Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr al Leviegezh » Pennad 1

Levr al Leviegezh - Pennad 1

Levr : Levr al Leviegezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Pennad 1



LE SEIGNEUR APPELA Moïse et lui parla depuis la tente de la Rencontre : Lv 1, 1 : Hag o vezañ galvet Moizez, e komzas an Aotrou outañ eus Teltenn an Emgav, o lavarout :

« Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Quand l’un d’entre vous apporte au Seigneur un présent réservé, il choisira ce présent parmi le gros ou le petit bétail. Lv 1, 2 : Komz ouzh bugale Israel ha lavar dezho : An hini ac’hanoc’h en devo da ober ur brofadenn d’an Aotrou eus ul loen, gant chatal bras pe vihan, a raio e brofadenn :

Si le présent réservé est ce qui est offert en holocauste de gros bétail, il apportera un mâle sans défaut ; il l’apportera à l’entrée de la tente de la Rencontre, pour qu’il soit agréé par le Seigneur. Lv 1, 3 : ma ra un holokost dre ginnig eus e chatal bras, eo ur mal disi a ginnigo ; war dreuzoù Teltenn an Emgav e raio e ginnig, m’en devo grad-vat dirak an Aotrou.

Il posera sa main sur la tête de l’animal offert en holocauste, et celui-ci sera agréé, pour lui, comme rite d’expiation. Lv 1, 4 : Hag e harpo e zorn war benn an holokost, a vo grataet da zic’haouiñ evitañ.

Alors le taureau sera immolé devant le Seigneur, et les fils d’Aaron, les prêtres, apporteront le sang. Ils en aspergeront chaque côté de l’autel qui est à l’entrée de la tente de la Rencontre. Lv 1, 5 : Hag e lidlazho ul leue dirak an Aotrou, hag e kinnigo mibien Aaron, ar veleien, ar gwad, dre sparfañ ar gwad-se ouzh an aoter tro-war-dro, an hini a zo war dreuzoù Teltenn an Emgav.

L’animal offert en holocauste sera ensuite écorché et découpé en quartiers. Lv 1, 6 : Hag e vo digroc’henet an holokost, troc’het a dammoù.

Alors les fils d’Aaron, les prêtres, poseront le feu sur l’autel et mettront du bois sur le feu. Lv 1, 7 : Hag e lakaio mibien Aaron ar beleg tan war an aoter, hag e renkint ar c’hoad war an tan.

Puis les fils d’Aaron, les prêtres, mettront les quartiers, avec la tête et avec la graisse, au-dessus du bois placé sur le feu de l’autel. Lv 1, 8 : Hag e renko mibien Aaron, ar veleien, an tammoù, ar penn hag al lard war ar c’hoad, war an tan a vo war an aoter.

On lavera dans l’eau les entrailles et les pattes. Le prêtre fera fumer le tout à l’autel. C’est un holocauste, une nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 1, 9 : E ziabarzh hag e dreid a vo gwalc’het en dour hag e tevo ar beleg an holl war an aoter, un holokost, tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.

Si le présent réservé est du petit bétail, jeune bélier ou chevreau, et que l’un de vous l’offre en holocauste, il apportera un mâle sans défaut. Lv 1, 10 : Ma ra gant chatal bihan e brofadenn, deñved pe c’hivri, evit an holokost, eo ur mal disi a ginnigo.

Celui-ci sera immolé sur la partie nord de l’autel, devant le Seigneur, et les fils d’Aaron, les prêtres, aspergeront de son sang chaque côté de l’autel. Lv 1, 11 : Hag e lidlazhañ a raio ouzh kostez an aoter a zo en hanternoz dirak an Aotrou, hag e sparfo mibien Aaron, ar veleien, e wad ouzh an aoter tro-war-dro.

Quand l’animal aura été découpé en quartiers, le prêtre mettra ceux-ci, avec la tête puis la graisse, au-dessus du bois placé sur le feu de l’autel. Lv 1, 12 : Hag e troc’hint al loen a dammoù, a vo, gant penn ha lard, renket gant ar beleg war ar c’hoad, war an tan a vo war an aoter.

On lavera dans l’eau les entrailles et les pattes. Le prêtre apportera le tout et le fera fumer à l’autel. C’est un holocauste, une nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 1, 13 : E ziabarzh hag e dreid a vo gwalc’het en dour, hag e kinnigo ar beleg an holl a zevo war an aoter : un holokost eo, ur meuz a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.

Si le présent que l’un de vous réserve pour le Seigneur est un holocauste d’oiseau, il apportera des tourterelles ou des jeunes pigeons. Lv 1, 14 : Ma ra gant evned un holokost, e ginnig d’an Aotrou, e tegaso turzhunelled pe koulmedigoù evel profadenn.

Le prêtre les apportera à l’autel, il arrachera la tête qu’il fera fumer à l’autel ; puis il fera gicler le sang sur le côté de l’autel. Lv 1, 15 : Hag o degas a raio ar beleg war an aoter, hag e tivello ar penn, a zevo war an aoter, hag e strilho e wad ouzh talbenn an aoter.

Il détachera alors le jabot et ses plumes, le jettera à l’est de l’autel, à l’endroit où l’on dépose les cendres grasses. Lv 1, 16 : Hag e tistago e grubuilh gant he lastez, hag o zeurel a raio e kostez an aoter a zo e reter, e-lec’h m’emañ al ludu.

Il fendra l’animal en deux moitiés – une aile de part et d’autre –, mais sans les séparer. Alors le prêtre fera fumer l’animal à l’autel, sur le bois placé sur le feu. C’est un holocauste, une nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 1, 17 : Hag e fregañ a raio etre e eskell hep e zisrannañ, hag e zeviñ a raio ar beleg war an aoter, war ar c’hoad a vo war an tan : un holokost eo, tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn