Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 10

Geneliezh - Pennad 10

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 10



Voici la descendance des fils de Noé, Sem, Cham et Japhet. Il leur naquit des fils après le déluge. Gn 10, 1 : Ha setu diskennidi mibien Noe, Sem, Cham ha Jafet ; bet o devoa bugale goude an dic’hlann.

Fils de Japhet : Gomer, Magog, Madaï, Yavane, Toubal, Mèshek et Tirâs. Gn 10, 2 : Mibien Jafet a voe : Gomer, Magog, Madai, Javan, Toubal, Mosoc’h ha Tiras.

Fils de Gomer : Ashkenaz, Rifath et Togarma. Gn 10, 3 : Ha mibien Gomer : Askenez, Rifat ha Togorma.

Fils de Yavane : Élisha, Tarsis, Kittim et Rodanim. Gn 10, 4 : Ha mibien Javan : Elisa ha Tarsis, Ketim ha Dodanim.

C’est à partir d’eux que se fit la dispersion dans les îles des nations ; chacun s’installa, selon son clan et sa langue, sur sa terre parmi les nations. Gn 10, 5 : Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o broioù, pep hini hervez he yezh, he c’herentiezh, he foblad.

Fils de Cham : Koush, Misraïm, Pouth et Canaan. Gn 10, 6 : Ha mibien Cham a voe C’hous, Mesraim, ha Poud, ha Kanaan.

Fils de Koush : Séba, Havila, Sabta, Raéma, Sabteka. Fils de Raéma : Saba et Dedane. Gn 10, 7 : Ha mibien Kous : Saba, Hevila, Sabata, Regma ha Sabatacha. Ha mibien Regma : Saba ha Dedan.

Koush engendra Nemrod. Il fut le premier héros sur la terre. Gn 10, 8 : Ha C’hous en devoe Nemrod. Hemañ a grogas da vezañ kadarn war an douar.

C’était un vaillant chasseur devant le Seigneur. C’est pourquoi on dit : « Être, tel Nemrod, vaillant chasseur devant le Seigneur. » Gn 10, 9 : Bez’ e voe kadarn evel chaseer dirak an Aotrou ; setu perak e lavarer : "Evel Nemrod, kadarnat chaseer dirak an Aotrou !"

Les capitales de son royaume furent Babel, Érek, Akkad, Kalné, au pays de Shinéar. Gn 10, 10 : Da gentañ e voe roue e Babel, hag Arac’h ha Akad ha Kalane, e bro Sinear.

De ce pays sortit Assour qui construisit Ninive, Rehoboth-Ir, Kalah, Gn 10, 11 : Eus ar vro-se e teuas Asour. Hag e savas Nineve, ha Rohobotir, ha Kale,

et Rèsèn entre Ninive et Kalah : c’est la grande ville. Gn 10, 12 : ha Resen, etre Nineve ha Kale, a oa ur gêr vras.

Misraïm engendra les gens de Loud, d’Einame, de Lehab, de Naftouah, Gn 10, 13 : Ha Mesraim en devoe mibien Loud, Anam, Laab, Neftouh,

de Patrous et de Kaslouah d’où sortirent les Philistins et les gens de Kaftor. Gn 10, 14 : Fetrous, Kaslouh ha mibien Kaftor, ma teuas diouto Filistiz.

Canaan engendra Sidon, son premier-né, et Heth, Gn 10, 15 : Ha Kanaan en devoe Sidon, e vab henañ, hag Het,

puis le Jébuséen, l’Amorite, le Guirgashite, Gn 10, 16 : ha Jebouseiz, Amoriz, Girgashiz,

le Hivvite, l’Arqite, le Sinite, Gn 10, 17 : Hiviz, Arakiz, Sinaiz,

l’Arvadite, le Semarite, le Hamatite. Les clans des Cananéens se dispersèrent ensuite Gn 10, 18 : Aradiz, Semariz hag Ematiz, ha goude en em skignas kerentiezhioù Kanaaniz.

et le territoire cananéen s’étendit de Sidon vers Guérar jusqu’à Gaza, vers Sodome et Gomorrhe, Adma et Seboïm jusqu’à Lèsha. Gn 10, 19 : Hag e voe harzoù Kanaaniz : eus Sidon da gaout Gerar, betek Gaza da gaout Sodom ha Gomora, hag Adama ha Seboim betek Lesa.

Tels furent les fils de Cham installés selon leurs clans et leurs langues, sur leurs terres parmi les nations. Gn 10, 20 : Ar re-se a voe mibien Cham, dre gerentiezh, yezh, bro ha poblad.

De Sem, le frère aîné de Japhet, naquit aussi le père de tous les fils d’Éber. Gn 10, 21 : Ha Sem en devoe bugale ivez : tad eo da holl baotred Heber, breur Jafet, an hini henañ.

Fils de Sem : Élam, Assour, Arpaxad, Loud et Aram. Gn 10, 22 : Mibien Sem a voe : Elam, Asour, Arfaksad, Loud hag Aram.

Fils d’Aram : Ouç, Houl, Guèter et Mash. Gn 10, 23 : Ha mibien Aram : Ous, Houl, Geter ha Mesek.

Arpaxad engendra Shèlah, et Shèlah engendra Éber. Gn 10, 24 : Hag Arfaksad en devoe Sala ; ha Sala en devoe Heber.

À Éber naquirent deux fils. Le premier s’appelait Pèleg, ce qui signifie « diviser », car en son temps la terre fut divisée, et son frère s’appelait Yoqtane. Gn 10, 25 : Ha Heber en devoe daou vab : anv unan Peleg, rak en e zeizioù e voe lodennet ar vro ; hag anv e vreur Jektan.

Yoqtane engendra Almodad, Shèlef, Haçarmaveth, Yèrah, Gn 10, 26 : Ha Jektan en devoe Elmodad, ha Salef, Asarmot, Jare,

Hadoram, Ouzal, Diqla, Gn 10, 27 : Adoram, Ouzal, Dekla,

Obal, Abimaël, Saba, Gn 10, 28 : Ebal, Abimael, Seba,

Ofir, Havila, Yobab. Tous ceux-là sont les fils de Yoqtane ; Gn 10, 29 : Ofir, Hevila ha Jobab : an holl re-se eo mibien Jektan.

leur lieu d’habitation s’étendait depuis Mésha en direction de Sefar, jusqu’à la montagne de l’orient. Gn 10, 30 : Hag e oa o annez adalek Mesa da gaout Sefar, menez ar reter.

Tels furent les fils de Sem installés selon leurs clans et leurs langues, sur leurs terres parmi les nations. Gn 10, 31 : Ar re-se eo mibien Sem, dre gerentiezh, yezh, bro ha poblad.

Tels furent les clans des fils de Noé, selon leur descendance, d’après leurs nations. C’est à partir d’eux que se fit la dispersion des nations sur la terre après le déluge. Gn 10, 32 : Ar re-se eo kerentiezhioù mibien Noe, dre rummad ha bro. Diouto en em skignas pobladoù war an douar goude an dic’hlann.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn