Levr al Leviegezh - Pennad 10
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 10
C’est alors que Nadab et Abihou, fils d’Aaron, prirent chacun son brûle-parfum, y mirent des charbons ardents sur lesquels ils déposèrent de l’encens. C’est un feu profane qu’ils apportèrent devant le Seigneur, sans qu’il leur ait ordonné. Lv 10, 1 : Hag e kemeras mibien Aaron, Nadab hag Abihou, pep a ezañsouer, hag e lakjont enno tan, hag e lakjont warnañ ezañs, hag e kinnigjont dirak an Aotrou un tan amreizh na oa ket bet gourc’hemennet dezho
Mais, de devant le Seigneur, un feu sortit et les dévora. Ils moururent devant le Seigneur. Lv 10, 2 : Hag e teuas un tan eus dirak an Aotrou hag a guzumas anezho, hag e varvjont dirak an Aotrou.
Alors Moïse dit à Aaron : « C’est bien ce qu’avait dit le Seigneur en déclarant : Par ceux qui m’approchent, je me sanctifierai, et devant tout le peuple, je me glorifierai. » Aaron resta silencieux. Lv 10, 3 : Hag e lavaras Moizez da Aaron : Se eo en devoa prometet an Aotrou dre lavarout : "Gant va c’hinnigerien e vin santelaet, ha dirak an holl bobl em bo gloar !" Hag e tavas Aaron.
Moïse appela Mishaël et Elçafane, les fils d’Ouzziël, oncle d’Aaron, et leur dit : « Approchez ! Emportez vos frères loin du sanctuaire, hors du camp. » Lv 10, 4 : Hag e c’halvas Moizez Misael hag Elisafan, mibien Oziel, eontr Aaron, hag e lavaras dezho : "Tostait ! Dougit ho preudeur a-zirak ar Santual en diavaez d’ar c’hamp".
S’étant approchés, ils les emportèrent dans leurs tuniques hors du camp, comme l’avait dit Moïse. Lv 10, 5 : Hag e tostajont, hag e voent douget ganto, gant o zonegoù, er-maez eus ar c’hamp, evel ma lavare Moizez.
Moïse dit alors à Aaron, ainsi qu’à ses fils Éléazar et Itamar : « Ne dénouez pas vos cheveux, ne déchirez pas vos vêtements, de peur de mourir et d’attirer la colère contre toute la communauté. Mais tous vos frères, toute la maison d’Israël, eux pleureront ceux que le Seigneur a détruits par le feu. Lv 10, 6 : Hag e lavaras Moizez da Aaron ha da Eleazar ha da Itamar, e vibien : "Ne vo ket ho plev foutouilhek nag ho tilhad diroget, ha ne varvot ket, ha war an holl gumuniezh ne vo ket kounnar. Ho preudeur, holl Di Israel a ouelo war an tan-gwall en deus enaouet an Aotrou.
Vous, vous ne quitterez pas l’entrée de la tente de la Rencontre, de peur de mourir, car l’huile d’onction du Seigneur est sur vous. » Et ils agirent conformément à la parole de Moïse. Lv 10, 7 : Treuzoù Teltenn an Emgav ne guitaiot ket, pe e varvot, rak eoul sakr an Aotrou a zo warnoc’h". Hag e rejont hervez lavar Moizez.
Le Seigneur parla à Aaron et dit : Lv 10, 8 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Aaron, o lavarout :
« Quand vous devez entrer dans la tente de la Rencontre, toi et tes fils avec toi, ne buvez ni vin ni boisson forte. Alors vous ne mourrez pas. C’est un décret perpétuel pour toutes vos générations. Lv 10, 9 : Na gwin na boeson ne evi, na te na da vibien ganit, pa-z eot da Deltenn an Emgav, ha ne varvot ket : reolenn beurbad evit ho tiskennidi.
Vous séparerez le saint et le profane, l’impur et le pur, Lv 10, 10 : Hag e vo un disparti etre ar santel hag an disakr, etre an dic’hlan hag ar glan,
et vous enseignerez aux fils d’Israël tous les décrets que le Seigneur a édictés pour eux par l’intermédiaire de Moïse. » Lv 10, 11 : hag e vo desket da vugale Israel an holl reolennoù en deus lavaret an Aotrou dezho dre Voizez".
Moïse parla à Aaron et aux fils qui lui restaient, Éléazar et Itamar : « Prenez l’offrande de céréales et, après en avoir retiré la nourriture offerte pour le Seigneur, mangez cette offrande à côté de l’autel, sans qu’elle ait levé, car c’est une part très sainte. Lv 10, 12 : Hag e lavaras Moizez da Aaron, da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ : "Kemerit ar brofadenn a zo manet eus tan-aberzhoù an Aotrou, hag he debrit hep goell, e-kichen an aoter, rak santel-santelañ eo.
Vous la mangerez dans un lieu saint : c’est le décret pour toi et le décret pour tes fils à propos des nourritures offertes au Seigneur. Tel est l’ordre que j’ai reçu. Lv 10, 13 : Hag he debriñ a reot en ul lec’h santel : dleet eo dit ha dleet d’az mibien diwar dan-aberzhoù an Aotrou, hervez an urzh am eus bet.
Mais la poitrine offerte avec le geste d’élévation, et la cuisse, la part prélevée, c’est dans n’importe quel lieu pur que toi, tu pourras les manger, et de même tes fils et tes filles après toi : c’est le décret pour toi et le décret pour tes fils à propos des sacrifices de paix des fils d’Israël. Lv 10, 14 : Bruched al luskadenn ha skoaz ar savadenn a zebrot en ul lec’h glan, te ha da vibien, ha da verc’hed ganit : dleet eo dit ha dleet d’az mibien, roet diwar sakrifisoù a beoc’h bugale Israel.
Ils apporteront la cuisse, la part prélevée, et la poitrine offerte avec le geste d’élévation, ainsi que les graisses, en nourriture offerte. Elles seront offertes avec le geste d’élévation devant le Seigneur. C’est un décret perpétuel édicté par le Seigneur pour toi et pour tes fils après toi, comme le Seigneur l’a ordonné. » Lv 10, 15 : Skoaz ar savadenn ha bruched al luskadenn, ouzhpenn da dan-aberzhoù al lardoù, a zegasint d’ober ul luskadenn dirak an Aotrou : Bez’ e vo dit ha d’az mibien ganit un dle peurbad, hervez gourc’hemenn an Aotrou".
Alors Moïse, avec insistance, s’informa du bouc du sacrifice pour la faute : voici qu’on l’avait brûlé ! Il se mit en colère contre Éléazar et Itamar, les fils qui restaient à Aaron : Lv 10, 16 : Ha bouc’h an dibec’hadenn a glaskas Moizez, met devet e oa bet, hag e kounnaras enep Eleazar hag Itamar, mibien Aaron manet dezhañ, o lavarout :
« Pourquoi n’avez-vous pas mangé la victime du sacrifice pour la faute dans le Lieu saint ? C’est une part très sainte qui vous a été accordée pour ôter le péché de la communauté et pour que soit accompli sur celle-ci le rite d’expiation, devant le Seigneur. Lv 10, 17 : Perak n’hoc’h eus ket debret an dibec’hadenn en ul lec’h santel, pa-z eo santel-santelañ ? Bet e oa roet deoc’h evit dilemel fazi ar gumuniezh dre zic’haouiñ evito dirak an Aotrou.
Puisque le sang de la victime n’avait pas été porté à l’intérieur du sanctuaire, vous deviez absolument la manger dans le sanctuaire, comme je l’avais ordonné. » Lv 10, 18 : Setu ne oa ket bet kaset he gwad d’ar Santual en diabarzh, hag ho poa d’he debriñ er Santual, hervez va gourc’hemenn".
Alors Aaron adressa la parole à Moïse : « Voici qu’en ce jour ils ont présenté leur sacrifice pour la faute et leur holocauste devant le Seigneur. Mais après ce qui m’est arrivé, le Seigneur approuverait-il que je mange d’un sacrifice pour la faute en un tel jour ? » Lv 10, 19 : Hag e lavaras Aaron da Voizez : "Setu, hiziv o deus kinniget o dibec’hadenn hag o holokost dirak an Aotrou. Hag ez eus c’hoarvezet ganin kement-mañ. M’em befe debret an dibec’hadenn hiziv, daoust ha plijet en defe d’an Aotrou?"
Quand Moïse entendit cela, il approuva. Lv 10, 20 : Pa glevas se Moizez, e plijas se dezhañ.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
