Levr al Leviegezh - Pennad 6
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 6
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 6, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Donne cet ordre à Aaron et à ses fils : Voici la loi de l’holocauste. Cet holocauste restera sur le brasier de l’autel toute la nuit jusqu’au matin, et le feu de l’autel restera allumé. Lv 6, 2 : Ro urzh da Aaron ha d’e vibien, o lavarout : Setu lezenn an holokost : bez’ e vo an holokost war an oaled, war an aoter, e-pad an noz betek ar beure, ha tan an aoter a zevo anezhañ.
Le prêtre revêtira sa tunique de lin et portera à même le corps un caleçon de lin. Il enlèvera la cendre grasse, résidu de l’holocauste consumé par le feu sur l’autel, et la déposera à côté de l’autel. Lv 6, 3 : Hag e wisko ar beleg e wiskamant lin, ha brageier lin a wisko war e gorf, hag e lamo al ludu p’en devo kuzumet an tan an holokost war an aoter, hag en lakaio a-gostez d’an aoter.
Il retirera alors ses vêtements ; il en revêtira d’autres et transportera cette cendre grasse en un lieu pur, hors du camp. Lv 6, 4 : Hag e tiwisko e zilhad, hag e wisko dilhad all, hag e kaso al ludu e diavaez ar c’hamp d’ul lec’h glan.
Le feu, sur l’autel, restera allumé, il ne s’éteindra pas. Chaque matin le prêtre l’alimentera en bois. Il y disposera l’holocauste et y fera fumer les graisses des sacrifices de paix. Lv 6, 5 : Hag an tan war an aoter, en devo e guzumet, ne vo ket mouget. Losket e vo warni gant ar beleg, koad bep beure, ha renket warni an holokost, ha devet warni lardoù ar peoc’h-aberzhoù.
Un feu perpétuel brûlera sur l’autel, il ne s’éteindra pas. Lv 6, 6 : An tan peurbad enaouet war an aoter ne vo ket mouget.
Voici la loi de l’offrande de céréales. Les fils d’Aaron l’apporteront à la face du Seigneur, devant l’autel. Lv 6, 7 : Ha setu lezenn ar brofadenn : he c’hinnig a raio mibien Aaron dirak an Aotrou a-dal d’an aoter.
On en prélèvera une poignée de fleur de farine, l’huile et tout l’encens qui sont sur l’offrande de céréales, et on les fera fumer à l’autel en agréable odeur, comme témoignage pour le Seigneur. Lv 6, 8 : Savet e vo diwarni un dornad eus flourenn ar brofadenn, gant hec’h eoul hag an holl ezañs a vez war ar brofadenn, hag e vo devet war an aoter e c’hwezh c’hwek, en eñvoradur d’an Aotrou.
Aaron et ses fils mangeront le reste, qui sera mangé sous forme de pains sans levain, dans un lieu saint ; ils le mangeront dans la cour de la tente de la Rencontre. Lv 6, 9 : Hag an nemorant anezhi a zebro Aaron hag e vibien ; gant bara kann e vo debret en ul lec’h santel ; e porzh Teltenn an Emgav e vo debret.
On ne le cuira pas avec du levain. Je leur ai assigné cette part sur la nourriture qui m’est offerte : c’est une part très sainte comme le sacrifice pour la faute et comme le sacrifice de réparation. Lv 6, 10 : Ne vo ket pobet gant goell. O lodenn eo, a roan diwar va zan-aberzhoù : santel-santelañ eo, evel un dibec’hadenn hag ur binijadenn.
Tout homme parmi les fils d’Aaron pourra en manger. C’est un décret perpétuel pour toutes vos générations, concernant les nourritures offertes au Seigneur. Quiconque y touchera sera sanctifié. » Lv 6, 11 : Ar baotred, e-touez mibien Aaron, hen debro : reolenn beurbad evit ho tiskennidi a-zivout tan-aberzhoù an Aotrou. Kement a stoko outo a vo santelaet".
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 6, 12 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Voici le présent réservé qu’Aaron et ses fils apporteront au Seigneur dès le jour de leur onction : un dixième de mesure de fleur de farine comme offrande perpétuelle, moitié le matin, moitié le soir. Lv 6, 13 : Setu kinnigadenn Aaron hag e vibien, a ginnigint d’an Aotrou d’an deiz ma vezint sakret : un dekvedenn efa a flourenn, profadenn beurbad, an hanter anezhi diouzh ar beure hag un hanter d’abardaez.
Elle sera préparée sur une plaque avec de l’huile, le tout bien mélangé. Elle sera présentée comme une offrande de céréales, brisée en plusieurs morceaux, offerte en agréable odeur pour le Seigneur. Lv 6, 14 : War ar billig, gant eoul, e vo aozet ; meret e vo degaset, pobet-tre e vo ar brofadenn, a dammoù, a ginnigi e c’hwezh c’hwek d’an Aotrou.
Le prêtre, consacré par l’onction parmi les fils d’Aaron pour lui succéder, fera la même chose. C’est un décret perpétuel. Cette offrande partira totalement en fumée vers le Seigneur. Lv 6, 15 : Hag ar beleg sakret war-lerc’h Aaron, eus e vibien, a raio kement-all : reolenn beurbad, evit an Aotrou. En he fezh e vo devet.
De même, toute offrande de céréales faite par un prêtre doit être une offrande totale : on n’en mangera pas. » Lv 6, 16 : An holl brofadennoù-beleg a vo peurzevet, ne vezint ket debret".
Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 6, 17 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Parle à Aaron et à ses fils. Tu leur diras : Voici la loi du sacrifice pour la faute. La victime destinée au sacrifice pour la faute sera immolée devant le Seigneur, à l’endroit où est immolé l’holocauste. C’est une chose très sainte. Lv 6, 18 : Komz ouzh Aaron hag e vibien, o lavarout : Setu lezenn an dibec’hadenn : El lec’h ma vo lidlazhet an holokost e vo lidlazhet an dibec’hadenn, dirak an Aotrou : tra santel-santelañ.
Le prêtre qui présentera le sacrifice pour la faute pourra en manger. Elle sera mangée dans un lieu saint, dans la cour de la tente de la Rencontre. Lv 6, 19 : Ar beleg a ra an dibec’hadenn, diouti e tebro. En ul lec’h santel e vo debret, e porzh Teltenn an Emgav.
Tout ce qui touchera la chair de la victime sera sanctifié et, si du sang gicle sur les vêtements, la tache sera nettoyée dans un lieu saint. Lv 6, 20 : Neb a stoko ouzh he c’hig a vo santelaet. Ha ma strinker gwad diouti war ur pezh-dilhad, hemañ, a zo bet strinket gwad warnañ, a walc’hi en ul lec’h santel.
Le vase d’argile dans lequel la viande aura bouilli sera brisé ; si elle a bouilli dans un vase de bronze, celui-ci sera récuré et rincé à grande eau. Lv 6, 21 : Ar pod pri, ma vo bet poazhet e-barzh, a vo drailhet, ha ma-z eo ur pod arem, e vo puraet ha gwalc’het en dour.
Tout homme parmi les prêtres pourra en manger : c’est une chose très sainte. Lv 6, 22 : Ar baotred, ar re a zo beleien, a zebro diouzh an dibec’hadenn : santel-santelañ eo.
Mais on ne mangera rien de la victime du sacrifice pour la faute, dont le sang aura été porté dans la tente de la Rencontre pour accomplir le rite d’expiation dans le sanctuaire : elle sera brûlée au feu. Lv 6, 23 : Met an dibec’hadennoù, a vo kaset gwad diouto da Deltenn an Emgav evit un dic’haouadenn er Santual, ne vezint ket debret ; en tan e vezint devet".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
