Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 46

Geneliezh - Pennad 46

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 46



Israël, c’est-à-dire Jacob, se mit en route avec tout ce qui lui appartenait. Arrivé à Bershéba, il offrit des sacrifices au Dieu de son père Isaac, Gn 46, 1 : Hag e loc’has Israel en hent gant kement en devoa evit mont da Veer-Sheba, hag eno e kinnigas aberzhoù da Zoue e dad Izaag.

et Dieu parla à Israël dans une vision nocturne. Il dit : « Jacob ! Jacob ! » Il répondit : « Me voici. » Gn 46, 2 : Doue a gomzas ouzh Israel dre ur weledigezh-noz, o lavarout : "Jakob ! Jakob !" Hag hemañ a respontas : "Setu me amañ".

Dieu reprit : « Je suis Dieu, le Dieu de ton père. Ne crains pas de descendre en Égypte, car là-bas je ferai de toi une grande nation. Gn 46, 3 : Doue a lavaras : "Me eo an Aotrou Doue, Doue da dad. Arabat kaout aon da ziskenn d’an Egipt, rak ur bobl vras a rin ganit eno.

Moi, je descendrai avec toi en Égypte. Moi-même, je t’en ferai aussi remonter, et Joseph te fermera les yeux de sa propre main. » Gn 46, 4 : Me a ziskenno ganit d’an Egipt hag a raio dit dont en-dro ac’hano, hep mank ebet ; ha Jozef a serro dit da zaoulagad".

Jacob partit de Bershéba. Ses fils l’installèrent, avec leurs jeunes enfants et leurs femmes, sur les chariots que Pharaon avait envoyés pour le transporter. Gn 46, 5 : Jakob a guitaas Beer-Sheba, ha bugale Israel a reas d’o zad Jakob, d’o bugaligoù ha d’o gwragez pignat er c’hirri en devoa ar Faraon degaset d’e gerc’hat.

Ils prirent aussi leurs troupeaux et les biens qu’ils avaient acquis au pays de Canaan. Jacob arriva en Égypte avec toute sa descendance. Gn 46, 6 : Kemer a rejont o loened hag ar madoù o devoa dastumet e bro Ganaan, hag ez ejont d’an Egipt, Jakob hag e holl vugale gantañ :

Ainsi donc, ses fils et ses petits-fils, ses filles et ses petites-filles, bref toute sa descendance, il les emmena avec lui en Égypte. Gn 46, 7 : e vibien, ha mibien e vibien, e verc’hed, ha merc’hed e vibien, da lavarout eo, holl dud e lignez a gasas gantañ d’an Egipt.

Voici les noms des fils d’Israël venus en Égypte : Jacob et ses fils. Gn 46, 8 : Hag amañ anvioù bugale Israel a yeas d’an Egipt : Jakob hag e vibien. Mab henañ Jakob, Ruben,

Premier-né de Jacob : Roubène. Fils de Roubène : Hanok, Pallou, Hesrone, Karmi. Gn 46, 9 : mibien Ruben : Henoc’h, Palou, Esrom, Karmi,

Fils de Siméon : Yemouël, Yamine, Ohad, Yakine, Sohar, Saül, le fils de la Cananéenne. Gn 46, 10 : mibien Simeon : Iamuel, Iamin, Ahod, Iac’hin, Sohar ha Saoul, mab ur Ganaaniadez,

Fils de Lévi : Guershone, Qehath et Merari. Gn 46, 11 : mibien Levi : Gerson, Kaat, Merari,

Fils de Juda : Er, Onane, Shéla, Pérès, Zérah. Er et Onane étaient morts au pays de Canaan. Les fils de Pérès furent Hesrone et Hamoul. Gn 46, 12 : mibien Youda : Er, Onan, Sela, Peres, Zara ; marvet e oa Er hag Onan e bro Ganaan, hag e oa mibien Peres Esrom hag Hamoul,

Fils d’Issakar : Tola, Poua, Job, Shimrone. Gn 46, 13 : mibien Isac’har : Tola, Poua, Iasoub, Semron,

Fils de Zabulon : Sèred, Élone, Yahleël. Gn 46, 14 : mibien Zaboulon : Sered, Elon, Iahelel,

Ce furent les fils que Léa donna à Jacob en Paddane-Aram. Elle lui donna aussi sa fille Dina. Ses fils et ses filles comptaient au total trente-trois personnes. Gn 46, 15 : aze mibien Lia, ganet ganto da Jakob e Paddanaran, ha Dina e verc’h, an holl dud-mañ, e vibien hag e verc’hed : tri-ha-tregont,

Fils de Gad : Sifeyone et Haggui, Shouni et Esbone, Éri, Arodi et Areéli. Gn 46, 16 : mibien Gad : Sefon, Haggi, Suni, Esebon, Heri, Arodi, Areli,

Fils d’Asher : Yimna, Yishva, Yishvi, Beria, et leur sœur Sérah. Fils de Beria : Hèber et Malkiël. Gn 46, 17 : mibien Aser : Jimna, Yesoua, Isui, Beria, ha Sara, o c’hoar ; mibien Beria : Heber, Melc’hiel.

Ce furent les fils que Zilpa, la servante donnée par Laban à sa fille Léa, enfanta à Jacob : seize personnes. Gn 46, 18 : Aze mibien Zelfa, bet roet gant Laban da Lia, e verc’h ; ganet he devoa ar re-mañ da Jakob, seitek a dud.

Fils de Rachel, femme de Jacob : Joseph et Benjamin. Gn 46, 19 : Mibien Rachel, gwreg Jakob : Jozef, Benjamin,

Au pays d’Égypte, il naquit à Joseph deux fils, Manassé et Éphraïm, que lui avait enfantés Asnath, fille de Poti-Phéra, prêtre de One. Gn 46, 20 : ha bugale en devoa bet Jozef e bro Egipt, ganet dezhañ gant Asenet, merc’h Poutifar, beleg On : Manase hag Efraim,

Fils de Benjamin : Bèla, Bèker et Ashbel, Guéra et Naamane, Éhi et Rosh, Mouppim, Houppim et Arde. Gn 46, 21 : mibien Benjamin : Bela, Boc’hor, Asbel, Gera, Naaman, Echi, Ros, Mofim, Houfim, Ard,

Ce furent les fils de Rachel qu’elle enfanta à Jacob. Au total : quatorze personnes. Gn 46, 22 : aze mibien Rachel, ganet ganti da Jakob, an holl dud-mañ, pevarzek.

Fils de Dane : Houshim. Gn 46, 23 : Mab Dan : Housiz.

Fils de Nephtali : Yahçeël, Gouni, Yécèr, Shillem. Gn 46, 24 : Mibien Neftali : Iasel, Gouni, Ieser, Sellem.

Ce furent les fils que Bilha, la servante donnée par Laban à sa fille Rachel, enfanta à Jacob. Au total : sept personnes. Gn 46, 25 : Aze mibien Bilha, roet gant Laban da Rachel, e verc’h ; ganet he devoa ar re-se da Jakob, an holl dud-mañ, seizh.

Total des personnes appartenant à Jacob et issues de lui, qui vinrent en Égypte, sans compter les femmes de ses fils : soixante-six en tout. Gn 46, 26 : An holl dud a yeas gant Jakob d’an Egipt, deuet eus e vorzhed, hep niveriñ gwragez mibien Jakob, an holl dud-se a voe c’hwec’h ha tri-ugent.

Fils de Joseph qui lui furent enfantés en Égypte : deux personnes. Le total des personnes de la maison de Jacob qui vinrent en Égypte fut de soixante-dix. Gn 46, 27 : Ha mibien Jozef, ar re en devoa bet en Egipt : daou. An holl dud eus ti Jakob, erruet en Egipt : dek ha tri-ugent.

Jacob avait envoyé Juda en avant vers Joseph, pour préparer son arrivée dans le pays de Goshèn. Quand ils furent arrivés dans le pays de Goshèn, Gn 46, 28 : Youda a voe kaset en e raok davet Jozef evit m’en em gavje hemañ gantañ e Gosen, ha neuze ec’h antrejont e douar Gosen.

Joseph fit atteler son char et monta à la rencontre de son père Israël. Dès qu’il le vit, il se jeta à son cou et pleura longuement dans ses bras. Gn 46, 29 : Jozef a reas sterniañ e garr, hag a savas ennañ da vont da ziambroug Israel, e dad, e Gosen. P’en em gavjont an eil dirak egile e lammas Jozef e kerc’henn e dad hag e chomas da ouelañ en e gerc’henn.

Israël dit à Joseph : « Maintenant que j’ai revu ton visage, je peux mourir, puisque tu es encore vivant ! » Gn 46, 30 : Neuze e lavaras Israel da Jozef : "Bremañ ez on kontant da vervel, p’am eus gwelet da zremm adarre, ha pa-z out bev c’hoazh".

Joseph dit à ses frères et à la famille de son père : « Je vais monter prévenir Pharaon. Je lui dirai : “Mes frères et la famille de mon père, qui étaient au pays de Canaan, sont venus me rejoindre. Gn 46, 31 : Hag e lavaras Jozef d’e vreudeur ha da diegezh e dad : "Pignat a ran da reiñ keloù da Faraon hag e lavarin dezhañ : Va breudeur ha tiegezh va zad, a oa e bro Ganaan, a zo erruet davedon.

Ces hommes sont des bergers ! Ils élèvent des troupeaux et ont amené leur petit et leur gros bétail, ainsi que tout ce qui leur appartient.” Gn 46, 32 : An dud-se a zo mesaerien deñved, paotred tropelloù ez int. O deñved, o saout hag o feadra o deus degaset.

Donc, quand Pharaon vous convoquera pour vous demander quel est votre métier, Gn 46, 33 : Neuze ’ta pa viot galvet gant Faraon hag e lavaro : Peseurt labour a rit ?

vous répondrez : “Tes serviteurs élèvent des troupeaux, depuis leur jeunesse jusqu’à ce jour. Nous faisons ce que faisaient nos pères.” Ainsi vous pourrez demeurer au pays de Goshèn. Tout berger, en effet, est une abomination pour les Égyptiens. » Gn 46, 34 : e lavarot : Paotred tropelloù eo da servijerien abaoe hor yaouankiz betek bremañ ; evel-se omp, evel-se oa hon tadoù ! E-giz-se e chomot e bro C’hosen, rak heug o deus an Egiptiz ouzh an holl vesaerien deñved".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn