Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr al Leviegezh » Pennad 24

Levr al Leviegezh - Pennad 24

Levr : Levr al Leviegezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Pennad 24



Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 24, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Ordonne aux fils d’Israël de te procurer, pour le luminaire, de l’huile d’olive, limpide et vierge, afin que monte perpétuellement la flamme d’une lampe. Lv 24, 2 : Kemenn da vugale Israel kerc’hat dit eoul olivez boull friket evit ar gouloù, evit enaouiñ ur c’houlaouenn beurbad.

C’est devant le rideau qui abrite le Témoignage, à l’intérieur de la tente de la Rencontre, qu’Aaron disposera cette lampe, pour qu’elle soit perpétuellement du soir au matin devant le Seigneur. C’est un décret perpétuel pour toutes vos générations. Lv 24, 3 : Er-maez eus rideoz an Testeni, e Teltenn an Emgav, e vo renket gant Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an Aotrou bepred : reolenn beurbad evit ho tiskennidi.

Aaron disposera les lampes sur le chandelier d’or pur, devant le Seigneur, et cela perpétuellement. Lv 24, 4 : War ar c’hantolor glan e renko ar gouleier dirak an Aotrou, bepred.

Tu prendras de la fleur de farine, et tu en feras cuire douze gâteaux, chacun de deux dixièmes d’épha. Lv 24, 5 : Hag e kemeri flourenn, hag e pobi ganti daouzek gwastell ; a ziv zekvedenn e vo pep gwastell.

Puis tu les placeras en deux rangées de six sur la table d’or pur qui est devant le Seigneur. Lv 24, 6 : Hag o laki e div renkad, c’hwec’h dre renkad, war un daol naet, dirak an Aotrou.

Sur chaque rangée, tu déposeras de l’encens pur. Ce sera un aliment apporté en témoignage, une nourriture offerte pour le Seigneur. Lv 24, 7 : Hag e laki war bep renkad ezañs glan a vo evit ar bara, un eñvoradenn : tan-aberzh evit an Aotrou.

Chaque jour de sabbat, on les disposera devant le Seigneur perpétuellement, de la part des fils d’Israël : c’est une alliance perpétuelle. Lv 24, 8 : Deiz ar Sabad, pep deiz Sabad, e vo renket ar re-mañ dirak an Aotrou, bepred, a-berzh bugale Israel : emglev peurbad.

Ils seront pour Aaron et ses fils, qui les mangeront en un lieu saint : ils sont pour eux une part très sainte de la nourriture offerte pour le Seigneur. C’est un décret perpétuel. Lv 24, 9 : Hag e vo se, evit Aaron hag e vibien, hag e zebriñ a raint en ul lec’h santel : ar santel-santelañ a zo evitañ, diouzh tan-aberzhoù an Aotrou, reolenn beurbad".

Le fils d’une femme israélite, mais dont le père était égyptien, sortit au milieu des fils d’Israël ; lui et un homme qui était israélite se prirent de querelle dans le camp. Lv 24, 10 : Hag ez eas mab ur vaouez Israel, hag a oa mab un den egiptat, e-mesk bugale Israel, hag en em gannas er c’hamp mab an Israeladez gant un den eus Israel.

Or le fils de la femme israélite blasphéma le nom du Seigneur et le maudit. On le conduisit alors à Moïse. Le nom de la mère était Shelomith, fille de Dibri, de la tribu de Dane. Lv 24, 11 : Hag e sakreas mab ar vaouez israelat an Anv hag her milligas, hag e voe degaset da Voizez. Anv e vamm a oa Salomit, merc’h Divri, eus meuriad Dan.

On mit l’homme sous bonne garde pour que ce soit le Seigneur qui en décide. Lv 24, 12 : Hag e lezel a rejont er prizon, betek kaout disklêriadur a-berzh an Aotrou.

Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 24, 13 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

Fais sortir hors du camp l’auteur de la malédiction. Tous ceux qui l’ont entendu poseront leurs mains sur sa tête, et toute la communauté le lapidera. Lv 24, 14 : Kas ar milliger er-maez eus ar c’hamp, hag e harpo an holl re o deus klevet o daouarn war e benn, hag e vo meinataet gant an holl gumuniezh.

Puis tu parleras ainsi aux fils d’Israël : Quiconque maudit son Dieu portera le poids de son péché. Lv 24, 15 : Hag ouzh bugale Israel e komzi, o lavarout : Neb a villigo e Zoue a zougo e bec’hed.

Qui blasphème le nom du Seigneur sera mis à mort ; toute la communauté le lapidera. Qu’il soit immigré ou israélite de souche, s’il blasphème le nom du Seigneur, il mourra. Lv 24, 16 : Touer Anv an Aotrou a varvo : meinataet e vo gant an holl gumuniezh ; estrañjour pe genvroad, an hini a douo an Anv a varvo.

Si un homme frappe à mort un être humain, quel qu’il soit, il sera mis à mort. Lv 24, 17 : An hini a lamo e vuhez digant un den bennak a varvo.

Celui qui frappe à mort un animal le remplacera par un autre, vie pour vie. Lv 24, 18 : An hini a lamo e vuhez digant ul loen bennak e baeo, buhez evit buhez.

Si un homme provoque une infirmité chez un de ses compatriotes, on lui fera comme il a fait : Lv 24, 19 : An hini a lakaio un namm war e nesañ, evel m’en devo graet e vo graet dezhañ :

fracture pour fracture, œil pour œil, dent pour dent. Telle l’infirmité provoquée, telle l’infirmité subie. Lv 24, 20 : Drailh evit drailh, lagad evit lagad, dant evit dant. Evel m’en devo lakaet un namm war un den e vo lakaet warnañ.

Celui qui frappe à mort un animal le remplacera par un autre ; celui qui frappe à mort un homme mourra. Lv 24, 21 : An hini en devo skoet war ul loen d’ar marv e baeo, hag an hini a sko ouzh un den a vo lakaet d’ar marv.

Il n’y aura chez vous qu’un seul droit, tant pour l’israélite de souche que pour l’immigré, car je suis le Seigneur votre Dieu. » Lv 24, 22 : Ul lezenn hepken a vo ganeoc’h ; evit an estrañjour hag evit ar c’henvroad, hevelep hini. Rak me eo an Aotrou, ho Toue".

Moïse ayant ainsi parlé aux fils d’Israël, on fit sortir hors du camp l’auteur de la malédiction et on le lapida. Les fils d’Israël firent comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Lv 24, 23 : Hag e komzas Moizez ouzh bugale Israel, hag e kasjont ar milliger er-maez eus ar c’hamp hag hel labezjont gant mein. Bugale Israel a reas evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn