Geneliezh - Pennad 11
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 11
Toute la terre avait alors la même langue et les mêmes mots. Gn 11, 1 : En amzer-se e rae ar bed-holl gant ar memes yezh hag ar memes gerioù.
Au cours de leurs déplacements du côté de l’orient, les hommes découvrirent une plaine en Mésopotamie, et s’y établirent. Gn 11, 2 : Ha setu ouzh en em ziblasañ war-zu ar Sav-Heol e kavas an dud ur blaenenn e bro Sinar hag en em ziazezañ a rejont eno.
Ils se dirent l’un à l’autre : « Allons ! fabriquons des briques et mettons-les à cuire ! » Les briques leur servaient de pierres, et le bitume, de mortier. Gn 11, 3 : Lavarout a rejont an eil d’egile : "Arsa ! Deomp d’ober briketez ha poazhomp anezho kalet en tan" ; hag e rejont gant briketez evit mein, ha gant bitum-peg evit pri.
Ils dirent : « Allons ! bâtissons-nous une ville, avec une tour dont le sommet soit dans les cieux. Faisons-nous un nom, pour ne pas être disséminés sur toute la surface de la terre. » Gn 11, 4 : Hag e lavarjont : "Arsa ! Savomp evidomp ur gêr hag un tour a savo e benn betek an Neñvoù, hag e tennimp brud war hon anv evit ma ne vimp ket skignet war-c’horre an douar a-bezh".
Le Seigneur descendit pour voir la ville et la tour que les hommes avaient bâties. Gn 11, 5 : Neuze e tiskennas an Aotrou da welout ar gêr hag an tour edo mibien an dud o sevel,
Et le Seigneur dit : « Ils sont un seul peuple, ils ont tous la même langue : s’ils commencent ainsi, rien ne les empêchera désormais de faire tout ce qu’ils décideront. Gn 11, 6 : hag e lavaras : "Sed int aze, ur bobl hepken gant ur yezh hepken, ha bremañ ez int krog gant al labour-se ; diwar vremañ ne vo tu ebet da herzel outo da ober ar pezh a fello dezho.
Allons ! descendons, et là, embrouillons leur langue : qu’ils ne se comprennent plus les uns les autres. » Gn 11, 7 : Arsa ! Diskennomp, kemmeskomp eno o yezh ken ne vint ket evit en em gompren pa gomzo an eil ouzh egile".
De là, le Seigneur les dispersa sur toute la surface de la terre. Ils cessèrent donc de bâtir la ville. Gn 11, 8 : Hag an Aotrou o skignas ac’hano war-c’horre an douar a-bezh, hag e paouezjont da sevel ar gêr-se.
C’est pourquoi on l’appela Babel, car c’est là que le Seigneur embrouilla la langue des habitants de toute la terre ; et c’est de là qu’il les dispersa sur toute la surface de la terre. Gn 11, 9 : Setu perak e voe graet anezhi Babel rak eno e kemmeskas an Aotrou Doue yezh an douar a-bezh, hag ac’hano en em skignas an dud war-c’horre an douar a-bezh.
Voici la descendance de Sem. Sem était âgé de cent ans quand, deux ans après le Déluge, il engendra Arpaxad. Gn 11, 10 : Setu diskennidi Sem : Sem a oa un den a gant vloaz p’en devoe Arfaksad, daou vloaz goude an dic’hlann.
Après avoir engendré Arpaxad, Sem vécut encore cinq cents ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 11 : Hag e vevas Sem goude bezañ engehentet Arfaksad, pemp kant vloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Arpaxad vécut trente-cinq ans, puis il engendra Shèlah. Gn 11, 12 : Hag Arfaksad, d’an oad a 35 bloaz en devoe Sala.
Après avoir engendré Shèlah, Arpaxad vécut encore quatre cent trois ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 13 : Hag e vevas Arfaksad, goude ganedigezh Sala, 403 bloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Shèlah vécut trente ans, puis il engendra Éber. Gn 11, 14 : Ha Sala, d’an oad a 30 vloaz, en devoe Heber.
Après avoir engendré Éber, Shèlah vécut encore quatre cent trois ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 15 : Hag e vevas Sala, goude ganedigezh Heber, 403 bloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Éber vécut trente-quatre ans, puis il engendra Pèleg. Gn 11, 16 : Hag oadet Heber a 34 bloaz, en devoe Peleg.
Après avoir engendré Pèleg, Éber vécut encore quatre cent trente ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 17 : Hag e vevas Heber, goude ganedigezh Peleg, 430 vloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Pèleg vécut trente ans, puis il engendra Réou. Gn 11, 18 : Hag oadet Peleg a 30 vloaz en devoe Reu.
Après avoir engendré Réou, Pèleg vécut encore deux cent neuf ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 19 : Hag e vevas Peleg, goude ganedigezh Reu, 209 bloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Réou vécut trente-deux ans, puis il engendra Seroug. Gn 11, 20 : Hag oadet Reu a 32 vloaz, en devoe Serouk.
Après avoir engendré Seroug, Réou vécut encore deux cent sept ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 21 : Hag e vevas Reu, goude ganedigezh Serouk, 207 vloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Seroug vécut trente ans, puis il engendra Nahor. Gn 11, 22 : Hag oadet Serouk a 30 vloaz, en devoe Nac’hor.
Après avoir engendré Nahor, Seroug vécut encore deux cents ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 23 : Hag e vevas Serouk, goude ganedigezh Nac’hor, 200 vloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Nahor vécut vingt-neuf ans, puis il engendra Tèrah. Gn 11, 24 : Hag oadet Nac’hor a 29 bloaz en devoe Tare.
Après avoir engendré Tèrah, Nahor vécut encore cent dix-neuf ans et engendra des fils et des filles. Gn 11, 25 : Hag e vevas Nac’hor, goude ganedigezh Tare, 119 vloaz, bet gantañ mibien ha merc’hed.
Tèrah vécut soixante-dix ans, puis il engendra Abram, Nahor et Harane. Gn 11, 26 : Hag oadet Tare a 70 vloaz en devoe Abram, Nac’hor hag Aran.
Voici la descendance de Tèrah. Tèrah engendra Abram, Nahor et Harane. Harane engendra Loth. Gn 11, 27 : Ha setu diskennidi Tare : Tare en devoe Abram, Nac’hor hag Haran ; hag Haran en devoe Lot.
Harane mourut avant son père Tèrah dans le pays de sa parenté, à Our des Chaldéens. Gn 11, 28 : Hag e varvas Haran a-raok Tare e dad, en e vro c’henidik Our Kaldea.
Abram et Nahor prirent femme ; l’épouse d’Abram s’appelait Saraï, et celle de Nahor, Milka, fille de Harane, père de Milka et de Yiska. Gn 11, 29 : Hag e kemeras Abram ha Nac’hor gwragez ; anv gwreg Abram a oa Sarai, hag anv gwreg Nac’hor, Melka, merc’h Haran tad Melka ha tad Jescha.
Saraï était stérile, elle n’avait pas d’enfant. Gn 11, 30 : Hag e oa Sarai gaonac’h : n’he devoa ket a vugale.
Tèrah prit son fils Abram, son petit-fils Loth, fils de Harane, et sa bru Saraï, femme de son fils Abram, qui sortirent avec eux d’Our des Chaldéens pour aller au pays de Canaan. Ils gagnèrent Harane où ils s’établirent. Gn 11, 31 : Hag e kemeras Tare Abram e vab, ha Lot, mab Aran, mab e vab, hag e tennas anezho eus bro Our Kaldea, hag ez ejont betek Haran, hag e chomjont eno.
Tèrah vécut deux cent cinq ans ; puis il mourut à Harane. Gn 11, 32 : Hag e voe bloavezhioù Tare 205 bloaz, hag e varvas Tare en Haran.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
