Geneliezh - Pennad 45
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 45
Joseph ne put se contenir devant tous les gens de sa suite, et il s’écria : « Faites sortir tout le monde. » Quand il n’y eut plus personne auprès de lui, il se fit reconnaître de ses frères. Gn 45, 1 : Ha n’hellas ket Jozef derc’hel warnañ e-unan, ha d’ar re holl a oa en-dro dezhañ e krias : "Grit d’an holl mont er-maez diwar va zro". Ha ne chomas den ebet gantañ p’en em roas Jozef da anaout d’e vreudeur.
Il pleura si fort que les Égyptiens l’entendirent, et même la maison de Pharaon. Gn 45, 2 : Sevel a reas e vouezh en ur ouelañ ken e kleve Egiptiz ha Ti Faraon.
Il dit à ses frères : « Je suis Joseph ! Est-ce que mon père vit encore ? » Mais ses frères étaient incapables de lui répondre, tant ils étaient bouleversés de se trouver en face de lui. Gn 45, 3 : Hag e lavaras Jozef d’e vreudeur : "Me eo Jozef. Daoust ha bev eo c’hoazh va zad ?" Ha ne c’helle ket e vreudeur respont dezhañ, rak strafuilhet spontus e oant ouzh e welout.
Alors Joseph dit à ses frères : « Approchez-vous de moi ». Ils s’approchèrent, et il leur dit : « Je suis Joseph, votre frère, que vous avez vendu pour qu’il soit emmené en Égypte. Gn 45, 4 : Neuze e lavaras Jozef d’e vreudeur : "Tostait eta ouzhin". Hag i a dostaas hag eñ a lavaras : "Me eo Jozef, ho preur, an hini ho poa gwerzhet da vont d’an Egipt.
Mais maintenant ne vous affligez pas, et ne soyez pas tourmentés de m’avoir vendu, car c’est pour vous conserver la vie que Dieu m’a envoyé ici avant vous. Gn 45, 5 : Ha bremañ arabat deoc’h bezañ glac’haret na fachet ouzhoc’h hoc’h-unan abalamour m’ho poa va gwerzhet. Setu : evit saveteiñ ho puhez eo en deus Doue va c’haset en ho raok".
Voici déjà deux ans que la famine sévit dans le pays, et cinq années passeront encore sans labour ni moisson. Gn 45, 6 : Abaoe daou vloaz ez eus kernez e-barzh ar vro ; a-raok pemp bloaz ne vo nag aret nag eostet.
Dieu m’a envoyé ici avant vous, afin de vous assurer un reste dans le pays et ainsi vous maintenir en vie en prévision d’une grande délivrance. Gn 45, 7 : Met va c’haset en devoa Doue en ho raok evit mirout evidoc’h ur restad er vro, ma vevot dre un dieubidigezh veur.
Non, ce n’est pas vous qui m’avez envoyé ici, mais Dieu. C’est lui qui m’a élevé au rang de Père de Pharaon, maître de toute sa maison, gouverneur de tout le pays d’Égypte. Gn 45, 8 : N’eo ket c’hwi, nann, am c’hasas amañ, met Doue hag am lakaas da vezañ tad Faraon, mestr war e holl di, gouarnour war holl vro Egipt.
Dépêchez-vous de retourner chez mon père pour lui dire : Ainsi parle ton fils Joseph : “Dieu m’a élevé au rang de maître de toute l’Égypte. Rejoins-moi. Ne t’arrête pas ! Gn 45, 9 : Hastit pignat davet va zad, lavarit dezhañ : Evel-hen e komz da vab Jozef : Va lakaet en deus Doue da vestr war an holl Egiptiz. Diskenn davedon hep dale.
Tu habiteras le pays de Goshèn et tu seras près de moi, toi, tes fils, les fils de tes fils, ton petit et ton gros bétail, tout ce qui t’appartient. Gn 45, 10 : Chom a ri e bro C’hosen hag e vi tost din, te, da vibien, mibien da vibien, da zeñved, da saout hag holl bezh a zo dit.
Là, je veillerai à ta subsistance – car il y aura encore cinq années de famine –, afin que tu ne manques de rien, toi, ta famille et tout ce qui t’appartient.” Gn 45, 11 : Me ho mago eno hag e vo c’hoazh pemp bloaz kernez, ha ne vi ket paouroc’h gant da diegezh ha da beadra.
Vous le voyez de vos yeux, et mon frère Benjamin aussi le voit : c’est bien ma bouche qui vous parle. Gn 45, 12 : Ho taoulagad a wel, hag ivez daoulagad va breur Benjamin, ez eo va genou a gomz ouzhoc’h.
Vous rapporterez à mon père tout le prestige que j’ai en Égypte et tout ce que vous avez vu. Dépêchez-vous d’amener mon père ici. » Gn 45, 13 : Kontañ a reot d’am zad pegement a c’hloar am eus en Egipt, hag holl bezh hoc’h eus gwelet. Hastit diskenn va zad amañ !"
Il se jeta au cou de son frère Benjamin et pleura, et Benjamin pleura dans ses bras. Gn 45, 14 : Hag e kouezhas e kerc’henn Benjamin, e vreur, hag e ouelas, ha Benjamin a ouelas war e gerc’henn.
Il embrassa tous ses frères, en les couvrant de larmes. Puis tous ses frères se mirent à converser avec lui. Gn 45, 15 : Hag e pokas d’e holl vreudeur, hag e ouelas warno. Ha goude-se e komzas e vreudeur gantañ.
La rumeur se répandit dans la maison de Pharaon. On disait : « Les frères de Joseph sont arrivés ! » Pharaon et ses serviteurs virent cela d’un bon œil. Gn 45, 16 : Ar vrud a voe klevet e ti Faraon. Lavaret e voe : "Erru eo breudeur Jozef !" Hag e plijas se da Faraon ha d’e servijerien.
Pharaon dit à Joseph : « Dis à tes frères : “Faites ceci : chargez vos bêtes et partez ; rentrez au pays de Canaan ! Gn 45, 17 : Hag e lavaras Faraon da Jozef : "Lavar d’az preudeur ober kement-mañ : Sammit hoc’h anevaled ha kerzhit ! It da vro Ganaan,
Puis, prenez votre père et vos familles, et revenez chez moi pour que je vous offre ce qu’il y a de mieux au pays d’Égypte et que vous mangiez les meilleurs produits du pays. Gn 45, 18 : kemerit ho tad hag ho tiegezhioù ha deuit davedon, hag e roin deoc’h gwellañ douar an Egipt, hag e tebrot eus druzoni an douar.
Quant à toi, transmets-leur cet ordre : Faites ceci : au pays d’Égypte, procurez-vous des chariots pour vos jeunes enfants et vos femmes ; amenez votre père et revenez ! Gn 45, 19 : Ha te, ro dezho an urzh-mañ : Grit kement-mañ : kemerit, eus bro Egipt, kirri evit ho pugaligoù, ho kwragez, ha kemerit e karg ho tad, ha deuit !
Ne jetez pas un regard désolé sur vos affaires, car ce qu’il y a de mieux dans tout le pays d’Égypte vous appartiendra.” » Gn 45, 20 : Arabat d’ho taoulagad kaout keuz d’ho traoù, ar gwellañ eus bro Egipt a vo deoc’h'".
Ainsi firent les fils d’Israël. Sur l’ordre de Pharaon, Joseph leur donna des chariots et des provisions de route. Gn 45, 21 : Hag e reas evel-se bugale Israel, hag e roas dezho Jozef kirri war urzh Faraon, hag e roas dezho pourvezioù-beaj.
Il distribua à chacun des vêtements de rechange, mais à Benjamin, il donna trois cents pièces d’argent et cinq vêtements de rechange. Gn 45, 22 : Ha dezho holl e roas pep a rumm-dilhad, ha da Venjamin e roas tri-c’hant pezh-arc’hant ha pemp rumm-dilhad.
Il envoya également à son père dix ânes chargés de ce qu’il y a de mieux en Égypte, et dix ânesses chargées de froment, de pain, de vivres, pour le voyage de son père. Gn 45, 23 : Ha d’e dad e kasas kement-mañ : dek azen, sammet eus gwellañ traoù an Egipt, dek azenez sammet a winizh, a vara hag a vevañs d’e dad evit an hent.
Puis il renvoya ses frères qui se mirent en route. Joseph leur avait dit : « Ne vous disputez pas en chemin ! » Gn 45, 24 : Hag e kimiadas diouzh e vreudeur, hag ez ejont. Lavaret en devoa dezho : "Na vezit ket o ’n em dregasiñ war an hent".
Ils remontèrent donc d’Égypte et arrivèrent au pays de Canaan chez leur père Jacob. Gn 45, 25 : Hag e pignjont eus an Egipt hag ez errujont e bro Ganaan e ti Jakob, o zad,
Ils lui annoncèrent la nouvelle : « Joseph est encore vivant, et c’est lui qui est gouverneur de tout le pays d’Égypte ! » Mais le cœur de Jacob demeurait insensible, car il ne les croyait pas. Gn 45, 26 : hag i da reiñ keloù dezhañ, o lavarout : "Emañ c’hoazh Jozef bev ! Hag eñ a zo gouarnour war holl vro Egipt !" Met skornet e oa e galon ha ne grede ket anezho.
Alors ils lui répétèrent toutes les paroles que Joseph leur avait dites, et Jacob vit les chariots que Joseph avait envoyés pour le transporter. Alors l’esprit de leur père Jacob reprit vie. Gn 45, 27 : Hag e lavarjont dezhañ holl gomzoù Jozef, pezh en devoa lavaret dezho, ha pa welas ar c’hirri en devoa kaset Jozef evit e zougen, ec’h advevas spered Jakob, o zad.
Israël s’écria : « Il ne m’en faut pas plus, mon fils Joseph est encore vivant ! Je veux partir et le revoir avant de mourir. » Gn 45, 28 : Hag e lavaras Israel : "Trawalc’h ! P’emañ c’hoazh Jozef, va mab, bev, ez in d’e welout kent mervel !"
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
