Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr al Leviegezh » Pennad 5

Levr al Leviegezh - Pennad 5

Levr : Levr al Leviegezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Pennad 5



« Si un homme commet une faute parce qu’il a entendu l’appel solennel à témoigner et qu’ayant été témoin direct, ou ayant vu ou ayant eu connaissance des faits, il ne se présente pas comme témoin, il portera le poids de son péché. Lv 5, 1 : An hini en deus manket, p’en deus klevet mouezh ar barner ouzh e lakaat da douiñ pa-z eo bet test, gwelet pe gouezet gantañ, kuit d’e zisklêriañ, a zougo ur pec’hed ;

Ou si un homme touche quoi que ce soit d’impur – cadavre de bête sauvage impure, cadavre d’animal domestique impur, cadavre de bestiole impure –, même si le fait lui échappe, alors il devient impur et coupable. Lv 5, 2 : pe an hini en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan : korf-marv ul loen gouez dic’hlan, korf-marv ur penn-chatal dic’hlan, korf-marv ur stlejvil dic’hlan, hep gouzout dezhañ, a vo dic’hlan ha kablus ;

Ou s’il touche une impureté humaine, parmi toutes celles qui rendent impur, et qu’il le fasse sans s’en rendre compte, alors qu’il en connaît le caractère impur, il devient coupable. Lv 5, 3 : pe ma stok unan ouzh dic’hlanded un den, un dic’hlanded bennak en deus bet hep gouzout dezhañ, pa ouezo, e vezo kablus ;

Ou si un homme laisse échapper un serment en mal ou en bien, dans l’un des cas où il arrive de jurer inconsidérément, même si le fait lui échappe, bien qu’il en connaisse le caractère impur, il devient coupable. Lv 5, 4 : pe an hini a dou dre lavarout gant e vuzelloù ober droug pe vad, e tra pe dra, evel ma lavar an dud pa douont, hep gouzout dezhañ, pa oar, e vez kablus.

Si un homme devient coupable dans l’un de ces cas, il reconnaîtra publiquement la faute commise. Lv 5, 5 : Neuze an hini a vo kablus a dra pe dra, a anzavo ar pec’hed en deus graet.

Il se présentera en coupable devant le Seigneur, et il amènera pour son sacrifice, à cause de la faute commise, une femelle de petit bétail, brebis ou chèvre, comme sacrifice pour la faute. Alors le prêtre accomplira sur lui le rite d’expiation pour sa faute. Lv 5, 6 : Hag e kaso e binijadenn d’an Aotrou evit ar pec’hed en deus graet, ur femelenn chatal vihan, oanez pe vennez-gavr, evel dibec’hadenn, hag e tic’haouo evitañ ar beleg eus e bec’hed.

Mais si l’homme n’a pas les moyens de se procurer une tête de petit bétail, il amènera au Seigneur, en sacrifice de réparation pour la faute commise, deux tourterelles ou deux jeunes pigeons, l’un en sacrifice pour la faute et l’autre en holocauste. Lv 5, 7 : Met ma n’emañ ket evit reiñ un dañvadez, e tegaso evel pinijadenn evit e bec’hed div durzhunell pe ziv goulmig d’an Aotrou, unan evel dibec’hadenn hag unan evel holokost.

Il les amènera au prêtre, qui présentera d’abord celui qui est destiné au sacrifice pour la faute. En lui tordant le cou, le prêtre lui rompra la nuque sans détacher la tête. Lv 5, 8 : Hag o degas a raio d’ar beleg, a ginnigo evit an dibec’hadenn da gentañ, goude divellañ he fenn diouzh he c’hilpenn, met hep e zisrannañ.

Avec un peu du sang de la victime, il aspergera le côté de l’autel, et ce qui reste du sang sera versé à la base de l’autel. C’est un sacrifice pour la faute. Lv 5, 9 : Hag e sparfo eus gwad an dibec’hadenn ouzh talbenn an aoter, hag ar pezh a vano a wad a vo strilhet ouzh diazez an aoter : un dibec’hadenn ez eo.

Du second oiseau, il fera un holocauste en suivant le rite. Le prêtre accomplira pour l’homme le rite d’expiation pour sa faute, et il lui sera pardonné. Lv 5, 10 : Ha gant an eil e raio un holokost evel boaz, hag e tic’haouo evitañ ar beleg eus ar pec’hed en devoa graet, hag e vo pardonet dezhañ.

Si l’homme n’a pas les moyens de se procurer deux tourterelles ou deux jeunes pigeons, il apportera, comme présent réservé en vue du sacrifice pour la faute, un dixième de mesure de fleur de farine, pour ce sacrifice ; il n’y versera pas d’huile et n’y mettra pas d’encens, car c’est un sacrifice pour la faute. Lv 5, 11 : Ha ma ne dizh ket e zorn betek div durzhunell pe ziv goulmig, e tegaso evel kinnigadur evit e bec’hed un dekvedenn efa a flourenn evel dibec’hadenn, hep lakaat eoul warni na lakaat ezañs warni, rak un dibec’hadenn ez eo,

Il l’apportera au prêtre. Le prêtre en prendra une pleine poignée ; il la fera fumer à l’autel, en témoignage, comme nourriture offerte pour le Seigneur. C’est un sacrifice pour la faute. Lv 5, 12 : hag he degas a raio d’ar beleg, hag e serro ar beleg diouti un dornad, un eñvoradur, a zevo war an aoter, war dan-aberzh an Aotrou : un dibec’hadenn ez eo.

Le prêtre accomplira pour l’homme le rite d’expiation pour la faute qu’il a commise en l’un de ces cas, et il lui sera pardonné. Le prêtre aura sa part comme pour l’offrande de céréales. » Lv 5, 13 : Hag en devo dic’haouet evitañ ar beleg eus ar pec’hed en devoa graet e tra pe dra, hag e vo pardonet dezhañ. Hag en devo ar beleg e lod evel evit ar brofadenn".

Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 5, 14 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Si un homme se rend infidèle en commettant une faute par inadvertance contre les droits sacrés du Seigneur, il fera venir devant le Seigneur, à titre de réparation, un bélier sans défaut pris dans le troupeau, à évaluer en sicles d’argent au taux du sicle du sanctuaire, pour le sacrifice de réparation. Lv 5, 15 : An hini en devo flodet, pec’het dre zievezh, diwar-goust traoù santel an Aotrou, a zegaso e binijadenn d’an Aotrou : un tourz disi eus e chatal bihan, da brizout e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar Santual, evel pinijadenn.

Ce dont il a frustré le sanctuaire, il le remboursera en y ajoutant un cinquième, et il le remettra au prêtre. Alors, le prêtre accomplira pour lui le rite d’expiation avec le bélier du sacrifice de réparation, et il lui sera pardonné. Lv 5, 16 : Hag ar floderezh war ar Santual a baeo, hag ar bempvedenn a lakaio ouzhpenn hag e roio se d’ar beleg, hag ar beleg a zic’haouo evitañ gant tourz ar binijadenn, hag e vo pardonet dezhañ.

Si un homme commet une faute, faisant, sans le savoir, l’une des choses défendues par les commandements du Seigneur, et qu’il devienne ainsi coupable, il portera le poids de son péché. Lv 5, 17 : An hini en devo manket dre ober un dra bennak difennet gant an Aotrou, ha na oa ket da ober, hep gouzout dezhañ, a vo kablus, a zougo e bec’hed,

Il amènera au prêtre un bélier sans défaut de son troupeau, selon la valeur fixée pour le sacrifice de réparation. Le prêtre accomplira pour lui le rite d’expiation pour la faute commise par inadvertance, et il lui sera pardonné. Lv 5, 18 : hag a zegaso un tourz disi eus e chatal bihan, da brizout, evel pinijadenn, d’ar beleg, hag e tic’haouo evitañ ar beleg eus e zievezh en deus graet hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ :

C’est un sacrifice de réparation ; le coupable doit vraiment faire réparation envers le Seigneur. » Lv 5, 19 : ur binijadenn ez eo, kablus e oa bet ouzh an Aotrou".

Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 5, 20 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Si un homme commet une faute et se rend infidèle envers le Seigneur, soit en mentant à l’un de ses compatriotes à propos d’un objet reçu en dépôt, d’un objet emprunté ou d’un objet volé, soit en exploitant son compatriote, Lv 5, 21 : An hini en devo pec’het, graet floderezh e-keñver an Aotrou, dre douellañ e nesañ war ur gefridi pe war un dra fiziet etre e zaouarn, pe oc’h ober ur skrapadenn pe ur gwall-daol d’e nesañ,

ou encore si, ayant trouvé un objet perdu, il ment à son propos, et si, de plus, il prononce un faux serment au sujet de l’une de ces actions qui sont des fautes, Lv 5, 22 : pe en defe kavet un dra gollet hag hen nac’h hag e tou e gaou, pe un dra bennak a ra an den evel pec’hed,

puisqu’il a commis une faute et qu’il est coupable, il rendra ce qu’il a volé, ou ce qu’il a extorqué, ou ce qui lui a été confié en dépôt, ou l’objet perdu qu’il a trouvé, Lv 5, 23 : m’en deus pec’het, e vo kablus hag e rento an dra laeret, an dra bet dre wall-daol, ar gefridi a oa bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en devoa kavet,

ou toute chose pour laquelle il a prêté un faux serment. Il le restituera dans sa totalité en y ajoutant un cinquième. Il le remettra, le jour où sa culpabilité sera connue. Lv 5, 24 : pe an dra en devoa bet dre douiñ e gaou, hag e rento se en e bezh, hag ar bempvedenn a lakaio ouzhpenn : d’an hini e oa her roio da zeiz e binijadenn.

Puis il fera venir devant le prêtre, comme sacrifice de réparation envers le Seigneur, un bélier sans défaut de son troupeau, selon la valeur fixée pour le sacrifice de réparation. Lv 5, 25 : E binijadenn a zegaso d’an Aotrou : ur bouc’h disi eus e chatal bihan, da brizout, evel pinijadenn, d’ar beleg.

Le prêtre accomplira pour l’homme le rite d’expiation devant le Seigneur, et il lui sera pardonné, quelle que soit la faute dont il s’est rendu coupable. » Lv 5, 26 : Hag e tic’haouo evitañ ar beleg dirak an Aotrou, hag e vo pardonet dezhañ, petra bennak en devoa graet evit bezañ kablus".



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn