Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 30

Geneliezh - Pennad 30

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 30



Voyant qu’elle n’avait pas donné d’enfant à Jacob, Rachel devint jalouse de sa sœur. Elle dit à Jacob : « Donne-moi des fils, sinon je vais mourir ! » Gn 30, 1 : Hag e welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, hag he devoe gwarizi Rachel ouzh he c’hoar, hag e lavaras da Jakob : "Ro din mibien ; ma ne roez ket, e varvin !"

Jacob s’enflamma de colère contre Rachel et dit : « Suis-je à la place de Dieu, moi ? C’est lui qui t’a empêché d’avoir des enfants. » Gn 30, 2 : Hag e kounnaras Jakob ouzh Rachel, hag e lavaras : "Hag e-lec’h Doue ez on-me pa nac’h ouzhit frouezh-kof ?"

Rachel reprit : « Voici ma servante Bilha, unis-toi à elle pour qu’elle enfante sur mes genoux ; ainsi, grâce à elle, j’aurai un fils, moi aussi. » Gn 30, 3 : Hag e lavaras : "Setu va matezh Bilha : kae daveti, hag e c’hano diwar va daoulin hag em bo ur mab, me ivez, drezi".

 Elle lui donna donc pour femme sa servante Bilha, et Jacob s’unit à elle. Gn 30, 4 : Hag e roas dezhañ Bilha, he matezh, da wreg, hag ez eas Jakob daveti.

Bilha devint enceinte et enfanta un fils à Jacob. Gn 30, 5 : Hag e koñsevas Bilha hag e c’hanas da Jakob ur mab.

 Rachel dit : « Dieu m’a rendu justice, il a écouté ma voix, il m’a donné un fils. » C’est pourquoi elle l’appela Dane. Gn 30, 6 : Hag e lavaras Rachel : "Justis en deus graet din Doue ha klevet va mouezh ha roet din ur mab". Setu perak e c’halvas e anv Dan.

Bilha, la servante de Rachel, devint encore enceinte et elle enfanta un second fils à Jacob. Gn 30, 7 : Hag e koñsevas c’hoazh, hag e c’hanas Bilha, matezh Rachel, un eil mab da Jakob.

Rachel dit : « J’ai livré contre ma sœur des combats de Dieu et je l’ai emporté ! » Elle appela donc l’enfant Nephtali. Gn 30, 8 : Hag e lavaras Rachel : "Strivoù Doue am eus strivet gant va c’hoar, hag em eus trec’het". Hag e c’halvas e anv Neftali.

Quand Léa s’aperçut qu’elle avait cessé d’enfanter, elle prit sa servante Zilpa et la donna pour femme à Jacob. Gn 30, 9 : Hag e welas Lia he devoa paouezet da gaout bugale, hag e kemeras Zelfa, he matezh, ha d’he reiñ da Jakob da wreg.

Zilpa, la servante de Léa, enfanta un fils à Jacob. Gn 30, 10 : Hag e c’hanas Zelfa, matezh Lia, da Jakob, ur mab.

Léa dit : « Quelle chance ! » Et elle l’appela Gad. Gn 30, 11 : Hag e lavaras Lia : "Dre chañs !", hag e c’halvas e anv Gad.

Zilpa, la servante de Léa, enfanta un second fils à Jacob. Gn 30, 12 : Hag e c’hanas Zelfa, matezh Lia, un eil paotr da Jakob.

Léa dit : « Quel bonheur pour moi ! Les filles me proclament bienheureuse ! » Et elle appela l’enfant Asher. Gn 30, 13 : Hag e lavaras Lia : "Pegen evurus on ! Ya ! Evurus e raio ac’hanon ar merc’hed". Hag e c’halvas e anv Aser.

Au temps de la moisson des blés, Roubène s’en alla dans les champs pour y chercher des mandragores. Il les apporta à Léa, sa mère, et Rachel dit à Léa : « Donne-moi donc les mandragores de ton fils. » Gn 30, 14 : Hag ez eas Ruben, da vare eost an ed, hag e kavas avaloù-karantez war ar maez hag o c’hasas da Lia e vamm. Hag e lavaras Rachel da Lia : "Ro din, mar plij, eus avaloù da vab !"

Léa répondit : « Ne te suffit-il pas de m’avoir pris mon mari que tu veuilles aussi les mandragores de mon fils ? » Alors Rachel dit : « Eh bien ! Que Jacob couche avec toi, cette nuit, en échange des mandragores de ton fils. » Gn 30, 15 : Hag hi da lavarout dezhi : "Ha re nebeut eo dit bezañ kemeret va den, ma kemerez c’hoazh avaloù va mab ?" Hag e lavaras Rachel : "Ac’hanta ! Kousket a raio ganit fenoz evit avaloù da vab !"

Le soir, quand Jacob revint des champs, Léa sortit à sa rencontre et dit : « Viens donc, car c’est toi mon cadeau en échange des mandragores de mon fils. » Il coucha donc avec elle, cette nuit-là. Gn 30, 16 : Pa zeuas Jakob eus ar parkoù d’abardaez, ez eas Lia d’e gaout hag e lavaras : "Davedon e teui, paeet em eus evit da gaout, gant avaloù va mab !" Hag e kouskas ganti en noz-se.

Dieu exauça Léa : elle devint enceinte et enfanta un cinquième fils à Jacob. Gn 30, 17 : Selaou a reas Doue ouzh Lia, hag e koñsevas hag e c’hanas da Jakob ur mab : ar pempvet.

Léa dit : « Dieu m’a donné un cadeau, parce que j’ai donné ma servante à mon mari. » Et elle appela l’enfant Issakar. Gn 30, 18 : Hag e lavaras Lia : "Reiñ a ra Doue din va fae evit bezañ roet va matezh d’am fried !" Hag e c’halvas e anv Isac’har.

Léa devint encore enceinte et enfanta un sixième fils à Jacob. Gn 30, 19 : Hag e koñsevas c’hoazh Lia, hag e c’hanas ur mab, ar c’hwec’hvet, da Jakob.

Léa dit : « Dieu m’a fait un beau présent ! Cette fois-ci, mon mari m’estimera car je lui ai donné six fils ! » Et elle appela l’enfant Zabulon. Gn 30, 20 : Hag e lavaras Lia : "Un donezon a ra Doue din, un donezon gaer ar wech-mañ. Menel a raio ganin va fried, pa ’m eus ganet dezhañ c’hwec’h mab". Hag e c’halvas e anv Zaboulon.

Ensuite, elle enfanta une fille qu’elle appela Dina. Gn 30, 21 : Ha goude e c’hanas ur verc’h hag e c’halvas hec’h anv Dina.

Dieu se souvint de Rachel, il l’exauça et la rendit féconde. Gn 30, 22 : Ha soñj en devoe Doue eus Rachel hag e voe selaouet hag e tigoras he mammog.

Elle devint enceinte et enfanta un fils. Elle dit : « Dieu a enlevé ma honte. » Gn 30, 23 : Hag e koñsevas hag e c’hanas ur mab hag e lavaras : "Dilamet en deus Doue va dismegañs".

Elle appela l’enfant Joseph, en disant : « Que le Seigneur m’ajoute un autre fils ! » Gn 30, 24 : Hag e c’halvas e anv Jozef, en ur lavarout : "Kresk a ro din an Aotrou gant ur mab all".

Lorsque Rachel eut enfanté Joseph, Jacob dit à Laban : « Laisse-moi partir ; je vais retourner chez moi, dans mon pays. Gn 30, 25 : P’he devoa ganet Rachel Jozef, e lavaras Jakob da Laban, : "Va lez da vont du-mañ d’am bro !

Donne-moi mes femmes, pour lesquelles je t’ai servi, ainsi que mes enfants ; je vais partir. Tu sais combien j’ai travaillé à ton service. » Gn 30, 26 : Ro din va gwragez ha va bugale, em eus da servijet evito, ma-z in kuit, rak gouzout a rez peseurt labour am eus graet dit !"

Laban lui dit : « Que je puisse trouver grâce à tes yeux ! J’ai appris par divination que le Seigneur m’a béni à cause de toi. » Gn 30, 27 : Hag e lavaras dezhañ Laban : "Ya ! Kavet em eus gras ouzh da zaoulagad, hag e tivinan en deus va benniget an Aotrou abalamour dit".

Puis il ajouta : « Fixe-moi ton salaire et je te le donnerai. » Gn 30, 28 : Hag e lavaras : "Diviz ar gopr am eus da reiñ dit".

Jacob dit : « Tu sais combien j’ai travaillé à ton service et ce que ton bétail est devenu grâce à moi. Gn 30, 29 : Hag e lavaras dezhañ : "Te a oar pegement am eus labouret evidout hag ar pezh eo deuet da vezañ da dropelloù ganin ;

Il représentait peu de chose avant moi, mais il a considérablement augmenté : le Seigneur t’a béni depuis que je suis là. Et moi, maintenant, quand vais-je travailler pour ma maison ? » Gn 30, 30 : an nebeud az poa roet a-raok din en deus graet berzh muioc’h-mui ; da venniget en deus an Aotrou war va roudoù. Ha bremañ, peur e labourin evit va zi ?"

Laban dit : « Que vais-je te donner ? » Jacob répondit : « Tu ne me donneras rien, et si tu fais pour moi ce que je vais te dire, je recommencerai à faire paître ton petit bétail et à le garder. Gn 30, 31 : Hag e lavaras : "Petra a roin dit ?" Hag e lavaras Jakob : "Ne roi din mann ebet ; met ma rez evidon an dra-mañ, e tistroin da vesa da zeñved, d’o diwall.

Aujourd’hui, je vais passer au milieu de tout ton petit bétail et je mettrai à l’écart tout mouton tacheté ou moucheté, tout mouton brun parmi les jeunes béliers, et toute bête mouchetée ou tachetée parmi les chèvres : ce sera mon salaire. Gn 30, 32 : Tremen a rin e-mesk da holl zeñved hiziv, hag e lami diouto kement oan a zo brizh pe varellet, ha kement hini a zo gell a-douez an oaned, hag ar re varellet ha brizh e-mesk ar givri, hag e vezint va gopr.

Plus tard, mon honnêteté répondra pour moi quand tu viendras vérifier mon salaire : tout ce qui, en ma possession, ne sera pas moucheté ou tacheté parmi les chèvres et brun parmi les jeunes béliers sera considéré comme un vol de ma part. » Gn 30, 33 : Hag e responto evidon va onestiz, a-benn arc’hoazh, pa zeui evit va gopr, dirazout : an holl bezh na vo ket brizh pe varellet e-mesk ar givri, pe c’hell e-mesk an oaned, a vo tra laeret ganin".

Et Laban conclut : « C’est bien ! Qu’il en soit comme tu l’as dit. » Gn 30, 34 : Hag e lavaras Laban : "Ya ! ra vo evel ma lavarez !"

Le jour même, Laban mit à l’écart les boucs rayés ou mouchetés, ainsi que toutes les chèvres tachetées ou mouchetées, tout ce qui portait des taches blanches ou était brun parmi les jeunes béliers, et il les confia à ses fils. Gn 30, 35 : Hag e lakaas a-gostez en deiz-se, ar bouc’hed brizh ha marellet, an holl c’hivri brizh ha marellet, an holl reoù o devoa ur bailh, an holl reoù gell eus mesk an deñved, hag o lakaas etre daouarn e vibien.

Puis il mit une distance de trois jours de marche entre lui et Jacob, tandis que Jacob faisait paître le reste du troupeau de Laban. Gn 30, 36 : Hag e lakaas un hent a dri devezh etrezañ-eñ ha Jakob, ha Jakob a vesae deñved Laban, ar re a vanas.

Jacob se procura de fraîches baguettes de peuplier, d’amandier, de platane. Il les écorça, faisant apparaître des raies blanches, mettant à nu le blanc qui était sous l’écorce des baguettes. Gn 30, 37 : Hag e kemeras Jakob skourroù pupli fresk, ha reoù alamandez ha plataned, hag e tibluskas enno ar plusk gwenn, ar peilh gwennard a vez war ar skourroù.

Puis il plaça les baguettes ainsi écorcées dans les auges, dans les abreuvoirs où le petit bétail venait boire ; les baguettes étaient devant les yeux des bêtes qui entraient en chaleur quand elles venaient boire. Gn 30, 38 : Hag e lakaas ar skourroù en devoa diblusket el laouerioù, en dourlec’hioù, ha pa zeue an deñved da evañ a-dal da zeñved, e teuent da dommañ, en ur zont da evañ.

Les bêtes qui entraient en chaleur devant les baguettes mettaient bas des petits rayés, tachetés, mouchetés. Gn 30, 39 : Tommañ a rae an deñved gant ar skourroù, ha menned an deñved-se a veze brizh, brizh ha marellet.

Quant aux jeunes béliers, Jacob les mit à part et il tourna les bêtes vers ce qui était rayé ou tout ce qui était brun dans le troupeau de Laban. Ainsi il se constitua des troupeaux pour lui seul et ne les ajouta pas au petit bétail de Laban. Gn 30, 40 : Meot a zibabas Jakob, hag e lakae da goublañ an dañvadezed gant ar re vrizh hag an holl re c’hell, e tropell Laban. Hag e lakaas evitañ e-unan bagadoù a-gostez, kuit d’o lakaat gant tropell Laban.

Chaque fois que les bêtes les plus vigoureuses s’accouplaient, Jacob mettait les baguettes dans les auges, sous leurs yeux, pour qu’elles s’accouplent devant les baguettes. Gn 30, 41 : Bewech ma tomme dañvadezed kreñv, e lakae Jakob ar skourroù dirak an dañvadezed el laouerioù, evit tommañ gant ar skourroù.

Mais quand les bêtes étaient chétives, il ne mettait pas de baguettes, si bien que les chétives étaient pour Laban et les vigoureuses pour Jacob. Gn 30, 42 : Pa veze gwan an dañvadezed, ne lakae netra, hag e veze ar re wan evit Laban hag ar re greñv evit Jakob.

Ainsi l’homme déborda de richesses : il posséda du petit bétail en grand nombre, et des servantes, des serviteurs, des chameaux, des ânes. Gn 30, 43 : Hag e reas berzh muioc’h-mui an den-mañ, hag en devoa deñved e-leizh, mitizhien, servijerien, kañvaled hag ezen.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn