Geneliezh - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 13
Abram remonta d’Égypte vers le Néguev, lui, sa femme et tout ce qu’il possédait. Loth l’accompagnait. Gn 13, 1 : Hag e pignas Abram eus an Egipt, gant e wreg hag holl bezh en devoa, ha Lot gantañ, war-zu an Negev.
Abram était extrêmement riche en troupeaux, en argent et en or. Gn 13, 2 : Pinvidik-bras e oa Abram, e loened, en arc’hant hag en aour.
D’étape en étape, il alla du Néguev jusqu’à Béthel, jusqu’au lieu où il avait planté sa tente auparavant, entre Béthel et Aï. Gn 13, 3 : Hag ez eas dre e gampoù, eus an Negev da Vetel, lec’h ma oa bet e deltenn da gentañ, etre Betel hag Hai,
En ce lieu où naguère il avait fait un autel, en ce lieu même, il invoqua le nom du Seigneur. Gn 13, 4 : 'lec’h ma oa an aoter en devoa graet diagent. Hag e pedas eno Abram en anv an Aotrou.
Loth, qui accompagnait Abram, avait également du petit et du gros bétail, et son propre campement. Gn 13, 5 : Lot, a gerzhe gant Abram, en devoa ivez deñved, saout ha teltennoù.
Le pays ne leur permettait pas d’habiter ensemble, car leurs biens étaient trop considérables pour qu’ils puissent habiter ensemble. Gn 13, 6 : Ha n’o dougas ken ar vro da chom a-gevret, rak bez’ e oa o madoù re vras : n’hallent ken chom a-gevret.
Il y eut des disputes entre les bergers d’Abram et ceux de Loth. Les Cananéens et les Perizzites habitaient aussi le pays. Gn 13, 7 : Bec’h a savas etre mesaerien chatal Abram ha mesaerien chatal Lot. Ha Kanaaniz ha Priziz a oa o chom er vro.
Abram dit à Loth : « Surtout, qu’il n’y ait pas de querelle entre toi et moi, entre tes bergers et les miens, car nous sommes frères ! Gn 13, 8 : Neuze e lavaras Abram da Lot : "Arabat e ve tabut etrezon-me ha te, nag etre va mesaerien ha da re-te, rak breudeur ez omp.
N’as-tu pas tout le pays devant toi ? Sépare-toi donc de moi. Si tu vas à gauche, j’irai à droite, et si tu vas à droite, j’irai à gauche. » Gn 13, 9 : Daoust ha n’emañ ket ar vro-se a-bezh dirazout ? En em zistag eta diouzhin-me ; ma-z ez a-gleiz, ez in a-zehou, ha ma-z ez a-zehou ez in a-gleiz".
Loth leva les yeux et il vit que toute la région du Jourdain était bien irriguée. Avant que le Seigneur détruisît Sodome et Gomorrhe, elle était comme le jardin du Seigneur, comme le pays d’Égypte, quand on arrive au delta du Nil. Gn 13, 10 : Sevel a reas Lot e zaoulagad hag e welas holl blaenenn ar Jordan, douraet penn-da-benn – se a oa a-raok ma tistrujfe an Aotrou Doue Sodom ha Gomora – evel liorzh an Aotrou Doue, evel bro Egipt pa-z aer da Soar.
Loth choisit pour lui toute la région du Jourdain et il partit vers l’est. C’est ainsi qu’ils se séparèrent. Gn 13, 11 : Hag e tibabas Lot evitañ holl blaenenn ar stêr Jordan, hag e tivroas etrezek ar sav-heol ; evel-se en em zispartijont an eil diouzh egile.
Abram habita dans le pays de Canaan, et Loth habita dans les villes de la région du Jourdain ; il poussa ses campements jusqu’à Sodome. Gn 13, 12 : Abram a chomas e bro Ganaan, ha Lot a yeas da chom e kêrioù ar blaenenn hag a savas e deltennoù betek Sodom.
Les gens de Sodome se conduisaient mal, et ils péchaient gravement contre le Seigneur. Gn 13, 13 : Tud fall e oa tud Sodom, ha pec’herien a-enep Doue, spontus !
Après le départ de Loth, le Seigneur dit à Abram : « Lève les yeux et regarde, de l’endroit où tu es, vers le nord et le midi, vers l’orient et l’occident. Gn 13, 14 : Neuze e lavaras an Aotrou Doue da Abram goude ma oa en em zispartiet Lot dioutañ : "Sav eta da zaoulagad ha sell, eus al lec’h m’emaout etrezek an hanternoz hag ar c’hreisteiz, etrezek ar reter hag ar c’hornog.
Tout le pays que tu vois, je te le donnerai, à toi et à ta descendance, pour toujours. Gn 13, 15 : Rak an holl vro a welez, dit-te he roin ha d’az lignez da viken.
Je rendrai nombreuse ta descendance, autant que la poussière de la terre : si l’on pouvait compter les grains de poussière, on pourrait compter tes descendants ! Gn 13, 16 : Lakaat a rin da lignez evel poultr an douar, da lavarout eo, pa vo gallet kontañ poultr an douar, neuze e vo graet ar gont eus da lignez.
Lève-toi ! Parcours le pays en long et en large : c’est à toi que je vais le donner. » Gn 13, 17 : Sav ! Kerzh dre ar vro a-dreuz hag a-hed, rak dit-te he roin".
Abram déplaça son campement et alla s’établir aux chênes de Mambré, près d’Hébron ; et là, il bâtit un autel au Seigneur. Gn 13, 18 : Neuze e tibradas Abram e deltennoù da vont da chom da Zervennoù Mambre, en Hebron, hag e savas eno un aoter d’an Aotrou Doue.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
