet, e-pad an tregont devezh o tont nemet ouzhit-te e vefe, o Roue ! Pe e vo taolet e foz al leoned.

Maintenant, ô roi, promulgue cette interdiction, fais-la mettre par écrit afin qu’on n’y change rien, selon la loi irrévocable des Mèdes et des Perses. » Dn 6, 9 : Bremañ, o roue, sav an difenn, sin ar skrid, ma na vo ket kemmet, e-keñver lezenn digemmus Mediz ha Persiz".

Et le roi Darius fit mettre l’interdiction par écrit. Dn 6, 10 : Ha war-se, ar roue Darius a sinas ar skrid hag an difenn.

Lorsque Daniel sut que l’acte avait été rédigé, il entra dans sa maison. Les fenêtres de sa chambre la plus haute s’ouvraient en direction de Jérusalem et, trois fois par jour, il se mettait à genoux, s’adonnant à l’intercession et à la louange en présence de son Dieu, comme il l’avait toujours fait. Dn 6, 11 : Daniel avat, kerkent ha ma ouezas e oa sinet ar skrid, a bignas d’e di ; hag ar prenestroù digor gantañ en e gambr war-zu Jeruzalem teir gwech en deiz e taouline war e zaoulin, o pediñ hag o veuliñ e Zoue, en hevelep giz ha ma rae diaraok.

Les hommes qui avaient comploté contre lui se précipitèrent et le surprirent en train de prier et de supplier en présence de son Dieu. Dn 6, 12 : Neuze, ar baotred-se, antreet prim, a gavas Daniel oc’h ober pedennoù hag aspedennoù dirak e Zoue.

Ils allèrent trouver le roi et lui dirent : « N’as-tu pas fait mettre par écrit cette interdiction : Tout homme qui, dans les trente jours à venir, adressera une prière à un dieu ou à un homme autre que le roi, sera jeté dans la fosse aux lions ? » Le roi répondit : « Oui, c’est la décision que j’ai prise. Et, selon la loi des Mèdes et des Perses, elle est irrévocable. » Dn 6, 13 : Hag i da vont da gaout ar roue hag e tegasjont da soñj dezhañ eus an difenn bet douget gantañ : "Hag eñ n’ac’h eus ket skrivet e vefe arabat da nep piv bennak ober pedennoù ouzh nep doare na den, ac’hann da dregont deiz, nemet ouzhit, o Roue ! Pe e vefe taolet e foz al leoned ?" Respont a reas ar roue : "Gwir eo kement-se, emezañ, hag evel holl lezennoù Mediz ha Persiz, ez eo didorrus !"

Ils dirent alors au roi : « Daniel, un des déportés de Juda, ne tient compte ni de toi, ni de ton interdiction, ô roi ; trois fois par jour, il fait sa prière. » Dn 6, 14 : Neuze e respontjont en ur lavarout d’ar roue : "Ac’hanta ! O Roue ! Daniel, unan eus harluidi Youda, ne ra van ebet ouzhit, o Roue, nag ouzh an difenn ac’h eus sinet ; ha teir gwech an deiz e ra e bedennoù !"

En apprenant cela, le roi fut très contrarié et se préoccupa de sauver Daniel. Jusqu’au coucher du soleil, il chercha comment le soustraire à la mort. Dn 6, 15 : Neuze ar roue, pa glevas kement-se, a voe glac’haret-bras ; lakaat a reas don en e galon ar soñj da saveteiñ Daniel, ha betek kuzh-heol e klaskas an tu d’e saveteiñ.

Les mêmes hommes revinrent à la charge auprès du roi : « N’oublie pas, ô roi, que, selon la loi des Mèdes et des Perses, toute interdiction, tout décret porté par le roi est irrévocable. » Dn 6, 16 : Met ar baotred-se a yeas da gaout ar roue, hag e lavarjont d’ar roue : "Gouez mat, o Roue, hervez Lezenn Mediz ha Persiz, ne c’heller terriñ na difenn, na gourc’hemenn a-berzh ar roue".

Alors le roi ordonna d’emmener Daniel, et on le jeta dans la fosse aux lions. Il dit à Daniel : « Ton Dieu, que tu sers avec tant de constance, c’est lui qui te délivrera ! » Dn 6, 17 : Neuze e roas ar roue urzh da gerc’hat Daniel ha d’e deurel e foz al leoned. Hag ar roue da lavarout da Zaniel : "Da Zoue, hag a servijez gant dalc’hegezh, ra 'z savetaio".

On apporta une plaque de pierre, on la plaça sur l’ouverture de la fosse ; le roi la scella avec le cachet de son anneau et celui des grands du royaume, pour que la condamnation de Daniel fût irrévocable. Dn 6, 18 : Ur maen a voe degaset ha lakaet war c’henoù ar foz, ha siellet e voe gant ar roue gant e walenn ha re an uhelidi, evit na vije ket kemmet mennad e-keñver Daniel.

Puis le roi rentra dans son palais ; il passa la nuit sans manger ni boire, il ne fit venir aucune concubine, il ne put trouver le sommeil. Dn 6, 19 : Neuze ez eas ar roue d’e balez ; ha noz-pad e yunas, ha ne lakaas serc’h ebet da zont davetañ ; hag ar c’housked a bellaas dioutañ.

Il se leva dès l’aube, au petit jour, et se rendit en hâte à la fosse aux lions. Dn 6, 20 : Neuze e savas ar roue kerkent ha tarzh an deiz hag ez eas mall warnañ da foz al leoned.

Arrivé près de la fosse, il appela Daniel d’une voix angoissée : « Daniel, serviteur du Dieu vivant, ton Dieu, que tu sers avec tant de constance, a-t-il pu te faire échapper aux lions ? » Dn 6, 21 : Evel ma tostae ouzh ar foz, war-zu Daniel, gant ur vouezh ankeniet, e c’harmas : "Daniel, emezañ, servijer an Doue bev, daoust hag en deus gallet da Zoue, an hini a servijez hep paouez, da saveteiñ diouzh al leoned ?"

Daniel répondit : « Ô roi, puisses-tu vivre à jamais ! Dn 6, 22 : Neuze, Daniel a respontas d’ar roue : "O Roue, buhez dit da viken !

Mon Dieu a envoyé son ange, qui a fermé la gueule des lions. Ils ne m’ont fait aucun mal, car j’avais été reconnu innocent devant lui ; et devant toi, ô roi, je n’avais rien fait de criminel. » Dn 6, 23 : Va Doue en deus degaset e Ael, serret en deus genou al leoned, hag ar re-mañ n’o deus graet droug ebet din, rak didamall ez on bet kavet dirazañ. Hag ez keñver-te, o roue, n’em eus graet droug ebet".

Le roi ressentit une grande joie et ordonna de tirer Daniel de la fosse. On l’en retira donc, et il n’avait aucune blessure, car il avait eu foi en son Dieu. Dn 6, 24 : Neuze e voe karget ar roue a levenez, hag e roas urzh d’e dennañ diouzh ar foz. Hag e voe tennet Daniel diouzh ar foz, ha gloaz ebet ne voe kavet warnañ, rak kredet en devoa en e Zoue.

Le roi ordonna d’amener les accusateurs de Daniel et de les jeter dans la fosse aux lions, avec leurs enfants et leurs femmes ; or, avant même qu’ils soient au fond de la fosse, les lions les avaient happés et leur avaient broyé les os. Dn 6, 25 : Hag ar roue a roas urzh da zegas an dud o devoa tamallet Daniel, ha d’o zeurel e foz al leoned, int, o bugale hag o gwragez ; met a-raok m’o dije stoket ouzh goueled ar foz, e krogas al leoned enno, hag e vruzhunjont o holl eskern.

Alors le roi Darius écrivit à tous les peuples, nations et gens de toutes langues, qui habitent sur toute la terre : « Que votre paix soit grande ! Dn 6, 26 : Neuze, Darius, ar roue, a skrivas d’an holl bobloù a bep bro hag a bep yezh o chom war an douar : "Peoc’h e-leizh deoc’h holl !

Voici l’ordre que je donne : Dans toute l’étendue de mon empire, on doit trembler de crainte devant le Dieu de Daniel, car il est le Dieu vivant, il demeure éternellement ; son règne ne sera pas détruit, sa souveraineté n’aura pas de fin. Dn 6, 27 : Eus va ferzh e teu an urzh-mañ : Dre ar rouantelezh a-bezh hag a zo em dalc’h, en devezo pep den doujañs hag aon rak Doue Daniel : Rak Eñ eo an Doue bev, ha padout a ra da virviken. E Rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e aotrouniezh ne vo diwezh ebet dezhi.

Il délivre et il sauve, il accomplit des signes et des prodiges, au ciel et sur la terre, lui qui a sauvé Daniel de la griffe des lions. » Dn 6, 28 : Dieubiñ ha salviñ a ra, sinoù ha burzhudoù a ra en Neñv ha war an douar ! Eñ eo en deus tennet Daniel diouzh skilfoù al leoned !"

Daniel, quant à lui, prospéra sous le règne de Darius et sous le règne de Cyrus le Perse. Dn 6, 29 : An Daniel-se a reas berzh dindan ren Darius ha Kirus ar Persad.