Geneliezh - Pennad 18
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 18
Aux chênes de Mambré, le Seigneur apparut à Abraham, qui était assis à l’entrée de la tente. C’était l’heure la plus chaude du jour. Gn 18, 1 : En deizioù-se en em ziskouezas an Aotrou Doue da Abraham e Dervennoù Mambre, e-pad ma oa azezet ouzh dor e deltenn, e-kreiz brasañ tommder an deiz.
Abraham leva les yeux, et il vit trois hommes qui se tenaient debout près de lui. Dès qu’il les vit, il courut à leur rencontre depuis l’entrée de la tente et se prosterna jusqu’à terre. Gn 18, 2 : Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas, ha setu ma welas tri den en o sav en e gichen. Kerkent ha m’o gwelas e redas eus toull-dor e deltenn d’o diambroug hag e stouas betek an douar.
Il dit : « Mon seigneur, si j’ai pu trouver grâce à tes yeux, ne passe pas sans t’arrêter près de ton serviteur. Gn 18, 3 : Neuze e lavaras : "Va Aotrou, me az ped, m’am eus kavet gras dirak da zaoulagad, arabat dit, me az ped, tremen e-biou d’az servijer hep ober un ehan.
Permettez que l’on vous apporte un peu d’eau, vous vous laverez les pieds, et vous vous étendrez sous cet arbre. Gn 18, 4 : Ra vo degaset ur banne dour, hag e walc’hot ho treid, hag en em astenn a reot dindan ar wezenn.
Je vais chercher de quoi manger, et vous reprendrez des forces avant d’aller plus loin, puisque vous êtes passés près de votre serviteur ! » Ils répondirent : « Fais comme tu l’as dit. » Gn 18, 5 : Me a zegaso un tamm bara hag e nerzhot ho kalon a-raok mont pelloc’h ; rak abalamour da se an hini eo ez oc’h tremenet e-kichen ho servijer". Hag int a respontas : "Gra evel m’ac’h eus lavaret !"
Abraham se hâta d’aller trouver Sara dans sa tente, et il dit : « Prends vite trois grandes mesures de fleur de farine, pétris la pâte et fais des galettes. » Gn 18, 6 : Abraham neuze a hastas buan mont en deltenn da gaout Sara hag e lavaras : "Hast buan tapout tri muzuliad bleud fin, gra un doazenn ha gra gwestell plat".
Puis Abraham courut au troupeau, il prit un veau gras et tendre, et le donna à un serviteur, qui se hâta de le préparer. Gn 18, 7 : Neuze e redas Abraham davet e vagad-loened, hag e kemeras ul leue tener ha mat, her reiñ a reas d’ar servijer hag hemañ a hastas buan aozañ anezhañ.
Il prit du fromage blanc, du lait, le veau que l’on avait apprêté, et les déposa devant eux ; il se tenait debout près d’eux, sous l’arbre, pendant qu’ils mangeaient. Gn 18, 8 : Kemer a reas eta Abraham amann ha laezh hag al leue en doa aozet, hag e lakaas pep tra dirazo, dindan ar wezenn. Eñ avat en em zalc’he en e sav en o c’hichen, dindan ar wezenn, e-pad m’edont o tebriñ.
Ils lui demandèrent : « Où est Sara, ta femme ? » Il répondit : « Elle est à l’intérieur de la tente. » Gn 18, 9 : Hag ar re-mañ a c’houlennas digantañ : "Pelec’h emañ Sara, da wreg ?" "E-diabarzh an deltenn emañ", emezañ.
Le voyageur reprit : « Je reviendrai chez toi au temps fixé pour la naissance, et à ce moment-là, Sara, ta femme, aura un fils. » Or, Sara écoutait par-derrière, à l’entrée de la tente. Gn 18, 10 : Hag e lavaras an Aotrou : "Distreiñ a rin amañ hep mank a-benn bloaz, ha neuze da wreg Sara he devezo ur mab". Sara a oa o selaou e toull-dor an deltenn a oa a-dreñv dezhañ.
– Abraham et Sara étaient très avancés en âge, et Sara avait cessé d’avoir ce qui arrive aux femmes. Gn 18, 11 : Abraham ha Sara avat, a oa erru war an oad, ha tremenet he devoa Sara an oad da gaout bugale.
Elle se mit à rire en elle-même ; elle se disait : « J’ai pourtant passé l’âge du plaisir, et mon seigneur est un vieillard ! » Gn 18, 12 : Neuze e c’hoarzhas Sara outi hec’h-unan, o lavarout : "Bremañ, pa-z on uzet, e c’hellfen tañva plijadur ! Ha va gwaz hag a zo ur paotr kozh !"
Le Seigneur Dieu dit à Abraham : « Pourquoi Sara a-t-elle ri, en disant : “Est-ce que vraiment j’aurais un enfant, vieille comme je suis ?” Gn 18, 13 : Met an Aotrou Doue a lavaras da Abraham : "Perak eta he deus c’hoarzhet Sara, o lavarout : daoust hag ez an-me da lakaat bugale er bed, kozh evel ma-z on ?
Y a-t-il une merveille que le Seigneur ne puisse accomplir ? Au moment où je reviendrai chez toi, au temps fixé pour la naissance, Sara aura un fils. » Gn 18, 14 : Ma ! Daoust hag ez eus un dra bennak re gaer evit galloud an Aotrou Doue ? Ac’hanta ! D’ar mare-mañ e tistroin d’az kaout, da geñver ar c’houlz-mañ eus ar bloaz, hag he devo Sara ur mab !"
Sara mentit en disant : « Je n’ai pas ri », car elle avait peur. Mais le Seigneur répliqua : « Si, tu as ri. » Gn 18, 15 : Sara a lavaras ur gaou : "n’em eus ket c’hoarzhet", emezi rak aon he devoa. Met Eñ a respontas : "Eo ! C’hoarzhet ec’h eus !"
Les hommes se levèrent pour partir et regardèrent du côté de Sodome. Abraham marchait avec eux pour les reconduire. Gn 18, 16 : O vezañ savet eus Dervennoù Mambre, ez eas ar baotred kuit en ur dreiñ o selloù etrezek Sodom. Abraham a yeas ganto evit diskouez an hent dezho.
Le Seigneur s’était dit : « Est-ce que je vais cacher à Abraham ce que je veux faire ? Gn 18, 17 : Neuze e lavaras Doue : "Daoust hag e kuzhin ouzh Abraham ar pezh emaon o vont da ober ?
Car Abraham doit devenir une nation grande et puissante, et toutes les nations de la terre doivent être bénies en lui. Gn 18, 18 : Rak ur bobl vras ha kreñv e vo Abraham hag ennañ e vo benniget holl bobloù an douar.
En effet, je l’ai choisi pour qu’il ordonne à ses fils et à sa descendance de garder le chemin du Seigneur, en pratiquant la justice et le droit ; ainsi, le Seigneur réalisera sa parole à Abraham. » Gn 18, 19 : Graet em eus anaoudegezh gantañ evit ma roio urzh d’e vibien ha d’e diegezh war e lerc’h da virout hent Doue, o ober ar pezh a zo reizh ha gwir, evit ma tegaso Doue da Abraham ar pezh en deus lavaret dezhañ".
Alors le Seigneur dit : « Comme elle est grande, la clameur au sujet de Sodome et de Gomorrhe ! Et leur faute, comme elle est lourde ! Gn 18, 20 : Hag e lavaras an Aotrou Doue : "Bras-meurbet eo ar c’hlemm a-sav a-enep Sodom ha Gomora, ha grevus-tre eo o fec’hed e gwirionez.
Je veux descendre pour voir si leur conduite correspond à la clameur venue jusqu’à moi. Si c’est faux, je le reconnaîtrai. » Gn 18, 21 : Diskenn a rin eta hag e welin hag-eñ e gwirionez e reont hervez ar c’hlemm a sav betek ennon ; her gouzout a rankan".
Les hommes se dirigèrent vers Sodome, tandis qu’Abraham demeurait devant le Seigneur. Gn 18, 22 : Hag ar wazed a yeas kuit ac’hano hag a yeas da Sodom.
Abraham s’approcha et dit : « Vas-tu vraiment faire périr le juste avec le coupable ? Gn 18, 23 : Abraham a dostaas hag a lavaras : "Hag-eñ emaoc’h e-sell da goll an den just asambles gant an den fall ?
Peut-être y a-t-il cinquante justes dans la ville. Vas-tu vraiment les faire périr ? Ne pardonneras-tu pas à toute la ville à cause des cinquante justes qui s’y trouvent ? Gn 18, 24 : Bez’ ez eus marteze hanter-kant den just er gêr-se : daoust ha ne bardonot ket d’ar gêr-se abalamour d’an hanter-kant den just a zo enni ?
Loin de toi de faire une chose pareille ! Faire mourir le juste avec le coupable, traiter le juste de la même manière que le coupable, loin de toi d’agir ainsi ! Celui qui juge toute la terre n’agirait-il pas selon le droit ? » Gn 18, 25 : Arabat deoc’h ober ur seurt tra, o lakaat an den just da vervel a-unan gant an den fall. Nann ! Arabat deoc’h hen ober. An hini a zo barner war an douar a-bezh, daoust ha ne zle ket heuliañ ar justis ?"
Le Seigneur déclara : « Si je trouve cinquante justes dans Sodome, à cause d’eux je pardonnerai à toute la ville. » Gn 18, 26 : Neuze e lavaras an Aotrou Doue : "Mar kavan e Sodom hanter-kant den just, e kêr, e pardonin d’ar gêr a-bezh abalamour dezho".
Abraham répondit : « J’ose encore parler à mon Seigneur, moi qui suis poussière et cendre. Gn 18, 27 : Abraham a respontas evel-hen : "Setu ma kemeran an hardizhegezh da gomz ouzh an Aotrou, evidon da vezañ poultrenn ha ludu.
Peut-être, sur les cinquante justes, en manquera-t-il cinq : pour ces cinq-là, vas-tu détruire toute la ville ? » Il déclara : « Non, je ne la détruirai pas, si j’en trouve quarante-cinq. » Gn 18, 28 : Met marteze diwar an hanter-kant just-se e vanko pemp ? Daoust hag abalamour d’ar pemp-se e karfec’h distrujañ ar gêr a-bezh ?" Hag e respontas : "n’he distrujin ket, ma kavan pemp ha daou-ugent".
Abraham insista : « Peut-être s’en trouvera-t-il seulement quarante ? » Le Seigneur déclara : « Pour quarante, je ne le ferai pas. » Gn 18, 29 : Abraham a gendalc’has da gomz ouzh Doue hag a lavaras : "Marteze ne vo kavet nemet daou-ugent". Hag an Aotrou Doue a respontas : "Neuze ne rin ket dre garantez evit an daou-ugent-se".²
Abraham dit : « Que mon Seigneur ne se mette pas en colère, si j’ose parler encore. Peut-être s’en trouvera-t-il seulement trente ? » Il déclara : « Si j’en trouve trente, je ne le ferai pas. » Gn 18, 30 : Aotrou, eme c’hoazh Abraham, arabat deoc’h fachañ ma komzan adarre. Marteze ne vo kavet nemet tregont eno ? Hag e lavaras an Aotrou Doue : "Ne rin ket neuze, ma kavan tregont".
Abraham dit alors : « J’ose encore parler à mon Seigneur. Peut-être s’en trouvera-t-il seulement vingt ? » Il déclara : « Pour vingt, je ne détruirai pas. » Gn 18, 31 : Lavarout a reas Abraham : "Setu ma-z an d’en em risklañ c’hoazh da gomz ouzh an Aotrou. Marteze ne vo kavet nemet ugent ?" Hag an Aotrou Doue a lavaras : "N’he distrujin ket abalamour d’an ugent-se".
Il dit : « Que mon Seigneur ne se mette pas en colère : je ne parlerai plus qu’une fois. Peut-être s’en trouvera-t-il seulement dix ? » Et le Seigneur déclara : « Pour dix, je ne détruirai pas. » Gn 18, 32 : Aotrou, eme c’hoazh Abraham, na fachit ket ! Ne gomzin mui nemet ur wech hepken. Marteze ne vo kavet nemet dek ? Hag an Aotrou Doue a lavaras : "Abalamour d’an dek-se, n’he distrujin ket !"
Quand le Seigneur eut fini de s’entretenir avec Abraham, il partit, et Abraham retourna chez lui. Gn 18, 33 : Hag ez eas kuit an Aotrou, o vezañ echuet da gomz ouzh Abraham, hag Abraham a zistroas d’ar gêr.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
