Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Ar C’hlemmganoù » Pennad 1

Levr Ar C’hlemmganoù - Pennad 1

Levr : Levr Ar C’hlemmganoù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 1



Aleph — Comment ! La voilà donc assise, solitaire, la ville si populeuse, semblable à une veuve, la reine des nations, souveraine des peuples, devenue esclave ! Lm 1, 1 : Alef - Allas ! En he fart emañ azezet ar gêr a oa poblet stank, deuet eo da vezañ evel un intañvez, an hini vras e-touez ar Broadoù ; ar briñsez e-kreiz ar rannvroioù, rediet eo bet d’al labour.

Beth — Elle pleure, elle pleure dans la nuit, les larmes couvrent ses joues : personne pour la consoler parmi ceux qui l’aimaient ; ils l’ont trompée, tous ses amis, devenus ses ennemis. Lm 1, 2 : Bet - Ne baouez ket da ouelañ a-hed an noz, n’he deus hini ebet evit he diboaniañ e-mesk hec’h holl garidi ; hec’h holl vignoned o deus he zrubardet, deuet int da vezañ enebourien dezhi.

Guimel — Elle est déportée, Juda, misérable, durement asservie ; assise au milieu des nations, elle ne trouve pas de repos. Tous ses persécuteurs l’ont traquée jusque dans sa détresse. Lm 1, 3 : Gimel - Aet eo Youda d’an harlu dindan reuzeudigezh ha sklavelezh kalet ; e-touez ar baganed emañ bremañ o chom, ha ne gav ket diskuizh ; e holl heskinerien o deus paket anezhañ e odeoù ar menezioù.

Daleth — Les routes de Sion sont en deuil, car personne ne vient à ses fêtes : toutes ses portes sont à l’abandon, ses prêtres gémissent, ses vierges s’affligent ; elle-même est dans l’amertume ! Lm 1, 4 : E kañv emañ hentoù Sion, ne zeuer ken d’he deizioù-gouel ! Hec’h holl dorioù ’zo rivinet, hirvoudiñ 'ra he beleien ; hi hec’h-unan a zo mantret.

Hé — Ses adversaires la dominent, ses ennemis sont rassurés, car le Seigneur l’afflige pour ses fautes sans nombre ; ses petits enfants s’en vont, captifs devant l’adversaire. Lm 1, 5 : He - He gwaskerien a zo trec’h warni, hec’h enebourien a ra berzh ; rak an Aotrou en deus he leuniet a anken en abeg d’he zorfedoù niverus ; he bugaligoù a zo aet kuit d’ar sklavelezh dirak dremm ar mac’homer.

Waw — De la fille de Sion toute splendeur s’est retirée ; ses princes, comme des cerfs ne trouvant plus de pâturages, sont partis à bout de forces devant le persécuteur. Lm 1, 6 : Vav - Aet eo da bell digant merc’h Sion kement a oa he gloar ; he friñsed a zo deut da vezañ evel kirvi na gavont ken da beuriñ hag a dec’h betek bezañ dinerzh dirak ar chaseer.

Zaïn — Jérusalem se rappelle tous les plaisirs des jours d’autrefois, aux jours de misère et d’errance quand son peuple tombe aux mains de l’adversaire ; la voyant privée de secours, ses adversaires rient de sa ruine. Lm 1, 7 : Zain - Koun he deus, Jeruzalem, eus he deizioù a reuzeudigezh hag a gantreerezh hep den o tont d’he skoazellañ, pa oa he gwaskerien o sellout outi hag oc’h ober goap ouzh he rivin.

Heth — Elle a péché, elle a péché, Jérusalem : elle n’est plus que souillure ; tous ceux qui la glorifiaient la méprisent voyant sa nudité ; elle aussi gémit et se détourne. Lm 1, 8 : Het - Pec’het he deus Jeruzalem, pec’het he deus ken eo deut da vezañ ur saotradur ; an holl dud hec’h enore he dispriz bremañ rak gwelet o deus he noazhder, hag hi hec’h-unan oc’h hirvoudiñ en ur dreiñ dezho he c’hein.

Teth — Son impureté a taché sa robe ; elle n’avait pas imaginé une telle fin : elle est descendue au plus bas ; personne pour la consoler. « Vois, Seigneur, ma misère : l’ennemi a triomphé ! » Lm 1, 9 : Tet - He loustoni ’zo peg ouzh panelloù he sae, ne soñje ket er fin-se ; setu-hi diskennet gwall izel hep den ebet d’he frealziñ. "Gwel va reuzeudigezh, o Aotrou, rak lorc’h en deus va enebour !"

Yod — L’adversaire a fait main basse sur tous ses trésors : oui, elle a vu les païens entrer dans son sanctuaire, alors que tu leur avais ordonné : « Vous n’entrerez pas dans mon assemblée. » Lm 1, 10 : Yod - He gwasker en deus astennet e zorn war hec’h holl deñzorioù, gwelet he deus ar baganed oc’h antren e-barzh he santual, int hag az poa gourc’hemennet diwar o fenn : n’afent ket e-barzh da vodadeg.

Kaph — Son peuple tout entier gémit, en quête de pain ; il troque ses trésors contre de la nourriture, pour reprendre vie : « Vois, Seigneur, et regarde comme je suis méprisée ! » Lm 1, 11 : Kaf - Emañ hec’h holl boblañs oc’h hirvoudiñ en ur glask bara he bevañs ; trokañ a reer bragerizoù evit boued 'vit gallout bevañ : "Gwel, Aotrou, ha taol evezh, pegen mezhekaet ez on !"

Lamed — « Ô vous tous qui passez sur le chemin, regardez et voyez s’il est une douleur pareille à la douleur que j’endure, celle dont le Seigneur m’afflige, le jour de sa brûlante colère ! » Lm 1, 12 : Lamed - O c’hwi holl hag a dremen gant an hent, sellit ha gwelit, hag eñ ez eus ur glac’har heñvel ouzh ar glac’har ’zo bet sammet warnon, an hini en deus skoet an Aotrou ganin e deiz tan-flamm e gounnar.

Mem — D’en haut il lance un feu dans mes os et les piétine ; il tend un filet sous mes pas, il me rejette en arrière ; il me livre à l’abandon, malade à longueur de jour. Lm 1, 13 : Mem - Eus krec’h en deus kaset ur wrez en deus lakaet da ziskenn em eskern ; stegnet en deus ur roued dindan va zreid, va eilpennet en deus, graet en deus ac’hanon unan ranngalonet, unan atav gant he c’hleñved.

Noun — Il attache de sa main le joug de mes péchés ; ils sont entrelacés et posés sur mon cou : ma force en est brisée ; le Seigneur me livre à des mains qui m’empêchent de me relever. Lm 1, 14 : Noun - Yev va fec’hedoù a bouez warnon : o flezhennet en deus a-unan ha graet anezho un hordenn war va choug, da lakaat va nerzh da blegañ ; Doue en deus va roet etre daouarnioù ha n’hellan ket herzel outo.

Samek — Le Seigneur a terrassé tous les vaillants au milieu de mon peuple ; il a convoqué contre moi un conseil pour écraser mes jeunes gens ; le Seigneur a foulé au pressoir la vierge, fille de Juda. Lm 1, 15 : Samek - Va holl harozed Doue en deus o distaolet, ar re a zougen em c’hreiz ; galvet en deus a-enep din ur vodadeg evit flastrañ va yaouankizoù ; Doue en deus mac’het er waskerell ar Werc’hez, merc’h Youda.

Aïn — Voilà pourquoi je pleure, mes yeux, mes yeux fondent en larmes : il est loin de moi, le consolateur qui me rendrait la vie ; mes fils sont à l’abandon : l’ennemi était le plus fort ! Lm 1, 16 : Hain - En abeg da se emañ va lagad o ouelañ, va lagad a deuz en dour ; rak pell diouzhin emañ ar frealzer a rentfe din buhez ; Mantret-holl eo va mibien o vezañ m’emañ an enebour o trec’hiñ.

Pé — Sion a tendu les mains : personne pour la consoler. Le Seigneur a donné des ordres contre Jacob aux adversaires qui l’entourent : Jérusalem au milieu d’eux n’est plus que souillure. Lm 1, 17 : Pe - Sion he deus astennet he daouarn, met n’eus eviti frealzer ebet ; galvet en deus an Aotrou enep Jakob e ziarbennerien a dro-zro. Deuet eo Jeruzalem da vezañ evito un euzhadenn en o zouez.

Çadé — Le Seigneur, lui, est juste car je suis rebelle à sa parole. Écoutez donc, vous, tous les peuples, et voyez ma douleur : mes vierges et mes jeunes gens sont partis en captivité. Lm 1, 18 : Tsade - Just eo bet, Eñ, an Aotrou, p’am boa disentet ouzh e urzhioù ; selaouit eta, pobloù ; c’hwi holl, ha gwelit va doan, pa-z eo bet skrapet va sklaved va gwerc’hezed ha va faotred yaouank.

Qoph — J’ai fait appel à mes amants : mais ils m’ont trahie. Mes prêtres et mes anciens expirent dans la ville, cherchant la nourriture pour reprendre vie. Lm 1, 19 : Kof - Galvet em eus d’am sikour ar re am c’hare, touellet on bet ganto : va beleien ha va c’hozhidi a zo marvet e-kreiz straedoù kêr en ur glask en o naon magadurezh a rofe dezho buhez en-dro.

Resh — Vois, Seigneur, quelle est ma détresse : mes entrailles frémissent ; mon cœur en moi se retourne car j’ai persisté dans ma rébellion ; dehors, l’épée m’a privée d’enfants, dans la maison, c’est la mort. Lm 1, 20 : Resh - Gwel, Aotrou, pebezh reuz eo va hini, birviñ a ra va bouzelloù, eilpennet eo va c’halon em askre, na disentus on bet me ! Ar c’hleze er-maez a skrap din va bugale, en diabarzh emañ ar Marv.

Shin — On m’entend gémir : personne pour me consoler. Tous mes ennemis entendent mon malheur : ils jubilent car c’est toi qui l’as fait. Tu amèneras le jour que tu as fixé : ils seront alors comme moi ! Lm 1, 21 : Shin - Klev va c’hlemmvan, o Aotrou ! N’em eus frealzer ebet ! Va holl enebourien en ur anavezout va gwalleur o deus bet gantañ joa vil. Degas eta warno an deiz ac’h eus kemennet, ma teuint da vezañ eveldon !

Taw — Que leur méchanceté éclate à tes yeux : traite-les donc comme tu m’as traitée pour toutes mes fautes : nombreux sont mes gémissements, malade est mon cœur ! Lm 1, 22 : Tav - Ra vo aze dirazout ar gont eus o holl fallagriezhoù ha gra outo evel m’ac’h eus graet ouzhin en abeg d’am holl bec’hedoù, rak niverus eo va hirvoudoù ha gwall-glañv eo va c’halon.