Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 44

Geneliezh - Pennad 44

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 44



Joseph donna ses ordres à son intendant : « Remplis de nourriture les besaces de ces hommes, dit-il, autant qu’ils pourront en porter, et remets l’argent de chacun sur le dessus de la besace. Gn 44, 1 : Hag e roas urzh da vestr e di, o lavarout : "Karg biseier an dud-se a voued, kement ha ma c’hallont dougen, ha laka arc’hant pep hini e genoù e visac’h,

Puis, ma coupe, la coupe d’argent, tu la mettras sur le dessus de la besace du plus jeune, avec l’argent de son blé. » Il fit ce que Joseph lui avait dit. Gn 44, 2 : ha va hanaf, va hanaf arc’hant a lakai e genoù bisac’h an hini yaouankañ, gant arc’hant e c’hreun". Hag e reas hervez lavar Jozef, evel m’en devoa lavaret.

Aux premières lueurs du matin, on renvoya ces hommes avec leurs ânes. Gn 44, 3 : Ar beure a c’houlaoue, hag ar baotred a voe lezet da vont gant o ezen.

Comme ils étaient sortis de la ville mais n’étaient pas encore loin, Joseph dit à son intendant : « Debout ! Poursuis ces hommes, rattrape-les, et tu leur diras : “Pourquoi avez-vous rendu le mal pour le bien ? Gn 44, 4 : Aet e oant kuit eus kêr, ne oant ket gwall bell, ha Jozef ha lavarout da vestr e di : "Sav ! Red war-lerc’h ar baotred-se ha p’az pezo o zapet, e lavari dezho : "Perak e rentit an droug evit ar mad ?

N’y a-t-il pas ici cet objet dont mon maître se sert pour boire et pratiquer la divination ? C’est très mal, ce que vous avez fait.” » Gn 44, 5 : Ha n’eo ket hemañ a ev va mestr ennañ ? Hag e ra divinouriezh gantañ ? Gwashat taol a rit !"

L’intendant les rattrapa et leur répéta ces paroles. Gn 44, 6 : O zapet en devoa ha lavaret dezho ar c’homzoù-se.

Ils répondirent : « Pourquoi mon seigneur parle-t-il ainsi ? Loin de tes serviteurs d’avoir agi de cette façon ! Gn 44, 7 : Hag int da lavarout dezhañ : "Perak e lavar an aotrou an traoù-se ? Pell diouzh da servijerien a vezañ graet un dra evel-se !

L’argent que nous avions trouvé sur le dessus de nos besaces, nous te l’avons rapporté du pays de Canaan. Comment donc aurions-nous pu voler de l’or ou de l’argent dans la maison de ton maître ? Gn 44, 8 : An arc’hant hor boa kavet e genoù hor biseier hon eus adkaset dit eus bro Ganaan ! Penaos hor bije laeret eus ti da aotrou arc’hant pe aour ?

Celui de tes serviteurs que l’on trouvera en possession de cet objet, il mourra, et nous-mêmes, nous deviendrons esclaves de mon seigneur. » Gn 44, 9 : An hini a vo kavet gantañ, a-douez da servijerien, ra varvo ! Ha ni da vezo d’an aotrou evel sklaved !"

Il répondit : « Eh bien, qu’il en soit comme vous avez dit ! Celui que l’on trouvera en possession de l’objet deviendra mon esclave, et vous, vous serez quittes ! » Gn 44, 10 : Hag e lavaras : "Ac’hanta ! Hervez ho komzoù da vezo ! Neb a vo kavet se gantañ a vo din, evel sklav, ha c’hwi a vo kuit !"

 Vite, chacun déposa sa besace à terre et l’ouvrit. Gn 44, 11 : Ha buan e tiskennjont pep hini e visac’h d’an douar ha da zigeriñ pep hini e visac’h.

L’intendant se mit à fouiller, en commençant par l’aîné et en terminant par le plus jeune. Et l’on trouva la coupe dans la besace de Benjamin. Gn 44, 12 : Hag e voe furchet : gant an hini henañ e voe kroget ha gant an hini yaouankañ e voe echuet, hag e voe kavet an hanaf e bisac’h Benjamin !

Ils déchirèrent leurs vêtements, chacun rechargea son âne et ils retournèrent en ville. Gn 44, 13 : Neuze e fregjont o mantilli, ha sammet pep hini e azen, e tistrojont e kêr.

Juda et ses frères arrivèrent à la maison de Joseph. Il y était encore. Ils se jetèrent devant lui, face contre terre. Gn 44, 14 : Pa erruas Youda hag e vreudeur e ti Jozef, edo c’hoazh eno, hag e kouezhjont dirazañ d’an douar.

Joseph leur dit : « Qu’avez-vous donc fait ! Ne saviez-vous pas qu’un homme comme moi pratique la divination ? » Gn 44, 15 : Hag e lavaras dezho Jozef : "Pebezh taol hoc’h eus graet ! Daoust ha ne ouiec’h ket e ra divinouriezh un den eveldon ?"

Juda répondit : « Qu’allons-nous pouvoir dire à mon seigneur ? Quels mots prononcer ? Quelles justifications avancer ? Dieu a trouvé que tes serviteurs étaient en faute. Nous serons donc les esclaves de mon seigneur, nous et celui qui a été trouvé en possession de la coupe. » Gn 44, 16 : Hag e lavaras Youda : "Petra a lavarimp d’am aotrou ? Ya, petra a lavarimp ? Penaos en em reishaat ? Doue en deus kavet pec’hed da servijerien : setu ni sklaved d’an aotrou, ni hag an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn".

Joseph répliqua : « Loin de moi d’agir ainsi, c’est l’homme trouvé en possession de la coupe qui sera mon esclave. Vous autres, retournez en paix chez votre père ! » Gn 44, 17 : Hag e lavaras eñ : "Pell diouzhin a ober se ! An hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn, hennezh a vo sklav din, met c’hwi, it war-raok e peoc’h davet ho tad !"

Alors Juda s’approcha de lui et dit : « De grâce, mon seigneur, permets que ton serviteur t’adresse une parole sans que la colère de mon seigneur s’enflamme contre ton serviteur, car tu es aussi grand que Pharaon ! Gn 44, 18 : Hag e tostaas Youda ouzh Jozef hag e lavaras : "Mar plij, Aotrou, e lavarin, me da servijer, ur ger dit, me az ped. Arabat lezel tan da gounnar da sevel a-enep d’az servijerien, te hag a zo evel Faraon.

Mon seigneur avait demandé à ses serviteurs : “Avez-vous encore votre père ou un autre frère ?” Gn 44, 19 : Te, aotrou meur, ac’h eus goulennet digant da servijerien kement-mañ : hag-eñ hor boa un tad pe ur breur,

Et nous avons répondu à mon seigneur : “Nous avons encore notre vieux père et un petit frère, l’enfant qu’il a eu dans sa vieillesse ; celui-ci avait un frère qui est mort, il reste donc le seul enfant de sa mère, et notre père l’aime !” Gn 44, 20 : hag hon eus bet respontet dit-te, aotrou meur : bez' hon eus un tad aet war an oad ha bez’ en deus ur mab yaouank bet ganet dezhañ en e gozhni ; breur hemañ a zo marv ha ne chom nemetañ ken bremañ gant e vamm, hag e dad a gar anezhañ.

Alors tu as dit à tes serviteurs : “Amenez-le-moi : je veux m’occuper de lui.” Gn 44, 21 : Te, aotrou meur, az poa lavaret deomp : Degasit anezhañ amañ ma c’hellin her gwelout gant va daoulagad.

Nous avons dit à mon seigneur : “Le garçon ne peut pas quitter son père ; s’il quittait son père, celui-ci mourrait.” Gn 44, 22 : Hag hor boa lavaret d’an aotrou : N’hallo ket ar c’hrennard dilezel e dad. Ma tilez e dad, e varvo hemañ.

Alors tu as dit à tes serviteurs : “Si votre plus jeune frère ne revient pas avec vous, vous ne serez plus admis en ma présence.” Gn 44, 23 : Neuze ec’h eus lavaret d’az servijer : Ma ne zegasit ket ho preur yaouankañ ganeoc’h, n’adwelot mui va dremm.

Donc, lorsque nous sommes retournés auprès de notre père, ton serviteur, nous lui avons rapporté les paroles de mon seigneur. Gn 44, 24 : Ha setu pa-z omp bet distroet da di da servijer, hon tad, hon eus adlavaret dezhañ komzoù va aotrou.

Et, lorsque notre père a dit : “Repartez pour nous acheter un peu de nourriture”, Gn 44, 25 : Ha p’en deus bet lavaret hon tad : "Distroit da brenañ un tamm boued",

nous lui avons répondu : “Nous ne pourrons pas repartir si notre plus jeune frère n’est pas avec nous, car nous ne pourrons pas être admis en présence de cet homme si notre plus jeune frère n’est pas avec nous.” Gn 44, 26 : hon eus bet respontet : "Ne c’hellomp ket mont du-hont, nemet e vefe hor breur yaouankañ ganeomp ; neuze e tiskennimp di, rak a-hent all ne c’hellimp ket gwelout dremm an denan den-se ; ret eo e vefe hor breur yaouankañ ganeomp".

Alors notre père, ton serviteur, nous a dit : “Vous savez bien que ma femme Rachel ne m’a donné que deux fils. Gn 44, 27 : Ha da servijer, hon tad, en deus neuze lavaret deomp-ni : "C’hwi a oar am boa daou vugel eus va gwreg,

Le premier a disparu. Sûrement, une bête féroce l’aura mis en pièces, et je ne l’ai jamais revu. Gn 44, 28 : unan a zo aet diganin, hag am boa lavaret : A dra sur ez eo bet diskolpet, ha n’em eus ket bet e welet abaoe.

Si vous emmenez encore celui-ci loin de moi et qu’il lui arrive malheur, vous ferez descendre misérablement mes cheveux blancs au séjour des morts.” Gn 44, 29 : Ma kemerit ivez hemañ diganin, ha ma c’hoarvez ur gwalleur bennak gantañ, e lakafec’h va blev gwenn da ziskenn er bez gant ar glac’har".

Maintenant, si je retourne, sans le garçon, chez mon père, ton serviteur, ils sont tellement attachés l’un à l’autre Gn 44, 30 : Bremañ eta, ma-z an da gaout da servijer, va zad, hep ar c’hrennard ganeomp, ma-z eo e ene ken stag ouzh e ene,

que mon père mourra quand il s’apercevra de son absence ; et c’est dans la douleur que tes serviteurs auront fait descendre les cheveux blancs de leur père au séjour des morts. Gn 44, 31 : diouzhtu ma welo n’emañ ket ar c’hrennard, e varvo, hag o devo diskennet da servijerien blev gwenn da servijer, hon tad, gant tristidigezh, d’ar Sheol.

Or, ton serviteur s’est porté garant du garçon auprès de son père, en disant : “Si je ne le ramène pas auprès de toi, j’aurai commis une faute envers toi, mon père, pour toujours !” Gn 44, 32 : Da servijer a zo gouestlad evit ar c’hrennard dirak va zad, lavaret em eus : Mar n’e gasan ket dit, em bo ur pec’hed e-keñver va zad, evit bepred !

Maintenant donc, que ton serviteur reste à la place du garçon comme esclave de mon seigneur et que le garçon retourne avec ses frères ! Gn 44, 33 : Neuze ’ta, ra chomo da servijer e-lec’h ar c’hrennard evel sklav gant va aotrou, hag ar c’hrennard a bigno gant e vreudeur.

Comment retournerai-je vers mon père sans que le garçon soit avec moi ? Je ne veux pas voir le malheur atteindre mon père ! » Gn 44, 34 : Rak penaos e pignfen davet va zad hep ar c’hrennard ganin ? O ! gant na welin ket ar gwalleur en defe va zad !"



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn