Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 38

Geneliezh - Pennad 38

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 38



En ce temps-là, Juda quitta ses frères et se rendit chez un homme d’Adoullam appelé Hira. Gn 38, 1 : D’ar mare-se e tiskennas Youda eus ti e vreudeur evit en em dennañ da di un den eus Odollam, e anv Hira.

Là, Juda aperçut la fille d’un Cananéen appelé Shoua. Il la prit et s’unit à elle. Gn 38, 2 : Hag e welas eno Youda merc’h un den eus Kanaan, hec’h anv Soua, hag he c’hemeras hag ez eas daveti.

Elle devint enceinte et enfanta un fils qu’on appela Er. Gn 38, 3 : Hag e koñsevas houmañ hag e c’hanas ur mab hag e c’halvas e anv Er.

Elle devint encore enceinte et enfanta un fils qu’elle appela Onane. Gn 38, 4 : O vezañ koñsevet c’hoazh, e c’hanas ur mab hag e c’halvas e anv Onan.

Elle devint enceinte une troisième fois et enfanta un fils qu’elle appela Shéla. Juda était à Késib lors de cette naissance. Gn 38, 5 : Ha c’hoazh e c’hanas ur mab hag e c’halvas e anv Sela ; bez’ e oa e Kasib pa c’hanas anezhañ.

Juda prit une femme pour Er, son premier-né. Elle s’appelait Tamar. Gn 38, 6 : Hag e kemeras Youda ur wreg evit Er, e vab henañ, hec’h anv Tamar.

Mais Er, le premier-né de Juda, déplut au Seigneur, et le Seigneur le fit mourir. Gn 38, 7 : Met o vezañ ma oa Er, mab henañ Youda, fall ouzh daoulagad an Aotrou, e voe lakaet da vervel gant an Aotrou.

Alors Juda dit à Onane : « Unis-toi à la femme de ton frère, pour remplir envers elle ton devoir de beau-frère : suscite une descendance à ton frère. » Gn 38, 8 : Hag e lavaras Youda da Onan : "Kae davet gwreg da vreur, dimez ganti, ha sav ul lignez d’az preur !"

Mais Onane savait que la descendance ne serait pas à lui. Aussi, quand il s’unissait à la femme de son frère, il laissait la semence se perdre à terre, pour ne pas donner de descendance à son frère. Gn 38, 9 : Met pa ouie Onan n’eo ket evitañ e vefe al lignez, ma-z ae davet gwreg e vreur, e rae floderezh war an douar, kuit da reiñ lignez d’e vreur.

Ce qu’il faisait déplut au Seigneur qui le fit mourir, lui aussi. Gn 38, 10 : Fall e oa dirak daoulagad an Aotrou ar pezh a rae, hag e reas dezhañ mervel ivez.

Juda dit alors à Tamar, sa bru : « Habite comme une veuve dans la maison de ton père, jusqu’à ce que mon fils Shéla ait grandi. » Il se disait, en effet : « Il ne faudrait pas que celui-ci meure aussi, comme ses frères. » Tamar s’en alla donc habiter dans la maison de son père. Gn 38, 11 : Hag e lavaras Youda da Damar, e verc’h-kaer : "Chom intañvez e ti da dad, ken n’en devo kresket Sela, va mab". Hag e soñje : "Arabat dezhañ mervel evel e vreudeur !" Ha mont a reas Tamar da chom e ti he zad.

Bien des jours passèrent, et la fille de Shoua, la femme de Juda, mourut. Quand Juda fut consolé, il monta à Timna chez les tondeurs de son troupeau avec son ami Hira, qui était d’Adoullam. Gn 38, 12 : Tremen a reas an amzer hag e varvas merc’h Soua, gwreg Youda. Ha pa voe frealzet Youda, e pignas da gaout e douzerien deñved, gant Hira, e vignon eus Odollam, betek Tamna.

On informa Tamar : « Voici que ton beau-père monte à Timna pour la tonte de son troupeau. » Gn 38, 13 : Hag e voe roet ar c’heloù da Damar, o lavarout dezhi : "Emañ da dad-kaer o tont war-laez etrezek Tamna, da douzañ e zeñved".

Alors elle ôta ses vêtements de veuve, se couvrit d’un voile, se rendit méconnaissable et s’assit à l’entrée d’Énaïm, sur le chemin de Timna. En effet, elle voyait bien que Shéla avait grandi et qu’elle ne lui était toujours pas donnée pour femme. Gn 38, 14 : Hag hi da lemel he dilhad intañvez, da ’n em c’holeiñ gant he gouel, da ’n em vouchañ ha da goazezañ e-harz dor Enaim, a zo war hent Tamna, rak gwelout a rae e oa bras Sela ha ne oa ket bet roet dezhañ da wreg.

Juda l’aperçut et la prit pour une prostituée, puisqu’elle avait couvert son visage. Gn 38, 15 : Hag he gwelout a reas Youda, o soñjal e oa ur ribodez, pa oa mouchet he dremm.

Il se dirigea vers elle, au bord du chemin, et dit : « Permets donc que j’aille avec toi ». En effet, il n’avait pas reconnu sa bru. Elle répondit : « Que me donneras-tu pour aller avec moi ? » Gn 38, 16 : Hag e tistroas daveti eus e hent hag e lavaras : "Deus amañ, mar plij, ma-z in davedout !" rak n’ouie ket e oa e verc’h-kaer. Hag hi da lavarout : "Petra a roi din evit dont ganin ?"

Il dit : « Je t’enverrai un chevreau de mon troupeau. » Elle reprit : « Oui, si tu me donnes un gage jusqu’à ce que tu l’envoies. » Gn 38, 17 : Hag eñ da lavarout : "Me a gaso ur menn-gavr eus va bagad". Hag hi da lavarout : "Ro din ur c’hred ken n’az po e gaset".

 Et lui : « Quel gage vais-je te donner ? » Elle répondit : « Ton sceau à cacheter, ton cordon et le bâton que tu tiens en main. » Il les lui donna et s’unit à elle. Et elle devint enceinte de lui. Gn 38, 18 : Hag eñ da lavarout : "Petore kred a roin dit ?" Hag hi da lavarout : "Da siell, da gordenn hag ar vazh a zo ez torn". O reiñ a reas hag ez eas daveti, hag e koñsevas dioutañ.

Elle se leva, s’en retourna, ôta son voile et reprit ses vêtements de veuve. Gn 38, 19 : Adsavet hag aet kuit, e lamas he gouel hag e wiskas he dilhad intañvez.

Juda envoya le chevreau par l’intermédiaire de son ami d’Adoullam, pour reprendre le gage des mains de la femme. Celui-ci ne la trouva pas. Gn 38, 20 : Hag e kasas Youda ur menn-gavr dre zorn e vignon Odollam evit adtapout ar c’hred eus dorn ar wreg, met n’he c’havas ket.

Il interrogea les gens de l’endroit : « Où est la prostituée qui se trouvait à Énaïm, au bord de la route ? » Ils répondirent : « Il n’y a jamais eu là de prostituée. » Gn 38, 21 : Kaer en devoa goulennata tud ar gêriadenn, o lavarout : "Pelec’h emañ ar serc’h a oa en Enaim war an hent ?", e veze lavaret : "N’eus bet amañ serc’h ebet !"

Il retourna donc chez Juda et dit : « Je ne l’ai pas trouvée, et les gens de l’endroit m’ont même déclaré qu’il n’y avait jamais eu là de prostituée. » Gn 38, 22 : Hag e tistroas davet Youda hag e lavaras : "N’em eus ket he c’havet ! Ha tud ar gêriadenn a lavar n’eus ket bet eno a serc’h".

Juda répondit : « Qu’elle garde tout pour elle ! Ne nous couvrons pas de ridicule, moi qui lui ai envoyé un chevreau, et toi qui ne l’as pas trouvée ! » Gn 38, 23 : Hag e lavaras Youda : "Ra viro eviti ! Arabat deomp bezañ dismegañset ! Kaset em eus ar menn-se ha n’ec’h eus ket he c’havet !"

Or, trois mois plus tard, on informa Juda : « Ta bru Tamar s’est prostituée et voilà même qu’elle est enceinte ! » Juda déclara : « Qu’on la jette dehors et qu’on la brûle ! » Gn 38, 24 : Met setu, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Youda, lavaret e voe : "Ribodet he deus Tamar, da verc’h-kaer ha setu m’he deus koñsevet en ur ribodal !" Hag e lavaras Youda : "Degasit anezhi hag e vo devet !"

Tandis qu’on la jetait dehors, elle envoya dire à son beau-père : « C’est de l’homme à qui appartiennent ces objets que je suis enceinte. » Et elle ajouta : « Regarde donc bien à qui appartiennent le sceau à cacheter, le cordon et le bâton que voici ! » Gn 38, 25 : Evel ma tegased anezhi, e kasas tud d’he zad-kaer, da lavarout : "Dre an den e oa an traoù-mañ dezhañ em eus koñsevet, emezi, anavez eta da biv eo ar siell, ar gordenn hag ar vazh-mañ !"

Juda les reconnut et dit : « Elle est plus juste que moi car, de fait, je ne l’ai pas donnée à mon fils Shéla. » Et désormais il ne s’unit plus à elle. Gn 38, 26 : Hag o anaout a reas Youda hag e lavaras : "Reishoc’h eo hi egedon, peogwir n’he roen ket da Sela, va mab". Met mui ken n’hec’h anavezas.

Or, quand elle accoucha, on s’aperçut qu’elle portait des jumeaux. Gn 38, 27 : Pa voe poent dezhi genel, setu e oa gevelled en he c’hof.

Pendant l’accouchement, l’un d’eux présenta une main que la sage-femme saisit : elle y attacha un fil écarlate, en disant : « Celui-ci est sorti le premier ! » Gn 38, 28 : E-kerz he gwilioud e roas unan e zorn, a voe tapet gant an amiegez, a stagas ouzh an dorn-se un neudenn ruz en ur lavarout : "Hemañ a zo deuet da gentañ !"

Mais il retira sa main et c’est son frère qui sortit. La sage-femme dit : « Quelle brèche tu as ouverte ! » Et on l’appela Pérès (c’est-à-dire : Brèche). Gn 38, 29 : Met souzañ a reas e zorn, hag e teuas e vreur. Hag hi da lavarout : "Pebezh freuz ganit ! pebezh freuz". Hag e c’halvas e anv Peres.

Son frère sortit ensuite, lui qui avait à la main le fil écarlate. On l’appela Zérah. Gn 38, 30 : Ha goude e teuas e vreur, war e zorn an neudenn ruz, hag e c’halvas e anv Zara.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn