Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Daniel » Pennad 11

Levr Daniel - Pennad 11

Levr : Levr Daniel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 11



La première année du règne de Darius le Mède, j’étais auprès de lui pour lui donner force et appui. Dn 11, 1 : Ha me, er bloaz kentañ eus Darius, ar Mediad, am eus dalc’het da gennerzhañ, d’e souten.

Maintenant je vais te révéler une vérité : Voici que trois rois surgiront encore en Perse. Le quatrième les surpassera en richesse, et lorsque sa richesse l’aura rendu plus fort, il mobilisera tout contre le royaume de Grèce. Dn 11, 2 : Ha bremañ, ur wirionez am eus da gemenn dit : bez’ e vo c’hoazh tri roue a savo evit Persiz, hag ar pevare en devo ur binvidigezh brasoc’h eget an holl, ha pa vezo kreñv a-walc’h gant e binvidigezh, e lusko an holl a-enep rouantelezh Hellas.

Un roi puissant surgira, exercera un immense pouvoir et agira selon son bon plaisir. Dn 11, 3 : Hag e savo ur roue kadarn a c’hounezo mestroniezh vras hag a raio hervez e c’hrad.

Mais à peine aura-t-il surgi que son royaume sera mis en pièces et partagé aux quatre vents du ciel, sans aucun profit pour ses descendants. Son pouvoir ne sera plus le même, car son royaume sera démembré et livré à d’autres. Dn 11, 4 : Hogen kerkent ha savet, e vo dispennet e rouantelezh, lodennet dre bevar avel an oabl, met n’eo ket etre tud e lignez : rak ne vezo ken un impalaeriezh evel e hini ; diwriziennet e vo e rouantelezh ha roet da re all eget e re.

Le roi du Midi deviendra fort, mais l’un de ses princes sera plus fort que lui, son pouvoir sera plus grand que le sien. Dn 11, 5 : Roue ar c’hreisteiz a gresko e nerzh, met unan eus e briñsed a zeuio da vezañ c’hoazh kreñvoc’h egetañ, hag e vo e zomaniezh, galloudekoc’h eget e hini.

Après quelques années, ils feront alliance. La fille du roi du Midi viendra chez le roi du Nord pour exécuter ces accords. Mais elle n’aura plus d’appui et sa descendance ne se maintiendra pas. Elle-même sera livrée avec ceux qui l’avaient accompagnée, son enfant et celui qui était son soutien en ces temps-là. Dn 11, 6 : A-barzh un nebeut bloavezhioù en em gevredint : ha merc’h roue ar C’hreisteiz a yelo davet roue ar Sterenn evit skoulmañ un emglev. Met houmañ ne viro ket nerzh he brec’h ha ne chomo ket he galloud. Deroet e vo, hi hag ar re o doa he degaset, hag he bugel, hag an hini en doa he skoazellet er reuz-se.

Mais de ses racines, un rejeton surgira à sa place. Il se portera à la rencontre de l’armée et entrera dans la citadelle du roi du Nord ; il les combattra et l’emportera. Dn 11, 7 : Hogen sevel a raio ur vroustenn diwar he gwrizioù war he lerc’h ; hemañ a gemero penn un arme, hag a yelo betek e-barzh kastell-kreñv roue ar Sterenn ; ober a raio enep dezhañ, hag e vo trec’h !

Il emmènera même leurs dieux comme captifs en Égypte, avec leurs images de métal fondu et leurs objets précieux d’argent et d’or. Pendant quelques années, il restera loin du roi du Nord. Dn 11, 8 : O doueoù, o skeudennoù zoken, o beselioù prizius arc’hant hag aour, a yelo gantañ en harlu da vro Egipt. Hag eñ e-pad un nebeut bloavezhioù, a chomo pell diouzh roue ar Sterenn,

Mais ce dernier viendra dans le royaume du roi du Midi, puis retournera dans son pays. Dn 11, 9 : met hemañ a zeuio e rouantelezh roue ar C’hreisteiz ha distreiñ a raio d’e vro.

Ses fils reprendront le combat et réuniront des armées en grand nombre. L’un d’entre eux arrivera, déferlera, traversera, puis il s’en retournera. Ils porteront le combat jusqu’à la citadelle. Dn 11, 10 : E vibien avat, en em briento evit an emgann hag a vodo un armead niverus a soudarded. Unan anezho a zeuio, a zic’hlanno, a veuzo, a zistroio hag a gavo ar brezel betek en e gastell.

Alors, le roi du Midi sera pris de rage. Il ira combattre contre le roi du Nord, qui mettra sur pied une troupe nombreuse, mais cette troupe sera livrée aux mains du roi du Midi. Dn 11, 11 : Roue ar C’hreisteiz, fuloret e galon, a yelo er-maez da vrezeliñ outañ, roue ar Sterenn, hag a savo eñ ivez un arme niverus, hag e kouezho arme egile etre e zaouarn.

Quand la troupe aura été prise, son cœur s’enflera d’orgueil. Mais il aura beau abattre des myriades d’hommes, il n’en sera pas plus fort. Dn 11, 12 : Pa vo bet distrujet an arme niverus-se, e savo kalonegezh dezhañ, hag e tiskaro dek-miliadoù a dud, hogen hep dont a-benn da beur-drec’hiñ.

Le roi du Nord mettra de nouveau sur pied une troupe, plus nombreuse que la précédente. Au bout d’un certain temps, de quelques années, il arrivera avec une grande armée et un équipement considérable. Dn 11, 13 : Dont a ray en-dro roue ar Sterenn, savet gantañ niverusoc’h arme eget an hini gentañ ; a-barzh un nebeut bloavezhioù e teuio, e tistroio gant un arme vras ha pourvezañs e-leizh.

En ces temps-là, beaucoup se dresseront contre le roi du Midi. Des hommes violents de ton peuple se lèveront pour accomplir la vision, mais ils échoueront. Dn 11, 14 : Kalz a dud a savo neuze enep Roue ar C’hreisteiz ; paotred taer eus da bobl a savo ivez evit seveniñ ar weledigezh... hogen diskaret e vezint !

Alors, le roi du Nord arrivera, il élèvera un remblai pour s’emparer d’une ville fortifiée. Les forces du roi du Midi ne résisteront pas, ni leur élite : elles n’en auront pas la force. Dn 11, 15 : Hag e teuio roue ar Sterenn, hag e savo kleuzioù, hag e kemero ur gêr vogeriet. Nerzhioù ar C’hreisteiz a vo faezhet : armead ar soudarded dreist-par n’hello ket derc’hel.

Celui qui s’avancera contre ce dernier agira selon son bon plaisir. Nul ne lui résistera, et il s’arrêtera au Pays magnifique, ayant en main le pouvoir de détruire. Dn 11, 16 : E enebour a raio gantañ evel ma karo, hep na vefe den gouest da zerc’hel penn outañ. Er vro hep he far e raio un arsav, an dismantr gantañ en e zorn.

Il se proposera de venir s’emparer de tout le royaume du roi du Midi et de passer accord avec lui. Il lui donnera une femme pour le conduire à sa perte, mais cela ne réussira pas, cela ne se produira pas. Dn 11, 17 : Ar mennad en devo da lakaat dindanañ e holl rouantelezh ha d’ober un emglev gantañ. Unan eus e verc’hed a roio dezhañ da bried, e soñj dont d’hen damesaat ; met kement-se ne zalc’ho ket ha ne zeuio ket e daol da vat.

Il se tournera alors vers les îles et s’emparera de beaucoup d’entre elles, mais un général mettra fin à cette agression sans qu’il puisse à son tour l’agresser. Dn 11, 18 : Neuze e troio e sell war-zu an Inizi, hag e kemero kalz anezho ; met ur priñs a harzo ouzh an dismegañs a felle dezhañ teurel war ar re all, hep na c’hellfe d’e dro ober dismegañs outañ.

Alors, il se tournera vers les citadelles de son pays. Mais il échouera, il tombera et on ne le retrouvera plus. Dn 11, 19 : Neuze e klasko repu e kastelloù-kreñv e vro, met strebotiñ a raio, hag e kouezho, ha ne vano roud ebet anezhañ ken !

Quelqu’un surgira à sa place, qui enverra un pillard attenter à ce qui fait la Splendeur du royaume. Mais en quelques jours il sera brisé, bien que ce ne soit ni par la colère ni par la guerre. Dn 11, 20 : Hag e savo unan war e lerc’h, unan a gaso ur mac’homer e gloar ar Rouantelezh. Met en ur ober un nebeut deizioù e vo diskaret hep na vefe na dre gounnar na dre vrezel.

À sa place surgira un homme méprisable à qui l’on n’accordera pas l’honneur de la royauté, mais il viendra, en toute tranquillité, s’emparer de la royauté par des intrigues. Dn 11, 21 : Un den disprizus a zeuio war e lerc’h ha n’en devo ket resevet an enor a roue : dont a raio didrouz da lakaat e grog war ar rouantelezh dre itrikoù.

Devant lui, les forces d’invasion seront débordées et brisées, ainsi qu’un chef de l’Alliance. Dn 11, 22 : armeoù a vo beuzet holl dirazañ, ha breset, ha Priñs ar Re Gevredet zoken.

Par des accords passés avec lui, il agira en traître ; il montera en puissance et, avec peu de monde, il s’imposera. Dn 11, 23 : Dre emglevioù skoulmet gantañ, e c’hoario gant tromplerezh : uhelaat a raio, ha trec’hiñ gant nebeut a dud,

En toute tranquillité, il viendra dans les régions fertiles de la province. Il fera ce que ni ses pères ni les pères de ses pères n’avaient fait : il distribuera aux siens du butin, des dépouilles et de l’équipement. Il tramera des complots contre les villes fortes, mais pour un temps seulement. Dn 11, 24 : hag en em silañ a raio sioul en tachennoù strujusañ, hag e raio ar pezh n’o devoa ket graet nag e dadoù nag e dadoù kozh : reiñ da bep hini e lod a breizhoù, dibourc’hioù, ha madoù ; enep d’ar c’hêrioù mogeriet ez ijino mont met evit un herrad ne vo ken.

Il mettra sa force et son courage à s’acharner contre le roi du Midi, avec une grande armée. Le roi du Midi s’engagera dans la guerre avec une armée nombreuse et très puissante, mais il ne résistera pas, car on tramera des complots contre lui. Dn 11, 25 : E penn un arme vras e tispako nerzh ha kalonegezh enep roue ar C’hreisteiz, ha roue ar C’hreisteiz, diouzh e du, a zeuio taer d’an emgann gant un arme brasoc’h c’hoazh, unan greñv-meurbet. Met ne zalc’ho ket penn, rak dre widre e vo diskaret ;

Ceux qui partagent sa table l’anéantiront, son armée sera débordée et beaucoup de victimes tomberont. Dn 11, 26 : darn hag a zebre eus e vara, hen diskaro. Beuzet e vo e arme, korfoù marv a gouezho e-leizh !

Les deux rois, le cœur mauvais, débiteront des mensonges à la même table, mais sans succès, car cela ne prendra fin qu’au moment fixé. Dn 11, 27 : An daou roue ne glaskint nemet droug an eil ouzh egile, hag, azezet ouzh an hevelep taol, a lavaro gevier an eil d’egile. Met ne zeuio ket o zroioù da vat, rak ne vo an dibenn nemet pa zegouezho ar c’houlz.

Le roi du Nord retournera dans son pays avec un équipement considérable. Ayant des intentions hostiles contre l’Alliance sainte, il les mettra à exécution, puis il retournera dans son pays. Dn 11, 28 : Distreiñ a raio d’e vro gant madoù bras, troet e galon d’ober droug d’an Emglev santel. Droug a raio ; hag e tistroio d’ar gêr.

Au moment fixé, il reviendra dans le royaume du Midi, mais cette fois, ce ne sera pas comme la première fois. Dn 11, 29 : D’ar c’houlz divizet ez aio adarre enep d’ar C’hreisteiz, met en taol-mañ ne vo ket kont evel ar wech kentañ.

Des navires venus de l’Occident l’attaqueront et il sera découragé. De nouveau, il s’emportera et agira contre l’Alliance sainte ; de nouveau, il sera de connivence avec ceux qui abandonnent l’Alliance sainte. Dn 11, 30 : Dont a raio enep dezhañ listri Kittim, hag e fallgalono ; distreiñ a raio neuze da ziskouez e gounnar enep an Emglev santel, hag e ray droug dezhañ. En em glevout a raio adarre gant ar re o devo dilezet an Emglev.

Des forces envoyées par lui surgiront, profaneront le Lieu saint, la citadelle ; elles feront cesser le sacrifice perpétuel et établiront l’Abomination de la désolation. Dn 11, 31 : Soudarded kaset gantañ a savo : disakrañ a raint ar Santual hag ar C’hastell-Kreñv ; lakaat a raint paouez gant ar Sakrifis peurbad ; an Euzh hag ar Reuz a lakaint da ren.

Ceux qui transgressent l’Alliance, il en fera des renégats par ses intrigues, mais le peuple de ceux qui connaissent leur Dieu réagira fermement. Dn 11, 32 : Dre lubanerezh ha tromplerezh e lakaio da renaviañ torrerien an Emglev ; met an dud a anav o Doue a chomo divrall hag a labouro !

Les gens intelligents du peuple en instruiront beaucoup, mais ils seront accablés par l’épée, le feu, la captivité et la spoliation pendant des jours. Dn 11, 33 : An dud skiantek a-douez ar bobl a gentelio kalz a reoù all. Met diskaret e vezint dre ar c’hleze, dre an tan, prizoniet, laeret o feadra, e-pad ur maread.

Lorsqu’ils seront accablés, peu de gens leur viendront en aide, mais beaucoup se joindront à eux par intrigue. Dn 11, 34 : Met pa gouezhint, e vezint sikouret... sikouret un nebeudig ! Rak kalz a raio van da vont a-du ganto, met dre bilpouzerezh.

Parmi les gens intelligents, certains seront accablés ; ils seront ainsi épurés, purifiés, blanchis, jusqu’au temps de la fin, car ce n’est pas encore le moment fixé. Dn 11, 35 : A-douez an dud fur, e kouezho darn, evit ma vezint int ivez amprouet, glanaet ha gwennaet, ken na zeuio an Termen : rak c’hoazh e vo un termen divizet.

Le roi agira selon son bon plaisir, il s’élèvera et s’enflera d’orgueil au-dessus de tout dieu. À propos du Dieu des dieux, il dira des choses aberrantes. Il réussira jusqu’à ce que la colère soit à son comble, car ce qui a été décidé s’accomplira. Dn 11, 36 : Ar roue a raio e volontez : gwintañ a raio e lorc’h a-us da bep doue, ha distagañ komzoù souezhus enep Doue an doueoù, ken na vo bet kaset da benn kounnar Doue, rak sevenet e vo ar pezh ’zo bet divizet.

Il n’aura d’égard ni pour le dieu de ses pères, ni pour le dieu favori des femmes, il n’aura d’égard pour aucune divinité, car il s’enflera d’orgueil au-dessus de tout. Dn 11, 37 : Ouzh doueoù e dadoù n’en devo doujañs ebet, nag ouzh an doue karet gant ar maouezed : ouzh doue ebet ne raio van ! Rak dreist an holl zoueoù en em lakaio e-unan !

À leur place, il honorera la divinité des citadelles, une divinité inconnue de ses pères ; il l’honorera avec de l’or, de l’argent, des pierres rares et des objets précieux. Dn 11, 38 : Doue ar C’hestell-kreñv, hennezh eo a enoro en o lec’h : un doue dianav d’e dadoù, hennezh eo a enoro gant aour, arc’hant, mein prizius ha bravigoù.

Il interviendra contre les fortifications des citadelles avec l’aide d’une divinité étrangère. Il comblera d’honneurs ceux qui la reconnaîtront, il leur donnera autorité sur beaucoup et distribuera des terres en récompense. Dn 11, 39 : Da zifenn e gastelloù-kreñv ec’h implijo pobl un doue arall-vro. Ar re a zoujo dezhañ, ar re-se a vo karget a enorioù, lakaet da c’houarnourien war galz, ha roet dezho douaroù da c’hopr.

Au temps de la fin, le roi du Midi l’affrontera. Le roi du Nord fondra sur celui-ci avec ses chars, ses cavaliers et de nombreux navires. Il arrivera dans les pays, il y déferlera, il les traversera. Dn 11, 40 : Pa zeuio an termen, e toso outañ roue ar C’hreisteiz, e tiruilho warnañ roue ar Sterenn gant kirri-brezel, marc’heien ha listri e-leizh ; hag en em ledo dre an douaroù evel al lanv o sevel hag o veuziñ.

Il arrivera jusqu’au Pays magnifique et beaucoup seront accablés. Voici ceux qui échapperont à son emprise : Édom, Moab et les meilleurs des fils d’Ammone. Dn 11, 41 : Betek ar Vro-a-enor e teuio, ha mil-miliadoù o devo lamm ! Hogen ar re-mañ a ziflipo diouzh e zorn : Edom, Moab, ha restad Mibien Amon.

Il étendra son emprise sur les pays ; même le pays d’Égypte n’en réchappera pas. Dn 11, 42 : Teurel a raio e graban war ar broioù : bro Egipt zoken ne ziflipo ket !

Il s’emparera des trésors d’argent et d’or et de tous les objets précieux de l’Égypte. Les Libyens et les Éthiopiens marcheront dans ses pas. Dn 11, 43 : Mestr e vo war deñzorioù aour, arc’hant ha bragerizoù bro Egipt ; ha Loubiz ha Koushiz a gerzho d’e heul.

Mais des rumeurs venues de l’Orient et du Nord l’inquiéteront, et il partira en grande fureur pour détruire et anéantir beaucoup de monde. Dn 11, 44 : Hogen gant keleier deut eus ar Reter hag ar Sterenn e vo lakaet nec’het, hag ez aio kuit kounnaret-bras evit distrujañ ha kas da get tud e-leizh.

Il dressera les tentes de son quartier général entre la mer et la sainte Montagne magnifique. Mais ce sera pour lui la fin, sans que personne lui vienne en aide. Dn 11, 45 : Tinelloù e Lez a savo etre ar morioù ha Menez santel ar Splannder. Met neuze e teuio an termen evitañ, ha ne vo den d’e sikour !