Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr al Leviegezh » Pennad 21

Levr al Leviegezh - Pennad 21

Levr : Levr al Leviegezh
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Pennad 21



Le Seigneur dit à Moïse : « Parle aux prêtres, fils d’Aaron. Tu leur diras : Aucun de vous ne se rendra impur pour un mort de sa parenté, Lv 21, 1 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Komz ouzh ar veleien, mibien Aaron ha lavar dezho : Gant unan marv n’en em zic’hlanaio hini ebet e-touez e dud,

sauf pour son parent le plus proche : sa mère, son père, son fils, sa fille et son frère. Lv 21, 2 : nemet gant unan kar-tost dezhañ, mamm, tad, mab, merc’h, breur ;

Pour sa sœur vierge, qui habitait auprès de lui puisqu’elle n’appartenait pas à un homme, pour elle, il pourra se rendre impur. Lv 21, 3 : evit ur c’hoar gwerc’hez, kar-tost dezhañ ha n’eo ket bet d’ur pried, eviti en em zic’hlanaer.

Lui qui est un chef dans sa parenté, il ne se rendra pas impur : sinon il se profanerait. Lv 21, 4 : En em zic’hlanaat, evit ur mestr, e-touez e dud, a zo disakr.

Les prêtres ne se raseront pas la tête, ils ne se raseront pas les côtés de la barbe et ne se feront pas d’incisions sur le corps. Lv 21, 5 : Ne raint ket kernioù war o fenn, korn o barv ne razhint ket, ha war o c’horf ne raint ket troc’hadennoù.

Ils seront saints pour leur Dieu et ne profaneront pas le nom de leur Dieu. En effet, ce sont eux qui présentent les nourritures offertes au Seigneur, la nourriture de leur Dieu : ils sont saints. Lv 21, 6 : Ra vezint sent evit o Doue, e-lec’h disakrañ anv o Doue, rak tan-aberzhoù an Aotrou, bara o Doue a ginnigont, hag e vezint santel.

Ils ne prendront pas pour épouse une femme prostituée ou déshonorée, ni une femme que son mari a répudiée, car le prêtre est saint pour Dieu. Lv 21, 7 : Ur wreg ribodez, disakr, ne gemerint ket, ur wreg distaolet gant he gwaz ne gemerint ket, rak santel ez int evit o Doue.

Tu considéreras le prêtre comme saint, car il présente la nourriture de ton Dieu. Il est saint pour toi, car je suis saint, moi, le Seigneur qui vous sanctifie. Lv 21, 8 : Ra vezint santel evidout, rak bara da Zoue a ginnigont : santel e vezint evidout, rak santel on-me, an Aotrou, hag ho santelaat a ran.

Lorsque la fille d’un prêtre se déshonore en se prostituant, c’est son père qu’elle déshonore : elle sera brûlée par le feu. Lv 21, 9 : Merc’h un den beleg, ma ’n em saotr o c’hastaouiñ, eo he zad a saotro : en tan e vo devet.

Le grand prêtre, parmi les prêtres ses frères, lui sur la tête duquel a été versée l’huile d’onction et qui a reçu l’investiture et revêtu les vêtements consacrés, ne déliera pas ses cheveux et ne déchirera pas ses vêtements. Lv 21, 10 : Ar beleg, brasoc’h eget e vreudeur, ez eus bet skuilhet war e benn an eoul sakr ha karget e zorn, gwisket dezhañ e wiskamantoù, n’en devo ket ur penn foutouilhek na dilhad freget.

Il ne viendra auprès d’aucun mort et ne se rendra pas impur, ni pour son père ni pour sa mère. Lv 21, 11 : E-kichen ar re varv ne yelo ket ; nag evit e dad nag evit e vamm n’en em zic’hlanaio.

Il ne sortira pas du sanctuaire, et il ne profanera pas le sanctuaire de son Dieu, car l’huile d’onction de son Dieu est son diadème. Je suis le Seigneur. Lv 21, 12 : Ar Santual ne guitaio ket, ne vo ket disakret gantañ Santual e Zoue, rak evel ur gurunenn emañ eoul sakr e Zoue warnañ. Me eo an Aotrou.

Il prendra pour épouse une femme encore vierge. Lv 21, 13 : Hag ur wreg gwerc’hez a gemero.

Il ne prendra pas pour épouse la veuve, la femme répudiée ou déshonorée par la prostitution ; c’est seulement une vierge de son peuple qu’il prendra pour épouse. Lv 21, 14 : Un intañvez, unan distaolet, unan saotret o c’hastaouiñ, a-seurt-se ne gemero ket met ur werc’hez a-douez e bobl a gemero evel gwreg.

Il ne profanera pas sa descendance parmi son peuple, car je suis le Seigneur qui le sanctifie. » Lv 21, 15 : Ne vo ket disakret gantañ lignez e dud, rak me, an Aotrou, ho Toue, a santela anezhañ".

Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 21, 16 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Parle à Aaron. Tu diras : Dans toutes tes générations, aucun homme de ta descendance, s’il a une infirmité, ne s’approchera pour présenter la nourriture de son Dieu. Lv 21, 17 : Komz ouzh Aaron, o lavarout : Den ebet eus da vugale, nag a-douez o diskennidi, hag en devo ur si, ne dostaio da ginnig bara e Zoue.

Car aucun homme atteint d’une infirmité ne s’approchera, qu’il soit aveugle, boiteux, défiguré ou difforme, Lv 21, 18 : Neb en devo ur si ne dostaio ket, un den dall, pe gamm, togn pe didailh,

qu’il soit un homme au pied ou au bras fracturé, Lv 21, 19 : pe un den en devo torret e droad, pe torret e zorn,

un bossu ou un rachitique, quelqu’un qui a une tache dans l’œil, qui est affecté de gale ou de dartres purulentes, ou qui a les testicules écrasés. Lv 21, 20 : pe a zo tort, pe blin, pe saotret e lagad, pe galus, pe darouedennek, pe friket e gelloù.

Aucun descendant d’Aaron, le prêtre, s’il a une infirmité, ne s’avancera pour présenter de la nourriture offerte pour le Seigneur : il a une infirmité, il ne s’avancera pas pour présenter la nourriture de son Dieu. Lv 21, 21 : Neb en deus ur si, e lignez Aaron, ar beleg ne dostaio ket da ginnig tan-aberzhoù an Aotrou : ur si en deus, bara e Zoue ne dostaio ket outañ evit e ginnig.

De la nourriture de son Dieu il pourra manger ce qui est très saint et ce qui est saint. Lv 21, 22 : Bara e Zoue, an traoù santel-santelañ, hag ar re santel, a zebro.

Mais il ne viendra pas près du rideau et ne s’avancera pas vers l’autel : il a une infirmité, il ne doit pas profaner mes lieux saints, car je suis le Seigneur qui les sanctifie. » Lv 21, 23 : Met betek ar rideoz ne yelo ket, hag ouzh an aoter ne dostaio ket, rak ur si en deus, ha ne zisakro ket va Santualioù, rak me, an Aotrou eo o santela".

Ainsi parla Moïse à Aaron, à ses fils et à tous les fils d’Israël. Lv 21, 24 : Se a lavaras Moizez da Aaron ha d’e vibien, ha da holl vugale Israel.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn