Levr al Leviegezh - Pennad 8
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 8
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 8, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Prends Aaron et ses fils avec lui, prends les vêtements sacerdotaux, l’huile d’onction, le taureau du sacrifice pour la faute, les deux béliers et la corbeille des pains sans levain. Lv 8, 2 : Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an olev, kole an dibec’hadenn, an daou dourz ha paner ar bara-kann.
Puis, rassemble toute la communauté à l’entrée de la tente de la Rencontre. » Lv 8, 3 : An holl gumuniezh a vodi war dreuzoù Teltenn an Emgav".
Moïse fit ce que lui avait ordonné le Seigneur, et la communauté se rassembla à l’entrée de la tente de la Rencontre. Lv 8, 4 : Hag e reas Moizez evel m’en devoa kemennet dezhañ an Aotrou, hag e vodas ar gumuniezh war dreuzoù Teltenn an Emgav.
Et Moïse dit à la communauté : « Voici ce que le Seigneur a ordonné de faire. » Lv 8, 5 : Hag e lavaras Moizez d’ar gumuniezh : "Setu pezh en deus gourc’hemennet an Aotrou ober".
Alors Moïse fit approcher Aaron et ses fils ; il les lava avec de l’eau. Lv 8, 6 : Hag e reas Moizez tostaat Aaron hag e vibien, hag o gwalc’hiñ a reas en dour.
Il mit la tunique à Aaron, lui passa la ceinture, le revêtit du manteau et plaça sur lui l’éphod. Puis il le ceignit de l’écharpe de l’éphod et la fixa sur lui. Lv 8, 7 : Hag e lakaas dezhañ an doneg, hag e stagas dezhañ ar gouriz hag her gwiskas gant ar sae, hag e lakaas warnañ an efod hag her gourizas gant skerb an efod a fichas dezhañ ganti,
Il mit sur lui le pectoral, dans lequel il plaça les Ourim et les Toummim. Lv 8, 8 : hag e lakaas warnañ ar brennid, hag e lakaas ouzh ar brennid an Ourim hag an Toumim,
Il plaça le turban sur sa tête, et sur le devant du turban le fleuron d’or, le saint diadème, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Lv 8, 9 : hag e lakaas an tulban war e benn, hag e lakaas war an tulban, war dal e zremm, un talgen aour, ur gurunenn santel, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Moïse prit l’huile d’onction, fit l’onction sur la Demeure et sur tout ce qui s’y trouvait, et les consacra. Lv 8, 10 : Hag e kemeras Moizez eoul an olev hag ec’h olevas ar Chom-lec’h hag holl bezh a oa ennañ, hag o santelaat a reas.
Il en aspergea sept fois l’autel et fit l’onction de l’autel et de ses accessoires, de la cuve et de son support, pour les consacrer. Lv 8, 11 : Hag e reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl vinvioù, hag al laouer gant he sichenn evit o santelaat.
Il versa un peu de l’huile d’onction sur la tête d’Aaron, lui donnant l’onction pour le consacrer. Lv 8, 12 : Hag e skuilhas eoul sakr war benn Aaron, hag e olevas anezhañ evit e santelaat.
Alors Moïse fit approcher les fils d’Aaron, les revêtit de tuniques, leur mit une ceinture et les coiffa de tiares, comme le Seigneur le lui avait ordonné. Lv 8, 13 : Hag e tostaas Moizez ouzh mibien Aaron, hag e wiskas dezho tonegoù, hag e stagas dezho gourizoù, hag e skoulmas dezho tulbanoù, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Il fit avancer le taureau du sacrifice pour la faute. Aaron et ses fils posèrent la main sur la tête du taureau du sacrifice pour la faute, Lv 8, 14 : Hag e tostaas kole an dibec’hadenn, hag e harpas Aaron hag e vibien o daouarn war benn kole an dibec’hadenn.
et celui-ci fut immolé. Moïse prit le sang et, avec son doigt, il en mit sur les cornes de l’autel, tout autour, pour ôter de l’autel la faute. Puis il versa le sang à la base de l’autel. Alors il consacra l’autel en accomplissant sur lui le rite d’expiation. Lv 8, 15 : Hag ouzh e lidlazhañ e kemeras Moizez ar gwad, a lakaas war gornioù an aoter tro-war-dro gant e viz, da ober un dibec’hadenn evit an aoter, hag ar gwad a skuilhas war diazez an aoter evit he santelaat, oc’h ober un dic’haouadenn warni.
Moïse prit toute la graisse qui est au-dessus des entrailles, le lobe du foie, et les deux rognons avec leur graisse, et il les fit fumer à l’autel. Lv 8, 16 : Hag e kemeras an holl lard a oa war ar bouzelloù, ha flipezenn an avu hag an divlounezh, hag o lard, hag o devas Moizez war an aoter.
Mais le reste du taureau, sa peau, sa chair et ses excréments, furent brûlés au feu hors du camp, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Lv 8, 17 : Hag ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e stronk a zevas en tan e diavaez ar c’hamp, evel m’en devoa kemennet an Aotrou da Voizez.
Alors on amena le bélier de l’holocauste. Aaron et ses fils posèrent la main sur la tête du bélier ; Lv 8, 18 : Hag e tostaas tourz an holokost, hag e harpas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.
et celui-ci fut immolé. Moïse aspergea de sang les côtés de l’autel. Lv 8, 19 : Hag ouzh e lidlazhañ, e sparfas Moizez gwad war an aoter tro-war-dro.
Le bélier fut ensuite découpé en quartiers, et Moïse fit fumer la tête, les quartiers et la graisse. Lv 8, 20 : Hag an tourz a droc’has a dammoù. Hag e tevas Moizez ar penn hag an tammoù hag an druzoni.
Les entrailles et les pattes furent lavées dans l’eau, et Moïse fit fumer à l’autel le bélier tout entier. C’est un holocauste, nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Lv 8, 21 : Ar bouzelloù hag an treid a walc’has en dour, hag e tevas Moizez en e bezh, an tourz war an aoter : un holokost a c’hwezh c’hwek, ur meuz d’an Aotrou, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Alors on amena le second bélier, le bélier du sacrifice d’investiture. Aaron et ses fils posèrent la main sur la tête de ce bélier, Lv 8, 22 : Hag e voe degaset an eil tourz, tourz ar belegiñ, hag e harpas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.
et celui-ci fut immolé. Moïse en prit du sang qu’il mit sur le lobe de l’oreille droite d’Aaron, sur le pouce de sa main droite et sur le gros orteil de son pied droit. Lv 8, 23 : Hag ouzh e lidlazhañ, e kemeras Moizez eus e wad, a lakaas war flip skouarn Aaron, an hini dehou, ha war veud e zorn dehou, ha war veud e droad dehou.
Puis il fit approcher les fils d’Aaron et mit de ce sang sur le lobe de leur oreille droite, sur le pouce de leur main droite et sur le gros orteil de leur pied droit. Moïse aspergea de sang l’autel, tout autour. Lv 8, 24 : Hag o vezañ graet tostaat mibien Aaron, e lakaas Moizez gwad war flip o skouarn dehou, ha war veud o dorn dehou, ha war veud o zroad dehou ; hag e sparfas Moizez ar gwad ouzh an aoter tro-war-dro.
Il prit aussi la graisse, la queue, toute la graisse qui est au-dessus des entrailles, le lobe du foie et les deux rognons avec leur graisse, ainsi que la cuisse droite. Lv 8, 25 : Hag e kemeras al lard, al lost, an holl lard a vez war ar bouzelloù, flipezenn an avu, an divlounezh gant o lard, ar skoaz dehou,
Dans la corbeille des pains sans levain qui est devant le Seigneur, il prit un gâteau sans levain, un gâteau à l’huile et une galette, qu’il plaça sur les graisses et sur la cuisse droite. Lv 8, 26 : hag eus panerad an traoù dic’hoell a oa dirak an Aotrou e kemeras ur wastell hep goell, ur gachenn vara eoulek hag ur c’halfrezenn, a lakaas war al lardoù ha war ar skoaz dehou.
Il mit le tout dans les mains d’Aaron et dans les mains de ses fils, et on l’offrit avec le geste d’élévation devant le Seigneur. Lv 8, 27 : Hag e lakaas an holl war balvoù Aaron ha war balvoù e vibien, hag e reas ganto ul luskadenn dirak an Aotrou.
Puis Moïse reprit les offrandes de leurs mains et les fit fumer à l’autel sur l’holocauste. C’est un sacrifice d’investiture, nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 8, 28 : Hag o adkemer a reas Moizez diwar balvoù ar re-mañ, hag o deviñ a reas war an aoter gant an holokost ; hag e voe un enkargadur a c’hwezh c’hwek, ur meuz d’an Aotrou.
Moïse prit aussi la poitrine et l’offrit avec le geste d’élévation devant le Seigneur. Cette part du bélier d’investiture est pour Moïse, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Lv 8, 29 : Hag e kemeras Moizez ar bruched, hag e reas gantañ ul luskadenn dirak an Aotrou ; diouzh tourz an enkargadur en devoe se Moizez da lod, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Moïse prit ensuite un peu de l’huile d’onction et un peu du sang qui était sur l’autel ; il en aspergea Aaron et ses vêtements, ses fils et leurs vêtements. Il consacra ainsi Aaron et ses vêtements, ses fils et leurs vêtements. Lv 8, 30 : Hag e kemeras Moizez diouzh eoul ar sakradur, ha gwad diwar an aoter a sparfas war Aaron ha war e zilhad, ha war e vibien, ha war dilhad e vibien gantañ. Hag e santelaas Aaron, e zilhad, hag e vibien, ha dilhad e vibien gantañ.
Moïse dit alors à Aaron et à ses fils : « Faites bouillir la chair à l’entrée de la tente de la Rencontre ; c’est là que vous la mangerez, avec le pain qui est dans la corbeille de l’investiture, comme je l’ai ordonné en disant : “Aaron et ses fils la mangeront.” Lv 8, 31 : Hag e lavaras Moizez da Aaron ha d’e vibien : "Poazhit ar c’hig war dreuzoù Teltenn an Emgav, hag eno e tebrot dioutañ gant ar bara a zo e paner an enkargadur, evel em eus gourc’hemennet, o lavarout : "Aaron hag e vibien o debro".
Le reste de la chair et du pain, vous le brûlerez au feu. Lv 8, 32 : Hag an nemorant a gig hag a vara, a vo devet en tan.
Et pendant sept jours, vous ne quitterez pas l’entrée de la tente de la Rencontre, jusqu’au moment où s’achèvera le temps de votre investiture, car votre investiture durera sept jours. Lv 8, 33 : Treuzoù Teltenn an Emgav ne guitaiot ket seizh deiz-pad, ac’hann an deiz ma vo peurdremenet deizioù hoc’h enkargadur rak seizh deiz-pad e vo karget ho taouarn.
Ce qui a été fait aujourd’hui, le Seigneur a ordonné de le faire sur vous en rite d’expiation. Lv 8, 34 : Evel m’eo bet graet hiziv en deus gourc’hemennet an Aotrou ober, da zic’haouiñ evidoc’h.
Vous demeurerez à l’entrée de la tente de la Rencontre jour et nuit durant sept jours, en gardant les observances du Seigneur, et vous ne mourrez pas. C’est en effet ce qui m’a été ordonné. » Lv 8, 35 : War dreuzoù Teltenn an Emgav e chomot deiz ha noz seizh deiz-pad, oc’h ober gward an Aotrou, ha ne varvot ket : sed a gemennan deoc’h".
Aaron et ses fils firent tout ce que le Seigneur avait ordonné par l’intermédiaire de Moïse. Lv 8, 36 : Hag e reas Aaron hag e vibien an holl draoù en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
