Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Isaïe » Chapitre 66

Livre d’Isaïe - Chapitre 66

Levr : Levr ar profed Izaias
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Chapitre 66



Ainsi parle le Seigneur : Le ciel est mon trône, et la terre, l’escabeau de mes pieds. Où donc me bâtiriez-vous une maison ? Où serait le lieu de mon repos ? Is 66, 1 : Evel-hen e komz an Aotrou : An neñv eo va zron hag an douar skabell va zreid ! Peseurt ti a c’hellfec’h sevel din, pelec’h e c’hellfec’h va lakaat da chom ?

Tout cela, c’est ma main qui l’a fait, et tout cela est à moi – oracle du Seigneur. Celui que je regarde, c’est le pauvre, celui qui a l’esprit abattu et tremble à ma parole. Is 66, 2 : Kement-se holl eo va dorn en deus hen graet, kement-se holl a zo din, diougan an Aotrou ! Met sed amañ ouzh piv a sellan, ouzh an den izelek, ouzh ar galon mantret o krenañ gant va lavar.

On immole le bœuf, mais on abat aussi bien un homme ; on sacrifie le mouton, mais on brise la nuque d’un chien ; on présente une offrande, mais aussi bien du sang de porc ; on brûle de l’encens en mémorial, mais on adresse une bénédiction aux idoles ! Ainsi, ces gens-là ont choisi leurs propres chemins, ils se complaisent dans leurs horreurs ; Is 66, 3 : Aberzhañ a reer un ejen hag e lazher un den, kinnig a reer un oan e sakrifis hag e torrer penn ur c’hi. Ober a reer ur brofadenn e-keit ma skuilher gwad moc’h, deviñ a reer ezañs met evit kehelañ un idolenn. Neuze evel m’o deus ar re-se dibabet o hentoù, evel ma kemer o ene plijadur gant o euzhusterioù,

eh bien moi, je choisirai leurs tourments et je ferai venir sur eux ce qu’ils redoutent, puisque j’ai appelé, et que personne n’a répondu, j’ai parlé, et personne n’a écouté. Ils ont fait ce qui est mal à mes yeux, ils ont choisi ce qui me déplaît. Is 66, 4 : evel-se me ivez a zibabo gwalleurioù evito hag e lakain da gouezhañ warno ar pezh o deus aon razañ : Rak galvet em eus ha n’eus bet den o respont, komzet em eus ha n’eus bet den o selaou, graet o deus avat ar pezh a zo fall d’am daoulagad, ha dibabet o deus ar pezh a zisplij din.

Écoutez ce que dit le Seigneur, vous qui tremblez à sa parole. Vos frères, qui vous haïssent et vous rejettent à cause de mon nom, se sont moqués en disant : « Que le Seigneur manifeste sa gloire, et nous verrons votre joie ! » Eh bien, ce sont eux qui connaîtront la honte ! Is 66, 5 : Klevit Komz an Aotrou, c’hwi hag a gren rak e lavar. Ho preudeur hag o deus kasoni ouzhoc’h ar re hoc’h argas en abeg d’am anv, eo int a lavar : d’an Aotrou da ziskouez e c’hloar ma vo gwelet ganeomp ho levenez ! Met int eo ar re a ruzio gant ar vezh.

Une voix, un tumulte vient de la ville, une voix sort du Temple : c’est la voix du Seigneur, qui rend à ses ennemis ce qui leur est dû. Is 66, 6 : Selaouit an todion a sav eus kêr. An trouz ’zo o tont eus an Templ ! Selaouit mouezh an Aotrou o rentañ o c’hement-all d’e enebourien.

Avant d’être en travail, Sion a enfanté ; avant que lui viennent les douleurs, elle a accouché d’un garçon. Is 66, 7 : A-raok bezañ bet e poan-vugale hi he deus gwilioudet, a-raok bezañ santet ar gweltroù, hi he deus ganet ur mab.

Qui a jamais entendu rien de tel ? Qui a jamais vu chose pareille ? Peut-on mettre au monde un pays en un jour ? Une nation est-elle enfantée en une fois ? Pourtant, Sion, à peine en travail, a enfanté ses fils ! Is 66, 8 : Piv biskoazh en deus klevet kement-all ? Piv biskoazh en deus gwelet par da se ? Ha ganet e ve un douar en un devezh ? Ur vroad, ha gwilioudet e ve anezhi en un taol ? Sion avat, a-vec’h m’eo bet er gwentloù he deus ganet he bugale.

Est-ce que moi, j’ouvrirais un passage à la vie, et je ne ferais pas enfanter ? – dit le Seigneur. Moi qui fais enfanter, je fermerais le passage de la vie ? – dit ton Dieu. Is 66, 9 : Me hag a ra engehentañ hag eñ ne rafen ket gwilioudiñ ? eme an Aotrou. Me hag a ra genel. Ha serriñ a rafen korf ar mammoù ? eme da Zoue.

Réjouissez-vous avec Jérusalem ! Exultez en elle, vous tous qui l’aimez ! Avec elle, soyez pleins d’allégresse, vous tous qui la pleuriez ! Is 66, 10 : En em laouenait gant Jeruzalem, ha tridit ganti, c’hwi holl a gar anezhi, lodennit hec’h eurvad, c’hwi holl a ouelas dezhi.

Alors, vous serez nourris de son lait, rassasiés de ses consolations ; alors, vous goûterez avec délices à l’abondance de sa gloire. Is 66, 11 : Evit denañ ho kwalc’h, eus bronn he frealzidigezh ; evit sunañ, gant dudi, eus fonnusted he gloarioù.

Car le Seigneur le déclare : « Voici que je dirige vers elle la paix comme un fleuve et, comme un torrent qui déborde, la gloire des nations. » Vous serez nourris, portés sur la hanche ; vous serez choyés sur ses genoux. Is 66, 12 : Rak evel-hen e komz an Aotrou : ez an da ren daveti, evel ur stêr, ar peoc’h, hag evel ur froud-dour dic’hlannet pinvidigezh ar pobloù. Bronnet e viot ha douget war ar vrec’h ha flouret war an daoulin,

Comme un enfant que sa mère console, ainsi, je vous consolerai. Oui, dans Jérusalem, vous serez consolés. Is 66, 13 : evel ur mab frealzet gant e vamm, me va-unan ho frealzo hag e Jeruzalem ho po frealzidigezh.

Vous verrez, votre cœur sera dans l’allégresse ; et vos os revivront comme l’herbe reverdit. Le Seigneur fera connaître sa puissance à ses serviteurs, il sera indigné par ses ennemis. Is 66, 14 : Ouzh hen gwelout e laouenaio ho kalon, hag hoc’h eskern a advleunio evel geot. Dorn an Aotrou en em roio da anavezout d’e servijerien, hag e gonnar d’e enebourien.

Car voici que le Seigneur arrive dans le feu, avec ses chars pareils à un ouragan, pour assouvir l’ardeur de sa colère, exécuter ses menaces par les flammes du feu. Is 66, 15 : Rak setu m’emañ an Aotrou o tont en tan, E girri a zo evel ur gorventenn, evit skuilhañ e gounnar gant fulor hag e c’hourdrouzoù gant flamm-tan.

Car le Seigneur vient juger par le feu, juger par son épée tout être de chair : nombreuses sont les victimes du Seigneur. Is 66, 16 : Rak an Aotrou a ya da varn dre an tan, da varn gant e gleze pep krouadur ; ha niverus eo ar re a vo lazhet gant an Aotrou...

Ceux qui se sanctifient et se purifient pour entrer dans les jardins, derrière une idole placée au centre, ceux qui mangent de la viande de porc, des bêtes répugnantes et des souris, succomberont ensemble – oracle du Seigneur – Is 66, 17 : Ar re en em santela hag en em c’hlana evit mont el liorzhoù war-lerc’h an hini en em zalc’h er c’hreiz, ar re a zebr kig-moc’h ha traoù euzhus, ha logod, o oberoù hag o itrikoù e vo fin dezho, holl war un dro, diougan an Aotrou !

avec leurs actions et leurs pensées. Moi, je viens rassembler toutes les nations, de toute langue. Elles viendront et verront ma gloire : Is 66, 18 : Evidon avat, dont a ran da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù ; dont a raint hag e welint va c’hlod.

je mettrai chez elles un signe ! Et, du milieu d’elles, j’enverrai des rescapés vers les nations, vers Tarsis, Pouth et Loud, Mèshek, Rosh, Toubal et Yavane, vers les îles lointaines qui n’ont rien entendu de ma renommée, qui n’ont pas vu ma gloire ; ma gloire, ces rescapés l’annonceront parmi les nations. Is 66, 19 : Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin eus ar re saveteet en o mesk war-zu ar broadoù, da Darsis, Pout ha Loud, Moshek, Rosh, Toubal, Yavan, d’an inizi pell ha n’o deus biskoazh klevet brud ac’hanon na n’o deus biskoazh gwelet va gloar ; embann a raint va c’hlod e-touez ar broadoù.

Et, de toutes les nations, ils ramèneront tous vos frères, en offrande au Seigneur, sur des chevaux et des chariots, en litière, à dos de mulets et de dromadaires, jusqu’à ma montagne sainte, à Jérusalem, – dit le Seigneur. On les portera comme l’offrande qu’apportent les fils d’Israël, dans des vases purs, à la Maison du Seigneur. Is 66, 20 : Degas a raint en-dro hoc’h holl vreudeur eus a-douez an holl vroadoù, evel ur prof d’an Aotrou, war gezeg, war girri, war girri goloet, war vuled, war zremedaled, d’am Menez santel, da Jeruzalem, eme an Aotrou, evel ma vez degaset o c’hinnig gant mibien Israel e listri glan da Dempl an Aotrou.

Je prendrai même des prêtres et des lévites parmi eux, – dit le Seigneur. Is 66, 21 : Ha zoken en o zouez e kemerin da vezañ beleien ha Levidi, eme an Aotrou.

Oui, comme le ciel nouveau et la terre nouvelle que je fais subsistent devant moi – oracle du Seigneur –, ainsi subsisteront votre descendance et votre nom ! Is 66, 22 : Hag evel ma pado dirazon an Neñvoù nevez hag an douar nevez ez an da grouiñ - Diougan an Aotrou - evel-se e pado ho lignez hag hoc’h anv.

Alors, de nouvelle lune en nouvelle lune, et de sabbat en sabbat, tout être de chair viendra se prosterner devant moi, – dit le Seigneur. Is 66, 23 : Hag eus an eil loar nevez d’eben, hag eus an eil sabad d’egile, e teuio pep krouadur bev da stouiñ dirazon, eme an Aotrou.

Et au-dehors, on verra les dépouilles des hommes qui se sont révoltés contre moi : leur vermine ne mourra pas, leur feu ne s’éteindra pas : ils n’inspireront que répulsion à tout être de chair. Is 66, 24 : Ha p’az aio an dud er-maez e welint kelanoù ar re a oa en em savet em enep, rak o freñv ne varvo ket, nag o zan ne vougo ket, hag e vezint un euzhusted evit pep krouadur bev.