Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 5 a viz Here 2025
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus diougan Habakouk (Hab 1, 2-3 ; 2, 2-4)
An den just a vevo dre e feiz.
Betek pegeit, Aotrou, ho kalvin d'am sikour
Hep ma ’m selaoufec'h,
E c'harmin war-zu ennoc'h : " Gwaskerezh ! "
Hep ma teufec'h d'am salviñ.
Perak va lakaat da welout an drougiezh ?
Daoust hag e rankan sellout ouzh ar boan ?
Skraperezh ha gwaskerezh ne welan ken dirazon,
Setu tabut, dizunvaniezh o kreskiñ !
Neuze an Aotrou en em lakaas da gomz 'n ur lavarout :
" Skriv ar weledigezh hag engrav-hi
E lizherennoù aes war dablezennoù
Evit ma vo lennet hep poan.
Rak ar weledigezh-mañ a roio testeni en he c'houlz,
Tennañ a ra d'he fal hep c'hwitadenn ;
Mar dale da zont, gortoz-hi,
Dont a raio sur hep dilerc'hiñ !
Setu diskaret an hini 'zo direizh e ene,
Hogen an den just a vevo dre nerzh e fealded. "
🎶 Salm
Salm 95 Salm 95 (94), 1-2, 6-7ab, 7d-8a.9
D : Ra vefec'h hiziv evit selaou mouezh an Aotrou,
na galedit ket ho kalonoù.
Deuit ha kanomp gant levenez d'an Aotrou ;
youc'homp en enor da Zoue, hon Aotrou.
En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù,
ha dougomp klod dezhañ gant hor salmoù.
Deuit eta, stouomp hag azeulomp,
ha daoulinomp dirak an Aotrou, hor c'hrouer,
rak, Eñ a zo hon Doue,
ha ni ar Bobl maget gantañ hag an deñved renet gant e zorn.
Na galedit ket ho kalonoù, evel e Meriba,
evel er gouelec'h da zeiz Masa,
e lec'h m'on bet temptet hag amprouet gant ho tadoù :
evito da vezañ gwelet va oberoù.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus an eil lizher da Dimoteoz (2tm Tm 1, 6-8.13-14)
Arabat eo dit kaout mezh eus testeni hon Aotrou.
Va mab muiañ-karet :
Setu perak e kemennan dit bevaat a-nevez an donezon-Doue
ac'h eus resevet gant astennidigezh va daouarn warnout.
Rak ar Spered en deus Doue roet deomp n’eo ket unan hon lakfe aonik,
met ur Spered a nerzh, a garantez, a furnez an hini eo.
Arabat dit kaout mezh eta eus an testeni ac'h eus da reiñ d’hon Aotrou,
na mezh ac'hanon e brizoniad ;
met kentoc'h, asant gouzañv poan ganin evit an Aviel,
dre nerzh galloud Doue.
Kemer da benn-batrom ar c'homzoù yac'h ac'h eus klevet diganin
diwar-benn ar feiz hag ar garantez a zo er C'hrist Jezuz.
Mir ar gelennadurezh vat bet fiziet ennout,
gant sikour ar Spered Santel a zo o chom ennomp.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 17, 5-10)
Mar ho pefe ar feiz !
En amzer-se e lavaras an ebestel d'an Aotrou : « Kresk ennomp ar feiz ! »
An Aotrou a respontas :
« Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn-sezo,
e lavarfec'h d’ar wezenn-vouar-mañ :
'' En em ziwrizienn ha kae d’en em blantañ er mor '' ; hag e sentfe ouzhoc'h.
Piv ac'hanoc'h, m’en deus ur servijer oc'h arat, pe o vesa,
a lavaro dezhañ pa zistroio eus ar park :
'' Deus buan da azezañ ouzh taol '' ?
Daoust ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ :
'' Aoz din peadra da goaniañ, ha stard da c'houriz d’am servijañ,
ken n’em bo debret hag evet, ha neuze e c'helli debriñ hag evañ, te ivez ''?
Daoust hag anaoudegezh vat en devo e-keñver ar servijer-se
dre m’en devo graet ar pezh a oa gourc'hemennet dezhañ ?
Evel-se, c'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo bet gourc'hemennet deoc'h,
lavarit : '' Servijerien dister ez omp :
nemet ar pezh a zleemp da ober, n’hon eus graet hepmuiken. ''»
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 5 a viz Here 2025Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
