Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 15

Geneliezh - Pennad 15

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 15



Après ces événements, la parole du Seigneur fut adressée à Abram dans une vision : « Ne crains pas, Abram ! Je suis un bouclier pour toi. Ta récompense sera très grande. » Gn 15, 1 : En deizioù-se e voe disklêriet Komz an Aotrou Doue da Abram en ur weledigezh : "Na spont ket, Abram, me eo da zifennour, bras-meurbet e vo da zigoll".

Abram répondit : « Mon Seigneur Dieu, que pourrais-tu donc me donner ? Je m’en vais sans enfant, et l’héritier de ma maison, c’est Élièzer de Damas. » Gn 15, 2 : Hag e respontas Abram : "Aotrou Doue, petra a roiot-hu din-me ? Me a zo hep bugel hag heritour va zi eo Eliezer eus Damask".

Abram dit encore : « Tu ne m’as pas donné de descendance, et c’est un de mes serviteurs qui sera mon héritier. » Gn 15, 3 : Hag e lavaras c’hoazh : "N’hoc’h eus ket roet din a vugale hag ez eo unan bennak eus va servijerien eo a vo va heritour".

Alors cette parole du Seigneur fut adressée à Abram : « Ce n’est pas lui qui sera ton héritier, mais quelqu’un de ton sang. » Gn 15, 4 : Met an Aotrou Doue a lavaras kement-mañ dezhañ : "Nann, n’eo ket hennezh eo a vo da heritour met unan hag a zeuio ac’hanout, hennezh eo a vo da heritour".

Puis il le fit sortir et lui dit : « Regarde le ciel, et compte les étoiles, si tu le peux… » Et il déclara : « Telle sera ta descendance ! » Gn 15, 5 : An Aotrou Doue her kasas er-maez hag a lavaras dezhañ : "Sav da zaoulagad war-zu an neñv, ha kont ar stered. Mar gallez o c’hontañ". Hag e lavaras dezhañ : "Evel-se e vo da lignez".

Abram eut foi dans le Seigneur et le Seigneur estima qu’il était juste. Gn 15, 6 : Abram a gredas e Doue, hag e voe kontet kement-se dezhañ evel justis.

Puis il dit : « Je suis le Seigneur, qui t’ai fait sortir d’Our en Chaldée pour te donner ce pays en héritage. » Gn 15, 7 : Neuze e lavaras an Aotrou Doue : "Me eo an Aotrou, me eo am eus graet dit dont er-maez eus Our, e Kaldea, evit reiñ dit ar vro-mañ en hêrezh.

Abram répondit : « Seigneur mon Dieu, comment vais-je savoir que je l’ai en héritage ? » Gn 15, 8 : Abram a respontas : "Aotrou, va Doue, diouzh petra e ouezin-me e vo ar vro-mañ din-me ?"

Le Seigneur lui dit : « Prends-moi une génisse de trois ans, une chèvre de trois ans, un bélier de trois ans, une tourterelle et une jeune colombe. » Gn 15, 9 : Hag an Aotrou Doue a lavaras dezhañ : "Kemer un annoar tri bloaz, ur c’havr tri bloaz, ur maout tri bloaz, un durzhunell hag ur goulmig".

Abram prit tous ces animaux, les partagea en deux, et plaça chaque moitié en face de l’autre ; mais il ne partagea pas les oiseaux. Gn 15, 10 : Abram a zegasas an holl loened-se hag o lodennas dre an hanter, hag e lakaas pep lodenn keñver-ha-keñver. Nemet ne zaouhanteras ket al laboused.

Comme les rapaces descendaient sur les cadavres, Abram les chassa. Gn 15, 11 : Al laboused gouez en em daolas war ar c’horfoù, met Abram o chouas kuit.

Au coucher du soleil, un sommeil mystérieux tomba sur Abram, une sombre et profonde frayeur tomba sur lui. Gn 15, 12 : P’edo an heol o vont da guzh, e kouezhas ur c’housk ponner war Abram, hag e krogas spont hag aon ennañ tra ma tiskenne an deñvalijenn.

Dieu dit à Abram : « Sache-le bien : tes descendants seront des immigrés dans un pays qui ne leur appartient pas. On en fera des esclaves, on les opprimera pendant quatre cents ans. Gn 15, 13 : Hag e lavaras an Aotrou da Abram : "Gouzout a ouezi e vo estrañjourien da vugale en ur vro na vo ket dezho hag e vezint sklavaet ha poaniet eno pevar c’hant vloaz.

Mais la nation qu’ils auront servie, je la jugerai à son tour, et ils sortiront ensuite avec de grands biens. Gn 15, 14 : Met ar bobl o devo servijet a vo barnet ganin, ha goude-se e kuitaint gant madoù bras.

Quant à toi, tu rejoindras tes pères dans la paix. Tu seras enseveli après une heureuse vieillesse. Gn 15, 15 : Ha mont a ri davet da hendadoù e peoc’h, e-barzh ar bez, en ur gozhni vat.

Tes descendants ne reviendront ici qu’à la quatrième génération, car alors seulement, la faute des Amorites aura atteint son comble. » Gn 15, 16 : Ar pevare rumm eo a zistroio amañ, met ne vo ket peurdremenet drougiezh Amoriz a-benn neuze".

Après le coucher du soleil, il y eut des ténèbres épaisses. Alors un brasier fumant et une torche enflammée passèrent entre les morceaux d’animaux. Gn 15, 17 : Pa voe aet an heol da guzh ha pa oa en em ledet an deñvalijenn war an douar, setu ur forn o tivogediñ hag un etev tan o tremen dre greiz-tre al loened daouhanteret.

Ce jour-là, le Seigneur conclut une alliance avec Abram en ces termes : « À ta descendance je donne le pays que voici, depuis le Torrent d’Égypte jusqu’au Grand Fleuve, l’Euphrate, Gn 15, 18 : D’an deiz-se e tivizas an Aotrou Doue gant Abram un Emglev, o lavarout : "D’az lignez e roan an douar-mañ : adalek stêr an Egipt betek ar Stêr-Vras, stêr an Eufratez".

soit le pays des Qénites, des Qenizzites, des Qadmonites, Gn 15, 19 : Keniz, Keniziz, Kadmoniz,

des Hittites, des Perizzites, des Refaïtes, Gn 15, 20 : Hitiz, Priziz, Refaiz,

des Amorites, des Cananéens, des Guirgashites et des Jébuséens. » Gn 15, 21 : Amoriz, Kanaaniz, Girgashiz, Jevousiz".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn