Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 50

Geneliezh - Pennad 50

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 50



Joseph se pencha sur le visage de son père, le couvrit de larmes et l’embrassa. Gn 50, 1 : Hag e kouezhas Jozef war dremm e dad, hag e ouelas warnañ en ur bokat dezhañ.

Puis il ordonna aux médecins qui étaient à son service d’embaumer son père, et ceux-ci embaumèrent Israël. Gn 50, 2 : Hag urzhioù a roas Jozef d’e servijerien mezeged evit balzamañ e dad. Hag e valzamas ar vezeged Israel.

Cela dura quarante jours, le temps qu’il faut pour l’embaumement. Ensuite, les Égyptiens le pleurèrent soixante-dix jours. Gn 50, 3 : Graet e voe war e dro daou-ugent devezh, rak evel-se e veze peurc’hraet deizioù ar balzamerezh hag e ouelas dezhañ an Egiptiz dek devezh ha tri-ugent.

Quand fut écoulé le temps des pleurs, Joseph parla ainsi aux gens de la maison de Pharaon : « Si j’ai trouvé grâce à vos yeux, allez donc rapporter à Pharaon Gn 50, 4 : Tremenet an deizioù-gouelañ, e komzas Jozef ouzh tiegezh Faraon, o lavarout :

que mon père m’a fait prêter serment, en me disant : “Voici que je vais mourir. C’est dans le tombeau que je me suis creusé au pays de Canaan, que tu m’enterreras.” Maintenant, laisse-moi donc monter en Canaan et enterrer mon père. Ensuite, je reviendrai. » Gn 50, 5 : M’em eus kavet gras dirazoc’h, komzit, mar plij, ouzh divskouarn Faraon, o lavarout :

 Pharaon répondit : « Monte donc enterrer ton père, comme il t’a fait prêter serment. » Gn 50, 6 : Va zad en deus graet din ober ul le, o lavarout : Ez an da vervel ; er bez am eus kleuzet evidon e bro Ganaan am douarot. Neuze ’ta, va lez da bignat evit beziañ va zad, hag e tistroin". Hag e lavaras Faraon : "Kae da veziañ da dad, evel m’en deus graet dit touiñ".

Et Joseph monta enterrer son père. Tous les serviteurs de Pharaon, les anciens de sa maison et tous les anciens du pays d’Égypte montèrent avec lui, Gn 50, 7 : Hag e pignas Jozef evit beziañ e dad, hag e pignas gantañ holl servijerien Faraon, Kozhidi e di hag holl Gozhidi bro Egipt,

ainsi que tous les gens de la maison de Joseph, ses frères et les gens de la maison de son père. Ils ne laissèrent au pays de Goshèn que leurs jeunes enfants, leur petit et leur gros bétail. Gn 50, 8 : hag holl diegezh Jozef hag e vreudeur, ha tiegezh e dad. Ne voe nemet ar vugaligoù, an deñved hag ar saout hag a voe lezet e bro C’hosen.

Même les chars et les cavaliers montèrent avec lui. C’était une caravane imposante. Gn 50, 9 : Mont a reas gantañ c’hoazh kirri ha karrenerien, hag e voe ar garavanenn bras-meurbet.

Ils arrivèrent à l’Aire-de-l’Épine, au-delà du Jourdain, et là, ils célébrèrent des funérailles solennelles et imposantes. Joseph observa pour son père un deuil de sept jours. Gn 50, 10 : Erruet betek Leurenn-ar-Spern, en tu-hont d’ar Jordan, e rejont kañv eno, kañv bras ha meurdezus-kenañ. Ober a reas evit e dad ul lid-kañv a seizh deiz.

À la vue du deuil à l’Aire-de-l’Épine, les habitants du pays, les Cananéens, s’écrièrent : « C’est un deuil important pour l’Égypte ! » C’est pourquoi on appela cet endroit au-delà du Jourdain « Deuil-de-l’Égypte ». Gn 50, 11 : Pa welas annezidi bro Ganaan ar c’hañvoù war Leurenn-ar-Spern, e lavarjont : "Kañv meurdezus a zo gant an Egiptiz !" Diwar-se ez eo bet anvet al lec’h-se Kañv-an-Egiptiz : hemañ a zo en tu-hont d’ar Jordan.

Les fils de Jacob agirent pour lui comme il l’avait ordonné. Gn 50, 12 : Hag e reas e vibien evitañ evel m’en devoa kemennet dezho :

Ils le transportèrent au pays de Canaan et l’enterrèrent dans la caverne du champ de Macpéla, en face de Mambré, ce champ qu’Abraham avait acheté à Éphrone le Hittite, comme propriété funéraire. Gn 50, 13 : e zougen a reas e vibien da vro Ganaan, hag e voe beziet e kev park Mac’hpela. Bet e oa prenet gant Abraham ar park-se evit kaout ur bez, digant Efron an Hitiad a-dal da Vambre.

Après avoir enterré son père, Joseph retourna en Égypte avec ses frères et tous ceux qui étaient montés avec lui pour enterrer son père. Gn 50, 14 : Hag e tistroas Jozef d’an Egipt, hag e vreudeur, hag an holl re a oa pignet gantañ evit beziadur e dad, goude m’en devoa beziet e dad.

Voyant que leur père était mort, les frères de Joseph se dirent : « Si jamais Joseph nous prenait en haine, s’il allait nous rendre tout le mal que nous lui avons fait… » Gn 50, 15 : Pa welas breudeur Jozef e oa marvet o zad, e lavarjont : "Ha ma teufe Jozef da gemer kasoni ouzhimp ha da rentañ deomp an holl zroug hon eus graet dezhañ ?"

Ils firent dire à Joseph : « Avant de mourir, ton père a exprimé cette volonté : Gn 50, 16 : Dre-se e rejont lavarout da Jozef : "Da dad en deus kent mervel roet an urzh-mañ :

“Vous demanderez ceci à Joseph : De grâce, pardonne à tes frères leur crime et leur péché. Oui, ils t’ont fait du mal, mais toi, maintenant, pardonne donc le crime des serviteurs du Dieu de ton père !” » En entendant ce message, Joseph pleura. Gn 50, 17 : Lavarout a reot da Jozef : Pardon torfed da vreudeur hag o fec’hed, rak droug o deus graet dit, met bremañ pardon d’ar re zo servijerien Doue da dad". Hag e ouelas Jozef pa voe lavaret kement-se dezhañ.

Puis ses frères vinrent eux-mêmes se jeter à ses pieds et lui dire : « Voici que nous sommes tes esclaves. » Gn 50, 18 : Dont a reas e vreudeur o-unan da stouiñ dirazañ : "Setu, emezo, da sklavourien ez omp".

Mais Joseph leur répondit : « Soyez sans crainte ! Vais-je prendre la place de Dieu ? Gn 50, 19 : Met Jozef a lavaras dezho : "Bezit dinec’h ! Daoust hag ez an-me da gemerout plas Doue ?

Vous aviez voulu me faire du mal, Dieu a voulu le changer en bien, afin d’accomplir ce qui se réalise aujourd’hui : préserver la vie d’un peuple nombreux. Gn 50, 20 : C’hwi ho poa soñjet ober droug din, met Doue en deus soñjet treiñ kement-se e mad evit ober ar pezh a welit o c’hoarvezout hiziv : mirout he buhez d’ur bobl vras.

Soyez donc sans crainte : moi, je prendrai soin de vous et de vos jeunes enfants. » Il les réconforta par des paroles qui leur allaient au cœur. Gn 50, 21 : Bremañ eta bezit hep aon ; me ho pevo c’hwi hag ho pugale". O frealziñ a reas, o gomz d’o c’halon.

Joseph demeura en Égypte avec la famille de son père, et il vécut cent dix ans. Gn 50, 22 : Chom a reas eta Jozef en Egipt, eñ ha tiegezh e dad, hag e vevas dek vloaz ha kant.

Il vit les petits-enfants de son fils Éphraïm ; quant aux enfants de Makir, fils de Manassé son autre fils, il les reçut sur ses genoux à leur naissance. Gn 50, 23 : Gwelout a reas bugale Efraim betek an trede rummad hag ivez mibien Makir, mab Manase a voe ganet dezhañ war e varlenn.

Joseph dit à ses frères : « Je vais mourir. Dieu vous visitera et vous fera remonter de ce pays dans le pays qu’il a fait serment de donner à Abraham, Isaac et Jacob. » Gn 50, 24 : Neuze e lavaras d’e vreudeur : "Emaon o vont da vervel, met Doue a zeuio d’ho kweladenniñ ha d’ober deoc’h pignat eus ar vro-mañ d’ar vro en deus touet reiñ da Abraham, da Izaag ha da Jakob".

Joseph fit prêter serment aux fils d’Israël, en disant : « Quand Dieu vous visitera, vous ferez monter d’ici mes ossements. » Gn 50, 25 : Hag e reas touiñ Jozef bugale Israel, o lavarout : "P’en devo ho kweladennet Doue, e savot va eskern ac’halen !"

Joseph mourut à cent dix ans. On l’embauma et on le mit dans un cercueil en Égypte. Gn 50, 26 : Hag e varvas Jozef, oadet a zek vloaz ha kant, hag e voe balzamet ha lakaet el laour en Egipt.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn