Geneliezh - Pennad 14
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 14
Voici ce qui arriva au temps d’Amrafel, roi de Shinéar, d’Ariok, roi d’Ellasar, de Kedorlahomer, roi d’Élam, et de Tidéal, roi de Goïm. Gn 14, 1 : Ha setu, en amzer Amrafel, roue Sinear, Aryoc’h, roue Elasar, Kodorlaomer, roue Elam, ha Tideal, roue Goim,
Ceux-ci firent la guerre à Béra, roi de Sodome, Birsha, roi de Gomorrhe, Shineab, roi d’Adma, Shémeéber, roi de Seboïm, et au roi de Bèla, c’est-à-dire Soar. Gn 14, 2 : a reas brezel enep Bera, roue Sodom, Birsha, roue Gomora, Shineav, roue Adma, Shemeever, roue Servoim, ha roue Bela pe Soar.
Ces derniers s’étaient tous rejoints dans la vallée de Siddim, c’est-à-dire la vallée de la mer Morte. Gn 14, 3 : Ar re-mañ holl en em gevredas e traonienn Sidim, pe mor an Holen.
Pendant douze ans, ils avaient servi Kedorlahomer, mais la treizième année, ils s’étaient révoltés. Gn 14, 4 : Daouzek vloaz o devoa servijet Kodorlaomer, met d’an trizekvet bloaz o devoa dispac’het.
Au cours de la quatorzième année, arriva Kedorlahomer et les rois qui l’accompagnaient. Ils battirent les Refaïtes à Ashtaroth-Qarnayim, les Zouzim à Ham, les Émim à Shaveh-Quiriataïm Gn 14, 5 : D’ar pevarzekvet bloaz ez eas Kodorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ da skeiñ war Refaiz en Ashterot, Karnaiz ha Zouziz e Ham, Emiz e Shave-Kiryataim,
et les Horites dans leur montagne de Séïr jusqu’au chêne de Parane qui est au bord du désert. Gn 14, 6 : ha Horiz war o menez Seir, betek El-Paran, e-kichen ar gouelec’h.
Puis ils s’en retournèrent et arrivèrent à la source du Jugement, c’est-à-dire Cadès ; ils ravagèrent tout le territoire des Amalécites et battirent aussi les Amorites qui habitaient à Haceçone-Tamar. Gn 14, 7 : Hag int o tistreiñ hag o vont da En-Mishpat, pe Kadesh, hag o skeiñ war holl vaezioù Amalekiz, ha zoken Amoriz, a oa o chom e Hasason-Tamar.
Sortirent alors le roi de Sodome, le roi de Gomorrhe, le roi d’Adma, le roi de Seboïm et le roi de Bèla, c’est-à-dire Soar. Ils se rangèrent en ordre de bataille dans la vallée de Siddim, Gn 14, 8 : Neuze e tibradas roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Sevoim ha roue Bela, pe Soar, hag en em renkjont enep dezho da vrezeliñ e traonienn Sidim,
face à Kedorlahomer, roi d’Élam, Tidéal, roi de Goïm, Amrafel, roi de Shinéar, Ariok, roi d’Ellasar : quatre rois contre cinq ! Gn 14, 9 : enep Kodorlaomer, roue Elam, Tideal, roue Goim, Amrafel, roue Sinear, hag Aryoc’h, roue Elasar : pevar roue enep da bemp.
La vallée de Siddim était creusée de puits de bitume. Dans leur fuite, le roi de Sodome et le roi de Gomorrhe y tombèrent, et les autres s’enfuirent vers la montagne. Gn 14, 10 : E traonienn Sidim e oa puñsoù, puñsoù bitum, hag en ur dec’hout, rouaned Sodom ha Gomora a gouezhas e-barzh, hag an dilerc’hidi a dec’has d’ar menez.
Les ennemis prirent tous les biens de Sodome et de Gomorrhe, ainsi que tous leurs vivres, et ils s’en allèrent. Gn 14, 11 : Ar re all a dapas holl vadoù Sodom ha Gomora, hag an holl voued o devoa, en ur vont kuit,
Ils prirent aussi Loth et ses biens et s’en allèrent. Loth était le neveu d’Abram et il habitait Sodome. Gn 14, 12 : hag e tapjont Lot gant e vadoù, mab breur Abram, en ur vont kuit : hemañ a oa o chom e Sodom.
Un fuyard vint informer Abram l’Hébreu de ces événements. Celui-ci demeurait aux chênes de Mambré l’Amorite, le frère d’Eshkol et d’Aner qui étaient des alliés d’Abram. Gn 14, 13 : Erruout a reas un tec’had da gontañ se da Abram an Hebread, a oa o chom e Dervennoù Mambre an Amorad, breur Eshkol ha breur Aner, hag o devoa un emglev gant Abram.
Dès qu’Abram entendit que son frère avait été capturé, il mobilisa trois cent dix-huit hommes de guerre qui appartenaient à sa maison et mena la poursuite jusqu’à Dane. Gn 14, 14 : Adal ma klevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec’h armas e dud embreget, bugale e di, tri c’hant triwec’h anezho, evit o argas betek Dan.
Durant la nuit, il se déploya contre ses ennemis, lui et ses serviteurs, il les battit et les poursuivit jusqu’à Hoba, au nord de Damas. Gn 14, 15 : Ha da ’n em lodennañ enep dezho, d’an noz, eñ hag e servijerien, ha da skeiñ warno ha d’o argas betek Hova, a zo a-gleiz da Zamask.
Il ramena tous les biens, il ramena aussi son frère Loth et ses biens, ainsi que les femmes et tous les gens. Gn 14, 16 : Adkemer a reas an holl vadoù hag ivez Lot, e vreur ; e vadoù a voe adkemeret hag ivez ar gwragez hag an dud.
Le roi de Sodome s’avança vers la vallée de Shavé, c’est-à-dire la vallée du Roi, à la rencontre d’Abram. Celui-ci venait de battre Kedorlahomer et les rois qui l’accompagnaient. Gn 14, 17 : Hag e teuas roue Sodom war-arbenn dezhañ, goude e zistro p’en doe skoet war Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ, da draonienn Shave, pe traonienn ar roue.
Melkisédek, roi de Salem, fit apporter du pain et du vin : il était prêtre du Dieu très-haut. Gn 14, 18 : Ha Melkisedek, roue Salem, a zegasas bara ha gwin ; beleg an Doue meurbet-uhel e oa-eñ.
Il le bénit en disant : « Béni soit Abram par le Dieu très-haut, qui a créé le ciel et la terre ; Gn 14, 19 : Hag e vennigas Abram, o lavarout : "Benniget ra vezo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, krouer an neñv hag an douar !
et béni soit le Dieu très-haut, qui a livré tes ennemis entre tes mains. » Et Abram lui donna le dixième de tout ce qu’il avait pris. Gn 14, 20 : Ha benniget ra vezo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn". Hag Abram a roas dezhañ an dekvet lodenn eus pep tra.
Le roi de Sodome dit à Abram : « Donne-moi les personnes et garde pour toi les biens. » Gn 14, 21 : Hag e lavaras roue Sodom da Abram : "Ro din an dud, hag ar madoù, o c’hemer evidout".
Abram lui répondit : « J’ai levé la main vers le Seigneur, le Dieu très-haut qui a fait le ciel et la terre, Gn 14, 22 : Hag e lavaras Abram da roue Sodom : "Sevel a ran va dorn etrezek an Aotrou, an Doue uhel, krouer an neñv hag an douar !
et j’ai juré que je ne prendrais rien, pas même un fil, pas même une courroie de sandale, rien de tout ce qui t’appartient. Tu ne pourras pas dire : “C’est moi qui ai enrichi Abram.” Gn 14, 23 : Nag un neudenn, nag ul lerenn solenn ne gemerin a gement a zo dit ! Ne lavari ket : me am eus pinvidikaet Abram !
Rien pour moi ! Seulement ce que les jeunes ont mangé et la part des hommes qui m’accompagnaient, Aner, Eshkol et Mambré. Qu’ils prennent eux-mêmes leur part ! » Gn 14, 24 : Netra evidon ! Nemet ar pezh o deus debret ar baotred ha lod ar soudarded deuet ganit : Aner, Eshkol, ha Mambre ; int avat a gemero o lod !"
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
