Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 4

Geneliezh - Pennad 4

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 4



L’homme s’unit à Ève, sa femme : elle devint enceinte, et elle mit au monde Caïn. Elle dit alors : « J’ai acquis un homme avec l’aide du Seigneur ! » Gn 4, 1 : Hag Adam a anavezas Eva e wreg, hag houmañ a goñsevas hag a c’hanas Kain ; hag e lavaras : "Bet em eus un den digant an Aotrou".

Dans la suite, elle mit au monde Abel, frère de Caïn. Abel devint berger, et Caïn cultivait la terre. Gn 4, 2 : Goude-se e c’hanas ur breur dezhañ : Abel. Hag e voe Abel mesaer deñved, ha Kain a voe labourer-douar.

Au temps fixé, Caïn présenta des produits de la terre en offrande au Seigneur. Gn 4, 3 : Ha setu a-benn ur pennad e kinnigas Kain, diwar frouezh an douar, ur prof d’an Aotrou.

De son côté, Abel présenta les premiers-nés de son troupeau, en offrant les morceaux les meilleurs. Le Seigneur tourna son regard vers Abel et son offrande, Gn 4, 4 : Hag Abel a ginnigas ivez eus ar re gentañ-ganet eus e zeñved, hag eus o lard. Hag e taolas pled an Aotrou ouzh Abel hag e brof,

mais vers Caïn et son offrande, il ne le tourna pas. Caïn en fut très irrité et montra un visage abattu. Gn 4, 5 : met ouzh Kain hag ouzh e brof ne reas ket a van.

Le Seigneur dit à Caïn : « Pourquoi es-tu irrité, pourquoi ce visage abattu ? Gn 4, 6 : Hag e voe kounnaret Kain meurbet, ha mouzhet e zremm. Neuze e lavaras an Aotrou da Gain : "Perak ez eus droug ennout ? Ha perak eo mouzhet da zremm ?

Si tu agis bien, ne relèveras-tu pas ton visage ? Mais si tu n’agis pas bien…, le péché est accroupi à ta porte. Il est à l’affût, mais tu dois le dominer. » Gn 4, 7 : Ma rez mat, ez adsavi da benn. Mar ne rez ket, emañ ar pec’hed kluchet ouzh an nor, e c’hoantegezh ouzh da c’hedal, met te, bez mestr warnañ".

Caïn dit à son frère Abel : « Sortons dans les champs. » Et, quand ils furent dans la campagne, Caïn se jeta sur son frère Abel et le tua. Gn 4, 8 : Lavarout a reas Kain d’e vreur Abel : "Deomp war ar maez". Ha setu, p’edont er parkeier e lammas Kain war Abel e vreur, hag hel lazhas.

Le Seigneur dit à Caïn : « Où est ton frère Abel ? » Caïn répondit : « Je ne sais pas. Est-ce que je suis, moi, le gardien de mon frère ? » Gn 4, 9 : Neuze e lavaras an Aotrou da Gain : "Pelec’h emañ da vreur Abel ?" Kain a respontas : "Ne ouzon ket. Daoust hag ez on-me diwaller va breur ?"

Le Seigneur reprit : « Qu’as-tu fait ? La voix du sang de ton frère crie de la terre vers moi ! Gn 4, 10 : Hag e lavaras dezhañ : "Petra ac’h eus graet ? Mouezh gwad da vreur a zo o krial war-zu ennon diwar an douar.

Maintenant donc, sois maudit et chassé loin de cette terre qui a ouvert la bouche pour boire le sang de ton frère, versé par ta main. Gn 4, 11 : Ha bremañ ez out milliget diwar an douar en deus digoret e c’henoù da zegemer gwad da vreur eus da zorn.

Tu auras beau cultiver la terre, elle ne produira plus rien pour toi. Tu seras un errant, un vagabond sur la terre. » Gn 4, 12 : Pa labouri an douar, ne roio mui e nerzh dit. Ur c’hantreer hag ur reder-bro e vi war an douar".

Alors Caïn dit au Seigneur : « Mon châtiment est trop lourd à porter ! Gn 4, 13 : Neuze e lavaras Kain d’an Aotrou : "Re vras eo va foan da zougen.

Voici qu’aujourd’hui tu m’as chassé de cette terre. Je dois me cacher loin de toi, je serai un errant, un vagabond sur la terre, et le premier venu qui me trouvera me tuera. » Gn 4, 14 : Setu m’hoc’h eus va argaset hiziv diwar an douar ; hag e rankin en em guzhat ouzhoc’h hag e vin ur c’hantreer hag ur reder-bro war an douar. Ha nep piv bennak am c’havo am lazho".

Le Seigneur lui répondit : « Si quelqu’un tue Caïn, Caïn sera vengé sept fois. » Et le Seigneur mit un signe sur Caïn pour le préserver d’être tué par le premier venu qui le trouverait. Gn 4, 15 : Hag e lavaras dezhañ an Aotrou : "Ne vo ket ! Neb a lazho Kain, seizh gwech e vo veñjet !" Hag e lakaas an Aotrou war Gain ur merk, evit ma ne skofe ket warnañ neb her c’havje.

Caïn s’éloigna de la face du Seigneur et s’en vint habiter au pays de Nod, à l’est d’Éden. Gn 4, 16 : Hag e kuitaas Kain a-zirak an Aotrou, hag e chomas e bro Nod, e reter Eden.

Il s’unit à sa femme, elle devint enceinte et mit au monde Hénok. Il construisit une ville et l’appela du nom de son fils : Hénok. Gn 4, 17 : Hag ec’h anavezas Kain e wreg, hag houmañ a goñsevas hag a c’hanas Henoc’h. Hag o vezañ savet ur gêr, e c’halvas anv ar gêr-se, eus anv e vab, Henoc’h.

À Hénok naquit Irad, Irad engendra Mehouyaël, Mehouyaël engendra Metoushaël, et Metoushaël engendra Lamek. Gn 4, 18 : Hag en devoe Henoc’h Irad, hag Irad en devoa Maviael, ha Maviael en devoe Matusael, ha Matusael en devoe Lamek.

Lamek prit deux femmes : l’une s’appelait Ada et l’autre, Silla. Gn 4, 19 : Hag e timezas Lamek gant div vaouez : anv unan Ada, hag anv eben Sella.

Ada mit au monde Yabal : celui-ci fut le père de ceux qui habitent sous la tente et parmi les troupeaux. Gn 4, 20 : Hag e c’hanas Ada : Jabel, a voe hendad ar re a vez o chom e tinelloù gant o zropelloù.

Son frère s’appelait Youbal ; il fut le père de tous ceux qui jouent de la cithare et de la flûte. Gn 4, 21 : Hag anv e vreur a voe Jubal, a zo hendad ar re a c’hoari telenn ha fleüt.

Silla, quant à elle, mit au monde Toubal-Caïn qui aiguisait les socs de bronze et de fer. La sœur de Toubal-Caïn était Naama. Gn 4, 22 : Ha Sella ivez a c’hanas Tubalkain, govelier binvioù kouevr hag houarn. Ha c’hoar Tubalkain a voe Noema.

Lamek dit à ses femmes : « Ada et Silla, entendez ma voix, épouses de Lamek, écoutez ma parole : Pour une blessure, j’ai tué un homme ; pour une meurtrissure, un enfant. Gn 4, 23 : Hag e lavaras Lamek d’e wragez : "Ada ha Sella, selaouit va mouezh ! gwragez Lamek, roit skouarn d’am c’homzoù ! Ya, un den a lazhan pa vezan gloazet, ur bugel, pa vezan bloñset.

Caïn sera vengé sept fois, et Lamek, soixante-dix-sept fois ! » Gn 4, 24 : Ya, seizh gwech e veñjer Kain, ha Lamek, seitek ha tri-ugent !"

Adam s’unit encore à sa femme, et elle mit au monde un fils. Elle lui donna le nom de Seth (ce qui veut dire : accordé), car elle dit : « Dieu m’a accordé une nouvelle descendance à la place d’Abel, tué par Caïn. » Gn 4, 25 : Adam a anavezas c’hoazh e wreg. Homañ a c’hanas ur mab hag a roas dezhañ an anv a Set : "Rak, emezi, sed din a-berzh Doue ur bugel all e-lec’h Abel, peogwir eo bet lazhet gant Kain".

Seth, lui aussi, eut un fils. Il l’appela du nom d’Énosh. Alors on commença à invoquer le nom du Seigneur. Gn 4, 26 : Ha Set en devoe ivez ur mab, a anvas : Enos. Neuze eo en em lakaas an dud da bediñ en anv an Aotrou.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn