Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Thessaloniciens » Chapitre 3

Deuxième lettre de saint Paul Apôtre aux Thessaloniciens - Chapitre 3

Levr : An eil lizher d’an Desalonikiz
Chapitre : 1 | 2 | 3

Chapitre 3



Priez aussi pour nous, frères, afin que la parole du Seigneur poursuive sa course, et que, partout, on lui rende gloire comme chez vous. 2Th 3, 1 : A-hent-all, breudeur, pedit evidomp evit ma-z aio war-raok komz an Aotrou, ha ma vo enoret, evel m’emañ kont du-se,

Priez pour que nous échappions aux gens pervers et mauvais, car tout le monde n’a pas la foi. 2Th 3, 2 : hag evit ma vimp disammet diouzh an dud diskiant ha fall-se ; rak kaout feiz n’eo ket tra an holl.

Le Seigneur, lui, est fidèle : il vous affermira et vous protégera du Mal. 2Th 3, 3 : Feal avat eo an Aotrou ; eñ an hini ho kreñvaio hag ho miro diouzh an droug.

Et, dans le Seigneur, nous avons toute confiance en vous : vous faites et continuerez à faire ce que nous vous ordonnons. 2Th 3, 4 : Ya, fiziañs hon eus en Aotrou, diwar ho penn, e talc’hit d’ober ar pezh a c’hourc’hemennomp deoc’h, hag e talc’hot d’ober.

Que le Seigneur conduise vos cœurs dans l’amour de Dieu et l’endurance du Christ. 2Th 3, 5 : An Aotrou da reno ho kalonoù e karantez Doue hag e pasianted ar C’hrist.

Frères, au nom du Seigneur Jésus Christ, nous vous ordonnons d’éviter tout frère qui mène une vie désordonnée et ne suit pas la tradition que vous avez reçue de nous. 2Th 3, 6 : Urzh a roomp deoc’h, breudeur, e anv hon Aotrou Jezuz Krist, da bellaat diouzh kement breur a vev en diegi ha n’eo ket hervez ar gelennadurezh hoc’h eus resevet diganeomp.

Vous savez bien, vous, ce qu’il faut faire pour nous imiter. Nous n’avons pas vécu parmi vous de façon désordonnée ; 2Th 3, 7 : Gouzout a rit mat hoc’h-unan penaos hoc’h eus da gemer skouer warnomp. Rak n’hon eus ket bevet en ho touez hep labourat,

et le pain que nous avons mangé, nous ne l’avons pas reçu gratuitement. Au contraire, dans la peine et la fatigue, nuit et jour, nous avons travaillé pour n’être à la charge d’aucun d’entre vous. 2Th 3, 8 : ha ne oa ket ur bara roet deomp e donezon an hini hon eus debret, met labouret ha poaniet hon eus deiz ha noz, evit diwall da sammañ hini ebet ac’hanoc’h.

Bien sûr, nous avons le droit d’être à charge, mais nous avons voulu être pour vous un modèle à imiter. 2Th 3, 9 : N’eo ket n’hor boa ket ar gwir d’hen ober, nemet e felle deomp en em reiñ deoc’h, ni hon-unan, evel ur skouer da heuliañ.

Et quand nous étions chez vous, nous vous donnions cet ordre : si quelqu’un ne veut pas travailler, qu’il ne mange pas non plus. 2Th 3, 10 : Kenkoulz all, p’edomp en ho touez, hon eus kemennet deoc’h an dra-mañ : nep piv bennak na fell ket dezhañ labourat, ne zle ket debriñ kennebeut all.

Or, nous apprenons que certains d’entre vous mènent une vie déréglée, affairés sans rien faire. 2Th 3, 11 : Hogen klevout a reomp lavarout ez eus en ho touez hiniennoù a vev en diegi, hep ober netra met o firbouchal bepred.

À ceux-là, nous adressons dans le Seigneur Jésus Christ cet ordre et cet appel : qu’ils travaillent dans le calme pour manger le pain qu’ils auront gagné. 2Th 3, 12 : Ar re-se, kemenn a reomp dezho hag e c’houlennomp outo, e anv an Aotrou Jezuz Krist, labourat er sioulder evit debriñ ur bara o devo gounezet o-unan.

Vous, frères, ne vous lassez pas de faire le bien. 2Th 3, 13 : Ha c’hwi, breudeur, grit ar mad hep skuizhañ.

Si quelqu’un n’obéit pas à ce que nous disons dans cette lettre, signalez-le ; ne le fréquentez pas, pour qu’il soit couvert de confusion ; 2Th 3, 14 : Ma vez unan bennak na sentfe ket ouzh ar pezh a lavaromp el lizher-mañ, merkit an dra-se, ha paouezit d’e zaremprediñ evit m’en devo mezh.

mais ne le considérez pas comme un ennemi, réprimandez-le plutôt comme un frère. 2Th 3, 15 : Evelato, na rit ket outañ evel ouzh un enebour, met divankit anezhañ evel ur breur.

Que le Seigneur de la paix vous donne lui-même la paix, en tout temps et de toute manière. Que le Seigneur soit avec vous tous. 2Th 3, 16 : Aotrou ar peoc’h e-unan da roio deoc’h ar peoc’h e pep amzer hag e pep doare ! An Aotrou da vezo ganeoc’h-holl.

La salutation est de ma main à moi, Paul. Je signe de cette façon toutes mes lettres, c’est mon écriture. 2Th 3, 17 : Ar salud-mañ a zo eus va dorn din-me, Paol : Hennezh eo ar sin d’am holl lizhiri. Sed aze va skritur.

Que la grâce de notre Seigneur Jésus Christ soit avec vous tous. 2Th 3, 18 : Gras hon Aotrou Jezuz Krist da vo ganeoc’h-holl.