Geneliezh - Pennad 39
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 39
Joseph fut emmené en Égypte. Putiphar, dignitaire de Pharaon et grand intendant, un Égyptien, l’acheta aux Ismaélites qui l’avaient emmené là-bas. Gn 39, 1 : Jozef, diskennet d’an Egipt, a oa bet prenet gant Poutifar, ur spazhad da Faraon hag ofiser e warded, un den Egiptat, eus dorn an Ismaeliz o devoa e ziskennet betek eno.
Le Seigneur était avec Joseph, et tout lui réussissait ; il vivait dans la maison de son maître, l’Égyptien. Gn 39, 2 : Bez’ e oa an Aotrou gant Jozef, hag e voe un den hag a reas berzh ; bez’ e oa e-barzh ti e vestr Egiptat.
Ce dernier vit que le Seigneur était avec Joseph et faisait réussir tout ce qu’il entreprenait. Gn 39, 3 : Gwelet en devoa e vestr edo an Aotrou gantañ, ha penaos holl bezh a rae a lakae an Aotrou da ober berzh dre e zaouarn.
Joseph trouva grâce aux yeux de son maître qui l’attacha à son service : il lui donna autorité sur sa maison et remit entre ses mains tout ce qu’il possédait. Gn 39, 4 : Ha kavet en devoa Jozef gras ouzh e zaoulagad o servijañ anezhañ. Karget e voe eus e di, hag holl bezh en devoa a lakaas etre e zaouarn.
Dès que l’Égyptien eut confié cette charge à Joseph, le Seigneur bénit sa maison, à cause de Joseph, et la bénédiction du Seigneur s’étendit sur tout ce que possédait l’Égyptien, sa maison et ses champs. Gn 39, 5 : Adalek ma voe karget eus e di hag eus pezh en devoa, e vennigas an Aotrou ti an Egiptat abalamour da Jozef, hag e voe bennozh an Aotrou war holl bezh a oa dezhañ, ti ha parkeier.
Il abandonna entre les mains de Joseph tout ce qu’il possédait et ne s’occupa plus de rien, sinon de la nourriture qu’il prenait. Joseph avait belle allure et il était agréable à regarder. Gn 39, 6 : Lezel a rae holl bezh en devoa etre daouarn Jozef, hep emellout e netra nemet er boued a zebre. Ha bez’ e oa Jozef kaer a stumm, kaer da welout.
À quelque temps de là, la femme de son maître leva les yeux sur Joseph et dit : « Couche avec moi ! » Gn 39, 7 : Ha goude an darvoudoù-mañ e savas gwreg e vestr he daoulagad war Jozef, hag e lavaras : "Deus da gousket ganin !"
Mais il refusa et répondit à la femme de son maître : « Voici que mon maître ne s’occupe plus de rien dans la maison. Tout ce qu’il possède, il l’a remis entre mes mains. Gn 39, 8 : Hemañ avat ne fellas ket dezhañ hag e lavaras da wreg e vestr : "Va mestr n’emell ket ennon nag er pezh a zo en ti ; holl bezh en deus, e lakaet en deus etre va daouarn ;
Dans cette maison, il ne m’est pas supérieur et il ne me refuse rien, sinon toi, car tu es sa femme. Comment donc pourrai-je commettre ce grand mal et pécher contre Dieu ? » Gn 39, 9 : n’eo ket brasoc’h en ti-mañ egedon, n’en deus difennet ouzhin netra nemedout, peogwir ez out e wreg. Penaos e rafen an droug bras-se, o bec’hiñ enep Doue ?"
Chaque jour, elle insistait auprès de Joseph. Mais lui n’acceptait pas de partager sa couche et d’être à elle. Gn 39, 10 : Ha kaer he devoa lavarout se da Jozef bemdez, ne selaoue ket outi evit kousket en he c’hichen na bezañ ganti.
Vint le jour où Joseph entra dans la maison pour faire son travail, alors qu’aucun domestique n’était là. Gn 39, 11 : Met un deiz ma teue en ti da ober e labour, ha ne oa den eus tud an tiegezh eno, e-barzh an ti,
La femme l’attrapa par son vêtement, en disant : « Couche avec moi ! » Mais il abandonna le vêtement entre ses mains et s’enfuit au-dehors. Gn 39, 12 : hag hi da gregiñ en e zilhad en ur lavarout "Deus da gousket ganin !" met eñ, o lezel e zilhad en he dorn, a dec’has kuit, er-maez.
Lorsqu’elle réalisa que, dans sa fuite, il avait abandonné son vêtement entre ses mains, Gn 39, 13 : Hag hi, o welout en devoa lezet e zilhad en he dorn hag e oa tec’het er-maez,
elle appela ses domestiques et leur dit : « Voyez ça ! On nous a amené un Hébreu pour se jouer de nous ! Il est venu vers moi pour coucher avec moi, et j’ai appelé à grands cris. Gn 39, 14 : a huchas war dud he zi hag a lavaras dezho : "Hañ ! Sellit ez eus bet kaset deomp un den hebreat da c’hoari ganeomp. Edo o tont davedon, da gousket ganin, panevet em eus huchet a vouezh kreñv !
Alors, quand il m’a entendu élever la voix pour appeler, il a abandonné son vêtement à côté de moi et s’est enfui au-dehors. » Gn 39, 15 : Adal m’en deus klevet e saven va mouezh hag e huchen, en deus lezet e zilhad ganin hag ez eo tec’het kuit er-maez".
Elle garda près d’elle le vêtement de Joseph, jusqu’à ce que le maître rentre chez lui. Gn 39, 16 : Hag e lezas e zilhad en he c’hichen ken na zeuje he fried d’ar gêr.
Elle lui tint alors le même langage : « Le serviteur hébreu que tu nous as amené est venu vers moi pour se jouer de moi. Gn 39, 17 : Hag e lavaras dezhañ ar memes komzoù : "Ya, emezi, dont a rae davedon ar servijer hebreat ac’h eus kaset deomp, evit c’hoari ganin !
Mais j’ai appelé à grands cris, et il a abandonné son vêtement à côté de moi et s’est enfui au-dehors. » Gn 39, 18 : Met, pa ’m eus savet va mouezh ha huchet, en deus lezet e zilhad em c’hichen hag ez eo tec’het er-maez".
Quand le maître entendit sa femme lui dire : « Voilà comment ton serviteur a agi envers moi ! », il s’enflamma de colère. Gn 39, 19 : Kerkent ha ma klevas an aotrou komzoù e wreg, ar pezh a gonte dezhañ, o lavarout : "Evel-hen hag evel-hont en deus graet din da servijer", e tanas e gounnar.
Le maître de Joseph se saisit de lui et le jeta dans la prison où étaient enfermés les prisonniers du roi. Joseph était en prison, Gn 39, 20 : Hag e tapas e vestr Jozef hag hel lakaas en toull-bac’h, e-lec’h ma veze prizonidi ar roue serret, hag edo eno en toull-bac’h.
mais le Seigneur était avec lui ; il lui accorda sa faveur et lui fit trouver grâce aux yeux du chef de la prison. Gn 39, 21 : Met bez’ e oa an Aotrou gant Jozef, oc’h astenn war-zu ennañ e c’hras, hag e reas dezhañ plijout da ofiser an toull-bac’h.
Le chef de la prison remit entre les mains de Joseph tous les prisonniers : tout ce qui se faisait, c’est Joseph qui le faisait faire. Gn 39, 22 : Lakaat a reas ofiser an toull-bac’h etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac’h hag holl bezh a oa da ober eno eo eñ a rae.
Le chef de la prison ne s’occupait en rien de ce qui était confié à Joseph car le Seigneur était avec lui, et ce qu’il entreprenait, le Seigneur le faisait réussir. Gn 39, 23 : Ofiser an toull-bac’h n’emelle e netra eus pezh a oa etre e zaouarn. An Aotrou a oa gantañ, hag holl bezh a rae a lakae an Aotrou da ober berzh.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
