Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Malakias » Pennad 3

Malakias - Pennad 3

Levr : Malakias
Pennad : 1 | 2 | 3

Pennad 3



Voici que j’envoie mon messager pour qu’il prépare le chemin devant moi ; et soudain viendra dans son Temple le Seigneur que vous cherchez. Le messager de l’Alliance que vous désirez, le voici qui vient, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 3, 1 : Setu ma kasan va c’hannad, evit kempenn an hent dirazon hag a-daol-trumm ec’h antreo en e Dempl an Aotrou a glaskit, ha kannad an Emglev a c’hoantait, setu eñ o tont, - eme Aotrou an armeoù.

Qui pourra soutenir le jour de sa venue ? Qui pourra rester debout lorsqu’il se montrera ? Car il est pareil au feu du fondeur, pareil à la lessive des blanchisseurs. Ml 3, 2 : Ha piv a c’hello gouzañv deiz e zonedigezh, ha derc’hel en e sav pa ’n em ziskouezo ? Rak eñ a zo evel tan an teuzer hag evel kali ar gommerien.

Il s’installera pour fondre et purifier : il purifiera les fils de Lévi, il les affinera comme l’or et l’argent ; ainsi pourront-ils, aux yeux du Seigneur, présenter l’offrande en toute justice. Ml 3, 3 : Ha derc’hel kador a raio evit teuziñ ha glanaat an arc’hant, ha glanaat a raio mibien Levi, ha puraat a ray anezho evel aour hag arc’hant hag e vint evit an Aotrou kinnigerien profoù evel ma-z eo dleet.

Alors, l’offrande de Juda et de Jérusalem sera bien accueillie du Seigneur, comme il en fut aux jours anciens, dans les années d’autrefois. Ml 3, 4 : Hag e plijo d’an Aotrou profadenn Youda ha Jeruzalem evel en deizioù a wechall hag evel er bloavezhioù diagent.

Je m’approcherai de vous pour le jugement ; sans attendre, je témoignerai contre les magiciens, contre les adultères, contre ceux qui font de faux serments, contre ceux qui oppriment le salarié, la veuve et l’orphelin, qui excluent l’immigré et qui ne me craignent pas, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 3, 5 : Tostaat a rin ouzhoc’h evit ar varn, hag e vin un test difraeus enep ar sorserien hag enep an avoultrerien, enep ar falsledouerien, enep ar re a denn droukc’hounid eus ar gopr-devezhier, eus an intañvez, eus an emzivad, enep ar re a dorr gwirioù an estrañjour hep aon dirazon, eme Aotrou an armeoù.

Moi, le Seigneur, je n’ai pas changé, mais vous, fils de Jacob, vous n’en finissez pas de changer : Ml 3, 6 : Ya, me an Aotrou, n’em eus ket kemmet, ha c’hwi, mibien Jakob, n’eo ket echu ganeoc’h !

depuis les jours de vos pères, vous vous écartez de mes décrets et ne les gardez pas. Revenez à moi, et je reviendrai à vous, – dit le Seigneur de l’univers. Vous demandez : « En quoi devrons-nous revenir ? » Ml 3, 7 : Adal deizioù ho tadoù emaoc’h o tiroudañ diwar va divizadurioù, pa ne virit ket anezho. Distroit ouzhin ha me a zistroio deoc’h, - eme Aotrou an armeoù. Hag e lavarit "Penaos e tistroimp ?"

– Un homme peut-il tromper Dieu ? Et vous me trompez ! Vous dites : « En quoi t’avons-nous trompé ? » – Pour la dîme et les redevances. Ml 3, 8 : Daoust hag e tle an den flodañ Doue ? C’hwi koulskoude am flod ha goude-se e lavarit : "E petra hon eus ho flodet ?" "En deog hag en truaj".

Vous êtes maudits de malédiction, vous me trompez, vous, la nation entière ! Ml 3, 9 : Mallozh deoc’h, mallozh ! rak me eo an hini a flodit, c’hwi, ar vroad a-bezh !

Apportez toute la dîme à la maison du trésor, pour qu’il y ait de la nourriture dans ma Maison. Soumettez-moi donc ainsi à l’épreuve, – dit le Seigneur de l’univers –, et vous verrez si je n’ouvre pas pour vous les écluses du ciel si je ne répands pas sur vous la bénédiction en abondance ! Ml 3, 10 : Degasit an deog en e bezh d’an Teñzor evit ma vo bevañs a-walc’h em zi, ha neuze va lakait gant se d’an amprou, eme Aotrou an armeoù : daoust ha ne zigorin ket evidoc’h prenestroù an Neñvoù evit skuilh warnoc’h ar bennozh, gant largentez dreist-muzul.

Pour vous, je menacerai l’insecte vorace : qu’il ne détruise plus les fruits de votre sol, et que la vigne de vos campagnes ne soit plus stérile, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 3, 11 : Ya, gourdrouz a rin evidoc’h ar c’hwil-debrer evit na zistrujo ket frouezh ho touar ha na c’hwito ket deoc’h ar gwini war ar maezioù, eme Aotrou an armeoù.

Toutes les nations vous diront bienheureux, car vous serez alors une terre de délices, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 3, 12 : An holl vroadoù neuze ho tisklerio evurus, pa vezot ur vro en em blijer enni, - eme Aotrou an armeoù.

Vous avez contre moi des paroles dures, – dit le Seigneur. Et vous osez demander : « Qu’avons-nous dit entre nous contre toi ? » Ml 3, 13 : Komzoù garv a lavarit a-enep din, eme an Aotrou, Hag e lavarit : "Petra ’ta hon eus lavaret kenetrezomp a-enep deoc’h ?"

Voici ce que vous avez dit : « Servir Dieu n’a pas de sens. À quoi bon garder ses observances, mener une vie sans joie en présence du Seigneur de l’univers ? Ml 3, 14 : Lavaret hoc’h eus : "Ne dalv ket ar boan servijiñ Doue, petore gounid hon eus bet o virout e c’hourc’hemennoù hag o kerzhout rec’het dirak Aotrou an armeoù ?

Nous en venons à dire bienheureux les arrogants ; même ceux qui font le mal sont prospères, même s’ils mettent Dieu à l’épreuve, ils en réchappent ! » Ml 3, 15 : Bremañ avat e tiskleriomp ez eo evurus an dud rok ; ya, ober berzh a reont, int hag a ra an droug ; ya, temptañ a reont Doue, hag en em dennañ a reont.

Alors ceux qui craignent le Seigneur s’exhortèrent mutuellement. Le Seigneur fut attentif et les écouta ; un livre fut écrit devant lui pour en garder mémoire, en faveur de ceux qui le craignent et qui ont le souci de son nom. Ml 3, 16 : Evel-se o deus komzet an eil gant egile ar re a zouj an Aotrou ; neuze en deus an Aotrou taolet pled ; klevet en deus ; hag ul levr-eñvoriñ a zo bet skrivet dirazañ evit ar re a zouj an Aotrou hag a soñj en e anv.

Le Seigneur de l’univers déclara : Ils seront mon domaine particulier pour le jour que je prépare. Je serai indulgent envers eux, comme un homme est indulgent envers le fils qui le sert fidèlement. Ml 3, 17 : Int a vo evidon, eme Aotrou an armeoù, va feadra din-me, en deiz ma kasin an traoù war raok ; truez am bo outo evel m’en devez un den truez ouzh ar mab a servij anezhañ.

Vous verrez de nouveau qu’il y a une différence entre le juste et le méchant, entre celui qui sert Dieu et celui qui refuse de le servir. Ml 3, 18 : Neuze e welot en-dro an diforc’h etre un den just hag un den drouk, etre an hini a servij Doue hag an hini ne ra ket.

Voici que vient le jour du Seigneur, brûlant comme la fournaise. Tous les arrogants, tous ceux qui commettent l’impiété, seront de la paille. Le jour qui vient les consumera, – dit le Seigneur de l’univers –, il ne leur laissera ni racine ni branche. Ml 3, 19 : Rak setu ma teu an Deiz dêvus evel ur forn, ma vo an holl dud rok, an holl drougoberourien, evel plouz ; an Deiz o tont o fulluc’ho, eme Aotrou an armeoù ; ha ne lezo dezho na gwrizienn na skourr.

Mais pour vous qui craignez mon nom, le Soleil de justice se lèvera : il apportera la guérison dans son rayonnement. Vous sortirez en bondissant comme de jeunes veaux à la pâture. Ml 3, 20 : Met evidoc’h hag a zouj va anv, e paro an heol a reizhder gant ar bareañs en e vannoù; ha mont a reot er-maez en ur fringal evel leueoù miret da lardañ.

Vous foulerez les méchants, car ils seront de la cendre sous la plante de vos pieds, au jour que je prépare, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 3, 21 : Ha mac’hañ a reot ar re fallakr, evel ludu dindan sol ho treid, en deiz ma sevenin an traoù, - eme Aotrou an armeoù.

Souvenez-vous de la loi de Moïse, mon serviteur, à qui j’ai prescrit, sur l’Horeb, décrets et ordonnances pour tout Israël. Ml 3, 22 : Ho pet soñj eus lezenn Moizez, va servijer, am eus gourc’hemennet dezhañ, war an Horeb, evit Israel a-bezh, dekredoù ha reolennoù.

Voici que je vais vous envoyer Élie le prophète, avant que vienne le jour du Seigneur, jour grand et redoutable. Ml 3, 23 : Setu ma-z an da gas deoc’h Elias ar profed, a-raok ma teuio Deiz an Aotrou, an hini bras ha spouronus.

Il ramènera le cœur des pères vers leurs fils, et le cœur des fils vers leurs pères, pour que je ne vienne pas frapper d’anathème le pays ! Ml 3, 24 : Hemañ a zistroio kalon an tadoù war-zu o bugale, ha kalon ar vugale war-zu o zadoù, gant aon na zeufen da skeiñ ouzh ar vro an anaoue.