Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 24 a viz Eost 2025

21añ sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Izaia (Iz 66, 18-21)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Degas a raint hoc'h holl vreudeur eus an holl vroadoù.

Setu lavar an Aotrou :
Evidon avat, dont a ran da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù ;
dont a raint hag e welint va gloar.
Lakaat a rin un arouez en o zouez,
hag e kasin eus ar re saveteet en o mesk war-zu ar broadoù,
d'an inizi pell ha n'o deus klevet biskoazh brud ac'hanon
na n'o deus gwelet biskoazh va gloar ;
embann a raint va c'hlod e-touez ar broadoù.
Degas a raint en-dro hoc'h holl vreudeur eus a-douez an holl vroadoù,
evel ur prof d'an Aotrou, war gezeg, war girri,
war leterioù, war vuled, war zremedaled,
d'am Menez santel, da Jeruzalem, - eme an Aotrou.
Evel ma vez degaset o c'hinnig gant mibien Israel
e listri glan da Dempl an Aotrou.
Ha zoken en o zouez e kemerin lod da vezañ
beleien ha levited, - eme an Aotrou.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 117 Salm 117 (116), 1, 2

📖 Levr ar salmoù : Salm 117

D : It dre ar bed holl, prezegit ar C'heloù Mat.
pe : Allelouia

Meulit an Aotrou, C'hwi, an holl vroadoù,
youc'hit dezhañ, C'hwi, an holl bobladoù !

Rak divrall eo warnomp e drugarez,
fealded an Aotrou a bad da virviken !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher d'an Hebreed (Heb 12, 5-7.11-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

An Aotrou a gastiz an hini a gar.

Breudeur. Daoust hag ankounac’haet hoc'h eus ivez an ali roet deoc'h evel da vibien :
« Va mab, na ra ket fae war gastiz an Aotrou ;
na goll ket kalon ma ra dit rebechoù ;
rak an Aotrou a gastiz an neb a zo karet gantañ,
hag a skourjez an neb a zo kemeret gantañ da vab. »
M’hoc'h eus da c'houzañv eo evit ho kelennadurezh.
Evel ouzh mibien e ra Doue ouzhoc'h.
Rak piv eo ar mab ha na vez ket kastizet gant e dad ?
Pep kastiz-kelenn a hañval, a dra sur, d’ar c'houlz ma vez gouzañvet, bezañ
un abeg a dristidigezh ha neket a levenez ;
met diwezhatoc'h e tegas d’ar re a zo bet stummet gantañ,
ur frouezh peoc'hus a reizhder.
Adsavit eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin o trabidellañ ;
kompezit ar skoaselloù dindan ho treid,
evit na d-aio ket an ezel kamm da weañ met kentoc'h ma vo pareet.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 13, 22-30)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dont a raint eus ar reter hag ar c'hornog da azezañ e rouantelezh Doue.

En amzer-se e tremene Jezuz dre gêrioù ha bourc'hioù en ur gelenn,
oc'h ober hent war-zu Jeruzalem.
Unan bennak a lavaras dezhañ :
« Aotrou, daoust hag un nebeud tud a vo salvet? »
Eñ avat a lavaras dezho :
« Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh,
rak kalz, a lavaran deoc'h, a glasko mont e-barzh, ha n’hellint ket.
Pa vo bet savet ar penn-tiegezh evit prennañ an nor, e stagot,
c'hwi chomet er-maez da skeiñ en ur lavarout : ''Aotrou, digor deomp !''
Hag e responto deoc'h : '' C’hwi, n’ouzon ket a-belec’h ez oc'h !''
Neuze en em lakot da lavarout :
'' Debret hag evet hon eus dindan da selloù
ha war hor plasennoù ec'h eus kelennet ! ''
hag e responto deoc'h :
'' N’ouzon ket a-belec’h ez oc'h.
Pellait diouzhin, c'hwi holl oberourien an droug ! ''
Eno e vo gouelvan ha skrignadeg dent,
pa welot Abraham, Izaak ha Yakob,
hag an holl brofeded, e Rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.
Hag e teuio tud eus ar C’huzh-heol, hag ar Sav-heol,
eus an Hanternoz hag eus ar C’hreisteiz,
hag i en em lakaio ouzh taol, e Rouantelezh Doue.
Ya, bez’ ez eus re ziwezhañ hag a vo e-touez ar re gentañ,
ha bez’ ez eus re gentañ hag a vo e-touez ar re ziwezhañ. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 24 a viz Eost 2025
Lukaz 13, 22-30 - Gant Sophie Trehen hag Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn