Livre de Ruth - Chapitre 3
Chapitre 3
Noémi, sa belle-mère, dit à Ruth : « Ma fille, ne devrais-je pas chercher à t’établir pour que tu sois heureuse ? Rt 3, 1 : Hag e lavaras Noemi, he mamm-gaer dezhi : "Va merc’h, ha ma klaskfen evidout un diskuizh, ne vefe ket gwelloc’h dit ?
Et maintenant, Booz n’est-il pas notre parent, lui dont tu as suivi les servantes ? Voici que, cette nuit, il vanne lui-même l’orge sur l’aire. Rt 3, 2 : Ac’hanta ! Ha n’eo ket Booz kar deomp, eñ, ma-z out bet gant e servijerezed ? Setu ma vo o wentañ ul leuriad heiz fenoz.
Va te baigner, te parfumer et mettre ton manteau. Tu descendras sur l’aire. Ne te fais pas reconnaître de l’homme avant qu’il ait fini de manger et de boire. Rt 3, 3 : En em walc’h eta hag en em olev, ha laka da vantell warnout, ha diskenn d’al leur, hep en em lezel da vezañ anavezet gant an den a-raok m’en devo echu da zebriñ ha da evañ.
Quand il sera couché, tu sauras où il se couche. Alors, va, découvre-lui les pieds, et là, tu te coucheras. Lui t’indiquera ce que tu devras faire. » Rt 3, 4 : Ha pa-z ay da gousket, evesha e pelec’h e vezo o kousket, hag ez i da zizoleiñ e ballenn-treid hag e c’hourvezi, hag eñ a zisklêrio dit ar pezh az po da ober".
Et Ruth lui répondit : « Tout ce que tu me dis, je le ferai. » Rt 3, 5 : Hag e lavaras dezhi : "Kement tra ac’h eus lavaret a rin".
Elle descendit sur l’aire et fit tout ce que sa belle-mère lui avait ordonné. Rt 3, 6 : Hag e tiskennas d’al leur, hag e reas holl bezh he devoa kemennet he mamm-gaer.
Booz mangea et but. Puis, le cœur content, il alla se coucher contre la meule. Alors, Ruth s’approcha discrètement, découvrit les pieds de Booz et se coucha. Rt 3, 7 : Hag e tebras Booz hag ec’h evas, ha pa voe laouen e galon ez eas da gousket e-harz penn ar bern. Hag hi a zeuas dre guzh, a zizoloas e ballenn-treid hag a c’hourvezas.
Or, au milieu de la nuit, l’homme frissonna, il se tourna pour voir : et voici qu’une femme était couchée à ses pieds ! Rt 3, 8 : Met da greiz an noz e spontas an den hag e troas : ha setu ma oa ur vaouez gourvezet dindan e ballenn-treid.
Il demanda : « Qui es-tu ? » Elle répondit : « C’est moi, Ruth ta servante. Étends sur ta servante le pan de ton manteau, car c’est toi qui as droit de rachat. » Rt 3, 9 : Hag e lavaras : "Piv out-te ?" Hag hi da lavarout : "Me eo Rout, da servijerez. Displeg da bastell war da servijerez, o vezañ m’ac’h eus gwir-daspren warnon".
Alors, il dit : « Sois bénie du Seigneur, ma fille ! Ce geste d’attachement est encore plus beau que le premier : tu n’as pas recherché les jeunes gens, pauvres ou riches. Rt 3, 10 : Hag eñ dezhi : "Benniget ra vezi gant an Aotrou, va merc’h ! Brasoc’h eo da garantez diwezhañ eget an hini gentañ, pa n’out ket aet war-lerc’h ar baotred yaouank, paour pe binvidik.
Et maintenant, ma fille, n’aie pas peur ; tout ce que tu diras, je le ferai pour toi, car tout le monde ici sait que tu es une femme parfaite. Rt 3, 11 : Ha bremañ, va merc’h, bez dizaon ; holl bezh a lavari a rin evidout, rak gouzout a ouzer en holl dorojoù va fobl ez out ur vaouez a galon.
C’est vrai que j’ai droit de rachat, mais il existe un plus proche parent que moi qui a droit de rachat. Rt 3, 12 : Koulskoude, mard eo gwir ez on dasprener, me, ez eus c’hoazh un dasprener nesoc’h egedon.
Passe donc la nuit ici, et demain matin, s’il veut te racheter, eh bien ! qu’il te rachète ! Mais s’il ne le veut pas, c’est moi qui te rachèterai, aussi vrai que le Seigneur est vivant ! Reste couchée jusqu’au matin ! » Rt 3, 13 : Chom fenoz, ha setu, a-benn arc’hoazh, mar daspren, mat, e taspreno ; ha mar n’en deus ket c’hoant dasprenañ, me az taspreno, me va-unan, ken gwir ha ma-z eo bev an Aotrou ! Kousk eta betek arc’hoazh !"
Elle resta donc couchée à ses pieds jusqu’au matin, mais elle se leva avant qu’on puisse reconnaître qui que ce soit. Car Booz se disait : « Il ne faut pas qu’on apprenne que cette femme est venue sur l’aire. » Rt 3, 14 : Hag hi a gouskas neuze e-harz e dreid betek ar beure. Hag e savas a-raok ma c’hellfe an dud en em anaout an eil egile, rak lavaret en devoa Booz : "Gant na vo ket gouezet ez eo deuet amañ ar vaouez-mañ war al leur !"
Il lui dit alors : « Présente le châle que tu portes et tiens-le bien. » Elle le tint donc ; il mesura six mesures d’orge et l’aida à s’en charger. Puis il rentra en ville. Rt 3, 15 : Hag e lavaras : "Ro din ar c’habell a zo warnout, dalc’h-eñ gant da zaou zorn". Hag hi e zigoras hag a zalc’has mat dezhañ, hag e vuzulias c’hwec’h muzul heiz, a sammas warni, hag ez eas-hi e kêr.
Ruth revint chez sa belle-mère qui lui demanda : « Que t’est-il arrivé, ma fille ? » Alors Ruth lui raconta tout ce que l’homme avait fait pour elle Rt 3, 16 : Ha pa zegouezhas e ti he mamm-gaer, e lavaras houmañ : "Petra nevez ganit, va merc’h ?" Hag hi da gontañ dezhi kement tra en devoa graet eviti an den.
et elle ajouta : « Il m’a donné ces six mesures d’orge en me disant : “Ne rentre pas chez ta belle-mère les mains vides.” » Rt 3, 17 : Hag e lavaras : "Ar c’hwec’h muzul heiz-mañ en deus roet din en ur lavarout : Ned i ket dibourvez da di da vamm-gaer".
Noémi lui dit : « Reste ici, ma fille, jusqu’à ce que tu saches comment l’affaire aboutira. Car cet homme n’aura de cesse qu’il n’ait conclu cette affaire, aujourd’hui même. » Rt 3, 18 : Hag houmañ da lavarout : "Chom dinec’h, va merc’h, ken na ouezi penaos e c’hoarvezo gant an afer-mañ. N’en devo peoc’h ebet an den ken n’en devezo kaset da benn ar pezh en deus lavaret hiziv".
