Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 20

Geneliezh - Pennad 20

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 20



De là, Abraham leva le camp pour le pays du Néguev, il habita entre Cadès et Shour, puis séjourna à Guérar. Gn 20, 1 : Hag e loc’has alese Abraham evit bro an Negev, evit chom etre Kadesh ha Sour, hag e reas e annez e Gerar.

Comme Abraham disait de sa femme Sara : « C’est ma sœur », Abimélek, roi de Guérar, envoya prendre Sara. Gn 20, 2 : Hag e lavaras Abraham eus Sara, e wreg : "Va c’hoar eo". Hag e kasas Abimelek, roue Gerar, tud da dapout Sara.

Mais, pendant la nuit, Dieu vint en songe auprès d’Abimélek et lui dit : « Voici que tu vas mourir à cause de la femme que tu as prise, car elle est mariée. » Gn 20, 3 : Met mont a reas Doue da gaout Abimelek dre huñvre en noz hag e lavaras dezhañ : "Te a ya da vervel abalamour d’ar wreg ac’h eus tapet : houmañ he deus ur pried !"

Abimélek, qui ne s’était pas approché d’elle, répondit : « Seigneur, est-ce que tu vas tuer des gens, même s’ils sont justes ? Gn 20, 4 : Abimelek ha n’en devoa ket tostaet outi, a lavaras : "Aotrou ! Tud reizh ivez a lazhez ?

N’est-ce pas lui qui m’avait dit : “C’est ma sœur” et elle, elle aussi, ne disait-elle pas : “C’est mon frère” ? J’ai fait cela, le cœur intègre et les mains innocentes. » Gn 20, 5 : Daoust ha n’en deus ket lavaret din : va c’hoar eo ? Ha hi ivez a lavare : va breur eo ! Didamall va c’halon, ha naet va daouarn eo em eus graet se".

Toujours en songe, Dieu lui répondit : « Oui, je sais bien que tu as fait cela, le cœur intègre ; aussi, moi-même je t’ai retenu de pécher contre moi. C’est pourquoi je ne t’ai pas laissé la toucher. Gn 20, 6 : Hag e lavaras dezhañ an Aotrou dre huñvre : "Gouzout a ran ez eo didamall a galon ec’h eus graet se, hag em eus harzet ouzhit, me ivez, a bec’hiñ ouzhin ; peogwir n’em eus ket da lezet da stekiñ outi.

Maintenant, rends sa femme à cet homme, car c’est un prophète. Il intercédera en ta faveur et tu resteras en vie. Mais si tu ne rends pas la femme, sache qu’il te faudra mourir, toi et tous les tiens. » Gn 20, 7 : Bremañ e renti e wreg d’an den-se : ur profed eo, hag e pedo evidout, ma vevi. Mar n’he rentez ket avat, gouez e varvi, te hag an holl re a zo dit".

Abimélek se leva de bon matin, convoqua tous ses serviteurs et leur rapporta toute l’affaire. Les hommes eurent très peur. Gn 20, 8 : Hag abred savet, Abimelek, d’ar beure, a c’halvas e holl servijerien, hag e kontas an holl draoù-mañ ouzh o divskouarn, hag aon o devoa an dud-se, meurbet.

Ensuite, Abimélek convoqua Abraham et lui dit : « Que nous as-tu fait là ! En quoi ai-je péché contre toi pour que tu nous aies exposés, moi et mon royaume, à un si grave péché ? Tu as fait à mon égard une chose qui ne se fait pas ! » Gn 20, 9 : Hag e c’halvas Abimelek Abraham hag e lavaras dezhañ : "Petra ac’h eus graet deomp ? E petra em boa pec’het a-enep dit ? ha kaset az pefe warnon ha war va rouantelezh ur pec’hed bras ? traoù ha na reer ket ac’h eus graet deomp !"

Abimélek dit encore à Abraham : « Qu’avais-tu en vue pour agir ainsi ? » Gn 20, 10 : Hag e lavaras Abimelek da Abraham : "Petra e oas en sell da ober gant an dra-se ?"

Abraham répondit : « Je m’étais dit : pour sûr, en cet endroit, il n’y a aucune crainte de Dieu ; ils me tueront à cause de ma femme. Gn 20, 11 : Hag e lavaras Abraham : "Lavarout a raen : N’eus ket a zoujañs Doue el lec’h-mañ, ha va lazhañ a raint abalamour d’am gwreg,

De plus, c’est vrai qu’elle est ma sœur, la fille de mon père mais non celle de ma mère. Et elle est devenue ma femme. Gn 20, 12 : ha neuze, gwir eo ez eo va c’hoar : merc’h va zad eo, hep bezañ merc’h d’am mamm, hag em eus bet-hi da wreg.

Lorsque Dieu me fit errer loin de la maison de mon père, j’ai dit à Sara : “Voici la faveur que tu me feras : partout où nous irons, dis de moi : C’est mon frère.” » Gn 20, 13 : Evel m’o deus va c’haset an doueoù da gantreal eus ti va zad, em eus lavaret dezhi : Setu ar c’hras a ri din e kement lec’h ma-z aimp : lavar diouzhin : va breur eo".

Alors, Abimélek prit du petit et du gros bétail, des serviteurs et des servantes ; il les donna à Abraham et lui rendit Sara, sa femme. Gn 20, 14 : Hag e kerc’has Abimelek deñved ha saout, servijerien ha mitizhien, hag o roas da Abraham en ur rentañ dezhañ Sara, e wreg.

Puis Abimélek dit : « Voici, devant toi, mon pays. Habite où bon te semblera ! » Gn 20, 15 : Hag e lavaras Abimelek : "Emañ va bro dirazout ; lec’h ma plijo dit e chomi".

Et il dit à Sara : « Voici que je donne mille pièces d’argent à ton frère ; ce sera pour toi comme un voile sur les yeux de tous ceux qui t’entourent et, vis-à-vis de tous, tu seras réhabilitée. » Gn 20, 16 : Ha da Sara e lavaras : "Reiñ a ran mil bezh-arc’hant d’az preur : se a vo dit ur gouel-daoulagad evit an holl re a zo ganit, hag eus pep tra ez out didamall".

Abraham intercéda auprès de Dieu, et Dieu guérit Abimélek, sa femme et ses servantes qui purent avoir des enfants. Gn 20, 17 : Hag e pedas Abraham Doue, hag e pareas Doue Abimelek, e wreg hag e vitizhien, hag o devoe bugale,

En effet, Dieu avait rendu stériles toutes les femmes de la maison d’Abimélek à cause de Sara, la femme d’Abraham. Gn 20, 18 : rak klozet en devoa an Aotrou ar mammoù e ti Abimelek abalamour da Sara, gwreg Abraham.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn