Geneliezh - Pennad 48
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 48
Or, après ces événements, on dit à Joseph : « Voici que ton père est malade ! » Il prit avec lui ses deux fils, Manassé et Éphraïm. Gn 48, 1 : Ha setu, goude an nevezintioù-se, e voe lavaret da Jozef : "Da dad a zo klañv". Neuze e kemeras e zaou vab gantañ, Manase hag Efraim.
On l’annonça à Jacob en disant : « Voici venir vers toi ton fils Joseph ! » Israël rassembla ses forces et s’assit sur le lit. Gn 48, 2 : Hag e voe kontet se da Jakob, o lavarout : "Emañ da vab Jozef o tont davedout". Hag e voe kennerzhet Israel hag e koazezas war e wele.
Puis Jacob dit à Joseph : « Le Dieu-Puissant m’est apparu à Louz au pays de Canaan et il m’a béni. Gn 48, 3 : Hag e lavaras Jakob da Jozef : "Doue an Hollc’halloudeg en em ziskouezas din e Louz, bro Ganaan hag am bennigas,
Il m’a dit : “Voici que je te rendrai fécond et multiplierai ta descendance, je ferai de toi une assemblée de peuples et je donnerai ce pays à ta descendance, en propriété perpétuelle.” Gn 48, 4 : hag e lavaras din : Me a roio dit frouezh ha kresk, hag az lakaio da vezañ ur gumuniezh pobloù, hag a roio ar vro-mañ d’az lignez war da lerc’h evel domaniezh peurbad.
Et maintenant, tes deux fils – ceux qui te sont nés au pays d’Égypte avant que je t’y rejoigne – ils sont à moi. Éphraïm et Manassé sont à moi comme Roubène et Siméon. Gn 48, 5 : Ha bremañ avat, da zaou vab, ganet dit e bro Egipt a-raok m’on deuet davedout en Egipt, a zo din, Efraim ha Manase, evel m’eo din Ruben ha Simeon.
Mais les enfants que tu auras engendrés après eux seront à toi. C’est au nom de leurs frères qu’on les convoquera pour leur part d’héritage. Gn 48, 6 : Ar vugale az po war o lerc’h a vo dit, war anv o breudeur e vezint galvet d’o hêrezh.
Quant à moi, alors que j’arrivais de Paddane, Rachel est morte dans mes bras, au pays de Canaan, sur la route, à une certaine distance d’Éphrata. C’est là que je l’ai enterrée, sur la route d’Éphrata, c’est-à-dire Bethléem. » Gn 48, 7 : Pa oan o tont eus Padan ez eo marvet em c’hichen Rachel, e bro Ganaan, war an hent, un hedad douar kent erruout en Efrata, hag em eus he beziet eno war hent Efrata, pe Betlehem".
À la vue des fils de Joseph, Israël dit : « Qui sont ceux-là ? » Gn 48, 8 : Hag e welas Israel daou vab Jozef, hag e lavaras : "Piv int ?"
Joseph répondit à son père : « Ce sont les fils que Dieu m’a donnés ici. » Jacob dit : « Amène-les moi, je vais les bénir. » Gn 48, 9 : Hag e lavaras Jozef d’e dad : "Va mibien int, ar re en deus roet din Doue amañ". Hag e lavaras : "O degas, mar plij, davedon hag e roin va bennozh dezho".
Les yeux affaiblis par l’âge, Israël n’y voyait plus bien. Joseph fit approcher ses fils. Israël les embrassa et les étreignit. Gn 48, 10 : Daoulagad Israel a oa pounneraet gant ar gozhni : n’helle ket gwelout. Hag o tostaat a reas dezhañ. Hag e pokas dezho, hag o briatas.
Puis il dit à Joseph : « Je ne pensais plus revoir ton visage, et voici que Dieu m’a fait voir même ta descendance ! » Gn 48, 11 : Hag e lavaras Israel da Jozef : "Gwelout da zremm ne soñjen ken, hag en deus diskouezet din Doue zoken da vugale !"
Joseph retira ses fils des genoux de son père et se prosterna face contre terre. Gn 48, 12 : Hag o tennañ a reas Jozef diwar e zaoulin, hag e stouas, e fri d’an douar.
Joseph prit ses deux fils, Éphraïm à sa droite, soit à la gauche d’Israël, et Manassé à sa gauche, soit à la droite d’Israël. Il les fit s’approcher de celui-ci. Gn 48, 13 : Hag o c’hemeras Jozef o-daou, Efraim a-zehou, a-gleiz da Israel, ha Manase a-gleiz, a-zehou da Israel, tost outañ.
Israël posa sa main droite sur la tête d’Éphraïm qui était le cadet, et sa main gauche sur la tête de Manassé : il avait croisé ses mains ; or Manassé était l’aîné. Gn 48, 14 : Hag ec’h astennas Israel e zorn dehou d’e lakaat war benn Efraim, ar yaouankañ, hag e zorn kleiz war benn Manase, en ur cheñch tu d’e zaouarn, rak Manase a oa ar mab henañ.
Ensuite, il bénit Joseph en disant : « Que le Dieu en présence de qui ont marché mes pères Abraham et Isaac, que le Dieu qui fut mon berger depuis que j’existe et jusqu’à ce jour, Gn 48, 15 : Hag e vennigas Jozef, o lavarout : "An Doue ma kerzhas va zadoù dirazañ, Abraham hag Izaag, an Doue a voe va fastor abaoe ma-z on betek hiziv,
l’Ange qui m’a libéré de tout mal, qu’il bénisse ces garçons ! Qu’en eux survive mon nom, et le nom de mes pères, Abraham et Isaac ! Qu’ils surabondent dans le pays ! » Gn 48, 16 : an Ael am dasprenas a bep droug, ra vennigo ar baotred-mañ ! Ra vezo eñvoret drezo va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaag, ra fonnusaint a-builh e-barzh ar vro !"
Or Joseph vit que son père avait posé sa main droite sur la tête d’Éphraïm. À ses yeux, cela ne convenait pas. Il saisit donc la main de son père pour la déplacer de la tête d’Éphraïm et la mettre sur la tête de Manassé. Gn 48, 17 : Pa welas Jozef e lakae e dad e zorn dehou war benn Efraim, e tisplijas se dezhañ, hag e krogas e dorn e dad d’e zilemel diwar benn Efraim war benn Manase.
Il dit à son père : « Pas ainsi, mon père, c’est celui-ci l’aîné. Mets ta main droite sur sa tête ! » Gn 48, 18 : Hag e lavaras Jozef d’e dad : "N’eo ket se, va zad ! Hemañ eo an hini henañ : laka da zorn dehou war e benn !"
Mais son père refusa : « Je sais, mon fils, je sais : lui aussi deviendra un peuple, lui aussi grandira ; toutefois, son frère cadet sera plus grand que lui, il aura pour descendance une foule de nations. » Gn 48, 19 : Met n’oulas ket e dad ; lavarout a reas : "Gouzout a ran, va mab, gouzout a ran ! Met hemañ ivez a vo ur bobl, hemañ ivez a vo bras ! Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc’h egetañ ! Hag e lignez a vo e-leizh a bobloù".
Il les bénit, ce jour-là, en disant : « Par toi, Israël prononcera cette bénédiction : Que Dieu te rende comme Éphraïm et comme Manassé ! » Ainsi, il plaça Éphraïm avant Manassé. Gn 48, 20 : Hag o bennigas, en deiz-se, o lavarout : "Drezout e vennigo Israel gant lavarout : Ra’z lakaio Doue evel Efraim ha Manase !" En ur lakaat Efraim a-raok Manase.
Alors Israël dit à Joseph : « Voici que je vais mourir, mais Dieu sera avec vous, il vous fera retourner au pays de vos pères. Gn 48, 21 : Hag e lavaras Israel da Jozef : "Ez an da vervel ! Met bez’ e vo Doue ganeoc’h, hag ho tistroio da vro ho tadoù.
Et moi, je te donne une colline de plus qu’à tes frères : Sichem, que j’ai conquise des mains des Amorites par mon arc et mon épée. » Gn 48, 22 : Roet em eus dit ul lodenn muioc’h eget d’az preudeur, bet tapet ganin eus dorn an Amoriz gant va c’hleze ha gant va gwareg !"
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
