Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 6 a viz Gouere 2025

14vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Izaia (Iz 66, 10-14c)

📖 Voir dans la Bible

Komz a ra ar profed eus Kêr Jeruzalem, deuet buhez enni a-nevez gant distro he bugale eus an harlu, ha prometiñ a ra evit pobl Doue, en amzer da zont, peoc'h ha levenez a-berzh an Aotrou.

En em laouenait gant Jeruzalem,
Ha tridit en abeg dezhi, c'hwi holl hag he c'har ;
Bezit e barr al levenez en abeg dezhi,
O c'hwi holl hag hoc'h eus douget he c'hañv.
Deoc'h da zenañ ha da gaout ho kwalc'h
Ouzh he divronn a frealzidigezh ;
Deoc'h da sunañ gant plijadurezh
Eus fonnusted he gloar.
Rak evel-henn e lavar an Aotrou :
Setu ma lakaan da ruilhal war-zu enni
Ar peoc'h evel ur stêr vras,
Hag evel ur froud-dour dic'hlannet pinvidigezh ar broadoù.
He magadenned a vo douget war ar groazlez
Ha flouret war an daoulin,
Evel ma vez gant e vamm dic'hlac'haret ur mab,
Evel-se eo me ho tic'hlac'haro.
Ya, e Jeruzalem e viot frealzet.
Ouzh en gwelout e laouenaio ho kalon,
Hag hoc'h eskern a advleunio evel geot.
Dorn an Aotrou en em roio da anavezout d'e servijerien.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 65 Salm 65 (66), 1-3a, 4-5, 6-7a, 16.20

📖 Psautier : Psaume 65

D : Tridit evit Doue, douar a-bezh !

Youc'hit da Zoue, tud an douar a-bezh,
kanit gloar e anv,
dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.
Lavarit da Zoue : « Pegen estlammus hoc'h oberoù !
Dirazoc'h e stou an douar a-bezh, d'hoc'h azeuliñ,
ra ganint evidoc'h, ra ganint hoc'h anv.»
Deuit ha sellit ouzh taolioù-meur Doue,
graet en deus burzhudoù e-keñver mibien an dud.
Kemmet en deus ar mor e douar kalet,
treizhet hon eus ar stêr hep glebiañ hon treid ;
lakaomp eta hol levenez ennañ.
Ren a ra war bep tra en e c'halloud peurbad.
Deuit, ha selaouit, hag e kontin, deoc'h holl hag a zouj Doue,
an holl gement en deus graet evit va ene.
Meuleudi da Zoue, rak n'en deus ket argaset va fedenn,
n'en deus ket nac'het ouzhin e vadelezh.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar C'halated (Gal 6, 14-18)

📖 Voir dans la Bible

Dougen a ran gloazioù Jezuz em c'horf.

Va breudeur, evidon-me,
Doue ra viro e klaskfen tennañ gloar eus un dra bennak,
nemet eus Kroaz hon Aotrou Jezuz Krist,
rak drezañ ar bed a zo bet staget ouzh ar Groaz evidon,
ha me evit ar bed.
Rak an amdroc'h n’eo netra, nag an diamdroc'h,
ar pezh a dalv eo bezañ ur c'hrouadur nevez.
Ha da gement hini a heulio ar reolenn-se,
peoc'h ha trugarez, hag ivez da Israel Doue.
Bremañ arabat da zen ober din diaezamantoù ken ;
rak a-walc'h eo din dougen em c'horf merkoù Jezuz.
Breudeur, gras hon Aotrou Jezuz Krist
da vezo gant ho spered. Amen.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 10, 1-12.17-20)

📖 Voir dans la Bible

Ra ziskuizho warni ho peoc'h.

En amzer-se, e tibabas an Aotrou daouzek ha tri-ugent eus e ziskibien
hag o c'hasas daou-ha-daou en e raok,
da gement kêr ha lec'h ma tlee mont e-unan.
Hag e lavaras dezho :
« Stank eo an eost, distank avat al labourerien.
Pedit eta mestr an eost ma kaso war e eost labourerien.
It ! Setu m’ho kasan evel deñved e-touez bleizi.
Na gasit ganeoc'h na yalc'h, na sac'h, na botoù ; na saludit den ebet war an hent.
E kement ti ma 'z eot, lavarit da gentañ : 'Peoc'h d’an ti-mañ'.
Ha ma vez eno un den a beoc'h,
e tiskenno ho peoc'h warnañ ;
mar ne vez ket, e teuy en-dro warnoc'h.
Chomit en hevelep ti, o tebriñ
hag oc'h evañ eus ar pezh a vo ganto ;
rak d’al labourer eo dleet e c'hopr.
Na dremenit ket a di da di.
E kement kêr ma 'z eot, mar ho tegemerer,
debrit ar pezh a vo servijet deoc'h ;
pareit ar glañvourien a vo eno, ha lavarit d’an dud :
'Tost ouzhoc’h eo deuet Rouantelezh Doue.'
E kement kêr ma 'z eot, mar n’ho tegemerer ket,
it war leurioù-kêr ha lavarit :
'Betek poultr ho kêr hag a zo stag ouzh hon treid
a dennomp diwarno d’e lezel ganeoc'h ;
koulskoude gouezit kement-se : tost emañ Rouantelezh Doue.'
Me lavar deoc'h, evit Sodom, en deiz-se,
ne vo ket ken gwazh hag evit ar gêr-se. »
Distreiñ a reas an daouzek ha tri-ugent, leun a levenez, o lavarout :
« Aotrou, an drouksperedoù o-unan a bleg deomp ez anv ! »
Hag e respontas dezho :
« Gwelout a raen Satan o kouezhañ eus an Neñv evel ul luc'hedenn.
Setu m’em eus roet deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered,
hag ar c'hruged, ha beli war holl nerzh an enebour,
ha mann ebet ne c'hello noazout ouzhoc'h.
Koulskoude n’eo ket gant se hoc'h eus da vezañ laouen,
e plegfe deoc'h ar speredoù,
hogen bezit laouen dre m’emañ skrivet hoc'h anvioù en Neñvoù. »

pe al lennadenn verr :

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 10, 1-9)

📖 Voir dans la Bible

Ra ziskuizho warni ho peoc'h.

En amzer-se, e tibabas an Aotrou daouzek ha tri-ugent eus e ziskibien
hag o c'hasas daou-ha-daou en e raok,
da gement kêr ha lec'h ma tlee mont e-unan.
Hag e lavaras dezho :
« Stank eo an eost, distank avat al labourerien.
Pedit eta mestr an eost ma kaso war e eost labourerien.
It ! Setu m’ho kasan evel deñved e-touez bleizi.
Na gasit ganeoc'h na yalc'h, na sac'h, na botoù ; na saludit den ebet war an hent.
E kement ti ma 'z eot, lavarit da gentañ : 'Peoc'h d’an ti-mañ'.
Ha ma vez eno un den a beoc'h,
e tiskenno ho peoc'h warnañ ;
mar ne vez ket, e teuy en-dro warnoc'h.
Chomit en hevelep ti, o tebriñ
hag oc'h evañ eus ar pezh a vo ganto ;
rak d’al labourer eo dleet e c'hopr.
Na dremenit ket a di da di.
E kement kêr ma 'z eot, mar ho tegemerer,
debrit ar pezh a vo servijet deoc'h ;
pareit ar glañvourien a vo eno, ha lavarit d’an dud :
'Tost ouzhoc’h eo deuet Rouantelezh Doue.' »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 6 a viz Gouere 2025
Lk 10, 1-12.17-20 - Gant Bastian Davy ha Madalen Manac\'h eo displeget an Aviel.

⇧ Retourner en haut de page