Levr al Leviegezh - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 2
« Lorsque quelqu’un apporte, comme présent réservé au Seigneur, une offrande de céréales, ce présent sera de la fleur de farine sur laquelle il versera de l’huile et mettra de l’encens. Lv 2, 1 : Hag an hini a raio ur brofadenn, ur brofadenn d’an Aotrou, a ginnigo flourenn, hag a skuilho warni eoul, hag e lakaio warni ezañs.
Il le portera aux fils d’Aaron, les prêtres. Le prêtre prendra une pleine poignée de cette fleur de farine et de cette huile, et en plus, tout son encens ; il le fera fumer à l’autel, en témoignage : c’est de la nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 2, 2 : Hag he degas a raio da vibien Aaron, ar veleien, a serro diouti un dornad, eus ar flourenn hag an eoul, gant an holl ezañs, hag e tevo ar beleg an eñvoradur anezhi war an aoter : tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.
Le reste de l’offrande sera pour Aaron et pour ses fils : part très sainte de la nourriture offerte pour le Seigneur. Lv 2, 3 : Hag an nemorant eus ar brofadenn a vo evit Aaron hag e vibien : ar santel-santelañ eus tan-aberzh an Aotrou.
Lorsque tu apporteras, comme présent réservé, une offrande de céréales, une pâte cuite au four, elle sera de fleur de farine en gâteaux sans levain, pétris à l’huile, ou en galettes sans levain, frottées d’huile. Lv 2, 4 : Ha pa ri evel profadenn ur brofadenn eus un dra pobet er forn, a flourenn e vo : gwestell hep goell mezet gant eoul ha galfrez hep goell lifret gant eoul.
Si ton présent réservé est une offrande cuite sur la plaque, elle sera de fleur de farine pétrie à l’huile, sans ajouter de levain. Lv 2, 5 : Ha ma vez ur brofadenn diwar ar billig a ginnigez, a flourenn mezet gant eoul ha dic’hoell e vo.
Tu la rompras en morceaux et tu verseras sur elle de l’huile. C’est une offrande de céréales. Lv 2, 6 : Troc’het e vo a dammoù, hag e skuilhi warni eoul : ur brofadenn eo.
Si ton présent réservé est une offrande cuite dans un récipient, elle sera faite de fleur de farine préparée dans l’huile. Lv 2, 7 : Ha ma vez ur brofadenn diwar ar gleurc’h a ginnigez, gant flourenn hag eoul e vo graet.
Tu porteras donc au Seigneur une offrande préparée selon l’une de ces manières. Elle sera apportée au prêtre, qui l’approchera de l’autel. Lv 2, 8 : Hag e tegasi ar brofadenn graet evel-se d’an Aotrou, hag he c’hinnig a ri d’ar beleg, a raio ar brofadenn war an aoter.
Le prêtre prélèvera une partie de l’offrande en témoignage et la fera fumer à l’autel. C’est de la nourriture offerte, en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 2, 9 : Hag ur savadenn a raio ar beleg diwarni, un eñvoradur, a zevo war an aoter : tan-aberzh a c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.
Le reste de l’offrande sera pour Aaron et pour ses fils : part très sainte de la nourriture offerte pour le Seigneur. Lv 2, 10 : Ha nemorant ar brofadenn a vo evit Aaron hag e vibien : ar santel-santelañ eus tan-aberzh an Aotrou.
Aucune des offrandes de céréales que vous apporterez au Seigneur ne sera préparée avec un ferment, car vous ne ferez jamais fumer ni du levain ni du miel en nourriture offerte pour le Seigneur. Lv 2, 11 : Profadenn ebet kinniget d’an Aotrou ne vo aozet, goet ; goell ebet na mel ne vo devet e tan-aberzhoù an Aotrou.
Votre présent réservé à titre de prémices, vous l’apporterez au Seigneur, mais on ne le brûlera pas à l’autel, en agréable odeur. Lv 2, 12 : Evel kinnig preveudioù e vezint kinniget d’an Aotrou, met nann war an aoter evel holokostoù a c’hwezh c’hwek.
Sur tout présent réservé qui consiste en offrande de céréales, tu mettras du sel ; tu ne laisseras pas ton offrande manquer du sel de l’alliance avec ton Dieu ; avec tout ce que tu réserveras, tu apporteras du sel. Lv 2, 13 : Pa ginnigi da brofadennoù gant holen o salli. Ne lezi ket dioueriñ holen Emglev da Aotrou war da brofadennoù : war da holl brofoù e kinnigi holen.
Si tu apportes au Seigneur une offrande de prémices, tu l’apporteras sous forme d’épis grillés au feu ou de grain frais moulu, comme offrande des prémices de ta récolte. Lv 2, 14 : Ma kinnigez ur brofadenn a breveudioù d’an Aotrou, pennoù-ed rostet en tan, brignen krazet a zegasi evel profadenn eus da breveudioù.
Tu mettras sur elle de l’huile et tu ajouteras de l’encens : c’est une offrande de céréales. Lv 2, 15 : Pa’z po lakaet warni eoul ha lakaet ouzhpenn ezañs, e vo ur brofadenn.
Et le prêtre fera fumer en témoignage une partie du grain frais et de l’huile, avec tout son encens, comme nourriture offerte pour le Seigneur. Lv 2, 16 : Hag e tevo ar beleg an eñvoradur anezhi, eus ar brignen hag an eoul gant an holl ezañs, tan-aberzh d’an Aotrou.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
