Geneliezh - Pennad 25
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 25
Abraham prit encore une femme ; elle s’appelait Qetoura. Gn 25, 1 : Hag adarre e kemeras Abraham ur wreg, hec’h anv Ketoura,
Elle lui donna Zimrane, Yoqshane, Medane, Madiane, Yshbaq et Shouah. Gn 25, 2 : a c’hanas dezhañ Zamran, Ieksan, Madan, Madian, Iesbok ha Soua.
Yoqshane engendra Saba et Dedane. Dedane eut pour fils les Ashourites, les Letoushites et les Léoummites. Gn 25, 3 : Ieksan en devoe Saba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Asouriz, Latousiz ha Leommiz.
Madiane eut pour fils Eifa, Éfer, Hanok, Abida et Eldaa. Ce sont là tous les fils de Qetoura. Gn 25, 4 : Bugale Madian a voe : Efa, Ofer, Henoc’h, Abida hag Eldaa : aze holl bugale Ketoura.
Abraham donna tous ses biens à Isaac. Gn 25, 5 : Reiñ a reas Abraham kement tra en devoa da Izaag.
Il fit des donations aux fils de ses concubines et, tandis qu’il était encore en vie, il les éloigna d’Isaac, son fils, en les envoyant à l’est, dans un pays d’Orient. Gn 25, 6 : Da vugale e adwragez, reoù Abraham, e roas Abraham donezonoù ouzh o c’has kuit a-gichen Izaag e vab, e-keit ha ma oa bev, d’ar Reter, da vro ar Reter.
Cent soixante-quinze ans : telle fut la durée de la vie d’Abraham, Gn 25, 7 : Hag e voe bloavezhioù buhez Abraham, ar re a vevas kant pemzek vloaz ha tri-ugent.
puis il expira. Abraham mourut au terme d’une heureuse vieillesse, très âgé, rassasié de jours ; et il fut réuni aux siens. Gn 25, 8 : Dianalañ ha mervel a reas Abraham en ur gozhni vat, kozh ha bet e walc’h, hag e voe unanet ouzh e hendadoù.
Ses fils, Isaac et Ismaël, l’ensevelirent dans la caverne de Macpéla, dans le champ d’Éphrone, fils de Sohar le Hittite, ce champ qui est en face de Mambré Gn 25, 9 : Beziet e voe gant Izaag hag Ismael, e vibien, e kev Mac’hpela eus park Efron, mab Seor an Hitiad, a oa rag-enep Mambre,
et qu’Abraham avait acheté aux Hittites. C’est là qu’Abraham fut enseveli auprès de Sara, sa femme. Gn 25, 10 : er park en devoa prenet Abraham digant mibien Het. Eno e voe beziet Abraham ha Sara e wreg.
Après la mort d’Abraham, Dieu bénit son fils Isaac qui habitait près du puits de Lahaï-Roï. Gn 25, 11 : Goude marv Abraham e vennigas Doue Izaag e vab, hag e chomas Izaag e-kichen puñs Lahai-Roi.
Voici la descendance d’Ismaël, le fils d’Abraham que lui donna Agar l’Égyptienne, la servante de Sara. Gn 25, 12 : Setu diskennidi Ismael, mab Abraham, an hini a c’hanas Agar an Egiptadez, matezh Sara, da Abraham :
Voici les noms des fils d’Ismaël, selon l’ordre de leurs naissances : Nebayoth, le premier-né, puis Qédar, Adbéel, Mibsam, Gn 25, 13 : setu anvioù mibien Ismael, o anvioù dre gerentiezh : mab-henañ Ismael Nabaiot, ha Kedar, Adbeel, Mabsam,
Mishma, Douma, Massa, Gn 25, 14 : Masma, Douma, Masa,
Hadad, Téma, Yetour, Nafish et Qédma. Gn 25, 15 : Hadad, Tema, Ietour, Nafis ha Kedma.
Voilà les fils d’Ismaël et leurs noms selon leurs villages et leurs campements : douze chefs pour leurs clans. Gn 25, 16 : Setu mibien Ismael, sed o anvioù, da bep unan e borzh hag e gloz, daouzek priñs poblad.
Ismaël vécut cent trente-sept ans, puis il expira. Il mourut et fut réuni aux siens. Gn 25, 17 : Bez’ e voe bloavezhioù buhez Ismael kant seizh vloaz ha tregont, hag e tianalas hag e varvas, hag e voe unanet ouzh e hendadoù.
Les Ismaélites s’étaient établis de Havila jusqu’à Shour, aux confins de l’Égypte, en direction d’Ashour. Face à tous ses frères, Ismaël se coucha dans la mort. Gn 25, 18 : Chom a reas e ziskennidi eus Hevila betek Sour, e reter an Egipt, war hent Ashour. A-dal d’e holl vreudeur en em stalias.
Voici l’histoire d’Isaac, fils d’Abraham. Abraham avait engendré Isaac. Gn 25, 19 : Ha setu rummadoù Izaag, mab Abraham. Abraham en devoa bet Izaag.
Isaac avait quarante ans quand il prit pour femme Rébecca, fille de Betouël l’Araméen, originaire de Paddane-Aram, et sœur de l’Araméen Laban. Gn 25, 20 : Hag Izaag, oadet a zaou-ugent vloaz, en devoa kemeret Rebeka, merc’h Batouel an Aramiad, eus Paddanaran, c’hoar Laban an Aramiad, da wreg.
Isaac implora le Seigneur en faveur de sa femme, car elle était stérile. Et le Seigneur l’exauça : sa femme Rébecca devint enceinte. Gn 25, 21 : Pediñ a rae Izaag an Aotrou abalamour d’e wreg, houmañ o vezañ gaonac’h, hag e selaouas outañ an Aotrou, hag e koñsevas Rebeka e wreg.
Comme ses fils se heurtaient dans son sein, elle dit : « Pourquoi faut-il que cela se passe ainsi pour moi ? » et elle alla consulter le Seigneur. Gn 25, 22 : En em dosañ a rae ar vugale en he diabarzh, ken e lavaras : "Ma-z eo se, perak e vevin ?" Hag ez eas da c’houlennata an Aotrou.
Le Seigneur lui dit : « Deux nations sont dans ton ventre. Deux peuples différents sortiront de tes entrailles : l’un sera plus fort que l’autre, et l’aîné servira le cadet. » Gn 25, 23 : Hag e lavaras an Aotrou dezhi : "Div boblad a zo ez kof, div vroad ; eus da ziabarzh en em zispartiont. Ur vroad war eben a drec’ho, an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ".
Quand arriva le jour où elle devait enfanter, voici qu’il y avait des jumeaux dans son ventre ! Gn 25, 24 : Deuet hec’h amzer da wilioudiñ, setu ma oa gevelled en he c’hof.
Le premier qui sortit était roux, tout couvert de poils comme d’une fourrure. On lui donna le nom d’Ésaü. Gn 25, 25 : An hini a zeuas da gentañ a oa rous, a-grenn evel ur vantell feur, hag e voe galvet e anv, Esaou.
Après quoi sortit son frère, la main agrippée au talon d’Ésaü. On lui donna le nom de Jacob (c’est-à-dire : Il talonne). À leur naissance, Isaac avait soixante ans. Gn 25, 26 : Da c’houde e teuas e vreur, e zorn krog e seul Esaou, hag e voe galvet e anv, Jakob. Izaag a oa un den a dri-ugent vloaz, pa ’n devoe ar vugale-mañ.
Les garçons grandirent. Ésaü devint un chasseur habile, un homme des champs ; Jacob était un homme délicat demeurant sous les tentes. Gn 25, 27 : Kresket ar baotred, e teuas Esaou da vezañ un den gouest da chaseal, ur paotr diwar ar maez, ha Jakob, un den dinec’h, o chom en tinelloù.
Isaac préférait Ésaü, car il appréciait le gibier, mais Rébecca préférait Jacob. Gn 25, 28 : Plijout a rae da Izaag Esaou, rak jiboez a zebre, ha Rebeka a gare Jakob.
Un jour, Jacob préparait un plat, quand Ésaü revint des champs, épuisé. Gn 25, 29 : Aozet en devoa Jakob ur meuz, pa erruas Esaou eus ar maezioù, skuizh.
Ésaü dit à Jacob : « Laisse-moi donc avaler cette sauce, le roux qui est là, car je suis épuisé ! » C’est pour cela qu’on a donné à Ésaü le nom d’Édom (c’est-à-dire : le Roux). Gn 25, 30 : Hag e lavaras Esaou da Jakob : "Lonkañ a-walc’h a rafen ar rost rous-se, ken skuizh ma-z on !" Setu perak ez eo bet anvet Edom.
Jacob lui dit : « Vends-moi maintenant ton droit d’aînesse ! » Gn 25, 31 : Hag e lavaras Jakob : "Gwerzh neuze hiziv da wirioù pennhêr din".
Ésaü répondit : « Je suis en train de mourir ! À quoi bon mon droit d’aînesse ? » Gn 25, 32 : Hag e lavaras Esaou : "Peogwir ez an da vervel, perak bezañ pennhêr ?"
Jacob reprit : « Jure-le moi, maintenant ! » Et Ésaü le jura, il vendit son droit d’aînesse à Jacob. Gn 25, 33 : Hag e lavaras Jakob : "Tou se din hiziv !" Hag e touas dezhañ hag e werzhas e wir a bennhêr da Jakob.
Alors Jacob donna à Ésaü du pain et un plat de lentilles. Celui-ci mangea et but, puis il se leva et s’en alla. C’est ainsi qu’Ésaü montra du mépris pour le droit d’aînesse. Gn 25, 34 : Ha Jakob, o vezañ roet da Esaou bara hag ar pladad fer, hemañ a zebras hag a evas, a savas hag a yeas kuit : Fae en devoa graet Esaou war e wirioù pennhêr.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
