Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr al Leviegezh » Pennad 20

Levr al Leviegezh - Pennad 20

Levr : Levr al Leviegezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Pennad 20



Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 20, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Tu diras aux fils d’Israël : Si un homme, un des fils d’Israël ou un immigré résidant en Israël, livre quelqu’un de sa progéniture à Molek, il sera mis à mort. Les gens du pays le lapideront, Lv 20, 2 : Ha da vugale Israel e lavari : Nep piv bennak, eus bugale Israel, pe ostiziad o chom en Israel, a roio eus e vugale d’ar Moloc’h, a varvo. Tud ar vro hel labezo gant mein.

et moi, je tournerai mon visage contre cet homme et je le retrancherai du milieu de son peuple, car, en livrant quelqu’un de sa progéniture à Molek, il a rendu impur mon sanctuaire et profané mon saint nom. Lv 20, 3 : Ha me a lakaio va dremm enep an den-se hag her rasko a-douez e bobl, dre m’en devo, eus e vugale, roet d’ar Moloc’h evit saotrañ va Santual ha disakrañ va anv santel.

Si les gens du pays ferment les yeux pour ne pas voir cet homme livrer quelqu’un de sa progéniture à Molek, et ne le mettent pas à mort, Lv 20, 4 : Ma tistro tud ar vro o daoulagad diouzh an den-se, pa ro eus e vugale d’ar Moloc’h, e-lec’h lazhañ anezhañ,

moi, je tournerai mon visage contre cet homme et contre son clan, et je les retrancherai du milieu de leur peuple, lui et tous ceux qui, avec lui, se seront prostitués à la suite de Molek. Lv 20, 5 : e lakain-me va dremm enep an den-se hag enep e gerentiezh, hag e raskin anezhañ hag an holl re o c’hastaouiñ gantañ, o c’hastaouiñ war-lerc’h ar Moloc’h, a-douez o fobl.

Si un individu se tourne vers les nécromanciens et vers les voyants pour se prostituer à leur suite, je tournerai mon visage contre lui et je le retrancherai du milieu de son peuple. Lv 20, 6 : Hag an hini en em droio ouzh an hudsteredourien evit gastaouiñ war o lerc’h, e lakain va dremm enep dezhañ, hag e raskin anezhañ a-douez e bobl.

Sanctifiez-vous et soyez saints, car je suis le Seigneur votre Dieu. Lv 20, 7 : En em santelaat a reot, hag e viot sent, rak me eo an Aotrou, ho Toue.

Vous observerez mes décrets et vous les mettrez en pratique. Je suis le Seigneur qui vous sanctifie. Lv 20, 8 : Hag e virot va reolennoù, hag e sevenot anezho, me, an Aotrou, ho santelaio.

Tout homme qui maudira son père ou sa mère sera mis à mort ; il a maudit son père ou sa mère, son sang retombera sur lui. Lv 20, 9 : Neb a villigo e dad pe e vamm a varvo ; e dad pe e vamm en devo milliget : e wad a vo warnañ.

Quand un homme commet l’adultère avec la femme de son prochain, cet homme adultère et cette femme seront mis à mort. Lv 20, 10 : Un den avoultrer gant gwreg un all, an hini a ra avoultriezh gant gwreg e nesañ, a vo lakaet d’ar marv, avoultrer hag avoultrerez.

Quand un homme couche avec la femme de son père, découvrant ainsi la nudité de son père, tous deux, l’homme et la femme, seront mis à mort, leur sang retombera sur eux. Lv 20, 11 : An den a gousk gant gwreg e dad, noazhder e dad a zizolo, d’ar marv e vezint lakaet o-daou : o gwad a zo warno.

Quand un homme couche avec sa belle-fille, tous deux seront mis à mort : c’est une union infâme, leur sang retombera sur eux. Lv 20, 12 : An den a gousk gant e verc’h-kaer, d’ar marv e vezint lakaet o-daou : tra dinatur o deus graet ; o gwad a vo warno.

Quand un homme couche avec un homme comme on couche avec une femme, tous deux commettent une abomination ; ils seront mis à mort, leur sang retombera sur eux. Lv 20, 13 : An den a gousk gant ur paotr evel ma kousker gant ur vaouez, euzhus e reont o-daou : d’ar marv e vezint lakaet ; o gwad a zo warno.

Quand un homme prend pour épouses une femme et sa mère, c’est une monstruosité ; on les brûlera, lui et elles deux : il n’y aura pas de monstruosité au milieu de vous. Lv 20, 14 : An den a gemer ur vaouez hag he mamm : un torfed eo ; en tan e vo devet, eñ hag int, ha ne vo ket an torfed-se en ho touez.

Quand un homme a des rapports avec un animal, l’homme sera mis à mort, et vous abattrez l’animal. Lv 20, 15 : An den a ro e red-sper d’ul loen a varvo, hag al loen a lazhot.

Quand une femme s’approche d’un animal quelconque pour s’accoupler à lui, tu tueras la femme et l’animal ; ils seront mis à mort, leur sang retombera sur eux. Lv 20, 16 : Ar vaouez a dostaio ouzh ul loen bennak evit parañ gantañ : lazhañ a ri ar vaouez hag al loen, d’ar marv e vezint lakaet ; o gwad a zo warno.

Quand un homme prend pour épouse sa sœur, fille de son père ou fille de sa mère, et qu’il voit sa nudité comme elle voit la sienne, c’est une ignominie. Ils seront retranchés sous les yeux des fils de leur peuple ; il a découvert la nudité de sa sœur, il portera le poids de son péché. Lv 20, 17 : An den a gemero e c’hoar, merc’h e dad pe verc’h e vamm, ma wel he noazhder, ha ma wel-hi e noazhder : un druez ! Rasket e vezint dirak mibien o Fobl : noazhder e c’hoar en deus dizoloet, e bec’hed a zougo.

Quand un homme couche avec une femme pendant ses règles et découvre sa nudité, il met à nu la source du sang, et la femme dévoile cette source : tous deux seront retranchés du milieu de leur peuple. Lv 20, 18 : An den a gousk gant ur vaouez en he mizioù hag a zizolo he noazhder, a laka hec’h andon en noazh, hag hi he devo dizoloet andon he gwad, rasket e vezint o-daou a-douez o Fobl.

Tu ne découvriras pas la nudité de la sœur de ta mère ni celle de la sœur de ton père, car ce serait mettre à nu ta propre parenté : vous porteriez le poids de votre péché. Lv 20, 19 : Na noazhder c’hoar da vamm, nag hini c’hoar da dad ne zizoloi, rak etre tud kar en em noashaat eo se : o fec’hed a zougint.

Quand un homme couche avec sa tante, il découvre la nudité de son oncle : ils porteront le poids de leur faute ; ils mourront sans enfant. Lv 20, 20 : Un den a gousko gant e voereb, noazhder e eontr en devo dizoloet : o fec’hed a zougint, divugel e varvint.

Quand un homme prend pour épouse la femme de son frère, c’est une souillure ; il a découvert la nudité de son frère ; ils n’auront pas d’enfant. Lv 20, 21 : An den a gemer gwreg e vreur, ur saotradur eo, noazhder e vreur en deus dizoloet : divugel e vezint.

Observez tous mes décrets et toutes mes ordonnances, et mettez-les en pratique ; ainsi, le pays où je vous fais entrer pour vous y installer ne vous vomira pas. Lv 20, 22 : Hag e virot va holl reolennoù ha va holl setañsoù, hag o sevenot, ha n’ho tislonko ket ar vro emaon ouzh ho kas di, da chom enni.

Vous ne suivrez pas les lois des nations que je chasse devant vous : c’est parce qu’elles ont pratiqué toutes ces choses que je les ai prises en dégoût. Lv 20, 23 : Ha ne gerzhot ket e reolennoù ar bobl a gasan kuit a-zirazoc’h. An holl draoù-mañ o deus graet hag em eus heug outo.

Aussi je vous ai dit : “C’est vous qui posséderez leur sol car moi je vous le donnerai en possession ; c’est une terre ruisselant de lait et de miel.” Je suis le Seigneur votre Dieu qui vous ai mis à part d’entre les peuples. Lv 20, 24 : Hag e lavaran deoc’h : "C’hwi a berc’henno o douar ; me her roio deoc’h evit e berc’hennañ, ur vro o teverañ gant laezh ha mel". Me, an Aotrou, ho Toue, ho tisrann diouzh ar pobloù.

Vous séparerez l’animal pur de l’animal impur, l’oiseau impur de l’oiseau pur. Ne vous rendez pas immondes par ces animaux, ces oiseaux, et par tout ce qui rampe sur le sol, tout ce que j’ai mis à part comme impur pour vous. Lv 20, 25 : Diforc’h a reot etre loened glan ha dic’hlan, etre evned dic’hlan ha glan, e-lec’h euzhusaat hoc’h eneoù gant loened, evned hag holl stlejviled an douar am eus diforc’het evidoc’h evel dic’hlan.

Soyez saints pour moi, car moi, le Seigneur, je suis saint, et je vous ai mis à part d’entre les peuples pour que vous soyez à moi. Lv 20, 26 : Hag e viot evidon sent, rak santel on-me, an Aotrou, hag ho tisrannañ a ran diouzh ar baganed evit bezañ din.

Lorsqu’un homme ou une femme parmi vous sont nécromanciens ou voyants, ils seront mis à mort : on les lapidera, et leur sang retombera sur eux. » Lv 20, 27 : An den pe ar vaouez ez eus anezho igromañserien pe hud-speredourien, d’ar marv e vezint lakaet, gant mein e vezint labezet, gwad a zo warno.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn