Levr al Leviegezh - Pennad 9
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 9
Le huitième jour, Moïse appela Aaron et ses fils, ainsi que les anciens d’Israël. Lv 9, 1 : Ha d’an eizhvet deiz e c’halvas Moizez Aaron hag e vibien ha Kozhidi Israel.
Il dit à Aaron : « Prends un veau du troupeau, destiné à un sacrifice pour la faute, et un bélier pour un holocauste, animaux sans défaut, et fais-les approcher devant le Seigneur. Lv 9, 2 : Hag e lavaras da Aaron : "Kerc’h ul leue yaouank evit un dibec’hadenn, hag un tourz evit un holokost, reoù disi, hag o degas dirak an Aotrou.
Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Prenez un bouc destiné à un sacrifice pour la faute, un veau et un agneau, de l’année et sans défaut, pour un holocauste, Lv 9, 3 : Hag ouzh bugale Israel e komzi, o lavarout : Kemerit ur bouc’h evit un dibec’hadenn, hag ul leue, hag un oan, reoù eus ar bloaz, disi, evit un holokost,
un taureau et un bélier pour un sacrifice de paix à offrir devant le Seigneur, et une offrande de céréales pétrie à l’huile, car aujourd’hui le Seigneur vous apparaîtra. » Lv 9, 4 : hag ur c’hole hag un tourz evel peoc’h-aberzhoù, evit o lidlazhañ dirak an Aotrou, gant ur brofadenn mezet en eoul, rak hiziv an Aotrou en em ziskouezo deoc’h".
Ils amenèrent devant la tente de la Rencontre tout ce que Moïse avait ordonné d’amener, puis toute la communauté s’approcha et se tint debout devant le Seigneur. Lv 9, 5 : Hag e tegasjont ar pezh en devoa gourc’hemennet Moizez dirak Teltenn an Emgav, hag e tostaas an holl gumuniezh, hag en em zalc’hjont dirak an Aotrou.
Moïse dit : « Voici ce que le Seigneur vous a ordonné de faire, afin que la gloire du Seigneur vous apparaisse. » Lv 9, 6 : Hag e lavaras Moizez : "Setu an dra en deus gourc’hemennet an Aotrou deoc’h ober, hag en em ziskouezo deoc’h gloar an Aotrou".
Alors Moïse dit à Aaron : « Approche-toi de l’autel, offre ton sacrifice pour la faute et ton holocauste, accomplis le rite d’expiation pour toi et pour le peuple, puis offre le présent réservé du peuple, et accomplis le rite d’expiation pour lui, comme le Seigneur l’a ordonné. » Lv 9, 7 : Hag e lavaras Moizez da Aaron : "Tosta ouzh an aoter ha gra da zibec’hadenn ha da holokost, ha dic’haou evidout hag evit ar bobl ; ha gra kinnigadenn ar bobl ha dic’haou evito, hervez gourc’hemenn an Aotrou".
Aaron s’approcha de l’autel et immola un veau pour sa propre faute. Lv 9, 8 : Hag e tostaas Aaron ouzh an aoter, hag e lidlazhas leue an dibec’hadenn a oa evitañ.
Les fils d’Aaron lui apportèrent le sang ; il trempa son doigt dans le sang et en mit sur les cornes de l’autel ; il versa le reste du sang à la base de l’autel. Lv 9, 9 : Hag e tarbaras mibien Aaron ar gwad dezhañ, hag e soubas e viz er gwad a lakaas war gornioù an aoter, hag ar gwad a skuilhas war diazez an aoter.
Il fit fumer à l’autel la graisse, les rognons et le lobe du foie de la victime du sacrifice pour la faute, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Lv 9, 10 : Hag al lard, al lounezhi, ha flipezenn an avu eus an dibec’hadenn a zevas war an aoter evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
La chair et la peau furent brûlées au feu hors du camp. Lv 9, 11 : Hag ar c’hig, gant ar c’hroc’hen, a zevas en tan en diavaez d’ar c’hamp.
Alors il immola l’holocauste. Les fils d’Aaron lui remirent le sang et il en aspergea l’autel, tout autour. Lv 9, 12 : Hag e lidlazhas an holokost, hag e tarbaras mibien Aaron dezhañ ar gwad, a voe sparfet gantañ ouzh an aoter tro-war-dro.
Ils lui remirent les quartiers de la victime de l’holocauste, ainsi que la tête, et il les fit fumer sur l’autel. Lv 9, 13 : An holokost a voe darbaret dezhañ a dammoù, gant ar penn, hag o devas war an aoter.
Il lava les entrailles et les pattes, et les fit fumer à l’autel sur l’holocauste. Lv 9, 14 : Hag e walc’has ar bouzelloù hag an treid hag o devas war an holokost, war an aoter.
Il apporta alors le présent réservé, celui du peuple, prit le bouc du sacrifice pour la faute du peuple, l’immola et le sacrifia pour la faute comme précédemment. Lv 9, 15 : Hag e reas kinnigadenn ar bobl dre gemer bouc’h an dibec’hadenn evit ar bobl, a lidlazhas oc’h ober un dibec’hadenn gantañ evel gant an hini kentañ.
Il apporta la victime de l’holocauste, et accomplit le rite. Lv 9, 16 : Hag e kinnigas an holokost da ober gantañ hervez al lid.
Puis il apporta l’offrande de céréales, en prit une pleine poignée, et la fit fumer sur l’autel, en plus de l’holocauste du matin. Lv 9, 17 : Hag e kinnigas ar brofadenn, hag e leunias e balv ganti, hag he devas war an aoter, ouzhpenn holokost ar beure.
Il immola le taureau et le bélier, en sacrifice de paix pour le peuple. Les fils d’Aaron lui remirent le sang, dont il aspergea l’autel, tout autour ; Lv 9, 18 : Hag e lidlazhas ar c’hole hag an tourz : Peoc’h-aberzh a beoc’h evit ar bobl ; hag e tarbaras mibien Aaron ar gwad dezhañ, a voe sparfet gantañ ouzh an aoter tro-war-dro.
ils lui remirent aussi les parties grasses du taureau et du bélier, la queue, la graisse qui couvre les entrailles, les rognons et le lobe du foie ; Lv 9, 19 : Al lardoù eus ar c’hole hag eus an tourz, al lost, ar goloadurioù, al lounezhi ha flipezenn an avu,
ils mirent ces parties grasses sur les poitrines et on les fit fumer à l’autel. Lv 9, 20 : a voe lakaet ganto war ar bruchedoù, hag e voe devet al lardoù war an aoter.
Aaron offrit les poitrines et la cuisse droite, avec le geste d’élévation devant le Seigneur, comme Moïse l’avait ordonné. Lv 9, 21 : Gant ar bruchedoù ha gant ar skoaz dehou e reas Aaron ul luskadenn dirak an Aotrou, evel m’en devoa gourc’hemennet Moizez.
Aaron leva alors les mains sur le peuple, et le bénit. Puis il descendit de l’autel, après avoir fait le sacrifice pour la faute, l’holocauste et les sacrifices de paix. Lv 9, 22 : Hag e savas Aaron e zorn etrezek ar bobl hag o bennigas. Hag e tiskennas, goude bezañ graet an dibec’hadenn, an holokost hag ar peoc’h-aberzhoù.
Moïse et Aaron entrèrent ensuite dans la tente de la Rencontre. Quand ils en ressortirent, ils bénirent le peuple. Alors la gloire du Seigneur apparut à tout le peuple : Lv 9, 23 : Hag ez eas Moizez hag Aaron da Deltenn an Emgav. Hag e teujont er-maez hag e vennigjont ar bobl, hag en em ziskouezas klod an Aotrou d’an holl dud.
un feu sortit de devant le Seigneur et dévora l’holocauste et les graisses sur l’autel. Le peuple vit cela, tous crièrent de joie et tombèrent face contre terre. Lv 9, 24 : Hag e teuas un tan eus dirak an Aotrou, a guzumas war an aoter an holokost hag al lardoù. Hag e welas se an holl dud, hag en ur youc’hal e kouezhjont war o dremmoù.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
