Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Geneliezh » Pennad 9

Geneliezh - Pennad 9

Levr : Geneliezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50

Pennad 9



Dieu bénit Noé et ses fils. Il leur dit : « Soyez féconds, multipliez-vous, remplissez la terre. Gn 9, 1 : Doue a vennigas Noe hag e vibien hag e lavaras dezho : "Bezit frouezhus ha niverus, ha kargit an douar.

Vous serez la crainte et la terreur de tous les animaux de la terre, de tous les oiseaux du ciel, de tout ce qui va et vient sur le sol, et de tous les poissons de la mer : ils sont livrés entre vos mains. Gn 9, 2 : Hag aon, spont dirazoc’h ra vezo war holl loened an douar, ha war holl evned an neñv, war gement tra a fiñv war an douar, ha war holl besked ar mor : etre ho taouarn ez int lakaet.

Tout ce qui va et vient, tout ce qui vit sera votre nourriture ; comme je vous avais donné l’herbe verte, je vous donne tout cela. Gn 9, 3 : Kement a fiñv hag a zo bev a vo ho poued, koulz hag ar geot glas ; me o ro holl deoc’h.

Mais, avec la chair, vous ne mangerez pas le principe de vie, c’est-à-dire le sang. Gn 9, 4 : Nemet kig gant e vuhez, da lavarout eo, e wad, ne zebrot ket.

Quant au sang, votre principe de vie, j’en demanderai compte à tout animal et j’en demanderai compte à tout homme ; à chacun, je demanderai compte de la vie de l’homme, son frère. Gn 9, 5 : Met ho kwad, hini ho puhezioù, a ad-c’houlennin ; digant al loened hen adc’houlennin, ha digant an dud ; digant un den hini e vreur. Adc’houlenn a rin buhez pep den.

Si quelqu’un verse le sang de l’homme, par l’homme son sang sera versé. Car Dieu a fait l’homme à son image. Gn 9, 6 : An hini a skuilho gwad un den, evit an den-se e wad e-unan a vo skuilhet, rak diwar skeudenn Doue eo bet graet an den.

Et vous, soyez féconds, multipliez-vous, devenez très nombreux sur la terre ; oui, multipliez-vous ! » Gn 9, 7 : Ha c’hwi, bezit frouezhus ha niverus, stank-meurbet war an douar ha kreskit warnañ".

Dieu dit encore à Noé et à ses fils : Gn 9, 8 : Komz a reas an Aotrou Doue ouzh Noe hag ouzh e vibien gantañ, evel-hen :

« Voici que moi, j’établis mon alliance avec vous, avec votre descendance après vous, Gn 9, 9 : Setu ma savan-me un emglev ganeoc’h ha gant ho pugale war ho lerc’h,

et avec tous les êtres vivants qui sont avec vous : les oiseaux, le bétail, toutes les bêtes de la terre, tout ce qui est sorti de l’arche. Gn 9, 10 : ha gant kement krouadur bev a zo ganeoc’h, gant an evned, gant ar chatal, gant an holl loened gouez ganeoc’h, en ur ger gant kement hini a zo deuet er-maez eus an arc’h, gant holl loened an douar.

Oui, j’établis mon alliance avec vous : aucun être de chair ne sera plus détruit par les eaux du déluge, il n’y aura plus de déluge pour ravager la terre. » Gn 9, 11 : Skoulmañ a ran eta va emglev ganeoc’h : biken mui ne vo distrujet an holl grouadurien bev gant an dour-beuz, ha ne vo ken a zour-beuz da zismantrañ an douar".

Dieu dit encore : « Voici le signe de l’alliance que j’établis entre moi et vous, et avec tous les êtres vivants qui sont avec vous, pour les générations à jamais : Gn 9, 12 : Hag e lavaras Doue : "Sed amañ merk an Emglev a skoulman etrezon-me hag etrezoc’h-c’hwi, hag an holl grouadurien bev a zo ganeoc’h evit an holl rummadoù da zont, da viken.

je mets mon arc au milieu des nuages, pour qu’il soit le signe de l’alliance entre moi et la terre. Gn 9, 13 : Va gwareg a lakaan er goabrenn hag a vo ur merk eus an Emglev etrezon-me hag an douar.

Lorsque je rassemblerai les nuages au-dessus de la terre, et que l’arc apparaîtra au milieu des nuages, Gn 9, 14 : Pa zastumin ar c’houmoul a-us d’an douar, ha m’en em ziskouezo gwareg-ar-glav e-kreiz ar c’houmoul

je me souviendrai de mon alliance qui est entre moi et vous, et tous les êtres vivants : les eaux ne se changeront plus en déluge pour détruire tout être de chair. Gn 9, 15 : em bezo soñj eus va Emglev ganeoc’h ha gant an holl draoù bev a bep seurt, hag an doureier ne zeuint mui da vezañ dour-beuz evit distrujañ pep tra bev".

L’arc sera au milieu des nuages, je le verrai et, alors, je me souviendrai de l’alliance éternelle entre Dieu et tout être vivant qui est sur la terre. » Gn 9, 16 : Ha pa vo ar wareg er c’houmoul, e welin anezhi hag em bo soñj eus an emglev peurbad a zo etre Doue ha kement boud bev, kement kig a zo war an douar".

Dieu dit à Noé : « Voilà le signe de l’alliance que j’ai établie entre moi et tout être de chair qui est sur la terre. » Gn 9, 17 : Hag e lavaras Doue da Noe : "Houmañ eo arouez an emglev a savan etrezon-me ha kement kig a zo war an douar".

Les fils de Noé qui sortirent de l’arche sont Sem, Cham et Japhet. Cham est le père de Canaan. Gn 9, 18 : Hag e voe mibien Noe a zeuas er-maez eus an arc’h : Sem, Cham ha Jafet. Ha Cham a voe tad Kanaan.

Tels sont les trois fils de Noé, et à partir d’eux toute la terre fut repeuplée. Gn 9, 19 : An tri-se a voe mibien Noe, ha ganto e voe poblet an douar a-bezh.

Noé, homme de la terre, fut le premier à planter la vigne. Gn 9, 20 : Hag e krogas Noe, paotr eus an douar, da blantañ gwini.

Il en but le vin, s’enivra et se retrouva nu au milieu de sa tente. Gn 9, 21 : Hag ec’h evas gwin hag en em vezvas, hag en em zizoloas e-kreiz e dinell.

Cham, le père de Canaan, vit que son père était nu et il en informa ses deux frères qui étaient dehors. Gn 9, 22 : Hag e welas Cham, tad Kanaan, noazhder e dad, hag e kontas se d’e zaou vreur er-maez.

Sem et Japhet prirent le manteau, le placèrent sur leurs épaules à tous deux et, marchant à reculons, ils en couvrirent leur père qui était nu. Comme leurs visages étaient détournés, ils ne virent pas la nudité de leur père. Gn 9, 23 : Hag e kemeras Sem ha Jafet ur vantell, a lakajont war o skoaz o-daou, hag e kerzhjont a-souz, hag e c’holojont noazhder o zad. Hag o dremmoù o vezañ troet en a-dreñv, noazhder o zad ne weljont ket.

Noé, ayant cuvé son vin, se réveilla et apprit ce qu’avait fait son plus jeune fils. Gn 9, 24 : Hag e tihunas Noe eus e win, hag e ouezas ar pezh en devoa graet dezhañ e vab yaouankañ,

Il dit : « Maudit soit Canaan ! Il sera pour ses frères l’esclave des esclaves. » Gn 9, 25 : hag e lavaras : "Milliget ra vezo Kanaan ! Servijer ar servijerien ra vezo evit e vreudeur !"

Et il ajouta : « Béni soit le Seigneur, le Dieu de Sem ! Que Canaan soit son esclave ! Gn 9, 26 : Hag e lavaras : "Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Sem ! Ha da vezo Kanaan servijer dezhañ !

Que Dieu mette Japhet au large ! Qu’il demeure dans les tentes de Sem, et que Canaan soit son esclave. » Gn 9, 27 : Frankiz da roio Doue da Noe ! Ha ra chomo e tinelloù Sem ! Ha ra vo Kanaan servijer dezhañ !"

Après le déluge, Noé vécut encore trois cent cinquante ans. Gn 9, 28 : Hag e vevas Noe, goude an dic’hlann, tri c’hant hanter-kant vloaz.

En tout, il vécut neuf cent cinquante ans, puis il mourut. Gn 9, 29 : Hag e voe holl zeizioù Noe 950 vloaz, hag e varvas.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn