Levr al Leviegezh - Pennad 7
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 7
« Voici la loi du sacrifice de réparation ; c’est une chose très sainte. Lv 7, 1 : Ha setu lezenn ar binijadenn : tra santel-santelañ ez eo.
La victime du sacrifice de réparation sera immolée à l’endroit où sont immolés les holocaustes, et le prêtre aspergera de sang les côtés de l’autel. Lv 7, 2 : El lec’h ma vez lidlazhet an holokost e vo lidlazhet ar binijadenn, hag e vo sparfet he gwad ouzh an aoter tro-war-dro.
Il apportera toute la graisse : la queue, la graisse qui couvre les entrailles, Lv 7, 3 : An holl lard a vo kinniget diwarni : al lost, al lard a c’holo ar bouzelloù,
les deux rognons, la graisse qui est sur eux près des lombes, ainsi que le lobe du foie qu’il enlèvera avec les rognons. Lv 7, 4 : an divlounezh hag al lard a zo warno, war an divgroazell, hag ar flipezenn war an avu gant al lounezhi a vo lamet.
Le prêtre fera fumer ces morceaux à l’autel comme nourriture offerte pour le Seigneur. C’est un sacrifice de réparation. Lv 7, 5 : Hag e vezint devet gant ar beleg war an aoter, tan-aberzh d’an Aotrou, dibec’hadenn.
Tout homme parmi les prêtres pourra en manger. On en mangera dans un lieu saint : c’est une chose très sainte. Lv 7, 6 : Ar baotred, ar re a zo beleien, a zebro diouto ; en ul lec’h santel e vezint debret : tra santel-santelañ ez eo.
Tel le sacrifice pour la faute, tel le sacrifice de réparation : pour eux il y a une même loi. La victime sera pour le prêtre qui a accompli le rite d’expiation. Lv 7, 7 : Evel an dibec’hadenn e vo ar binijadenn, an hevelep lezenn ez eus evito : ar beleg a ra an dic’haouadenn eo e vo evitañ.
Le prêtre qui présentera un holocauste pour un homme gardera la peau de la victime de cet holocauste. Lv 7, 8 : Pa ra ar beleg kinnig un holokost evit un den, kroc’hen an holokost en devo kinniget a vo d’ar beleg-mañ.
Toute offrande de céréales, cuite au four ou bien préparée dans un récipient ou sur une plaque, sera pour le prêtre qui l’aura présentée. Lv 7, 9 : Hag ar profadennoù bet pobet er forn, hag an traoù all bet graet er gleurc’h pe war ar billig, d’ar beleg en devo graet ar c’hinnig e vezint.
Toute offrande de céréales, pétrie à l’huile ou sèche, sera pour tous les fils d’Aaron, à part égale. Lv 7, 10 : Hag ar profadennoù bet mezet gant eoul, pe reoù sec’h, da holl vibien Aaron e vezint, d’an eil evel d’egile.
Voici la loi du sacrifice de paix que l’on présentera au Seigneur : Lv 7, 11 : Ha setu lezenn ar sakrifisoù a beoc’h a vo kinniget d’an Aotrou :
S’il s’agit d’une action de grâce, on présentera pour le sacrifice d’action de grâce des gâteaux sans levain pétris à l’huile, des galettes sans levain frottées d’huile et des gâteaux faits de farine bien mélangée et pétris à l’huile. Lv 7, 12 : ma-z eo un drugarekadenn a ginniger, e vo kinniget, ouzhpenn ar sakrifis a drugarez, gwestell hep goell, mezet gant eoul, ha galfrez hep goell, lifret en eoul, ha flourenn meret, gwestell mezet gant eoul.
On apportera ce présent réservé, on y ajoutera du pain levé, en sacrifice d’action de grâce et sacrifice de paix. Lv 7, 13 : Gant gwestell bara goet, e vo graet ur brofadenn, ouzhpenn ar sakrifis, an drugarekadenn a beoc’h.
De tout ce qui a été réservé, on présentera une part prélevée pour le Seigneur : elle sera pour le prêtre qui a fait l’aspersion du sang lors du sacrifice de paix. Lv 7, 14 : Graet e vo eus pep kinnigadenn ur prof d’an Aotrou : evit ar beleg a sparfo gwad ar peoc’h-aberzhoù e vezo.
Quant à la chair de la victime offerte en sacrifice d’action de grâce et sacrifice de paix, elle sera mangée le jour même où elle est présentée ; on n’en gardera rien pour le lendemain matin. Lv 7, 15 : Ha kig lidlazhiad an drugarekadenn, er peoc’h-aberzhoù, en deiz ma vo kinniget e vo debret, ne vano ket dioutañ betek ar beure.
S’il s’agit d’un sacrifice votif ou d’une offrande volontaire, la victime qui a été réservée sera mangée le jour même où l’on présente le sacrifice ; ce qui en restera sera mangé le lendemain. Lv 7, 16 : Ma-z eo dre ouestl pe dre youl-vat e lidlazher ur brofadenn, en deiz ma vo kinniget al lidlazhiad, e vo debret, hag adal ar beure an nemorant anezhañ a vo debret.
Mais ce qui restera de la chair du sacrifice le troisième jour sera brûlé au feu. Lv 7, 17 : Hag ar pezh a vanfe eus kig al lidlazhiad d’an trede deiz en tan a vefe devet.
Si l’on mange quand même de la chair du sacrifice de paix le troisième jour, celui qui l’a présenté ne sera pas agréé ; le sacrifice ne comptera pas pour lui : c’est devenu une viande immonde ; quiconque en mangera portera le poids de son péché. Lv 7, 18 : Ma vefe debret eus kig ur sakrifis a beoc’h d’an trede deiz, ne blijfe ket. An hini en devoa e ginniget, ne gontfe ket se evitañ : gagn ned eo ken ; an hini a zebro dioutañ, e bec’hed a zougo.
La chair qui aura touché quoi que ce soit d’impur ne sera pas mangée, elle sera brûlée au feu. Mais toute chair pure, quiconque est pur pourra en manger. Lv 7, 19 : Hag ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, en tan e vo devet. Met ar c’hig all, neb a zo glan a zebro ar c’hig-se.
Si quelqu’un en état d’impureté mange de la chair d’un sacrifice de paix offert au Seigneur, il sera retranché de son peuple. Lv 7, 20 : Hag an hini a zebr kig eus sakrifisoù a beoc’h graet d’an Aotrou, hag en deus un dic’hlanded, rasket e vo hennezh diouzh e bobl.
Si quelqu’un touche à n’importe quelle impureté d’un être humain, d’un animal, ou à une chose immonde, quelle qu’elle soit, et mange ensuite de la chair d’un sacrifice de paix offert au Seigneur, cet individu sera retranché de son peuple. » Lv 7, 21 : An hini a stok ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlanded un den pe ouzh ul loen dic’hlan, pe ouzh un euzhadenn bennak dic’hlan, hag a zebr kig eus ur sakrifis a beoc’h graet d’an Aotrou, e vo rasket hennezh diouzh e bobl".
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 7, 22 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Vous ne mangerez rien de la graisse du bœuf, du jeune bélier ou de la chèvre. Lv 7, 23 : Komz ouzh bugale Israel, o lavarout : Tamm lard ebet eus ur c’hole, nag eus ur maout, nag eus ur c’havr, ne zebrot ;
La graisse d’un animal crevé ou déchiré pourra servir à tout usage, mais vous n’en mangerez pas. Lv 7, 24 : lard ur c’horf marv, lard ul loen drailhet, graet e vo gantañ un implij bennak, met e zebriñ ne reot ket.
Quiconque mange de la graisse d’un animal présenté en nourriture offerte pour le Seigneur, celui-là sera retranché de son peuple. Lv 7, 25 : Neb a zebro lard eus ul loen a zo bet graet ur brofadenn dioutañ, ur meuz d’an Aotrou, rasket e vo hennezh en deus debret, diouzh e bobl.
Tout ce qui est sang d’oiseau ou de bête, vous n’en mangerez pas, où que vous habitiez. Lv 7, 26 : Gwad ebet ne zebrot, pelec’h bennak ma viot o chom, nag hini un evn, nag hini ul loen all.
Celui qui mange du sang, celui-là sera retranché de son peuple. » Lv 7, 27 : Neb a zebro gwad, rasket e vo hennezh diouzh e bobl".
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 7, 28 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Celui qui présente son sacrifice de paix au Seigneur devra lui apporter son offrande réservée pour le sacrifice de paix. Lv 7, 29 : Komz ouzh bugale Israel, o lavarout : An hini a ginnigo e sakrifis a beoc’h d’an Aotrou a zegaso ur brofadenn d’an Aotrou diwar e sakrifis a beoc’h.
De ses propres mains il apportera la nourriture offerte pour le Seigneur ; il apportera la graisse avec la poitrine, laquelle sera offerte avec le geste d’élévationdevant le Seigneur. Lv 7, 30 : E zaouarn a zegaso tan-aberzhoù d’an Aotrou ; al lard ouzhpenn d’ar bruched a zegaso, ar bruched evit ober gantañ ul luskadenn dirak an Aotrou.
Le prêtre fera fumer la graisse à l’autel, tandis que la poitrine sera pour Aaron et ses fils. Lv 7, 31 : Deviñ a raio ar beleg al lard war an aoter, hag e vo ar bruched evit Aaron hag e vibien.
Vous donnerez au prêtre la cuisse droite des victimes comme part prélevée sur vos sacrifices de paix. Lv 7, 32 : Ar skoaz dehou a roiot evel prof d’ar beleg diwar ho sakrifisoù a beoc’h.
Parmi les fils d’Aaron, celui qui aura présenté le sang du sacrifice de paix et la graisse recevra comme part la cuisse droite. Lv 7, 33 : An hini a ginnigo gwad ar peoc’h-aberzhoù hag al lard, a-douez mibien Aaron, en devo ar skoaz dehou da lod,
Car sur les sacrifices de paix des enfants d’Israël, je retiens la poitrine à offrir avec le geste d’élévation et la cuisse à prélever ; je les donne au prêtre Aaron et à ses fils. C’est un décret perpétuel pour les fils d’Israël. Lv 7, 34 : rak bruched al luskadenn ha skoaz ar prof a gemeran digant bugale Israel diwar o sakrifisoù a beoc’h, hag o reiñ a ran da Aaron, ar beleg, ha d’e vibien : reolenn beurbad a-berzh bugale Israel.
Telle sera la part d’Aaron et la part de ses fils sur les nourritures offertes au Seigneur, dès le jour où on les fera s’approcher pour servir comme prêtres le Seigneur. Lv 7, 35 : Setu lod sakr Aaron ha lod sakr e vibien diwar tan-aberzhoù an Aotrou, abaoe ma-z int bet olevet evel beleien an Aotrou ;
Le Seigneur a ordonné que, dès le jour de leur consécration, cela leur soit attribué par les fils d’Israël. C’est un décret perpétuel pour toutes leurs générations. Lv 7, 36 : ar pezh en deus gourc’hemennet an Aotrou reiñ dezho, adalek an deiz ma oant bet sakret, a-douez bugale Israel : reolenn beurbad evit o diskennidi".
Telle est la loi sur l’holocauste, sur l’offrande de céréales, sur le sacrifice pour la faute, sur le sacrifice de réparation, sur le sacrifice d’investiture et sur le sacrifice de paix. Lv 7, 37 : Setu al lezenn evit an holokost, evit ar brofadenn, evit an dibec’hadenn, evit ar binijadenn, evit ar belegiñ hag evit ar peoc’h-aberzhoù,
C’est ce que le Seigneur a ordonné à Moïse sur le mont Sinaï, le jour où il ordonna aux fils d’Israël d’apporter au Seigneur, dans le désert du Sinaï, leurs présents réservés. » Lv 7, 38 : ar pezh a c’hourc’hemennas an Aotrou da Voizez war venez Sinai, en deiz ma kemennas da vugale Israel degas o frofoù d’an Aotrou e gouelec’h Sinai.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
