Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 5

Geneliezh - Pennad 5

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 5



Voici le livre de la descendance d’Adam. Le jour où Dieu créa l’homme, il le fit à la ressemblance de Dieu ; Gn 5, 1 : Setu levr geneliezh Adam. An deiz ma krouas Doue an den, heñvel ouzh Doue e reas anezhañ ;

il les créa homme et femme ; il les bénit et il leur donna le nom d’« Homme », le jour où ils furent créés. Gn 5, 2 : par ha parez o c’hrouas, hag o bennigas hag e roas dezho da anv, ‘den', d’an deiz m’o c’hrouas.

Adam vécut cent trente ans, puis il engendra un fils à sa ressemblance et selon son image ; il l’appela du nom de Seth. Gn 5, 3 : Oadet e oa Adam a 130 vloaz p’en devoe ur bugel heñvel outañ, diwar e skeudenn ; hag e c’halvas e anv : Set.

Après qu’Adam eut engendré Seth, la durée de sa vie fut encore de huit cents ans, et il engendra des fils et des filles. Gn 5, 4 : Hag e voe holl zeizioù Adam, goude ganedigezh Set, eizh kant vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Adam vécut en tout neuf cent trente ans ; puis il mourut. Gn 5, 5 : Hag e voe holl zeizioù Adam, ar re a vevas, 930 vloaz, hag e varvas.

Seth vécut cent cinq ans, puis il engendra Énosh. Gn 5, 6 : Hag e vevas Set 105 bloaz, hag en devoe Enos.

Après avoir engendré Énosh, Seth vécut encore huit cent sept ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 7 : Hag e vevas Set goude ganedigezh Enos, 807 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed ;

Seth vécut en tout neuf cent douze ans ; puis il mourut. Gn 5, 8 : hag e voe holl zeizioù Set 912 vloaz, hag e varvas.

Énosh vécut quatre-vingt-dix ans, puis il engendra Qénane. Gn 5, 9 : Hag e vevas Enos 90 vloaz, hag en devoe Kenan.

Après avoir engendré Qénane, Énosh vécut encore huit cent quinze ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 10 : Hag e vevas Enos goude ganedigezh Kenan, 815 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed,

Énosh vécut en tout neuf cent cinq ans ; puis il mourut. Gn 5, 11 : hag e voe holl zeizioù Enos 905 bloaz, hag e varvas.

Qénane vécut soixante-dix ans, puis il engendra Mahalalel. Gn 5, 12 : Hag e vevas Kenan 70 vloaz, hag en devoe Malaleel.

Après avoir engendré Mahalalel, Qénane vécut encore huit cent quarante ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 13 : Hag e vevas Kenan, goude ganedigezh Malaleel, 840 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Qénane vécut en tout neuf cent dix ans ; puis il mourut. Gn 5, 14 : Hag e voe holl zeizioù Kenan 910 vloaz, hag e varvas.

Mahalalel vécut soixante-cinq ans, puis il engendra Yèred. Gn 5, 15 : Hag e vevas Malaleel 65 bloaz, hag en devoe Jared.

Après avoir engendré Yèred, Mahalalel vécut encore huit cent trente ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 16 : Hag e vevas Malaleel, goude ganedigezh Jared, 830 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Mahalalel vécut en tout huit cent quatre-vingt-quinze ans ; puis il mourut. Gn 5, 17 : Hag e voe holl zeizioù Malaleel 895 vloaz, hag e varvas.

Yèred vécut cent soixante-deux ans, puis il engendra Hénok. Gn 5, 18 : Hag e vevas Jared 162 vloaz hag en devoe Henoc’h.

Après avoir engendré Hénok, Yèred vécut encore huit cents ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 19 : Hag e vevas Jared goude ganedigezh Henoc’h, 800 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Yèred vécut en tout neuf cent soixante-deux ans ; puis il mourut. Gn 5, 20 : Hag e voe holl zeizioù Jared 962 vloaz, hag e varvas.

Hénok vécut soixante-cinq ans, puis il engendra Mathusalem. Gn 5, 21 : Hag e vevas Henoc’h 65 bloaz, hag en devoe Matuzalem,

Après avoir engendré Mathusalem, Hénok marcha encore avec Dieu pendant trois cents ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 22 : hag e kerzhas Henoc’h gant Doue goude ganedigezh Matuzalem, 300 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Hénok vécut en tout trois cent soixante-cinq ans. Gn 5, 23 : Hag e voe holl zeizioù Henoc’h 365 bloaz.

Il avait marché avec Dieu, puis il disparut car Dieu l’avait enlevé. Gn 5, 24 : Hag e kerzhas Henoc’h gant Doue ha ne voe ken anezhañ, rak e gemeret en devoa Doue.

Mathusalem vécut cent quatre-vingt-sept ans, puis il engendra Lamek. Gn 5, 25 : Hag e vevas Matuzalem 187 vloaz, hag en devoe Lamek.

Après avoir engendré Lamek, Mathusalem vécut encore sept cent quatre-vingt-deux ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 26 : Hag e vevas Matuzalem goude ganedigezh Lamek, 782 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Mathusalem vécut en tout neuf cent soixante-neuf ans ; puis il mourut. Gn 5, 27 : Hag e voe holl zeizioù Matuzalem 969 bloaz, hag e varvas.

Lamek vécut cent quatre-vingt-deux ans, puis il engendra un fils. Gn 5, 28 : Hag e vevas Lamek 182 vloaz hag en devoe ur mab,

Il l’appela du nom de Noé, en disant : « Celui-ci nous soulagera de nos labeurs et de la peine qu’impose à nos mains un sol maudit par le Seigneur. » Gn 5, 29 : hag e roas dezhañ da anv Noe en ur lavarout : "Hemañ hor frealzo eus hon labourioù, eus poan hon daouarn gant an douar en deus milliget an Aotrou".

Après avoir engendré Noé, Lamek vécut encore cinq cent quatre-vingt-quinze ans et engendra des fils et des filles. Gn 5, 30 : Hag e vevas Lamek, goude ganedigezh Noe 595 vloaz, hag en devoe mibien ha merc’hed.

Lamek vécut en tout sept cent soixante-dix-sept ans ; puis il mourut. Gn 5, 31 : Hag e voe holl zeizioù Lamek 777 vloaz, hag e varvas.

Noé était âgé de cinq cents ans quand il engendra Sem, Cham et Japhet. Gn 5, 32 : Hag en devoa Noe an oad a bemp kant vloaz, hag en devoe Noe : Sem, Cham ha Jafet.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn