Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 12

Geneliezh - Pennad 12

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 12



Le Seigneur dit à Abram : « Quitte ton pays, ta parenté et la maison de ton père, et va vers le pays que je te montrerai. Gn 12, 1 : Hag e lavaras an Aotrou Doue da Abram : "Kae er-maez eus da vro, eus da gerentiezh, hag eus ti da dad, etrezek ar vro a ziskouezin dit.

Je ferai de toi une grande nation, je te bénirai, je rendrai grand ton nom, et tu deviendras une bénédiction. Gn 12, 2 : Ober a rin ganit ur bobl vras, da vennigañ a rin hag ec’h uhelain da anv, hag e vi benniget.

Je bénirai ceux qui te béniront ; celui qui te maudira, je le réprouverai. En toi seront bénies toutes les familles de la terre. » Gn 12, 3 : Bennigañ a rin ar re az pennigo, hag ar re az milligo a villigin, hag e vo benniget drezout holl bobladoù an douar."

Abram s’en alla, comme le Seigneur le lui avait dit, et Loth s’en alla avec lui. Abram avait soixante-quinze ans lorsqu’il sortit de Harane. Gn 12, 4 : Hag ez eas Abram evel m’en devoa lavaret dezhañ an Aotrou Doue ; ha gantañ ez eas Lot. Abram a oa pemzek vloaz ha tri-ugent pa guitaas Haran.

Il prit sa femme Saraï, son neveu Loth, tous les biens qu’ils avaient acquis, et les personnes dont ils s’étaient entourés à Harane ; ils se mirent en route pour Canaan et ils arrivèrent dans ce pays. Gn 12, 5 : Abram a gemeras Sarai, e wreg, ha Lot, mab e vreur, hag an holl beadra o devoa dastumet, an dud o devoa prenet en Haran ; hag ez ejont kuit evit mont da Vro Ganaan ; hag ec’h errujont eno.

Abram traversa le pays jusqu’au lieu nommé Sichem, au chêne de Moré. Les Cananéens étaient alors dans le pays. Gn 12, 6 : Abram a dreuzas ar vro betek lec’h santel Sikem. Betek Dervenn More. Kanaaniz a oa neuze o chom er vro.

Le Seigneur apparut à Abram et dit : « À ta descendance je donnerai ce pays. » Et là, Abram bâtit un autel au Seigneur qui lui était apparu. Gn 12, 7 : En em ziskouez a reas an Aotrou Doue da Abram hag e lavaras : "d’az lignez eo e roin ar vro-mañ". Hag e savas Abram eno un aoter d’an Aotrou Doue a oa en em ziskouezet dezhañ.

De là, il se rendit dans la montagne, à l’est de Béthel, et il planta sa tente, ayant Béthel à l’ouest, et Aï à l’est. Là, il bâtit un autel au Seigneur et il invoqua le nom du Seigneur. Gn 12, 8 : Mont a reas alese d’ar Menez diouzh tu ar sav-heol da Vetel, hag e savas e deltenn gant Betel diouzh tu ar c’huzh-heol hag Hai diouzh ar sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d’an Aotrou Doue hag e pedas anv an Aotrou.

Puis, de campement en campement, Abram s’en alla vers le Néguev. Gn 12, 9 : Hag eus eil kampadur d’egile ez eas Abram d’an Negev.

Il y eut une famine dans le pays et Abram descendit en Égypte pour y séjourner car la famine accablait son pays. Gn 12, 10 : Bez’ e voe un dienez er vro, hag e tiskennas Abram d’an Egipt da chom eno, ken pounner e oa an dienez er vro.

Quand il fut sur le point d’entrer en Égypte, il dit à Saraï, sa femme : « Vois-tu, je le sais, toi, tu es une femme belle à regarder. Gn 12, 11 : Ha setu, evel ma tostaent evit erruout en Egipt, e lavaras da Sarai, e wreg : "Fidam ! Me oar ! ur plac’h koant da welout a zo ac’hanout.

Quand les Égyptiens te verront, ils diront : “C’est sa femme” et ils me tueront, tandis que toi, ils te laisseront vivre. Gn 12, 12 : P’az kwelo an Egiptiz, e lavarint : "e wreg eo !" ha va lazhañ a raint ouzh da lezel bev.

S’il te plaît, dis que tu es ma sœur ; alors, à cause de toi ils me traiteront bien et, grâce à toi, je resterai en vie. » Gn 12, 13 : Lavar eta ez out va c’hoar, ma vo graet brav din abalamour dit ha ma vevo va ene a-drugarez dit".

En effet, quand Abram arriva en Égypte, les Égyptiens virent la femme et la trouvèrent très belle. Gn 12, 14 : Ha setu, pa erruas Abram en Egipt, e welas an Egiptiz e oa e wreg koant-meurbet.

Les officiers de Pharaon la virent, chantèrent ses louanges à Pharaon et elle fut emmenée au palais. Gn 12, 15 : Hag ouzh he gwelout, ofiserien Faraon a reas he meuleudi da Faraon hag e voe kemeret ar wreg-mañ e ti Faraon.

À cause d’elle, on traita bien Abram qui reçut petit et gros bétail, ânes, esclaves et servantes, ânesses et chameaux. Gn 12, 16 : Ha da Abram e voe graet brav en abeg dezhi : bez’ en devoe deñved, saout, ezen, servijerien, mitizhien, azenezed ha kañvaled.

Mais le Seigneur frappa de grandes plaies Pharaon et sa maison à cause de Saraï, la femme d’Abram. Gn 12, 17 : Met skeiñ a reas an Aotrou war Faraon reuzioù bras, ha war e diegezh, en abeg da Sarai, gwreg Abram.

Pharaon convoqua Abram et lui dit : « Que m’as-tu fait là ! Pourquoi ne m’as-tu pas fait savoir qu’elle était ta femme ? Gn 12, 18 : Hag e c’halvas Faraon Abram hag e lavaras : "Petra ac’h eus graet din ? Perak n’az poa ket disklêriet din e oa da wreg ?

Pourquoi as-tu dit : “C’est ma sœur” ? Aussi je l’ai prise pour femme. Maintenant, voici ta femme, prends-la et va-t’en ! » Gn 12, 19 : Perak bezañ lavaret : Va c’hoar eo ? He c’hemeret am boa din da wreg ! Ha bremañ p’eo da wreg, kemer-hi ha kae !"

Pharaon donna ordre à ses gens de le renvoyer, lui, sa femme et tout ce qu’il possédait. Gn 12, 20 : Hag urzhioù diwar e benn a roas Faraon d’e dud, d’e gas kuit gant e wreg hag e holl beadra.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn