Geneliezh - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 2
Ainsi furent achevés le ciel et la terre, et tout leur déploiement. Gn 2, 1 : Hag e voe peurc’hraet an Neñvoù hag an Douar gant o holl armeoù.
Le septième jour, Dieu avait achevé l’œuvre qu’il avait faite. Il se reposa, le septième jour, de toute l’œuvre qu’il avait faite. Gn 2, 2 : Ha Doue, o vezañ peurc’hraet, 'benn ar seizhvet deiz, al labour en devoa graet, a ziskuizhas d’ar seizhvet deiz diouzh an holl labour en devoa graet.
Et Dieu bénit le septième jour : il le sanctifia puisque, ce jour-là, il se reposa de toute l’œuvre de création qu’il avait faite. Gn 2, 3 : Hag e vennigas Doue ar seizhvet devezh hag e reas un deiz santel gantañ, rak en deiz-se e tiskuizhas diouzh an holl labour en devoa bet ouzh e grouiñ.
Telle fut l’origine du ciel et de la terre lorsqu’ils furent créés. Lorsque le Seigneur Dieu fit la terre et le ciel, Gn 2, 4 : Setu orin an neñv hag an douar, pa voent krouet. En deiz ma reas an Aotrou Doue an douar hag an neñv,
aucun buisson n’était encore sur la terre, aucune herbe n’avait poussé, parce que le Seigneur Dieu n’avait pas encore fait pleuvoir sur la terre, et il n’y avait pas d’homme pour travailler le sol. Gn 2, 5 : plantenn ebet eus ar maezioù ne oa c’hoazh war an douar, na geotenn ebet eus ar maezioù ne oa c’hoazh diwanet, rak an Aotrou Doue n’en devoa ket c’hoazh kaset glav war douar, ha den ne oa evit labourat an douar.
Mais une source montait de la terre et irriguait toute la surface du sol. Gn 2, 6 : Ur vrumenn a save diouzh an douar hag a zourae holl c’horre an douar.
Alors le Seigneur Dieu modela l’homme avec la poussière tirée du sol ; il insuffla dans ses narines le souffle de vie, et l’homme devint un être vivant. Gn 2, 7 : Neuze an Aotrou Doue a stummas an den gant poultr eus an douar hag a c’hwezhas en e zivfron c’hwezhadenn ar vuhez, hag e teuas an den da vezañ ur c’hrouadur bev.
Le Seigneur Dieu planta un jardin en Éden, à l’orient, et y plaça l’homme qu’il avait modelé. Gn 2, 8 : Neuze an Aotrou Doue a blantas ul liorzh en Eden, er Reter, hag e lakaas eno an den en devoa furmet.
Le Seigneur Dieu fit pousser du sol toutes sortes d’arbres à l’aspect désirable et aux fruits savoureux ; il y avait aussi l’arbre de vie au milieu du jardin, et l’arbre de la connaissance du bien et du mal. Gn 2, 9 : An Aotrou Doue a lakaas da ziwan eus an douar a bep seurt gwez dudius da welout ha mat da zebriñ ; ha Gwezenn ar Vuhez e-kreiz al liorzh, ha Gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug.
Un fleuve sortait d’Éden pour irriguer le jardin ; puis il se divisait en quatre bras : Gn 2, 10 : Hag ur stêr a zeue diouzh Eden, evit dourañ al liorzh, hag alese en em zispartie evit kaout pevar fenn :
le premier s’appelle le Pishone, il contourne tout le pays de Havila où l’on trouve de l’or Gn 2, 11 : anv an hini kentañ : Pishon, hag a ra tro holl vro an Hevila, a zo enni aour,
– et l’or de ce pays est bon – ainsi que de l’ambre jaune et de la cornaline ; Gn 2, 12 : hag aour ar vro-mañ a zo mat. Eno ivez bdellium ha mein oniks.
le deuxième fleuve s’appelle le Guihone, il contourne tout le pays de Koush ; Gn 2, 13 : Hag anv an eil stêr : Geon ; houmañ a ra tro holl Koush.
le troisième fleuve s’appelle le Tigre, il coule à l’est d’Assour ; le quatrième fleuve est l’Euphrate. Gn 2, 14 : Hag anv an deirvet stêr : Tigris, a red e reter Asiria. Hag ar bedervet stêr : Eufratez.
Le Seigneur Dieu prit l’homme et le conduisit dans le jardin d’Éden pour qu’il le travaille et le garde. Gn 2, 15 : Hag e kemeras an Aotrou Doue an den hag hel lakaas e liorzh Eden d’he labourat ha d’he diwall.
Le Seigneur Dieu donna à l’homme cet ordre : « Tu peux manger les fruits de tous les arbres du jardin ; Gn 2, 16 : Hag urzhioù a roas an Aotrou Doue d’an den, o lavarout : "Eus kement gwezenn a zo el liorzh e tebri,
mais l’arbre de la connaissance du bien et du mal, tu n’en mangeras pas ; car, le jour où tu en mangeras, tu mourras. » Gn 2, 17 : met eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne zebri ket diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi".
Le Seigneur Dieu dit : « Il n’est pas bon que l’homme soit seul. Je vais lui faire une aide qui lui correspondra. » Gn 2, 18 : Neuze e lavaras an Aotrou Doue : "N’eo ket mat e vefe an den e-unan-penn ; ober a rin dezhañ ur skoazellerez heñvel outañ".
Avec de la terre, le Seigneur Dieu modela toutes les bêtes des champs et tous les oiseaux du ciel, et il les amena vers l’homme pour voir quels noms il leur donnerait. C’étaient des êtres vivants, et l’homme donna un nom à chacun. Gn 2, 19 : An Aotrou Doue a stummas eus an douar, holl loened ar maezioù hag holl laboused an neñv hag o degasas d’an den da welout peseurt anv a roje dezho. Hag an holl anvioù a roas an den d’ar boudoù bev a voe o anvioù.
L’homme donna donc leurs noms à tous les animaux, aux oiseaux du ciel et à toutes les bêtes des champs. Mais il ne trouva aucune aide qui lui corresponde. Gn 2, 20 : Hag e roas an den anvioù d’an holl anevaled ha da laboused an Neñvoù ha da holl loened ar maezioù ; met an den ne gavas evitañ skoazellerez ebet heñvel outañ.
Alors le Seigneur Dieu fit tomber sur lui un sommeil mystérieux, et l’homme s’endormit. Le Seigneur Dieu prit une de ses côtes, puis il referma la chair à sa place. Gn 2, 21 : Neuze e tiskennas an Aotrou Doue ur c’housk pounner war an den, hag e kouskas. Kemer a reas unan eus e gostezennoù hag e serras ar c’hig en he flas.
Avec la côte qu’il avait prise à l’homme, il façonna une femme et il l’amena vers l’homme. Gn 2, 22 : Hag e savas an Aotrou Doue gant ar gostezenn en devoa kemeret eus an den, ur vaouez, hag he degasas d’an den.
L’homme dit alors : « Cette fois-ci, voilà l’os de mes os et la chair de ma chair ! On l’appellera femme – Ishsha –, elle qui fut tirée de l’homme – Ish. » Gn 2, 23 : Hag e lavaras an den : "Ar wech-mañ ez eo un askorn eus va eskern, ha kig eus va c’hig ! Anvet e vo Denez rak eus an den ez eo bet tennet".
À cause de cela, l’homme quittera son père et sa mère, il s’attachera à sa femme, et tous deux ne feront plus qu’un. Gn 2, 24 : Setu aze perak e kuita an den e dad hag e vamm hag en em stag ouzh e wreg hag e vezont ur c’horf hepken.
Tous les deux, l’homme et sa femme, étaient nus, et ils n’en éprouvaient aucune honte l’un devant l’autre. Gn 2, 25 : Hag e oant o-daou en noazh, an den hag e wreg ha ne santent tamm mezh ebet.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
