Levr al Leviegezh - Pennad 3
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 3
« Si le présent réservé est un sacrifice de paix et si quelqu’un amène du gros bétail, mâle ou femelle, c’est un animal sans défaut qui sera amené devant le Seigneur. Lv 3, 1 : Ha ma-z eo ur sakrifis a beoc’h a ginnigez, ma-z eo ul loen bras a ginnigez, par pe barez, eo unan disi a vo kinniget dirak an Aotrou.
Il posera sa main sur la tête de la victime. Elle sera immolée à l’entrée de la tente de la Rencontre, et les fils d’Aaron, les prêtres, aspergeront de sang les côtés de l’autel. Lv 3, 2 : Harpet e vo an dorn war benn ar c’hinnigadur, hag e vo lidlazhet war dreuzoù Teltenn an Emgav, hag e sparfo mibien Aaron, ar veleien, ar gwad ouzh an aoter tro-war-dro.
Il apportera alors une part de ce sacrifice de paix en nourriture offerte pour le Seigneur : la graisse qui couvre les entrailles, toute la graisse qui est au-dessus des entrailles, Lv 3, 3 : Hag e vo kinniget e sakrifis a beoc’h, e tan-aberzh d’an Aotrou, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo war ar bouzelloù,
les deux rognons, la graisse qui est sur eux près des lombes, ainsi que le lobe du foie qu’il enlèvera avec les rognons. Lv 3, 4 : hag an divlounezh gant al lard warno, a zo war an divgroazell, ar flipezenn war an avu gant al lounezhi a vo lamet.
Les fils d’Aaron feront fumer cette part à l’autel, avec l’holocauste, sur le bois placé sur le feu. Ce sera de la nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 3, 5 : Hag o deviñ a raio mibien Aaron war an aoter, ouzhpenn an holokost a vo war ar c’hoad, war an tan : tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.
Si son présent réservé à titre de sacrifice de paix pour le Seigneur est du petit bétail, qu’il s’agisse d’un mâle ou d’une femelle, il amènera un animal sans défaut. Lv 3, 6 : Ma kinniger ul loen bihanoc’h e sakrifis a beoc’h d’an Aotrou, mal pe femelenn, eo unan disi a vo kinniget.
Si c’est un jeune bélier qu’il amène comme présent réservé, il l’amènera lui-même devant le Seigneur ; Lv 3, 7 : Ma-z eo un oan a ginniger, ar prof-se a vo kinniget dirak an Aotrou.
il posera sa main sur la tête de la victime. Celle-ci sera immolée devant la tente de la Rencontre, puis les fils d’Aaron aspergeront de sang les côtés de l’autel. Lv 3, 8 : Harpet e vo an dorn war benn ar c’hinnigadur ha lidlazhet e vo dirak Teltenn an Emgav, hag e sparfo mibien Aaron e wad ouzh an aoter tro-war-dro.
On apportera alors une part de ce sacrifice de paix en nourriture offerte pour le Seigneur : la graisse, la queue entière qu’il détachera près du sacrum, la graisse qui couvre les entrailles et toute la graisse qui est au-dessus des entrailles, Lv 3, 9 : Hag e vo kinniget ur meuz e sakrifis a beoc’h d’an Aotrou : al lard, al lost en e bezh, a-rez ar walenn-gein distaget, al lard a c’holo ar bouzelloù, al lard a zo war ar bouzelloù,
les deux rognons, la graisse qui est sur eux près des lombes, ainsi que le lobe du foie qu’il enlèvera avec les rognons. Lv 3, 10 : an divlounezh hag al lard a zo warno, war an divgroazell, met ar flipezenn war an avu gant al lounezhi a vo lamet.
Le prêtre fera fumer cette part à l’autel comme nourriture, une nourriture offerte pour le Seigneur. Lv 3, 11 : Hag o deviñ a raio ar beleg war an aoter, boued ur meuz d’an Aotrou.
Si le présent réservé est une chèvre, l’homme l’amènera devant le Seigneur, Lv 3, 12 : Ha ma-z eo ur c’havr a ginniger, e vo degaset dirak an Aotrou.
et il posera sa main sur la tête de la victime. Celle-ci sera immolée devant la tente de la Rencontre, puis les fils d’Aaron aspergeront de sang les côtés de l’autel. Lv 3, 13 : Ha goude harpañ an dorn war he fenn, e vo lidlazhet dirak Teltenn an Emgav, hag e sparfo mibien Aaron he gwad ouzh an aoter tro-war-dro.
Il apportera alors, comme nourriture offerte pour le Seigneur, une part de son présent réservé, à savoir la graisse qui couvre les entrailles, toute la graisse qui est au-dessus des entrailles, Lv 3, 14 : Hag e vo profet diouti ur brofadenn e tan-aberzh d’an Aotrou : al lard a c’holo ar bouzelloù, al lard war ar bouzelloù,
les deux rognons, la graisse qui est sur eux près des lombes, ainsi que le lobe du foie qu’il enlèvera avec les rognons. Lv 3, 15 : an divlounezh hag al lard a zo warno, war an divgroazell, hag ar flipezenn war an avu gant al lounezhi a vo lamet.
Le prêtre les fera fumer à l’autel comme nourriture, une nourriture offerte, en agréable odeur. Toute la graisse appartient au Seigneur. Lv 3, 16 : Hag o devo ar beleg war an aoter : boued tan-aberzh a c’hwezh c’hwek. An holl lard a vo d’an Aotrou :
C’est un décret perpétuel pour toutes vos générations, et en quelque lieu que vous habitiez ; vous ne mangerez donc ni graisse ni sang. » Lv 3, 17 : Reolenn beurbad evit ho tiskennidi en hoc’h holl chomlec’hioù : na lard na gwad ne zebrot".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
