Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 22

Geneliezh - Pennad 22

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 22



Après ces événements, Dieu mit Abraham à l’épreuve. Il lui dit : « Abraham ! » Celui-ci répondit : « Me voici ! » Gn 22, 1 : Ha setu, goude an darvoudoù-mañ, Doue a amprouas Abraham en ur lavarout dezhañ : "Abraham !" Hag eñ da respont : "Setu me amañ !"

Dieu dit : « Prends ton fils, ton unique, celui que tu aimes, Isaac, va au pays de Moriah, et là tu l’offriras en holocauste sur la montagne que je t’indiquerai. » Gn 22, 2 : Kemer da vab, da bennhêr hag a garez a-greiz-kalon, Izaag, ha kae da vro Morija, hag eno e kinnigi anezhañ en holokost war ar menez a ziskouezin dit.

Abraham se leva de bon matin, sella son âne, et prit avec lui deux de ses serviteurs et son fils Isaac. Il fendit le bois pour l’holocauste, et se mit en route vers l’endroit que Dieu lui avait indiqué. Gn 22, 3 : Abraham eta, a savas a-raok an deiz, a sternias e azen hag a gemeras gantañ daou eus e servijerien hag e vab Izaag. Faoutañ a reas koad an holokost hag e kemeras e hent etrezek al lec’h en devoa lavaret an Aotrou Doue dezhañ.

Le troisième jour, Abraham, levant les yeux, vit l’endroit de loin. Gn 22, 4 : D’an trede deiz, Abraham, o vezañ savet e zaoulagad, a welas al lec’h eus a bell.

Abraham dit à ses serviteurs : « Restez ici avec l’âne. Moi et le garçon nous irons jusque là-bas pour adorer, puis nous reviendrons vers vous. » Gn 22, 5 : Abraham a lavaras d’e servijerien : "Chomit amañ gant an azen. Me hag ar bugel a yelo betek du-hont ; azeuliñ a raimp hag e tistroimp d’ho kaout".

Abraham prit le bois pour l’holocauste et le chargea sur son fils Isaac ; il prit le feu et le couteau, et tous deux s’en allèrent ensemble. Gn 22, 6 : Abraham a gemeras neuze ar c’hoad evit an holokost hag hel lakaas war gein e vab Izaag ; neuze e kemeras e-unan an tan hag ar gontell, hag e kerzhjont o-daou a-gevret.

Isaac dit à son père Abraham : « Mon père ! – Eh bien, mon fils ? » Isaac reprit : « Voilà le feu et le bois, mais où est l’agneau pour l’holocauste ? » Gn 22, 7 : Izaag o komz ouzh e dad Abraham, a lavaras dezhañ : "Va zad !" Hag hemañ a respontas : "Ya, va Mab !" "Ac’hanta, eme Izaag, setu amañ an tan hag ar c’hoad, met pelec’h emañ an Oan evit an holokost ?" Abraham a respontas :

Abraham répondit : « Dieu saura bien trouver l’agneau pour l’holocauste, mon fils. » Et ils s’en allaient tous les deux ensemble. Gn 22, 8 : Doue eo a bourchaso an Oan evit an holokost, va mab.

Ils arrivèrent à l’endroit que Dieu avait indiqué. Abraham y bâtit l’autel et disposa le bois ; puis il lia son fils Isaac et le mit sur l’autel, par-dessus le bois. Gn 22, 9 : P’en em gavjont el lec’h en devoa Doue diskouezet dezhañ, Abraham a savas un aoter, a renkas ar c’heuneud ha neuze a stagas e vab Izaag, hag hel lakaas war an aoter, war-benn ar c’heuneud.

Abraham étendit la main et saisit le couteau pour immoler son fils. Gn 22, 10 : Abraham a astennas e zorn hag a dapas ar gontell evit aberzhiñ e vab.

Mais l’ange du Seigneur l’appela du haut du ciel et dit : « Abraham ! Abraham ! » Il répondit : « Me voici ! » Gn 22, 11 : Met Ael an Aotrou Doue her galvas eus an Neñv hag a lavaras : "Abraham ! Abraham !" Hag hemañ a respontas : "Setu me amañ !"

L’ange lui dit : « Ne porte pas la main sur le garçon ! Ne lui fais aucun mal ! Je sais maintenant que tu crains Dieu : tu ne m’as pas refusé ton fils, ton unique. » Gn 22, 12 : An Ael a lavaras : "Arabat dit astenn da zorn war ar bugel, nag ober droug dezhañ. Bremañ ec’h ouzon e toujez Doue : n’ac’h eus ket nac’het ouzhin da vab, da bennhêr".

Abraham leva les yeux et vit un bélier retenu par les cornes dans un buisson. Il alla prendre le bélier et l’offrit en holocauste à la place de son fils. Gn 22, 13 : Hag Abraham a savas e zaoulagad, ha setu e oa ur maout luziet e gerniel en ur bod-strouezh. Neuze ez eas Abraham da dapout ar maout hag e kinnigas anezhañ en holokost e plas e vab.

Abraham donna à ce lieu le nom de « Le-Seigneur-voit ». On l’appelle aujourd’hui : « Sur-le-mont-le-Seigneur-est-vu. » Gn 22, 14 : Abraham a anvas neuze al lec’h-se "Doue a bourchas" e doare ma lavarer hiziv : "War ar Menez, Doue a bourchas".

Du ciel, l’ange du Seigneur appela une seconde fois Abraham. Gn 22, 15 : Evit an eil gwech e krias Ael an Aotrou eus an Neñv da Abraham, hag e lavaras :

Il déclara : « Je le jure par moi-même, oracle du Seigneur : parce que tu as fait cela, parce que tu ne m’as pas refusé ton fils, ton unique, Gn 22, 16 : Touiñ a ran drezon va-unan - lavar an Aotrou - penaos pa 'c’h eus graet kement-se, ha pa n’ac’h eus ket espernet da vab, da bennhêr,

je te comblerai de bénédictions, je rendrai ta descendance aussi nombreuse que les étoiles du ciel et que le sable au bord de la mer, et ta descendance occupera les places fortes de ses ennemis. Gn 22, 17 : me az kargo a vennozhioù, hag a lakaio da lignez da greskiñ evel stered an neñv, evel an traezh a zo war vord ar mor. Hag e perc’henno da lignez dorioù hec’h enebourien.

Puisque tu as écouté ma voix, toutes les nations de la terre s’adresseront l’une à l’autre la bénédiction par le nom de ta descendance. » Gn 22, 18 : Hag holl bobloù an douar a vo benniget dre da lignez, o vezañ m’ac’h eus sentet ouzh va mouezh".

Alors Abraham retourna auprès de ses serviteurs et ensemble ils se mirent en route pour Bershéba ; et Abraham y habita. Gn 22, 19 : Neuze e tistroas Abraham da gaout e servijerien. Sevel a rejont hag asambles e tistrojont da Veer-Sheba, hag eno e chomas Abraham.

Après ces événements, on annonça à Abraham la nouvelle suivante : « Voici que Milka, elle aussi, a donné des fils à ton frère Nahor : Gn 22, 20 : Ha setu, goude an darvoudoù-mañ, e voe roet ur c’heloù da Abraham, lavaret dezhañ : Roet he deus Melka, hi ivez, bugale da Nac’hor, da vreur :

Ouç, son premier-né, Bouz, le frère de celui-ci, Quemouël, père d’Aram ; Gn 22, 21 : Ous, an hini henañ, Bouz, e vreur, Kamouel, tad Aram,

Késed, Hazo, Pildash, Yidlaf et Betouël. Gn 22, 22 : Kased, Azo, Feldas, Iedlaf, ha Batouel,

– Betouël est celui qui engendra Rébecca. » Ce sont les huit enfants que Milka donna à Nahor, le frère d’Abraham. Gn 22, 23 : a engehentas Rebeka. An eizh-mañ eo he doa ganet Melka da Nac’hor, breur Abraham.

Sa concubine, nommée Réouma, eut aussi des enfants : Tébah, Gaham, Tahash et Maaka. Gn 22, 24 : E adwreg, hec’h anv Reuma, he doa ganet Tabee, Gaham, Tahas, ha Maac’ha.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn