Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr al Leviegezh » Pennad 11

Levr al Leviegezh - Pennad 11

Levr : Levr al Leviegezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Pennad 11



Le Seigneur parla à Moïse et à Aaron, et leur dit : Lv 11, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag ouzh Aaron, o lavarout dezho :

« Parlez aux fils d’Israël : Parmi tous les animaux qui sont sur la terre, voici ceux que vous pourrez manger. Lv 11, 2 : Komzit ouzh bugale Israel, o lavarout : Setu al loened a zebrot, eus an holl anevaled a zo war an douar.

Tout animal qui a le sabot fourchu, fendu en deux ongles, et qui rumine, vous pourrez le manger. Lv 11, 3 : Ar re o deus botez, ez eo faoutet o botez, hag a zaskiria, a-douez an anevaled : ar re-se a zebrot.

Cependant, parmi les ruminants et parmi les animaux ayant des sabots, vous ne pourrez pas manger ceux-ci : le chameau car, bien que ruminant, il n’a pas le sabot fourchu, il est impur pour vous ; Lv 11, 4 : Neuze ’ta ne zebrot ket, e-touez ar re a zaskiria, pe o deus botez : ar c’hañval, rak daoust ma taskiria, n’en deus ket a votez faoutet ;

le daman car, bien que ruminant, il n’a pas le sabot fourchu, il est impur pour vous ; Lv 11, 5 : an daman, rak daoust ma taskiria, n’en deus ket a votez faoutet : dic’hlan e vo evidoc’h ;

le lièvre car, bien que ruminant, il n’a pas le sabot fourchu, il est impur pour vous ; Lv 11, 6 : ar c’had, rak daoust ma taskiria n’en deus ket a votez faoutet : dic’hlan e vo evidoc’h ;

et le porc car, bien qu’ayant le sabot fourchu, fendu en deux ongles, il ne rumine pas, il est impur pour vous. Lv 11, 7 : ar porc’hell, rak daoust m’en deus botez hag ez eo faoutet e votez, ne zaskiria ket : dic’hlan e vo evidoc’h.

Vous ne mangerez pas de leur chair ni ne toucherez leur cadavre, ils sont impurs pour vous. Lv 11, 8 : Eus o c’hig ne zebrot ket, ouzh o c’horfoù marv ne stokot ket : dic’hlan e vezint evidoc’h.

Parmi tous les animaux aquatiques, vous pourrez manger ceux-ci : tout animal aquatique, de mer ou de rivière, qui a nageoires et écailles, vous pourrez le manger. Lv 11, 9 : Debriñ a reot eus ar re-mañ a zo en dour : ar re o deus brenkoù ha skant en doureier, er morioù hag er stêrioù, ar re-se a zebrot.

Mais tout ce qui n’a pas de nageoires ni d’écailles, dans les mers ou dans les fleuves, parmi toutes les bêtes des eaux et tous les êtres vivants qui s’y trouvent, sera immonde pour vous. Lv 11, 10 : Met ar re n’o deus na brenkoù na skant er morioù hag er stêrioù, a-douez ar re a verv en doureier, a-douez an holl voudoù bev a zo en doureier, euzhus e vezint evidoc’h,

Et vous les considérerez comme immondes, vous n’en mangerez pas la chair et vous aurez en dégoût leurs cadavres. Lv 11, 11 : un euzhusted evidoc’h ; eus o c’hig ne zebrot ket hag o c’horfoù marv a zo euzhus.

Tout ce qui vit dans l’eau sans avoir de nageoires ni d’écailles, sera immonde pour vous. Lv 11, 12 : Ar re n’o deus na brenkoù na skant, en doureier, a vo euzhus evidoc’h.

Voici, parmi les oiseaux, ceux qui seront immondes pour vous et qu’on ne mangera pas, car ce sont des choses immondes : l’aigle, le gypaète, l’orfraie, Lv 11, 13 : Hag ar re-mañ a vo euzhus evidoc’h, a-douez an evned ; n’o debrot ket, euzhus int : erer, kaouenn ha gup,

le busard, les différentes espèces de milans, Lv 11, 14 : skoul, ha falc’hun a bep seurt,

toutes les espèces de corbeau, Lv 11, 15 : brini a bep seurt,

l’autruche, le chat-huant, la mouette et les différentes espèces d’éperviers, Lv 11, 16 : struskañval, kaouenn-gazh, skrav ha sparfell a bep seurt,

le hibou, le cormoran, la chouette, Lv 11, 17 : houper-noz, morvaout, barveg-aod,

l’ibis, la hulotte, le vautour blanc, Lv 11, 18 : alarc’h, pilikant ha bultur,

la cigogne et les différentes espèces de héron, la huppe, la chauve-souris. Lv 11, 19 : c’hwibon, herlegon a bep seurt, kogenan ha logodenn-dall.

Toutes les bestioles ailées qui marchent sur quatre pattes seront immondes pour vous. Lv 11, 20 : Ar c’hwiled-nij, a gerzh war bevar zroad, a vo euzhus evidoc’h.

Mais parmi toutes les bestioles ailées qui marchent sur quatre pattes, vous mangerez seulement celles qui ont des pattes articulées leur permettant de sauter sur le sol. Lv 11, 21 : Met debriñ a reot, a-douez ar c’hwiled-nij a gerzh war bevar zroad, ar re o deus divesker a-us d’o zreid evit tarlammat ganto war an douar :

Voici donc celles que vous pourrez manger : les différentes espèces de sauterelles, criquets, grillons et locustes. Lv 11, 22 : eus ar re-se e tebrot karveged a bep seurt, kilhegi-roc’h a bep seurt, skrilhed a bep seurt, tar-lammerezed a bep seurt.

Mais toute autre bestiole ailée qui a simplement quatre pattes sera immonde pour vous. Lv 11, 23 : Ar c’hwiled-nij all hag o deus pevar zroad a vo euzhus evidoc’h.

Vous vous rendrez impurs avec les animaux ci-après. Quiconque touche leur cadavre sera impur jusqu’au soir, Lv 11, 24 : Gant ar re-se en em zic’hlaner, neb a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an abardaez.

et quiconque porte une partie de leur cadavre devra laver ses vêtements et sera impur jusqu’au soir. Lv 11, 25 : Ha neb en devo douget korf marv unan bennak a walc’ho e zilhad hag a vo dic’hlan betek an abardaez.

Voici ces animaux : tout quadrupède qui a le sabot non fendu ou qui ne rumine pas sera immonde pour vous, quiconque le touchera sera impur. Lv 11, 26 : Evit ar chatal o deus botez ha n’int ket faoutet, ha na zaskiriont ket, dic’hlan e vezint evidoc’h ; neb a stoko outo a vo dic’hlan.

De même, tous les animaux qui marchent sur la plante des pieds sont impurs pour vous. Quiconque touche leur cadavre sera impur jusqu’au soir, Lv 11, 27 : Evit ar re a gerzh war balvoù o zreid, eus al loened gouez a gerzh war bevar zroad, dic’hlan e vezint evidoc’h ; neb a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an abardaez.

et quiconque porte leur cadavre doit laver ses vêtements et sera impur jusqu’au soir. Ces animaux sont impurs pour vous. Lv 11, 28 : Hag an hini a zougo o c’horfoù marv a walc’ho e zilhad hag a vo dic’hlan betek an abardaez : dic’hlan e vezint evidoc’h.

Parmi tous les petits animaux qui foisonnent sur la terre ferme, voici ceux qui seront impurs pour vous : la taupe, la souris, les différentes espèces de lézards, Lv 11, 29 : Ar re-mañ a vo evidoc’h dic’hlan, e-touez al loenedigoù a vesk war an douar : gozed, logod, glazarded a bep seurt,

gecko, lézard ocellé, lézard vert, lézard des sables et caméléon. Lv 11, 30 : heureuchined, baoted, sourded, hudc’hlazarded, laou-douar.

Parmi tous les petits animaux, ceux-là sont impurs pour vous. Quiconque les touche quand ils sont crevés sera impur jusqu’au soir. Lv 11, 31 : Ar re-se a vo dic’hlan evidoc’h, e-touez al loenedigoù ; neb a stoko outo pa vezint marv a vo dic’hlan betek an abardaez.

Qu’une de ces bêtes ayant crevé tombe sur n’importe quel objet, celui-ci devient impur, que ce soit un ustensile de bois, un vêtement, une peau ou une toile à sac, bref un ustensile servant à n’importe quel usage ; on le plongera dans l’eau, il sera impur jusqu’au soir, puis il sera pur. Lv 11, 32 : Hag an dra a gouezh warno pa-z int marvet a vo dic’hlan : traoù-koad, pezh-dilhad, kroc’hen, sac’h, benveg bennak d’ober al labour. D’an dour e vezint kaset, dic’hlan betek an abardaez, ha neuze e vezint glan.

Et si l’une de ces bêtes tombe dans un quelconque récipient d’argile, tout son contenu deviendra impur, et vous briserez le récipient. Lv 11, 33 : Ar podoù-pri ma vo kouezhet diouzh ar re-mañ en o diabarzh, forzh petra a oa enno, a vo dic’hlan ha torret.

Tout aliment qui entrera en contact avec cette eau sera impur. Il en sera de même pour une boisson potable : elle deviendra impure, quel que soit le récipient qui la contient. Lv 11, 34 : Ar boued da zebriñ, deuet warnañ dour dic’hlan, a vo dic’hlan, hag un evaj da evañ eus ar podoù a vo dic’hlan.

Si le cadavre d’une de ces bêtes tombe sur quelque objet, celui-ci sera impur. Un four ou un foyer devront être démolis, car ils sont impurs, et vous les tiendrez donc pour impurs. Lv 11, 35 : Kement tra kouezhet ur c’horf marv warnañ a zo dic’hlan. Forn pe fornigell, freuzet e vo : dic’hlan eo ha dic’hlan e vo evidoc’h.

Mais une source ou une citerne où l’on recueille de l’eau restera pure ; toutefois, quiconque touchera un de ces cadavres tombés dedans sera impur. Lv 11, 36 : Ur feunteun, ur puñs, ur poull-dour a oa glan, hag a stok ouzh o gagn, a vo dic’hlan.

Si l’un de ces cadavres tombe sur une semence prête à être semée, elle restera pure. Lv 11, 37 : Ma kouezh eus o gagn war had, hadet pe da hadañ, e vo glan hemañ.

Mais si une semence a été humectée d’eau et que l’un de leurs cadavres tombe sur elle, elle sera impure pour vous. Lv 11, 38 : M’eo bet lakaet dour gant an had, ha ma kouezh eus o gagn warnañ, e vo dic’hlan evidoc’h.

Si un animal que vous pouvez manger vient à crever, quiconque touchera son cadavre sera impur jusqu’au soir. Lv 11, 39 : Ma varv ur penn-chatal a oa evit ho poued, an hini a stok ouzh e gorf marv a vo dic’hlan betek an abardaez.

Quiconque mangera de son cadavre devra nettoyer ses vêtements et sera impur jusqu’au soir, et quiconque transportera son cadavre devra nettoyer ses vêtements et sera impur jusqu’au soir. Lv 11, 40 : An hini a zebro eus e gorf a walc’ho e zilhad hag a vo dic’hlan betek an abardaez ; an hini a zougo ar c’horf a walc’ho e zilhad hag a vo dic’hlan betek an abardaez.

Tous les petits animaux qui foisonnent sur la terre sont chose immonde, on n’en mangera pas. Lv 11, 41 : Al loenedigoù a vesk war an douar a zo euzhus : n’int ket da zebriñ ;

Tout ce qui rampe sur le ventre, tout ce qui marche sur quatre pattes ou davantage, bref tous les petits animaux qui foisonnent sur la terre, vous n’en mangerez pas, car ils sont immondes. Lv 11, 42 : ar re a vale war o c’hof, ar re a vale war bevar pe muioc’h a dreid, ar stlejviled en em stlej war an douar, n’o debrit ket, rak euzhus int.

Ne vous rendez pas immondes vous-mêmes avec tous ces petits animaux qui foisonnent, ne devenez pas impurs avec eux et ne soyez pas impurs à cause d’eux. Lv 11, 43 : N’euzhusait ket hoc’h eneoù ket gant an holl stlejviled-se. N’en em zic’hlanait ket ganto, na vezit ket dic’hlan drezo.

Car moi, le Seigneur, je suis votre Dieu. Vous vous sanctifierez et vous serez saints car moi, je suis saint. Ne vous rendez donc pas impurs avec tous ces petits animaux qui rampent sur terre. Lv 11, 44 : Rak me, an Aotrou, eo ho Toue ; hag en em santelaat a reot hag e viot santel, rak santel on-me. Na zic’hlanait ket hoc’h eneoù gant ar stlejviled a ruz war an douar,

Car moi, le Seigneur, je vous ai fait monter du pays d’Égypte pour être votre Dieu : vous serez donc saints car moi, je suis saint. Lv 11, 45 : rak me eo an Aotrou en deus ho savet eus bro Egipt, evit bezañ ho Toue, hag evit ma viot santel, rak santel on-me".

Telle est la loi concernant les animaux, les oiseaux, tout être vivant qui remue dans l’eau et tout être vivant qui foisonne sur la terre. Lv 11, 46 : Setu al lezenn evit ar chatal, an evned hag ar boudoù bev a ruz en doureier, ar boudoù en em stlej war an douar.

Elle sépare ce qui est impur de ce qui est pur, les animaux qui peuvent être mangés de ceux qui ne peuvent être mangés. » Lv 11, 47 : Dav eo dispartiañ etre dic’hlan ha glan, etre loen da zebriñ ha loen na zebrer ket.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn