Lettre de saint Jacques Apôtre - Chapitre 5
Chapitre 5
Et vous autres, maintenant, les riches ! Pleurez, lamentez-vous sur les malheurs qui vous attendent. Jc 5, 1 : Hama ! Deoc’h-hu bremañ, tud pinvidik ! Skuilhit daeroù, yudit en abeg d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.
Vos richesses sont pourries, vos vêtements sont mangés des mites, Jc 5, 2 : Brein eo ho pinvidigezh ; debret eo ho tilhad gant ar preñved.
votre or et votre argent sont rouillés. Cette rouille sera un témoignage contre vous, elle dévorera votre chair comme un feu. Vous avez amassé des richesses, alors que nous sommes dans les derniers jours ! Jc 5, 3 : Merglet eo hoc’h aour hag hoc’h arc’hant, hag ar mergl anezho a destenio a-enep deoc’h hag a zebro ho kig evel un tan. Dastumet hoc’h eus teñzorioù en deizioù diwezhañ !
Le salaire dont vous avez frustré les ouvriers qui ont moissonné vos champs, le voici qui crie, et les clameurs des moissonneurs sont parvenues aux oreilles du Seigneur de l’univers. Jc 5, 4 : Setu gopr al labourerien a zo bet o vediñ en ho parkeier, ar gopr-se hag hoc’h eus miret diganto, a gri a-enep deoc’h : ha garmadennoù an eosterien-se a zo aet betek divskouarn Aotrou an Armeoù.
Vous avez mené sur terre une vie de luxe et de délices, et vous vous êtes rassasiés au jour du massacre. Jc 5, 5 : Bevet hoc’h eus war an douar e-kreiz ar blijadurezh hag ar pompad. Roet hoc’h eus o gwalc’h d’ho kalonoù e deiz al lazhadeg.
Vous avez condamné le juste et vous l’avez tué, sans qu’il vous oppose de résistance. Jc 5, 6 : Kondaonet hoc’h eus, muntret hoc’h eus an den reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.
Frères, en attendant la venue du Seigneur, prenez patience. Voyez le cultivateur : il attend les fruits précieux de la terre avec patience, jusqu’à ce qu’il ait fait la récolte précoce et la récolte tardive. Jc 5, 7 : Bezit leun a basianted, breudeur, betek ma teuio an Aotrou. Sellit ouzh al labourer-douar : gant an esper da gaout frouezh prizius, e c’hortoz gant pasianted glaveier an diskar-amzer ha re an nevez-amzer.
Prenez patience, vous aussi, et tenez ferme car la venue du Seigneur est proche. Jc 5, 8 : C’hwi ivez bezit leun a basianted. Startait ho kalonoù, rak tost emañ Donedigezh an Aotrou.
Frères, ne gémissez pas les uns contre les autres, ainsi vous ne serez pas jugés. Voyez : le Juge est à notre porte. Jc 5, 9 : Va Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, ma ne fell ket deoc’h bezañ barnet. Setu m’emañ ar Barner e-tal an nor.
Frères, prenez pour modèles d’endurance et de patience les prophètes qui ont parlé au nom du Seigneur. Jc 5, 10 : Kemerit evel skouer a c’houzañvusted hag a basianted, breudeur, ar Brofeded o deus komzet e anv an Aotrou.
Voyez : nous proclamons heureux ceux qui tiennent bon. Vous avez entendu dire comment Job a tenu bon, et vous avez vu ce qu’à la fin le Seigneur a fait pour lui, car le Seigneur est tendre et miséricordieux. Jc 5, 11 : Ya, diskleriañ a reomp evurus ar re a c’houzañv gant dalc’hegezh. Klevet hoc’h eus anv eus dalc’hegezh Job, ha gwelet peseurt fin en deus an Aotrou roet d’e boanioù : rak an Aotrou a zo trugarezus ha kendruezek.
Et avant tout, mes frères, ne faites pas de serment : ne jurez ni par le ciel ni par la terre, ni d’aucune autre manière ; que votre « oui » soit un « oui », que votre « non » soit un « non » ; ainsi vous ne tomberez pas sous le jugement. Jc 5, 12 : Dreist pep tra, va breudeur, na douit ket, na dre an neñv, na dre an douar, na dre vann ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, evit chom hep kouezhañ dindan ar varnedigezh.
L’un de vous se porte mal ? Qu’il prie. Un autre va bien ? Qu’il chante le Seigneur. Jc 5, 13 : Ha doaniet e vefe unan bennak ac’hanoc’h ? Ra bedo. Hag el levenez e vefe ? Ra gano salmoù.
L’un de vous est malade ? Qu’il appelle les Anciens en fonction dans l’Église : ils prieront sur lui après lui avoir fait une onction d’huile au nom du Seigneur. Jc 5, 14 : Ha klañv e vefe unan bennak en ho touez, ra c’halvo presbiterien an Iliz, ha ra bedo ar re-mañ warnañ, goude e oleviñ gant eoul e anv an Aotrou.
Cette prière inspirée par la foi sauvera le malade : le Seigneur le relèvera et, s’il a commis des péchés, il recevra le pardon. Jc 5, 15 : Ha pedenn ar feiz a salvo an den klañv hag an Aotrou e adsavo. Ha m’en deus graet pec’hedoù, e vezint pardonet dezhañ.
Confessez donc vos péchés les uns aux autres, et priez les uns pour les autres afin d’être guéris. La supplication du juste agit avec beaucoup de force. Jc 5, 16 : Kofesait eta ho pec’hedoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile evit bezañ yac’haet. Galloudus bras eo pedenn virvidik an den reizh.
Le prophète Élie n’était qu’un homme pareil à nous ; pourtant, lorsqu’il a prié avec insistance pour qu’il ne pleuve pas, il n’est pas tombé de pluie sur la terre pendant trois ans et demi ; Jc 5, 17 : Elias a oa un den sujet d’an hevelep poanioù ha ni ; pediñ a reas evit na gouezhfe ket a c’hlav ha ne gouezhas berad ebet e-pad tri bloaz hanter.
puis il a prié de nouveau, et le ciel a donné la pluie, et la terre a fait germer son fruit. Jc 5, 18 : Hag adarre e pedas, hag an neñv a roas glav, hag an douar a daolas e frouezh.
Mes frères, si l’un de vous s’égare loin de la vérité et qu’un autre l’y ramène, Jc 5, 19 : Va breudeur, ma teu unan bennak en ho touez da dec’hout diouzh ar wirionez, ha ma c’hoarvez d’un all e zegas en-dro dezhi,
alors, sachez-le : celui qui ramène un pécheur du chemin où il s’égarait sauvera son âme de la mort et couvrira une multitude de péchés. Jc 5, 20 : Ra ouezo penaos an hini a zistro ur pec’her diwar e zihenchadenn, a salvo ivez e ene e-unan eus ar marv, hag en devo ar pardon eus ur bern pec’hedoù.
