Geneliezh - Pennad 24
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 24
Abraham était vieux, avancé en âge, et le Seigneur l’avait béni en toute chose. Gn 24, 1 : Abraham a oa kozh, aet da vat war an oad, hag an Aotrou Doue en devoa benniget anezhañ e kement tra en devoa graet.
Abraham dit au plus ancien serviteur de sa maison, l’intendant de tous ses biens : Gn 24, 2 : Setu ma lavar Abraham da servijer koshañ e di, hag en devoa ar garg eus e holl vadoù : "Laka da zorn dindan va morzhed,
« Je te fais prêter serment par le Seigneur, Dieu du ciel et Dieu de la terre : tu ne prendras pas pour mon fils une épouse parmi les filles des Cananéens au milieu desquels j’habite. Gn 24, 3 : hag e rin touiñ dit dre an Aotrou, Doue an Neñvoù ha Doue an Douar, na gemeri ket evit va mab ur wreg a-douez merc’hed Kanaaniz emaon o chom en o zouez.
Mais tu iras dans mon pays, dans ma parenté, chercher une épouse pour mon fils Isaac. » Gn 24, 4 : Met mont a ri d’am bro, d’am c’herentiezh hag e kemeri ur wreg evit va mab Izaag".
Le serviteur lui demanda : « Et si cette femme ne consent pas à me suivre pour venir ici ? Devrai-je alors ramener ton fils dans le pays d’où tu es sorti ? » Gn 24, 5 : Marteze, eme ar servijer dezhañ, ne fello ket d’ar vaouez dont d’am heul betek ar vro-mañ : daoust ha ret e vo din kas da vab en-dro d’ar vro ma-z out deuet anezhi ?
Abraham lui répondit : « Garde-toi d’y ramener mon fils ! Gn 24, 6 : Met Abraham a respontas : "Diwall mat da gas va mab di en-dro !
Le Seigneur, le Dieu du ciel, lui qui m’a pris de la maison de mon père et du pays de ma parenté, m’a déclaré avec serment : “À ta descendance je donnerai le pays que voici.” C’est lui qui enverra son ange devant toi, et tu prendras là-bas une épouse pour mon fils. Gn 24, 7 : An Aotrou, Doue an Neñvoù hag en deus va zennet eus ti va zad, hag eus bro va c’herentiezh, hag en deus komzet ouzhin, hag en deus touet din, o lavarout : d’az lignez e roin an douar-mañ. hennezh a gaso e Ael dirazout hag e kemeri ur wreg d’am mab alese.
Si cette femme ne consent pas à te suivre, tu seras dégagé du serment que je t’impose. Mais, en tout cas, tu n’y ramèneras pas mon fils. » Gn 24, 8 : Ha ma ne fell ket d’ar vaouez dont war da lerc’h e vi kuit eus al le-douet-mañ ; met va mab na gasi ket du-hont".
Le serviteur prêta à son maître Abraham un serment solennel concernant cette affaire. Gn 24, 9 : Hag e lakaas ar servijer e zorn dindan morzhed Abraham, e aotrou, hag e touas dezhañ evit an dra-se.
Parmi les chameaux de son maître, le serviteur en prit dix et il s’en alla, emportant tout ce que son maître avait de meilleur. Il se leva et s’en alla vers l’Aram-des-deux-Fleuves, à la ville de Nahor. Gn 24, 10 : Hag e kemeras ar servijer dek kañval, eus kañvaled e aotrou, hag ez eas, traoù gwellañ e aotrou etre e zaouarn, hag e loc’has evit mont etrezek Aram Naharaim.
Il fit agenouiller les chameaux en dehors de la ville, près d’un puits d’eau, à l’heure du soir, l’heure où les femmes sortent pour y puiser. Gn 24, 11 : Hag e taoulinas ar c’hañvaled er-maez eus kêr, e-kichen ur puñs dour da goulz an abardaez, d’ar mare ma teu ar merc’hed da buñsañ,
Il dit : « Seigneur, Dieu de mon maître Abraham, permets-moi de faire aujourd’hui une heureuse rencontre et montre ta faveur à l’égard de mon maître Abraham. Gn 24, 12 : hag e lavaras : "Aotrou, Doue va aotrou Abraham, bez, mar plij, em raok hiziv ! Gra ur vadelezh e-keñver va aotrou Abraham !
Me voici debout près de la source, et les filles des gens de la ville sortent pour puiser de l’eau. Gn 24, 13 : Setu-me amañ e-tal ar feunteun dour. Merc’hed tud kêr a zeuio da buñsañ dour.
La jeune fille à qui je dirai : “Incline ta cruche pour que je boive”, et qui répondra : “Bois et je vais aussi abreuver tes chameaux”, que cette jeune fille soit celle que tu destines à ton serviteur Isaac ; je saurai ainsi que tu as montré ta faveur à l’égard de mon maître. » Gn 24, 14 : Ar plac’h yaouank ma lavarin dezhi : Soubl, mar plij, da bicher, ma evin, hag a lavaro : Ev ! Ha d’az kañvaled e roan ivez da evañ, hounnezh ac’h eus tonket evit da servijer Izaag. Dre-se e ouezin e rez ur vadelezh e-keñver va aotrou".
Il n’avait pas fini de parler que sortit Rébecca, la fille de Betouël, fils de Milka, elle-même femme de Nahor, le frère d’Abraham ; elle portait sa cruche sur l’épaule. Gn 24, 15 : N’en devoa ket c’hoazh peurechuet da gomz, ha setu Rebeka o tont : homañ a oa ur verc’h da Vatouel, mab Melka, gwreg Nac’hor, breur Abraham, hag he ficher war he skoaz.
La jeune fille avait très belle apparence, elle était vierge, aucun homme ne s’était uni à elle. Elle descendit à la source, emplit sa cruche et remonta. Gn 24, 16 : Ar plac’h yaouank a oa brav da welout, meurbet, ha gwerc’hez ; paotr ebet n’en devoa hec’h anavezet. Diskennet d’ar feunteun, e kargas he ficher hag e teuas war-laez.
Le serviteur courut à sa rencontre et dit : « De grâce, donne-moi à boire une gorgée d’eau de ta cruche ! » Gn 24, 17 : Neuze e teredas ar servijer d’he c’haout hag e lavaras : "Ul lonkadenn, mar plij ! ur banne dour eus da bicher !"
Elle répondit : « Bois, mon seigneur. » Et, de la main, elle s’empressa d’abaisser la cruche pour lui donner à boire. Gn 24, 18 : Hag hi da lavarout : "Ev, aotrou". Ha buan e tiskennas he ficher war he dorn hag e roas dezhañ da evañ.
Quand elle eut fini de lui donner à boire, elle dit : « Pour tes chameaux aussi, j’irai puiser jusqu’à ce qu’ils aient bu à satiété. » Gn 24, 19 : P’he devoe echu da reiñ dezhañ, e lavaras : "Evit da gañvaled ivez e puñsan, ken o devo peur-evet !"
Elle s’empressa de vider la cruche dans l’abreuvoir et courut de nouveau chercher de l’eau au puits. Elle puisa ainsi pour tous les chameaux. Gn 24, 20 : Ha buan e tiskargas he ficher el laouer, hag e redas c’hoazh betek ar puñs da dennañ, hag e tennas evit e holl gañvaled.
L’homme la regardait, silencieux, se demandant si, oui ou non, le Seigneur avait fait réussir son voyage. Gn 24, 21 : An den a estlamme outi, dilavar, oc’h en em c’houlenn hag-eñ e rofe chañs an Aotrou d’e veaj, pe ne rafe ket.
Dès que les chameaux eurent fini de boire, l’homme prit un anneau d’or pesant un demi-sicle et deux bracelets d’or pesant dix sicles pour ses poignets. Gn 24, 22 : Echuet gant ar c’hañvaled da evañ, e kemeras an den ur walenn aour, ur "beka" he fouez, ha div dro-vrec’h evit hec’h arzornioù : dek pezh aour o fouez,
Il lui demanda : « De qui es-tu la fille ? Dis-le moi, je t’en prie. Y a-t-il dans la maison de ton père un endroit où passer la nuit ? » Gn 24, 23 : hag e lavaras : "Merc’h piv out-te ? Disklêr se din, mar plij ! Ha bez’ ez eus e ti da dad lec’h deomp da lojañ ?"
Elle répondit : « Je suis la fille de Betouël, le fils que Milka a donné à Nahor. » Gn 24, 24 : Hag e lavaras dezhañ : "Merc’h da Vatouel on-me, a zo mab Melka, ganet ganti da Nac’hor".
Et elle ajouta : « Il y a beaucoup de paille et de fourrage chez nous, et aussi de la place où passer la nuit. » Gn 24, 25 : Hag e lavaras dezhañ : "Plouz ha foenn e-leizh a zo du-mañ ha lec’h da lojañ".
L’homme s’inclina et se prosterna devant le Seigneur, Gn 24, 26 : Hag e stouas an den evit azeuliñ an Aotrou,
en disant : « Béni soit le Seigneur, Dieu de mon maître Abraham ! Il n’a pas cessé de manifester sa faveur et sa fidélité à l’égard de mon maître. Il m’a conduit sur la route jusqu’à la maison des frères de mon maître. » Gn 24, 27 : hag e lavaras : "Benniget ra vo an Aotrou, Doue va aotrou Abraham, ha n’en deus ket dilamet e drugarez nag e fealded digant va aotrou ! Em beaj en deus va renet an Aotrou da di breudeur va aotrou !"
La jeune fille courut à la maison de sa mère raconter ce qui venait d’arriver. Gn 24, 28 : Hag e redas ar plac’h yaouank da gemenn da di he mamm an darvoudoù-mañ.
Rébecca avait un frère qui s’appelait Laban. Laban sortit et courut vers la source, à la rencontre de l’homme. Gn 24, 29 : Ha Rebeka he devoa ur breur anvet Laban ; redek a reas Laban etrezek an den er-maez, d’ar feunteun.
Après avoir vu l’anneau et les bracelets aux poignets de sa sœur, et entendu Rébecca lui dire : « Voilà ce que m’a dit cet homme », il partit à la rencontre de l’homme ; celui-ci se tenait debout près de la source avec les chameaux. Gn 24, 30 : Pa welas ar walenn hag an troioù-brec’h war zaouarn e c’hoar, pa glevas komzoù Rebeka e c’hoar o lavarout : "Evel-hen en deus komzet ouzhin an den-mañ", ez eas betek an den a oa chomet e-kichen ar c’hañvaled e-tal ar feunteun,
Il dit : « Viens, béni du Seigneur ! Pourquoi rester dehors ? J’ai fait place dans la maison pour les chameaux. » Gn 24, 31 : hag e lavaras : "Deus, benniget gant an Aotrou ! Perak e chomez er-maez ? Karzhet em eus an ti, ha lec’h a zo evit ar c’hañvaled".
L’homme entra donc dans la maison et déchargea les chameaux. On leur donna de la paille et du fourrage et, pour lui et ses compagnons, de l’eau pour se laver les pieds. Gn 24, 32 : Hag ez eas an den en ti, ha disterniet ar c’hañvaled, e voe roet plouz ha foenn d’ar c’hañvaled, ha dour da walc’hiñ e dreid ha treid an dud a oa gantañ,
On lui présenta de quoi manger, mais il déclara : « Non, je ne mangerai pas avant d’avoir dit ce que j’ai à dire. » On lui répondit : « Parle donc. » Gn 24, 33 : ha lakaet dirazañ da zebriñ. Met lavarout a reas : "Ne zebrin ket kent bezañ lavaret va c’hefridi !" Hag e voe lavaret dezhañ komz,
Alors, il dit : « Je suis le serviteur d’Abraham. Gn 24, 34 : hag e lavaras : "Ur servijer da Abraham on-me.
Le Seigneur a comblé mon maître de bénédictions et il est devenu riche. Le Seigneur lui a donné petit et gros bétail, argent et or, serviteurs et servantes, chameaux et ânes. Gn 24, 35 : An Aotrou en deus benniget va aotrou, dreist, e lakaet bras, roet dezhañ deñved, saout, arc’hant, aour, servijerien, mitizhien, kañvaled hag ezen.
Sara, la femme de mon maître, alors qu’elle était âgée, lui a donné un fils. Et mon maître a transmis à celui-ci tous ses biens. Gn 24, 36 : Ganet he deus Sara, gwreg va aotrou, ur mab d’am aotrou, goude ma oa kozh, hag en deus roet dezhañ holl pezh en devoa.
Mon maître, alors, me fit prêter serment. Il m’a dit : “Tu ne prendras pas pour mon fils une épouse parmi les filles des Cananéens dont j’habite le pays. Gn 24, 37 : Hag en deus graet din va aotrou touiñ o lavarout : Ne gemeri ket ur wreg evit va mab a-douez merc’hed Kanaaniz, emaomp o chom en o bro.
Mais jure-moi d’aller à la maison de mon père, dans ma famille, chercher une épouse pour mon fils.” Gn 24, 38 : Hogen da di va zad ez i davet va c’herentiezh, da gerc’hat ur wreg d’am mab.
Je dis alors à mon maître : “Cette femme ne me suivra peut-être pas !” Gn 24, 39 : Hag em eus lavaret d’am aotrou : Marteze ne zeuio ket ar plac’h war va lerc’h,
Il me dit : “Le Seigneur devant qui je marche enverra son ange avec toi et fera réussir ton voyage : tu prendras pour mon fils une épouse de ma famille, de la maison de mon père. Gn 24, 40 : hag en deus lavaret din : An Aotrou, am eus kerzhet dirazañ a gaso e Ael ganit hag a roio chañs d’az peaj ! Kerc’hat a ri ur wreg evit va mab eus va c’herentiezh, eus ti va zad.
Tu seras dégagé de ton serment, quand tu auras été dans ma famille ; même si on ne te donne pas de femme, tu échapperas à la malédiction.” Gn 24, 41 : Neuze e vi kuit eus al le touet din, pa vi bet em c’herentiezh, ha zoken ma ne vez ket roet dit, e vi kuit eus al le touet din.
Aujourd’hui, en arrivant près de la source, j’ai dit : “Seigneur, Dieu de mon maître Abraham, daigne faire réussir le voyage que j’ai entrepris. Gn 24, 42 : Hag erruet hiziv e-tal ar feunteun, em eus lavaret : Aotrou, Doue va aotrou Abraham, ma roez chañs d’ar veaj emaon o vont ganti, ac’hanta !
Me voici debout près de la source : la jeune fille qui viendra puiser et à qui je dirai : De grâce, donne-moi à boire une gorgée d’eau de ta cruche ! Gn 24, 43 : Emaon e-tal ar feunteun dour-mañ, hag ar plac’h yaouank a zeuio da buñsañ, hag e lavarin dezhi : Ro din da evañ ur banne dour eus da bicher,
et qui me répondra : Bois toi-même, et je puiserai aussi pour tes chameaux !, que cette jeune fille soit celle que le Seigneur destine au fils de mon maître !” Gn 24, 44 : hag e lavaro din : Ev ! Hag evit da gañvaled e tennin ivez, hounnezh a vo ar plac’h tonket gant an Aotrou evit mab va aotrou.
Je n’avais pas encore fini de parler en moi-même que Rébecca survient, sa cruche sur l’épaule. Elle descend à la source pour y puiser. Je lui dis : “De grâce, donne-moi à boire !” Gn 24, 45 : N’em boa ket echu da gomz em c’halon, ha setu Rebeka o tont, he ficher ganti war he skoaz, o tiskenn d’ar feunteun, da buñsañ. Hag e lavaris dezhi : "Ro din da evañ, mar plij !"
Elle s’empresse de descendre la cruche de son épaule et me dit : “Bois ! Je vais aussi abreuver tes chameaux.” J’ai bu, et elle abreuva aussi les chameaux. Gn 24, 46 : Ha buan e tiskennas he ficher diwar he skoaz, hag e lavaras : "Ev ! Ha d’az kañvaled ivez e roin da evañ". Hag em evet, ha d’ar c’hañvaled ivez he deus roet.
Alors je lui ai demandé : “De qui es-tu la fille ?” et elle m’a répondu : “Je suis la fille de Betouël, le fils que Milka a donné à Nahor.” Alors j’ai mis l’anneau à son nez et les bracelets à ses poignets. Gn 24, 47 : Ha me da c’houlenn outi, o lavarout : Merc’h da biv out-te ? Hag hi da lavarout : Merc’h da Vatouel, mab Nac’hor, ganet dezhañ gant Melka. Neuze em eus lakaet ar walenn-mañ ouzh he fri, an troioù-brec’h-mañ ouzh he daouarn.
Puis, je me suis incliné et prosterné devant le Seigneur ; j’ai béni le Seigneur, le Dieu de mon maître Abraham, lui qui m’a conduit par le bon chemin, afin de prendre la fille de son frère, pour la donner à son fils Isaac. Gn 24, 48 : Ha stouet, em eus azeulet an Aotrou, benniget an Aotrou, Doue va aotrou Abraham, en devoa va renet en hent mat da gerc’hat merc’h breur va aotrou evit e vab.
Et maintenant, si vous voulez montrer à mon maître faveur et fidélité, dites-le franchement ; si vous refusez, dites-le moi aussi, pour que je sache quelle direction prendre. » Gn 24, 49 : Ha bremañ, ma fell deoc’h diskouez trugarez ha reizhder e-keñver va aotrou, hen disklêrit din a-hent-all, hel lavarit din ivez, ma troin diouzhoc’h a-zehou pe a-gleiz.
Laban prit la parole. Lui et Betouël déclarèrent : « Le Seigneur s’est prononcé, ce n’est pas à nous de décider. Gn 24, 50 : Laban ha Batouel a respontas : "Eus an Aotrou e teu kement-mañ ; ne c’hellomp ket lavarout dit ez eo mat pe fall.
Voici Rébecca devant toi : emmène-la, et qu’elle devienne l’épouse d’Isaac le fils de ton maître, comme l’a dit le Seigneur. » Gn 24, 51 : Setu Rebeka dirazout : kemer anezhi ha kae, ha ra vezo pried da vab da vestr evel m’en deus lavaret an Aotrou".
Quand le serviteur d’Abraham entendit leurs paroles, il se prosterna jusqu’à terre devant le Seigneur. Gn 24, 52 : Kerkent ha ma klevas servijer Abraham o c’homzoù, ec’h azeulas hag e stouas d’an douar dirak an Aotrou
Puis il sortit des objets d’argent, des objets d’or, des vêtements et les donna à Rébecca. Il offrit aussi de riches présents à son frère et à sa mère. Gn 24, 53 : hag e tispakas ar servijer traoù arc’hant, traoù aour, ha dilhad, a roas da Rebeka, ha donezonoù, a roas d’he breur ha d’he mamm.
Ils mangèrent et burent, lui et les hommes qui l’accompagnaient, ils passèrent la nuit et, le matin, ils se levèrent. Le serviteur dit alors : « Laissez-moi retourner chez mon maître. » Gn 24, 54 : Hag e tebrjont hag evjont, eñ hag an dud a oa gantañ. Ha nozvezhiet eno, e savjont abred ; hag e lavaras : "Va lezit da vont davet va aotrou !"
Le frère et la mère de la jeune fille répondirent : « Qu’elle reste encore avec nous une dizaine de jours ; ensuite, elle partira. » Gn 24, 55 : Met lavarout a reas he breur hag he mamm : "Chom a raio ar plac’h yaouank ganeomp ur bloaz pe dek devezh, ha goude ez ay !"
Mais le serviteur leur dit : « Ne me retardez pas. Le Seigneur a fait réussir mon voyage. Laissez-moi retourner et j’irai chez mon maître. » Gn 24, 56 : Hag e lavaras dezho : "N’am daleit ket ! An Aotrou a ro chañs d’am beaj ! Va lezit da vont da di va aotrou !"
Ils reprirent : « Appelons la jeune fille et demandons-lui son avis. » Gn 24, 57 : Hag e lavarjont : "Galvomp ar plac’h yaouank ha goulennomp hec’h ali !"
Ils appelèrent Rébecca et lui dirent : « Veux-tu bien partir avec cet homme ? » Elle répondit : « Oui, je partirai. » Gn 24, 58 : Gervel a rejont Rebeka ha lavarout dezhi : "Ha mont a ri gant an den-mañ ?" Respont a reas : "Mont a rin".
Alors ils laissèrent leur sœur Rébecca et sa nourrice s’en aller avec le serviteur d’Abraham et ses hommes. Gn 24, 59 : Lezel a rejont Rebeka o c’hoar, hag he magerez ganti, da vont gant servijer Abraham hag e dud.
Ils bénirent Rébecca en lui disant : « Ô toi, notre sœur, puisses-tu devenir une multitude sans nombre ! Que ta descendance occupe les places fortes de ses ennemis ! » Gn 24, 60 : Bennigañ a rejont Rebeka, o lavarout dezhi : "O Rebeka, hor c’hoar, ra zeui da vezañ miliadoù a zek-miliadoù, ha ra berc’henno da ziskennadur dor da enebourien".
Rébecca et ses servantes se levèrent, montèrent sur les chameaux, et suivirent le serviteur. Celui-ci emmena donc Rébecca. Gn 24, 61 : Sevel a reas Rebeka gant he servijerezed ha pignat war gein ar c’hañvaled evit mont da heul an den. Ar servijer a gemeras Rebeka gantañ hag a yeas kuit.
Isaac s’en revenait du puits de Lahaï-Roï. Il habitait alors le Néguev. Gn 24, 62 : Izaag a oa distro diouzh puñs Lac’hai-Roi hag e oa o chom e bro an Negev.
Il était sorti à la tombée du jour, pour se promener dans la campagne, lorsque, levant les yeux, il vit arriver des chameaux. Gn 24, 63 : Aet e oa Izaag da brederiañ war ar maez war-dro serr-noz pa savas e zaoulagad hag e welas kañvaled o tont.
Rébecca, levant les yeux elle aussi, vit Isaac. Elle sauta à bas de son chameau Gn 24, 64 : Rebeka a savas ivez he daoulagad hag a welas Izaag ; diskenn a reas diwar gein he c’hañval.
et dit au serviteur : « Quel est cet homme qui vient dans la campagne à notre rencontre ? » Le serviteur répondit : « C’est mon maître. » Alors elle prit son voile et s’en couvrit. Gn 24, 65 : Lavarout a reas d’ar servijer : "Piv eo an den-se o tont er maezioù en arbenn deomp ?" Ar servijer a lavaras : "Hennezh eo va mestr !" Neuze e kemeras Rebeka he gouel hag en em c’holoas ganti.
Le serviteur raconta à Isaac tout ce qu’il avait fait. Gn 24, 66 : Ar servijer a gontas da Izaag kement tra en devoa graet.
Isaac introduisit Rébecca dans la tente de sa mère Sara ; il l’épousa, elle devint sa femme, et il l’aima. Et Isaac se consola de la mort de sa mère. Gn 24, 67 : Izaag a gasas Rebeka betek teltenn Sara e vamm. Kemer a reas Rebeka da vezañ e wreg, hag e karas anezhi, hag Izaag a voe frealzet diouzh marv e vamm.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
