Levr al Leviegezh - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27
Pennad 13
Le Seigneur parla à Moïse et à son frère Aaron, et leur dit : Lv 13, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag ouzh Aaron, o lavarout :
« Quand un homme aura sur la peau une tumeur, une inflammation ou une pustule, qui soit une tache de lèpre, on l’amènera au prêtre Aaron ou à l’un des prêtres ses fils. Lv 13, 2 : P’en devezo un den bennak war e groc’hen, ur goeñvadenn, un drouskenn pe ur merk lugernus bennak hag a vo ur seblant a lorgnez war groc’hen e gorf, e vezo degaset da Aaron, ar beleg, pe da unan eus e vibien, ar veleien.
Le prêtre examinera la tache sur la peau de l’homme. Si à l’endroit malade le poil est devenu blanc, et que la tache va en profondeur dans la peau, c’est bien un cas de lèpre. L’ayant examiné, le prêtre déclarera l’homme impur. Lv 13, 3 : Sellout a raio ar beleg ouzh ar gouli war groc’hen ar c’horf ; ma-z eo troet da wenn ar blev war ar gouli, ha ma seblant an droug donoc’h eget kroc’hen e gorf, ez eo ur gouli-lorgnez. Goude bezañ e welet, ar beleg hen disklêrio dic’hlan.
Mais si sur la peau il y a une pustule blanche, qui ne semble pas aller en profondeur dans la peau, et que le poil n’est pas devenu blanc, le prêtre isolera la tache pendant sept jours. Lv 13, 4 : Ma-z eo gwenn ar c’housi war groc’hen e gorf, met ne seblant ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, ha ma n’eo ket troet ar blev da wenn, e serro ar beleg an den tizhet e-pad seizh devezh.
Le septième jour, le prêtre fera un nouvel examen : s’il constate que la tache conserve la même couleur et ne s’est pas étendue sur la peau, le prêtre l’isolera une deuxième fois pendant sept jours. Lv 13, 5 : Hag e sello outañ ar beleg d’ar seizhvet deiz. Ma-z eo chomet an droug a-sav, gouez dezhañ, ma n’eo ket astennet an droug war ar c’hroc’hen, e serro ar beleg anezhañ e-pad seizh devezh adarre.
De nouveau, le septième jour, le prêtre l’examinera. S’il constate que la tache a rétréci et ne s’est pas étendue sur la peau, le prêtre déclarera pur cet homme : il s’agit d’une dartre. L’homme lavera ses vêtements et il sera pur. Lv 13, 6 : Hag e sello ar beleg outañ d’ar seizhvet deiz adarre, ha ma-z eo teñval an droug ha n’eo ket astennet an droug war ar c’hroc’hen, ar beleg hen disklêrio glan : un darouedenn e oa. Hag e walc’ho e zilhad hag e vo glan.
Mais si, après que le malade a été examiné par le prêtre et déclaré pur, la dartre s’étend sur la peau, il ira de nouveau se faire examiner. Lv 13, 7 : Ma-z eo astennet an darouedenn war ar c’hroc’hen, goude bezañ bet gwelet gant ar beleg evit e c’hlanidigezh, en em ziskouezo c’hoazh d’ar beleg.
Le prêtre l’examinera et s’il constate que la dartre s’est étendue sur la peau, le prêtre le déclarera impur : il s’agit de lèpre. Lv 13, 8 : Hag ensellout a raio ar beleg, ha ma-z eo astennet an darouedenn war e groc’hen, ar beleg hel lavarout a raio dic’hlan : ul lorgnez eo.
Lorsque apparaîtra sur un homme une tache du genre lèpre, on le conduira au prêtre. Lv 13, 9 : Adal ma vo un droug-lorgnez war un den, e vo kaset hemañ d’ar beleg.
Le prêtre l’examinera et, s’il constate sur la peau une tumeur blanchâtre avec blanchissement du poil et production d’un ulcère à l’endroit de la tumeur, Lv 13, 10 : Ensellout a raio ar beleg, ha ma vez ur yoc’henn wenn war ar c’hroc’hen, ha troet ar blev da wenn, hag ez eus kreskenn a gig bev er yoc’henn,
c’est une lèpre chronique de sa peau. Le prêtre le déclarera impur. Il ne l’isolera pas, car manifestement il est impur. Lv 13, 11 : emañ al lorgnez gozh e kroc’hen e gorf, ha dic’hlan e vo lavaret gant ar beleg. Ne vo ket serret, rak dic’hlan eo.
Mais si la lèpre se met vraiment à bourgeonner sur la peau, et couvre toute la peau malade, de la tête aux pieds, où que regarde le prêtre, Lv 13, 12 : Ha m’he deus difluket al lorgnez war ar c’hroc’hen, hag e c’holo al lorgnez a-grenn ar c’hroc’hen, hag emañ an droug adal ar penn betek an treid, dre-holl ma sell daoulagad ar beleg,
celui-ci l’examinera : s’il constate que la lèpre a couvert tout le corps, il déclarera pure cette tache. C’est parce que l’homme est devenu entièrement blanc, qu’il est pur. Lv 13, 13 : p’en devo gwelet ar beleg e c’holo al lorgnez a-grenn ar c’horf, e tisklêrio glan an den tizhet : pa-z eo holl troet da wenn, ez eo glan.
Si un jour un ulcère apparaît sur sa chair, il sera impur. Lv 13, 14 : Met d’an deiz ma vo gwelet ennañ kig bev, e vo dic’hlan.
Le prêtre, ayant examiné l’ulcère, déclarera l’homme impur, car l’ulcère est impur : c’est de la lèpre. Lv 13, 15 : Pa welo ar beleg kig bev, hen disklêriañ a raio dic’hlan ; ar c’hig bev a zo dic’hlan : ul lorgnez eo.
Mais si l’ulcère redevient blanc, l’homme ira trouver le prêtre. Lv 13, 16 : Ma adkrog ar c’hig bev da dreiñ e gwenn, ez aio da gaout ar beleg.
Le prêtre l’examinera et, s’il constate que la tache est redevenue blanche, il la déclarera pure : l’homme est pur. Lv 13, 17 : Ma wel ar beleg ez eo troet an droug da wenn, e disklêrio glan ar beleg an den tizhet : glan eo.
Lorsqu’une ulcération, apparue sur la peau de quelqu’un, est guérie, Lv 13, 18 : Un den en deus bet en e groc’hen ur gouli, hag a zo pareet,
et qu’à la place de l’ulcération apparaît une tumeur blanchâtre ou une pustule d’un blanc rougeâtre, l’homme se fera examiner par le prêtre. Lv 13, 19 : hag en deus, e lec’h ar gouli, ur yoc’henn wenn pe ur c’housi gwenn-rous, en em ziskouezo d’ar beleg.
Le prêtre l’examinera et, s’il constate un affaissement de la peau et un blanchissement du poil, il le déclarera impur : c’est une tache de lèpre bourgeonnant dans une ulcération. Lv 13, 20 : Hag e sello ar beleg : ma seblant donoc’h eget ar c’hroc’hen hag emañ ar blev o treiñ da wenn, e vo disklêriet dic’hlan gant ar beleg : un droug lorgnez a zo o tiflukañ er gouli.
Si le prêtre, l’ayant examiné, constate qu’il n’y a ni poils blancs ni affaissement de la peau, et que la tache a rétréci, il l’isolera pendant sept jours. Lv 13, 21 : Ha ma wel ar beleg n’eus ket ennañ blev gwenn, ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, hag ez eo teñval, e vo serret gant ar beleg e-pad seizh devezh.
Si la tache s’est vraiment étendue sur la peau, le prêtre le déclarera impur : c’est un cas de lèpre. Lv 13, 22 : Ha ma-z eo astennet er c’hroc’hen, e vo disklêriet dic’hlan gant ar beleg : klañv eo.
Si la pustule est restée stationnaire sans s’étendre, il s’agit de la cicatrice de l’ulcération : le prêtre le déclarera pur. Lv 13, 23 : Ma-z eo chomet a-sav ar c’housi, hep en em astenn, ez eo kleizenn ar gouli, glan e vo disklêriet gant ar beleg.
Lorsque quelqu’un subit sur sa peau une brûlure par le feu, et que sur la brûlure se forme un ulcère, une pustule d’un blanc rougeâtre ou blanchâtre, Lv 13, 24 : Un den en deus bet e groc’hen devet gant tan, hag ez eo deuet an devadur ur c’housi gwenn-rous pe wenn,
le prêtre l’examinera. S’il constate que le poil est devenu blanc sur la pustule et que celle-ci paraît aller en profondeur dans la peau, c’est que la lèpre bourgeonne dans la brûlure. Le prêtre déclarera l’homme impur : c’est une tache de lèpre. Lv 13, 25 : e sello outi ar beleg, ha ma-z eo troet ar blev da wenn er c’housi, hag e seblant donoc’h eget ar c’hroc’hen, emañ al lorgnez o tiflukañ : dic’hlan e vo disklêriet gant ar beleg : skoet eo gant al lorgnez.
Si le prêtre, après examen, constate qu’il n’y a sur la pustule ni poils blancs ni affaissement de la peau, et que la tache a rétréci, il l’isolera pendant sept jours. Lv 13, 26 : Met ma wel ar beleg n’eus ket er c’housi a vlev gwenn, ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, hag ez eo teñval, e vo serret gant ar beleg e-pad seizh devezh.
Le prêtre l’examinera le septième jour et, si la tache s’est vraiment étendue sur la peau, il le déclarera impur : c’est un cas de lèpre. Lv 13, 27 : Hag e welout a raio ar beleg d’ar seizhvet deiz, ha ma-z eo astennet an droug war ar c’hroc’hen, e vo disklêriet dic’hlan gant ar beleg : skoet eo gant al lorgnez.
Si la pustule est restée stationnaire sans s’étendre sur la peau, et que la tache a rétréci, ce n’est qu’une tumeur due à la brûlure. Le prêtre le déclarera pur : il s’agit de la cicatrice de la brûlure. Lv 13, 28 : Ma-z eo chomet a-sav ar c’housi, hep en em astenn er c’hroc’hen, hag ez eo teñval yoc’henn an devadur, e vo disklêriet glan gant ar beleg : kleizenn an devadur eo.
Si un homme ou une femme porte une tache à la tête ou au menton, Lv 13, 29 : Ma-z eo bet ur gwaz pe ur vaouez tizhet er penn pe er c’hroñj,
le prêtre examinera cette tache et, s’il constate qu’elle paraît aller en profondeur dans la peau, avec quelques poils fins et jaunâtres, il la déclarera impure. C’est la teigne, c’est-à-dire la lèpre de la tête ou du menton. Lv 13, 30 : e sello ar beleg ouzh an droug, ha ma seblant donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eus ennañ blev melen, tanav, e vo disklêriet dic’hlan gant ar beleg : tagn eo, lorgnez penn pe barv.
Mais si le prêtre, ayant examiné cette tache de teigne, constate qu’elle ne paraît pas aller en profondeur et qu’il n’y a pas de poil jaunâtre, il isolera cette tache de teigne pendant sept jours. Lv 13, 31 : Ha pa sello ar beleg ouzh an droug-tagn-mañ, ha ne seblanto ket donoc’h eget ar c’hroc’hen, ha ne vo ket blev du ennañ, e serro ar beleg an hini skoet gant an tagn e-pad seizh devezh.
Le septième jour, le prêtre examinera cette tache et, s’il constate que la teigne ne s’est pas étendue, qu’il n’y a pas de poil jaunâtre, et qu’elle ne paraît pas aller en profondeur dans la peau, Lv 13, 32 : Hag e sello ar beleg ouzh an droug d’ar seizhvet deiz ; ha ma n’eo ket astennet an droug ha n’eus ket ennañ a vlev melen, ha ne seblant ket an droug donoc’h eget ar c’hroc’hen,
la personne se rasera, mais sans raser la partie teigneuse, et le prêtre l’isolera une seconde fois pendant sept jours. Lv 13, 33 : en em razho, met an tagn ne vo ket razhet, hag e serro ar beleg an tagnouz e-pad seizh devezh adarre.
Le septième jour, le prêtre examinera la teigne et, s’il constate que la teigne ne s’est pas étendue sur la peau et qu’elle ne paraît pas aller en profondeur, il la déclarera pure. La personne lavera ses vêtements et sera pure. Lv 13, 34 : Hag e sello ar beleg ouzh an tagnouz d’ar seizhvet deiz, ha ma n’eo ket astennet an tagn war ar c’hroc’hen, ha ne seblant ket bezañ donoc’h eget ar c’hroc’hen, e vo disklêriet glan gant ar beleg. Kannañ e raio e zilhad, hag e vo glan.
Si, après qu’on l’a déclarée pure, la teigne s’étend vraiment sur la peau, Lv 13, 35 : Ma astenn an tagn war e groc’hen goude e c’hlanidigezh,
le prêtre l’examinera ; et s’il constate que la teigne s’est étendue sur la peau, il ne recherchera pas de poils jaunâtres : la personne est impure. Lv 13, 36 : e sello outañ ar beleg ; ma-z eo astennet an tagn war ar c’hroc’hen, ne vo ket klasket gant ar beleg a vlev melen ; dic’hlan eo.
Et si, à ses yeux, la teigne est stationnaire et qu’il y pousse du poil noir, c’est que la teigne est guérie : la personne est pure, et le prêtre la déclarera pure. Lv 13, 37 : Ha ma-z eo, gouez dezhañ, chomet a-sav an tagn, hag ez eus blev du o vountañ ennañ, ez eo pareet an tagn : glan eo, hag e vo disklêriet glan gant ar beleg.
Si un homme ou une femme a de nombreuses pustules blanches sur la peau, Lv 13, 38 : Ouzh un den pe ur vaouez o deus war groc’hen o c’horf kousioù, kousioù gwenn,
le prêtre les examinera et, s’il constate que ces pustules sur la peau sont d’un blanc terne, il s’agit d’un vitiligo qui a bourgeonné sur la peau : la personne est pure. Lv 13, 39 : e sello ar beleg ; ha ma-z eus war groc’hen o c’horf kousioù gwennart, e vo ar vitiligo o vleuniañ war ar c’hroc’hen, met glan eo.
Si un homme perd ses cheveux, c’est une calvitie : il est pur. Lv 13, 40 : Un den, pa-z eo divlev e benn, a zo moal, a zo glan.
Si c’est sur le devant de la tête qu’il perd ses cheveux, c’est une calvitie partielle : il est pur. Lv 13, 41 : Ma-z eo eus an tu a-raok ez eo divlev e benn, ez eo talek, met glan.
S’il y a une tache d’un blanc rougeâtre à l’endroit atteint de calvitie totale ou partielle, c’est qu’une lèpre y bourgeonne. Lv 13, 42 : Ma vez war e voalder pe war e zam-voalder un droug gwenn-rous, emañ al lorgnez o vleuniañ war e voalder pe zam-voalder.
Le prêtre l’examinera et, s’il constate sur la tache, à l’endroit atteint de calvitie totale ou partielle, une tumeur d’un blanc rougeâtre de même aspect que la lèpre de la peau, Lv 13, 43 : Sellout a raio outañ ar beleg, ha ma-z eo goret an droug gwenn-rous, en e voalder pe en e zam-voalder, stumm lorgnez war groc’hen e gorf,
l’homme est lépreux : il est impur. Le prêtre le déclarera impur : il a une tache à la tête. Lv 13, 44 : ez eo un den lovr, dic’hlan ; dic’hlan e vo disklêriet gant ar beleg ; en e benn emañ an droug.
Le lépreux atteint d’une tache portera des vêtements déchirés et les cheveux en désordre, il se couvrira le haut du visage jusqu’aux lèvres, et il criera : “Impur ! Impur !” Lv 13, 45 : Al lovr, e-keit ha ma vo klañv, en devo dilhad freget hag e vlev a vo laosket da greskiñ, hag e c’holoio e varv, hag e hucho "Dic’hlan ! Dic’hlan !"
Tant qu’il gardera cette tache, il sera vraiment impur. C’est pourquoi il habitera à l’écart, son habitation sera hors du camp. Lv 13, 46 : E-keit ha ma vo an droug ennañ, e vo dic’hlan : dic’hlan e vo. E-unan e chomo, er-maez eus ar c’hamp e vo e chomaj.
« Lorsqu’il y aura une tache de lèpre sur un vêtement de laine ou de lin, Lv 13, 47 : Ur pezh dilhad, dilhad gloan pe zilhad lin, en defe un droug lorgnez
un tissu ou une pièce d’étoffe en lin ou en laine, du cuir ou n’importe quel objet en cuir, Lv 13, 48 : e steuenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe lêr pe un dra bennak e lêr,
si la tache du vêtement, du cuir, du tissu, de la pièce d’étoffe ou de l’objet en cuir est verdâtre ou rougeâtre, c’est une tache de lèpre à faire examiner par le prêtre. Lv 13, 49 : ma vez glazart pe ruzart an dra en dilhad pe el lêr, pe er steuenn pe en anneuenn, pe en un dra bennak el lêr, un namm lorgnez eo hag e vo diskouezet d’ar beleg.
Le prêtre examinera la tache et isolera pendant sept jours ce qui est taché. Lv 13, 50 : Hag e sello ar beleg ouzh an droug, hag e serro an dra nammet e-pad seizh devezh.
Le septième jour, il examinera encore la tache et, si elle s’est étendue sur le vêtement, le tissu, la pièce d’étoffe, le cuir ou l’objet en cuir, c’est une tache de lèpre maligne : ce qui est taché est impur. Lv 13, 51 : Hag e sello ouzh an droug d’ar seizhvet deiz. Ma-z eo astennet an droug er pezh-dilhad, er steuenn pe en anneuenn, el lêr pe en un dra bennak graet e lêr, ez eo lorgnez vosennus an droug-se : dic’hlan eo.
Il brûlera le vêtement, le tissu, la pièce d’étoffe en laine ou en lin, l’objet en cuir, sur lequel il y a la tache : c’est une lèpre maligne qui doit être brûlée par le feu. Lv 13, 52 : Hag e vo devet ar pezh-dilhad, ar steuenn pe an ansteuenn, gloan pe lin, ar pezh lêr e vefe ennañ an droug, rak lorgnez vosennus eo : en tan e vo devet.
Mais si le prêtre, l’ayant examinée, constate que la tache ne s’est pas étendue sur le vêtement, le tissu, la pièce d’étoffe ou l’objet en cuir, Lv 13, 53 : Met ma wel ar beleg n’eo ket astennet an droug en dilhad, nag er steuenn nag en anneuenn, nag e tra bennak e lêr,
il ordonnera de laver ce qui est taché, il l’isolera une seconde fois pendant sept jours. Lv 13, 54 : e c’hourc’hemenno ar beleg kannañ ar pezh emañ ennañ an droug, a serro e-pad seizh devezh adarre.
Le prêtre examinera la tache lavée et, s’il constate qu’elle n’a pas changé d’aspect et ne s’est pas étendue, ce qui est taché est impur. Tu le brûleras par le feu : il y a corrosion sur l’envers ou sur l’endroit. Lv 13, 55 : Hag e sello ar beleg, goude ma vo bet kannet an dra tizhet, ha ma n’en deus ket kemmet an droug a stumm, ha n’eo ket astennet an droug, ez eo dic’hlan : en tan e vo devet : ur c’hrignadur eo, en tu mat pe en tu gin.
Mais si le prêtre, l’ayant examinée, constate que la tache lavée a pâli, il l’arrachera du vêtement ou du cuir, du tissu ou de la pièce d’étoffe. Lv 13, 56 : Met ma wel ar beleg ez eo teñvalaet an droug goude kannañ, en e ziframmo diouzh ar pezh-dilhad, pe al lêr, pe ar steuenn pe an anneuenn.
Si la tache apparaît de nouveau sur le vêtement, le tissu, la pièce d’étoffe ou l’objet en cuir, c’est que la tache prolifère, et tu brûleras par le feu ce qui est taché. Lv 13, 57 : Ha ma vez gwelet c’hoazh, er pezh-dilhad, er steuenn pe en anneuenn, pe e tra bennak e lêr, o tiflukañ, en tan e vo devet an tamm emañ an droug ennañ.
Le vêtement, le tissu, la pièce d’étoffe et l’objet en cuir, que tu auras lavé et dont la tache aura disparu, sera lavé une seconde fois : il sera pur. Lv 13, 58 : Hag an dilhad, steuenn pe anneuenn, pe tra bennak e lêr, az po kannet ha lamet diouto an droug, a vo kannet un eil gwech, hag e vo glan.
Telle est la loi concernant la tache de lèpre sur un vêtement de laine ou de lin, un tissu, une pièce d’étoffe ou n’importe quel objet en cuir, qui permet de le déclarer pur ou impur. » Lv 13, 59 : Setu aze al lezenn evit an droug-lorgnez en dilhad gloan pe lin, e steuenn pe en anneuenn, pe e tra bennak e lêr, evit lavarout ez eo glan pe dic’hlan".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr al Leviegezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
