Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 2 a viz Du 2025

Gouel an Anaon🟣 Mouk

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn gentañ tennet eus levr ar Furnez (Fu 3, 1-6.9)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Evel sakrifis un holloskad en deus o c'havet mat.

Eneoù an dud reizh a zo etre daouarn Doue,
Ha ne vo gwask ebet evit tizhout anezho.
Da sell ar re ziboell o deus hañvalet mervel,
Hag o zremenvan en deus hañvalet bezañ ur gwalleur,
O disparti diouzhimp, un distro d'an netra :
Int i avat a zo er peoc'h.
Mar o deus, da sell an dud, gouzañvet kastizadurioù,
O goanag a zo leun a zivarvelezh.
En eskemm eus poanioù skañv e resevint eurvad bras :
Rak Doue en deus amprouet anezho
Hag o c'havet en deus dellezek anezhañ e-unan ;
Evel an aour en teuzlestr en deus amprouet anezho,
Evel ul loskaberzh en deus o c'havet mat.
Ar re a laka o fiziañs ennañ a gompreno ar wirionez,
ar re feal a chomo en e gichen er garantez : rak e drugarez hag e c’hras a zo evit e zibabidi.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 27 Salm 27 (26), 1. 4. 7 ha 8b ha 9a. 13-14

📖 Levr ar salmoù : Salm 27

D (1a) : Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou !
pe : Krediñ a ran e welin madelezh an Aotrou e douar ar re vev.


Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou,
piv am lakafe da spontañ ?
Difenn va buhez eo an Aotrou,
piv am lakafe da grenañ ?

Ma vin o chom e ti an Aotrou
A hed deizioù va buhez,
Ma tañvain douster an Aotrou,
En ur servijañ en e Dempl.

Selaouit, Aotrou, va mouezh pa ho kalvan,
Ho pet truez, va selaouit.
Va daoulagad ho klask !
N'en em guzhit ket ouzhin.

Krediñ a ran e welin madelezh an Aotrou
e douar ar re vev.
Gortoz gant fiziañs an Aotrou, bez kalonek ha start,
Ya, gortoz gant fiziañs an Aotrou.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn tennet eus lizher kentañ an abostol sant Paol d’ar Gorintiz (1Go 15, 51-57)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Beuzet eo bet an Ankoù dindan an drec'hadenn

Va breudeur, Setu ma-z an da lavarout deoc’h ur mister :
ne varvimp ket holl, met holl e vezimp kemmet,
en ur predig-amzer, en ur serr-lagad,
ouzh son an drompilh diwezhañ ;
rak seniñ a raio an drompilh,
hag ar re varv a zihuno da vev da vezañ divreinus ;
ha ni, kemmet e vezimp.
Rak dleet eo d’ar c’horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted,
d’ar c’horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh.
Ha p’en devo ar c’horf breinus-mañ gwisket an divreinusted,
ar c’horf marvel-mañ gwisket an divarvelezh,
neuze e teuio da wir lavar ar Skritur :
« Beuzet eo bet an Ankoù dindan lanv an drec’hadenn.
Pelec’h, Ankoù, emañ da drec’h ? Pelec’h, Ankoù, emañ da vroud ? »
Broud an Ankoù eo ar pec’hed,
ha nerzh ar pec’hed eo al Lezenn.
Met rentomp bennozh da Zoue,
eñ hag en deus roet deomp an trec’h dre Jezuz Krist, hon Aotrou.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Aviel santel hervez sant Yann (Yn 6, 37-40)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

An neb a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadel ha me en adsavo d'an deiz diwezhañ

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 11, 25a. 26)
Me eo an dasorc'h hag ar vuhez, eme an Aotrou :
an hini a gred ennon ne varvo ket da virviken.
Allelouia !

En amzer-se e lavaras Jezuz d'an engroez :
« Kement a ro din an Tad a zeuio davedon ;
hag an hini a zeu davedon, me avat ne daolin ket anezhañ er-maez.
Rak diskennet on eus an Neñv neket evit ober va youl-me,
met youl an Hini en deus va c’haset.
Hag homañ eo youl an Hini en deus va c’haset,
na gollin netra eus kement en deus roet din,
hogen ma adsavin anezho d’an deiz diwezhañ.
Rak homañ eo youl va Zad m’en devezo buhez peurbadel kement hini a wel ar Mab hag a gred ennañ ;
ha maz adsavin anezhañ a varv da vev d’an deiz diwezhañ ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn