Levr al Leviegezh - Pennad 12
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 12
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 12, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Si une femme est enceinte et accouche d’un garçon, elle sera impure pendant sept jours, de la même impureté qu’au moment de ses règles. Lv 12, 2 : Komz ouzh bugale Israel, o lavarout : Ur wreg a ra lignez hag a c’han ur paotr, a vo dic’hlan seizh deiz : evel amzer he mizioù he laka klañv, e vo dic’hlan.
Le huitième jour, on circoncira le prépuce de l’enfant, Lv 12, 3 : D’an eizhvet deiz e vo troc’het e groc’hen-amdroc’h.
et pendant trente-trois jours encore, elle restera à purifier son sang. Elle ne touchera rien de consacré et n’entrera pas dans le sanctuaire jusqu’à ce que soit achevé le temps de sa purification. Lv 12, 4 : Tri deiz ha tregont e chomo-hi en he gwad-glanidigezh. Ouzh netra santel ne stoko. D’ar Santual ned aio ket, ken na vo peurdremenet deizioù he glanidigezh.
Si elle accouche d’une fille, elle sera impure de la même impureté pendant deux semaines, et elle restera, en outre, soixante-six jours à purifier son sang. Lv 12, 5 : Ha ma-z eo ur plac’h he deus ganet, e vo dic’hlan div sizhunvezh evel gant he mizioù, ha c’hwec’h deiz ha tri-ugent e chomo war he gwad-glanidigezh.
Quand sera achevée la période de sa purification, que ce soit pour un garçon ou pour une fille, elle amènera au prêtre, à l’entrée de la tente de la Rencontre, un agneau de l’année pour un holocauste, un jeune pigeon ou une tourterelle, en sacrifice pour la faute. Lv 12, 6 : Ha pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e kaso un oan-bloaz da holokost, hag ur goulmig pe un durzhunell da zibec’hadenn, war dreuzoù Teltenn an Emgav, d’ar beleg,
Le prêtre les présentera devant le Seigneur, et accomplira sur la femme le rite d’expiation ; ainsi, elle sera purifiée de son flux de sang. Telle est la loi concernant la femme qui accouche d’un garçon ou d’une fille. Lv 12, 7 : a raio ur brofadenn dirak an Aotrou hag a zic’haouo eviti, hag e vo glanaet eus he red-gwad : setu al lezenn evit an hini he devo ganet ur paotr pe ur plac’h.
Si elle ne trouve pas une somme suffisante pour une tête de petit bétail, elle prendra deux tourterelles ou deux jeunes pigeons, l’un pour l’holocauste et l’autre pour le sacrifice pour la faute. Le prêtre accomplira sur la femme le rite d’expiation, et elle sera purifiée. » Lv 12, 8 : Ha ma ne gav ket he dorn trawalc’h evit un oan, e kemero div durzhunell pe div goulmig : unan evit an holokost hag unan evit an dibec’hadenn. Hag e tic’haouo eviti ar beleg, hag e vo glanaet".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
